Levenez

Dont a ra hep benveg Hep taboulin na trompilh He c’han na sav ket re uhel Dreist an tosennoù. Emañ damdost dindan an dorn. Dont a ra d’azezañ digamambre E-kichen ar re a ro dezhi degemer 30 a viz Here […]

Lellig

Me ‘oar perak eo Lellig Toullet ken tost d’an dour : Re verzet gant he Mammig Enep ur Bed treitour ! Arabat deoc’h va Lellig C’hoari re dost d’an dour, Rak ar rinier, bihanig, A zo don ha treitour. Arabat […]

Legadiñ ?

Peur ‘c’hello ar rummad zo o tiskenn Lavarout d’ar rummad zo o sevel — Hep lavarout nep gaou — — Legadiñ a ran deoc’h en hêrezh Ar pezh hon eus bet e susit A remziad da remziad A-berzh hon Hendadoù. […]

Lec’h va c’havell

Lec’h va c’havell zo va rouantelezhig Ganet on bet un deiz Ma vleunie ar roz-kamm Ganet on war ar maez Ganet on en un atant War zouar glad lignez va mamm En Treger e Bro-Vreizh Ganet d’an nevez-hañv Da goulz […]

Lavar ’ta petra !

Pemzek lustrad zo bet hiziv Ma on bet badezet en Iliz va farrez. Ha ma vefe goulennet diganit Petra ‘c’h eus graet eus kement a vloavezhioł ? — Lavar ‘ta petra ? — Karout ha poaniañ da vevañ Karout ha […]

Lagad an Heol

— Heol ! Perak out ken diwezhat o tiblouz ? Ha perak eo ken ruz da lagad ? Ha bet ac’h eus en noz-mañ ur gwall-hunvre, en deus graet dit leñvañ dre da hun ? — Na hun na hunvre […]

Labour an estren

Diwiskañ, dibourc’hañ hor Bro Skubañ derv sakr an Drouized Bezv ar Gelted hag o ivin Ha kistin hor yaouankiz Ma kane enne al laboused. C’hwezhañ tan el lannegi Er brugeier, er balan o wagenniñ ‘Vel morioù o dour aour Ha […]

Kuitaat va Bro

Pa rankan da guitaat, va Bro, Va c’halon ‘vez leun a hiraezh Huanadiñ ‘ran d’an distro Hag an distro ‘vez levenez. Ya, me da gar.

Krizder

An torgos derv divarret : « Setu me amañ bremañ, Hañval ouzh ur peulvan. Ur peulvan mac’hagnet, Ur peulvan gouliet, Pebezh dismegañs ! Birviñ ‘ra va gwad em gwrizioù Gant an droukrañs. » D’an divarrer : « Troc’het ac’h eus […]

Kristina

Da Kristina de Trincaud Edo-hi o pakañ he gitarenn — E korn va lagad ‘oa un daerenn — War-lerc’h ur Recital A sonerezh spagnolek. Sonerezh klasel : Albeniz ha me oar ? Un drugar : … Aluzen ur Arzourez yaouank […]