Maronad evit Paol VI

Sul da noz. Sul kentañ Eost. Ur c’heloù fromus O kouezhañ dic’hortoz War ar Bed kristen a-bezh : Marv an Tad. Brevet dindan ar samm Kentoc’h eget gant ar gozhni Douget gantañ ‘pad 15 vloaz Pouez holl soursi ar Gristeniezh […]

Mamm

Mamm ! evidout me ’ray un dro-c’houzoug perlez gant daeroų va glac’har. Evit golo da dreid ar stered o deus kizellet o mailhoųigoų sklêrijenn, met va road-me a venn bezaņ lakaet en da gerc’henn. Ar binvidigezh hag ar brud a […]

Maia

D’am choar Maia † (10 vloaz) Un delienn, div delienn Teir delienn. Kouezhet em c’hichen Er beure-mañ miz Here… Ha setu va eñvor aet war-dreñv Pell, pell war-dreñv E donder an amzer Ma oan c’hoazh da c’henel Bez’ oa, hervez, […]

Mae ho salud Mari

Da Itron Varia Vreizh Eus daouzek maen ho kurunenn O skediñ lintrus war ho penn Mae : ar bempvet, an emrodenn Mae ho salud Mari ! Dre vantell nevez ar c’hoadoù Marelladur ar gwrimennoù Dre leton flour an tirienoù Mae […]

Mae 1967

Aet eo Mae en e roud Gant trouz ur Froud D’ar mizioù du. Ur Mae a ouele bemdez Daeroù yen War vleuñv roz an avalenned Hag aour ar balanegi. Ur Mae binimet Gant trouz brezel dre ar Bed O krozal […]

Ma kouezhan em zremenvan…

« Mon pays, c’est ma prière » (Va bro eo va fedenn) Charles le Quintrec Ma kouezhan em zremenvan grit teir gwech sin ar groaz war va zal gant olev sakr ar beorien aotreit bara war an hent d’am ene […]

Luskellerez Nedeleg

D’am nizez vihan Maëla Le Borgne ha da gement Maëla a zo e Breizh I Kousk va Maëla garet Er-maez an noz zo du Kousk va bugelig karet Rak an deiz zo echu Ar goulm ‘serr he lagadoù Tavet al […]

Lun-Fask 73

A galon gant Pirc’hirined Koad-Kev … Glav. Glav yen. Glav hag anken Glav ha poan-benn Glav ha pedenn Ha poan-galon Feal d’an Emgav En desped d’ar glav ‘Maint du-hont ‘n o sav Gourien an Emsav Preder ha Pedenn. En tav, […]

Lun ar C’hazimodo 67

Ur maen gwenn da verkañ Levenez an deiz-mañ ! Deiz a joa Deiz-ha-bloaz Va ganedigezh P’int deut da hetiñ din Gant ur prof roueel — Estrenien ur Vro bell Pevar bugel Deut int da hetiñ din War gan a vouezh […]

Litanioù

O. Bezit truez Aotrou Ouzh an Den digenvez Ouzh an Den klañv Ouzh an Den kozh Ouzh an Den mac’hagnet en e gorf pe ‘n e spered Ouzh an Den muturniet Ouzh an Den dinerzh Ouzh an Den diyoul Ouzh […]