I
Milinoù koant
A droe drant
O Rod en dour
Milinoù koant
A vale drant
Bleud gwinizh flour
Sed an tourlant
Aet en dismantr
Gant red an dour.
II
Mui rod na dro
War ar vein-to
Mañ n iliav glas
Ar skluz a voud
Hag a hirvoud
Vel taolioù glaz
Dar milinoù
N o dismantroù
Allaz ! Allaz !
III
Tavet int holl
Hag aet da goll
Ar mein-milin
Tavet int holl
Echu o roll
Graet o begin
Hag an dour-koll
Ya vel ur foll
Gant ar ribin.
IV
Arzourien zo
Deut war o zro
Hiviziken
E vint-i koant
O choarzhin drant
Hed an draonienn
War ribl an dour
O dremmoù flour
Darre laouen
10 a viz Gwengolo 1970