Hirnez

An hini a garan
Zo du-hont er c’hlañvdi
Noz-ha-deiz o c’houzañv
Ha me pell diouti
Met va spered a red
Ken prim hag ar wagenn
Enni ‘soñjan bepred
Va c’halon en Anken.
Pegoulz e teuy en-dro
An hini a garan
Dambrest bleunioù va Bro
A vo en o c’haerañ
Roz-kamm bokidi-laezh
Melion o lagad glas
Un deiz gant Levenez
Ni o c’huntuilho c’hoazh.
Te koulmig kerzh bremañ
Prim ‘trezek ar c’hlañvdi
D’an hini a garan
Te ‘ray va c’hefridi
Dezhi te ‘lavaro
E pedan sant Herve
Ma teuio prim en-dro
Hi laouen ha pare.
Gant an hini ‘garan
Neuze ez in ‘darre
Da serriñ fleur an hañv.
Spern-gwenn frondus ar c’hae
Melion an hentoù don
Ma kan al laboused
Levenez ‘n hor c’halon
Dirak kened ar Bed.

3 a viz Meurzh 1974

Print Friendly, PDF & Email