Hunvre sevenet

Hon hunvre kaer, hon hunvre kozh
Hon hunvre ken hirc’hortozet
Deut eo da wir dre C’hras Doue.
Bez’ hon eus ur Beleg nevez.
Ur gour eo eus hor Gouenn gadarn.
Dre Garantez kristen ‘vit e Bobl
Evit bezañ holl d’an holl
Graet en deus e Aberzh-meur :
E holl Vuhez evit e Vro !
E vro gwasket, trevadennet
E vro meveliet, mezhekaet
E vro kouezhet el lagenn
Ma ne vez gwelet tra ken outi
Nemet he divrec’h bannet d’an nec’h
O c’houlenn sikour an Neñv
D’he zennañ eus al lec’hidenn.
Deut eo da wir hon hunvre kaer
Etre an Neñv ha douar Breizh
Ul linenn nevez a chañs a zo stignet
Ur chadenn aour a garantez :
Ur Beleg yaouank brogarour.

30 a viz Meurzh 1974

Print Friendly, PDF & Email