Ar bokedoù goañv

Graet ‘vit merc’hedigoù skol gristen Tregrom, da ganañ gant pep a voked.
War don « An Hini gozh »

I
Bleunioù ‘r maezioù ‘vez kuñtuilhet
‘Pad an hañv gant an « douristed »
‘N hon farkoù, ‘n hon frajoù
‘Dastumont bokedoù.
II
Deomp bremañ, bugale ‘r maezioù,
Teñzor kevrinus hon c’hoajoù ;
Ar bokedoù goañv
Zo, sur-mat, ar c’haerañ.
III
Delioù glas-sklaer, delioù glas-du.
Gant perlez gwenn, gant perlez ruz :
Gargel hag uhelvarr
‘Ra bokedoù dispar.
IV
Raden bihan glas liestroad
Pe raden derv, spoue ouzh o zroad
‘N ur gouevrenn lugernus
‘Ra ur podad marzhus
V
Ar boued-kornek, pe skav-gwrac’h
Daou anv plijus, me ‘lâr dac’h
Gant he frouezh ruz fentus
‘Ra ‘r boked dudius.
VI
Delioù derv-gwenn, delioù fav-put
Stourmet ganto eus avel-yud :
‘N ur pod priaj Kemper
A ra bokedoù kaer.
VII
Rask, fregon, gougel, bug, beuz-bleiz !
Pet anv ‘n deus ‘ta ‘barzh e Breizh ?
Ar boked koant damzu,
Gant boulloùigoù ruz.
VIII
Bleunioù melen hon lann kraket
A ra ur boked alaouret.
Ur gwir voked breizhat !
Ha karget a c’hwezh vat.
IX
Gant delioù gargel hag ilio
Ni ‘ra ivez garlantezioù
Traoù koant a zo e-leizh !
Kuzhet e maezioù Breizh.
X
D’Itron Varia Rozera
‘Ginnigomp ar boked kaerañ
‘Vel merk a garantez
Ha gantañ un ave.

Genver 1961

Print Friendly, PDF & Email