Maia

D’am choar Maia † (10 vloaz)
Un delienn, div delienn
Teir delienn. Kouezhet em c’hichen
Er beure-mañ miz Here…
Ha setu va eñvor aet war-dreñv
Pell, pell war-dreñv
E donder an amzer
Ma oan c’hoazh da c’henel
Bez’ oa, hervez, ur beure miz Here
Bez’ oa kouezh an delioù
Bez’ oa ur werc’hezig koant
He dremm re wenn
He daoulagad lin re lintrus
He blevad gell re heñvel
Ouzh re un ael
Ar werc’hezig-se re wan
Da c’houzañv gwrez an hañv
Ar werc’hezig-se re c’hlan
Da c’houzañv pri ar goañv
A nijas hec’h ene gwenn
Trema ‘n inizi glas
D’ar beure-se miz Here
An dud hag ar gwez
A skuilhas war he bez
Daeroù c’hwerv
Ha delioù marv

10 a viz Here 1965

Print Friendly, PDF & Email