Hunvre sevenet

Hon hunvre kaer, hon hunvre kozh Hon hunvre ken hirc’hortozet Deut eo da wir dre C’hras Doue. Bez’ hon eus ur Beleg nevez. Ur gour eo eus hor Gouenn gadarn. Dre Garantez kristen ‘vit e Bobl Evit bezañ holl d’an […]

Hollwennwisket

Va Freder. Va nec’h Va Foan. Va Anken Va C’hounnar. Va Levenez. Va Spi. Va C’harantez Va glac’har. Va lorc’h Va morc’hed. Va Hiraezh Va zourmant pemdeziek Hollwennwisket ! 26 a viz Du 1968

Hirnez

An hini a garan Zo du-hont er c’hlañvdi Noz-ha-deiz o c’houzañv Ha me pell diouti Met va spered a red Ken prim hag ar wagenn Enni ‘soñjan bepred Va c’halon en Anken. Pegoulz e teuy en-dro An hini a garan […]

Hirnez

Emaon o radeniñ… Koantañ micher ! a lârfec’h. Gwir eo. Met tomm eo. Diskuizhomp ur momed. War va brec’h falz ha forc’hell, Em dorn ur radenenn Mistr ha skañv ‘vel un dantelezhenn ; War vord ar park ec’h azezan, E […]

Hiraezh

« A ! na hiraezh am eus d’an Oabl glas Goude ar sizhunvezhioù ken louet-mañ !… Tremenet (hervez) hanter Genver Ha liv all ebet c’hoazh n’am eus gwelet d’ar bloaz Nemet an darnig Oabl louet-se E hirgarrezenn va frenestr… — […]

Hetoù ’vit an Emsav

Pedenn Bez’ e vennomp, Aotrou ! Ar Frankiz d’hor Bro-ni Gant doujañs ha gant spi ‘Viti ni ‘ra hetoł : Kan I Ra luc’ho ‘r c’hleze dir E dorn un eil Arzhur Ra stlako ‘us d’hon Tir Ar banniel Gwenn-ha-du […]

Here

Ha petra ‘soñjez, bran du ? Uhelwintet er saprenn Ha petra ‘soñjez, bran du ? Emaout o spiañ ar Glenn… Daoust ha te ‘wel ‘tu pe du Nevez-hadet un dachenn ? Ha petra ‘soñjez, bran du ? War skourr hebleg […]

Hentoù

Hent bihan ha hent bras O ‘n em groaz Gwenodenn a dreuz an Hent-Karr … Steuenn hag anneuenn Ar vuhez : Levenez ha glac’har. E pep kroazhent : Skritell-stur pe… galvar. 18 a viz Mae 1970

Hent an Ametist

Gant koantañ gerioù hor yezh kaer Az meule an Arzour hag an Amourouz Ar Barzh a gane da Gened Kevrin da vein liv d’ar velionenn Bolz-enor da wez glas Ma tirolle an Telennour-noz Chapeled-aour e ganenn-veur Eiltoniet gant sarac’h an […]

Hanter-Noz ¼

An orolaj a gerzh An amzer a gerzh Ar vuhez a gerzh Va menozioù ne gerzhont mui Va divhar ne gerzhont mui Korf ha spered morgousket Re hir an deiz. Re verr an noz Re skuizhus d’an den kozh E-kreiz […]