Dieub ?

Ur c’hi kailharet ha skoelf a dreuz ar porzh o stlejañ d’e heul
arouezioù e sklavelezh : ur c’holier hag ur pennad stagelenn.
Ki doñv, kousker ha liper-botoù
Evit ‘n em ziduiñ eo e krignez
Da stagellenn ganab ?
Betek he zroc’hañ !
Daoust hag un dra bennak
A glaskez kemmañ ez Puhez-ki ?
Daoust ha te ‘ouezfe an implij
Eus ar Frankiz ?
N’eo ket gant an den, ki paour
E c’hellfes dont d’ar skol !!!
Marteze eo te ki a rafe skol dezhañ…
Piv ‘oar ?

21 a viz Meurzh 1976





« »