Va c’heneil bihan

Pegen marv an ti. Pegen marv an oaled abaoe eo tavet va c’haner. Boazet edon d’e glevout bemnoz o kanañ a bouez e benn er siminal. Da veure e laoske ivez e gri-kri div pe deir gwech. Kerkent ha ma wele enaou ar gouloù.
A-belec’h ‘oa deut d’an ti ? Me ‘soñj da heul ur c’hef lann pe valan sec’h eus al lanneg. Rak ne gredan ket ‘oa ur skrilh moger. N’eo ket bet hir e vuhez en ti, un nebeud sizhunvezhioù. N’ouzon ket pe gant an enoe pe gant an naon eo marvet. ‘Ouien ket gant petra e vagañ. Un deiz e teuas din soñj da lakat dezhañ krampouezh e toull e san. Tri deiz edo bet hep kanañ. Me ‘soñje ‘oa marv. Re gofad krampouezh en doa graet michañs ha bet ‘oa klañv tri deiz. Kuilh ‘oa deut. Marteze eo aet e korf ar c’hazh !
Keuz am eus avat da’m skrilh. Ken brav ha ken seder e save e gan er siminal. Ha diougan eurvad ha prespolite, a lavare ar re gozh, ‘oa kaout skrilhed en oaled.
Va zad, emezañ, ‘oa aet un deiz da glask skrilhed da zegas d’an ti. Ur c’hamalad dezhañ ‘oa d’e heul. Hemañ en doa ur portemonae bihan ha lakaet ‘oa ar skrilhed e-barzh. Erru er gêr ‘oa gwallet ar c’hodell greiz gant ar skrilh, ‘oa ket bet gwell chañsus o chase, avat, ar paotr Yann ‘oa debret godell greiz e bortemonae gant ar skrilh.
Iskis eo pegen goullo e kavan an ti pa eo tavet ar skrilh. O na trist e vije an douar ma dije Doue disoñjet krouiñ ar skrilhed, ar skrilhed a gan e san ar mogerioù kozh, er c’hleuzioù, er brugoù hag el lannegi.

[1964 ?]

Print Friendly, PDF & Email