Ar beure kentañ

I
Va dousig koant poent eo sevel
Setu an deiz en em gavet
‘Us d’ar maez an Heol zo uhel
‘Barzh ar beure alaouret
Teir gwech ar c’hilhog a-bouez-penn
‘Deus kanet an dihuniñ.
Digor da sell d’ar sklêrijenn
Mousc’hoarzh eürus en da di.
II
Ar voualc’h du er bodad drez
A c’hwitell dimp he salud
An durzhunell a sav he mouezh
Eus kreiz ar c’hoad ‘lec’h ma klud
Selaou pedenn an alc’houeder
Diouzh an neñv glas o kouezhañ
Va dousig koant, sell pegen kaer
Eo dimp hor beure kentañ
III
Ar saout a sach war o chadenn
Dirak ar rastell c’houllo
Me zo ‘vont da gerc’hat dê foenn
‘Keit-se te o goroio.
Er marchosi, ar gazeg wenn
A c’houll he c’herc’h hep dale
Hag er c’hraou bras an daou ejen
Gwelout ac’hanout ‘garfe.
IV
Dec’h vintin hon eus tremenet
Dirak an Aotrou Person
Ar c’hleier bras o deus sonet
D’embanniñ mouezh hor c’halon.
Hiziv etre da vizied
‘Mañ eürusted va buhez
Va dousig koant ha va fried
Te zo va holl garantez !

[1968] Diwar Lusian Loarer.

Print Friendly, PDF & Email