Krizder

An torgos derv divarret :
« Setu me amañ bremañ,
Hañval ouzh ur peulvan.
Ur peulvan mac’hagnet,
Ur peulvan gouliet,
Pebezh dismegañs !
Birviñ ‘ra va gwad em gwrizioù
Gant an droukrañs. »
D’an divarrer :
« Troc’het ac’h eus din va barroù,
Graet ac’h eus din goulioù,
Va diwisket en noazh…
En noazh er goañv yen !
Rak diframmet ac’h eus zoken
Va gouin iliav glas.
O den hep elevez !
Hep truez ouzh va gloaz.
Ma ne varvan gant ar riv
E riell miz C’hwevrer,
Me ‘bako, sur-mat,
Un taol-gwad,
Gant va fenn moal ha diskabell,
E bannoù treitour Heol Meurzh… »
An divarrer :
« A ! komz a rez eus mervel ?
Gwell a se ! Gwell a se !
Ma varvez e vi diskaret.
Ha troc’het. Ha faoutet.
Ha drailhet. Ha devet.
Me ‘raio ganit tan ha moged.
Rak me zo… un diaoul !… »
An torgos d’an divarrer :
« Pebezh krizder !
Va buhez ‘ta eo a fell dit ?
Gortoz. Va buhez n’eo na din na dit.
Ha me a venn bevañ.
Mar bez bolontez an Hini
A zo da Vestr ha va hini.
Met da bardoniñ a rankan,
Rak me ivez zo kablus, anzav ‘ran :
Kounnar, kasoni. Droukrañs ha dispi
Klemmoù ha c’hwervoni… »
An torgos, izel ‘vel ur bedenn
« Pardonit din, va C’hrouer.
Anzav ‘ran va breskder.
Pardonit en eñvor eus an Hini,
Ho Mab nemetañ,
En deus graet enor d’ar C’hoad noazh,
P’eo bet marvet warnañ,
E zivrec’h en Kroaz,
Evit Daspren ar Bed pec’her.
— Me ‘bromet deoc’h gouzañv :
Garvder ar goañv
Tommder an Hañv.
Ar boan, ar baourentez.
An dispriz, an dismegañs.
Ken ma teurvezo d’ho madelezh
Va gwiskañ c’hoazh a-nevez
Gant deil glas-gwer an Esperañs !
Amen. »

11 a viz Mae 1963

Print Friendly, PDF & Email