Pegen trist an ti. Pegen marv an oaled abaoe m’eo tavet ma c’haner bihan.
Boazet edon d’e glevout bemnoz o kanañ a-bouez e benn er siminal du. Da veure, kerkent hag enaou ar gouloù, evel d’am saludiñ a leuske div, teir gwech e gri-kri, hag e tave mik ac’hane da noz.
A belec’h ‘oa deuet d’an ti ? Me ‘soñj da heul ur c’hef lann pe balan sec’h eus al lanneg. Rak n’oa ket ur skrilh-moger.
N’eo ket bet hir e vuhez en ti, un nebeud sizhunvezhioù. E-unanig en em enoee sur- mat met ne gredan ket ‘vefe tec’het. Marteze eo marvet gant ar glac’har. Marteze eo aet e kof ar c’hazh du. Kuilh ‘oa, ne soñjan ket eo gant an naon ‘vefe marvet.
‘Ouien ket gant petra e vagañ… Un deiz e teuas soñj din lakaat dezhañ krampouezh a-dreñv ar bladenn e-lec’h na deuje na ki na kazh da laerezh e voued. Tri deiz ‘oa chomet mut. Me ‘grede ‘oa marv. Re gofad krampouezh moarvat en doa graet ha tri devezh ‘oa bet klañv.
Keuz am eus d’am c’heneil bihan. Ken brav ha ken sklaer a save e gan er siminal. Hag ivez, hervez ar re gozh, chañsus eo kaout skrilhed en ti. Un diougan a eurvad hag a brespolite int.
Va zad a gonte din ur wech ‘oa bet gant e gamalad Paotr Yann o klask skrilhed da zegas en oaled. Ur vicher a basianted eo avat chaseal skrilhed. Gant an disterañ stroñs a ra ho potoù war an douar int tavet mik. Ret chom sioul, daoulinet ‘us d’ur san. Pa adkrog ar c’han, diaes eo gouzout a belec’h e teu ar vouezh. A-greiz ma kav deoc’h emañ a-gleiz e c’hlevit a-zehou, pa soñj deoc’h emañ a-dreñv ho kein emañ dindan ho fri. Gwech en ur voutañ ur geotenn gras er san e krap outi ur skrilh. Met evit-se n’emaoc’h ket krog ennañ ken buan ! Bepred tapet o devoa an daou cha- seour pep a hini pe marteze pep a zaou, hag o lakaet e doug-moneiz ar Paotr Yann. Erru er gêr ha digoret war ar skrilhed petra ‘weljont : debret, drailhet, malet godell greiz an doug-moneiz, un doug-moneiz nevez ! prenet pevar gwenneg diwar ur stal bitrakoù e pardon Tonkedeg. Sodet ‘oa ar Paotr Yann ha lazhet ar skrilhed paour ; ha piv emezañ eo an inosant a lavar a dougont chañs ?
Ma, iskis eo penaos e kavan goullo an ti pa’z eo tavet va skrilh. O, na trist e vije bet an douar m’en dije disoñjet an Aotrou Doue krouiñ ar ganerien vihan-se !
« Telennourien ar mogerioù kozh, ar c’hleuzioù kras, ar brugeier hag al lannegi… »