Va bed bugel

D’am zad, d’am mamm garet e tedian ar pajennoù-mañ en testeni eus va c’harantez peurbadel.
Le livre de la vie est le livre suprême
Qu’on ne peut ni fermer ni rouvrir à son choix Le passage attachant ne s’y lit pas deux fois Mais le feuillet fatal se tourne de lui-même L’on voudrait revenir à la page qu’on aime
Et la page où l’on meurt est déjà sous les doigts
Lamartine
N’eus mui a vugale en deiz a hiziv. N’o deus ket o bed dezho o-unan. Mesket int adalek o oad tenerañ gant an dud vras. Ne vez kuzhet netra outo. O fri a vez alies e kement kaoz a vez en ti. Plaen eo dezho lâret ‘forzh netra. Dont a ra ganto gerioù o dije talvezet dezho fest ar vazh bremañ zo hanter-kant vloaz.
Gwechall, pa errue ur c’hristen bennak en ti, ‘veze bountet ar vugale er-maez da c’hoari, evit ar re vras da vezañ libr d’ober o c’haoz divorc’hed. Ur c’hevrin ‘oa ar gevredigezh evit ar vugale. Ha douget e oamp da gaout un tamm doujañs evit ar bed-se a anavezemp ken nebeut, evel m’eo techet an dudigoù eeun a spered da gehelañ an traoù dianavez. Ha dre ma virent o sekredoù, e seblante dimp en deveze pep den bras ur bersonelezh kevrinus.
Gant an dud kozh eo e vezen-me ar muiañ dedennet. En abeg da betra ? N’ouzon ket dres. Marteze dre ma oa bet desket din a-vihanik kaout doujañs evit an dud kozh. Marteze ivez dre ur seurt truez ouzh an dud kabac’h. Ar pezh zo sur, dre ma kaven fur ha dedennus o lavar. Dre m’o doa un teñzor diheskus-tre a ouiziegezh hag a skiant-prenet ‘michañs war gement poent zo.
E-leizh a skeudennoù zo bet chomet em memor evel-se abaoe va bugeliezh kentañ. War veur a hini eus ar skeudennoù-se avat, ne c’hellfen lakaat marteze nemet ur ger, an hini a rae pep hini gantañ evel touadell. Lod all a zo chomet enlouc’het em spered dre o emzalc’h : o stumm da vale, da en em wiskañ, da lakaat an tan war o butun, da zebriñ, da c’hoarzhin. Iskis eo penaos e c’hell ur bugelig derc’hel e-pad e vuhez an netraigoù-se bev-buhezek en e empenn.
Estreget skeudennoù tud am eus miret avat. N’on ket memoret-dreist, met soñj mat am eus diouzh anv kement ki ha kement kazeg a oa war-dro p’edon bihan. Anvioù saout koulz-all, dreist-holl ar re o doa anvioù fentus evel : Treut, Jañdarm, Charn Vras, Sâ-Kozh ! Sâ-Kozh ? Brasañ buoc’h ar vro. Ki bras Kerael ‘oa anvet Tambour, hini Kerlizoù ‘oa Belle-lsle, hini Kernoterioù, Tambele, hini ar Vilin, Piram. Ar c’hezeg ‘veze Moust, Primel, Koantig, Bijou, Charlot, Blen, hag ivez Boulom : hemañ ‘oa marc’h ar maer, un oristal anezhañ hag en doa desket e varc’h evel ul loen sirk.
A gentañ loen am eus soñj e voe eus ar c’hi bihan luduenn, Medorig e anv. Tommer e oa ken a oa tommer. ‘Oa mat nemet el ludu. Mont a rae da gousket dindan ar pothouarn bras, ha me war va daoulin pe war va farlochoù war an oaled a sache anezhañ kuit diwar-bouez e lost. Ne rae ket kalz a van evit bezañ tamolodet. Hejañ ‘rae el ludu, mont da doull an nor ha distreiñ d’e gorn tomm kerkent ha ma kave e du. Ul lodenn vat eus va amzer a dremenen gant Medorig.
Soñj mat am eus, ur sulvezh goude kreisteiz, ‘oa erruet div itron eus ar bourk da welout Mamm. Ne oa ket en ti dres er momed-se. Nec’het ‘oan un tammig. C’hoant din ‘michañs da vezañ hegarat, prest e oan da doullañ kaoz gante. Met petra a lavarjen ? Ma feiz, Medorig ‘oa ur rikour evidon. Kavet em boa ur sujed : hañ ! Ki bihan ‘dan ar pothouarn ‘darre, ki bihan ‘dan ar pothouarn dordign ! — « Dordign » a lavaren evit « ordin ». Ne raen c’hoazh nemet faoutiñ brezhoneg.
Deuet an hañv ‘oa skuizhet Medorig o luduenniñ. Graet en doa e annez en e loch e korn kraou ar saout. Ur skalier vaen a oa etre an toull-karr hag e loch, gant ur bazenn vaen ledan a bep tu. Aze, war ar bazenn ‘tu loch ar c’hi em eus tremenet meur a eur o tivizout gant Medorig. Petra ‘faot deoc’h ? N’am boa den da c’hoari ganin. Ur bugel e-unan en em enaou prim gant forzh petore c’hoariell. Ret eo dezhañ kaout kompagnunezh vev : tud pe loened.
Lodenniñ a raen gant Medorig kement tamm lipouzerezh a zegouezhe ganin kaout. Gant ar c’hizhier ‘oan ket ken sot-se. Plijadur am beze o welout kizhier bihan o c’hoari, met sede tout. Al leueoù bihan avat, ‘oa mignoned vras din, daoust din da vezañ ribardellet gante a-wechoù. Ar c’hezeg neuze ‘oa va doueoù ; ha koulskoude am beze aon bras oute.
Daoust din da vezañ gars ha gouez, va c’halonig ‘oa bet tener a-viskoazh. Morse n’em eus gallet lazhañ na sellout lazhañ loen ebet. Pa veze lazhet ur pemoc’h ez aen da guzh ‘n un toull teñval bennak hag e vounten va bizied em divskouarn da virout e glevout o skrijal.
Un dra iskis ivez. ‘Oan ket evit gouzañv bezañ pouezet. Sodiñ a raen ha redek kuit pa veze c’hoant d’am fouezañ. Atoe ! Gwelet em boa pouezañ leueoù bihan ha lava- ret ‘oa bet din ez aent d’ober friko mat d’ar C’houerc’had — ar pezh a oa gwir evel- just ! Sede, pa veze komzet din eus pouezañ, e kroge ar spont ennon : « Nann, nann ! Ne vin ket peuzet, ne vin ket peuzet. Me n’in ket d’ober friko mat da Ferc’had !… » C’hoant a-walc’h am beze koulskoude da c’hoari brañsigell war ar c’hozh balañsoù- se. Ur balañsoù gant kerdin a c’hiz kozh.
Pa veze fall an amzer ‘kerzh ar goañv, ‘oa va labour reiñ bruzhun bara d’al labou- sedigoù marnaoniet. Va zad a skube an erc’h gant ur skubellenn vezv e penn ar bern plouz. Eno ‘n em zastume al laboused da glask ur c’hreunenn bennak dishiliet a douez ar plouz tennet d’ar saout.
Un deiz ‘oa deuet va zad en ti gant ul labousig en e zorn. Hanter varv gant ar riv hag an naon. Ur fromadenn am boa bet ken ma oan kroget da ouelañ :
« Petra he deus homañ da wêrouziñ adarre, eme Mamm. Riv ‘c’h eus ?
— Me ‘m eus truez ouzh ar poko evn bihan ! »
(« Poko » a lavaren evit « paourkaezh ».) Paourkaezh kalonig tener ac’hanon ! Tapet ‘m eus meur a vloñs dre vezañ re dener, en desped d’am fluskenn rust.
Abredik-mat ivez edon dedennet gant kened dispar ar balafenned, o furmioù skañv hag heneuz, o livioù kaer. Hañval-bev a-walc’h ouzh petalennoù-bleuñv o c’hourni- jal. Un druez avat ‘oa o zapout. Va dornig ken diampart o gwaske ‘michañs un tamm re start ; kouezhañ ‘raent war an douar hanter varv o lezel ur vleudenn skañv-espar war balv va dorn.
Ma oa al loened mignoned din, evit ar bleuñv am boa ivez kalz a garantez, adalek ma oan bihan-bihan. Du-mañ ‘oa ket a liorzh-vleuñv. ‘Drek an ti ‘oa un tamm geot- mor marellet gwenn ha glas, hag un torkad roz ruz. Sede tout. Met piv a vefe gouest da gontañ pet seurt bleuñv a gaver a-hed ar c’hleuzioù, ar pradoù, war vord an hentoù, hag e-touez an ed evel ar c’hrenerig, an niel, ar roz-aer, hep kontañ ar bleuñv frouezh : avaloù, per, prun, babu. Ha morioù aour ar balanegi hag al lan- neier. Gwir eo, ar bleunioù-se zo techet da weñviñ prim p’o degaser d’an ti. Met n’eo ket danvez bokidi a vank ; pa ne vez mui a vleuñv, ‘vez delioù brav gant livioù kaer ; en diskaramzer ‘vez an delioù ken kaer ha bleuñv. Hag an uhelvarr, ar beuz- bleiz, ar gargel, ar pin a vez glas atav.
Un torr-penn ‘oan gant va bokidi. E-pad an deiz ‘vezen o tegas dornadoù-bleuñv d’an ti ; evel an holl vugale, n’eo ket kuntuilh bleuñv an hini ‘raen, nemet o dic’hoûgañ. N’am boa ket an disterañ alberz eus kened ar furm. Ne welen nemet splannder al livioù. Soñj mat am eus : tostaat ha pellaat a raen va dornadig-bleuñv ouzh va daoulagad betek mezevelliñ.
Estreget bokidi avat a raen gant va bleuñv. Piv an hini en doa desket din ober kuru- nennoù gant an troheoligoù ? N’em eus soñj ebet. Mamm marteze. Bepred, adal ma oan bet gouest da vountañ un neudenn en un nadoz ‘oan kroget da aozañ kolieroù, chapeledoù pe gurunennoù gant troheoligoù dilostet. Klask a raen barlennadoù, o dilostañ hag o neudenniñ dre greiz o c’halonenn, an eil distok un tamm diouzh eben, muzuliañ war va fenn ha skoulmañ daou benn an neudenn.
Hogen n’eo ket evidon va-unan e labouren. Roet ‘oa bet din da grediñ e teue ar Werc’hez da gerc’hat kurunennoù war an douar evit an Aelez. Met ne gemere nemet reoù aozet gant bugale fur. Bep noz eta e lakaen ur gurunenn war ur vodenn e-tal an toull-karr. En noz e teue ar Werc’hez, ha kentañ maner a raen bep beure ‘oa mont da welout ha savet e veze va c’hurunenn d’an Neñv. Levenez a-leizh va c’halonig pa gaven goullo ar plas, ha tristidigezh tost d’an dizesper ma chome eno
ar gurunenn hanter weñvet. Ne vezen ket bet fur a-walc’h.
Un deiz avat, e oan degouezhet war an taol trubarderezh. Va zad a oa dres o tapout krog em c’hurunenn hag o vountañ anezhi dibalamour en e c’hodell. Torret an hud. Echu d’ar c’hurunennoù, ha glac’har em c’halonig. Va disouezhadenn gentañ e voe. Ha toullet ‘oa ennon hent an diskred.
Met peogwir am boa desket lakaat neudenn en nadoz, ret e oa din ober un dra bennak gant va nadoz. Setu me krog da wriat. Mamm a wrie mat-tre, deskiñ ‘rae din ‘ta ar stumm da vountañ an nadoz en danvez. Alies a wech avat, e piken va bizied. Met n’eo ket se ‘oa ar gwashañ evit Mamm : koufoniñ dezhi he neud a raen, rak ouzhpenn gwriat a felle din : brodañ, pichoñs ! Gant neud gwenn war danvez teñval ha gant neud du war danvez sklaer. Un nebeud krefen Jezuz a-dreuz hag a- hed, a-viziez hag a-we, ha setu va brodadenn. Ar gwenn ha du a blije din ar muiañ, gwenn war zu, pe du war wenn. An enebefed-se a blije din, sede !
Un dra a blije din kenañ ivez ‘oa bezañ douget war ar garrigell. Se ‘oa pa oan bihan- bihan. Pa’z aen gant tad da ziboullañ geot d’an traoñier e vezen lakaet war ar gar- rigell, war bennoù va daoulin, krog va daouarn en azen, va fri ‘us d’ar rod o treiñ, o treiñ ‘n ur wigourat, pegen brav ! Ken brav ken ma’n em lakaen da ganañ. Va c’ha- naouenn ‘oa na hir na truezus, ‘ouien netra nemet la-la ! Da zistreiñ d’ar gêr, va zad a garge ur garrigellad geot. Fellout a rae din mont war-c’horre. Met ken stenn eo ar c’hrav ma veze a-walc’h dezhañ e garg kuit da gaout va fouez ouzhpenn. Gwenanenniñ a raen war-lerc’h : « Me ei wan ar ganig… Laka-me wan ar ganig !… » Va feiz ! Savet ar c’hrav, va zad a rae ur poz, a lakae ac’hanon war va farlochoù war ar geot. Aze avat e veze brav ! Dous dindan va bruched, uhel a-us d’ar rod : « Kan bremañ, plac’h bihan ! eme va zad. Emaout aze evel ur glesker e-touez ar geot ! »
Pa gomzan eus gleskered, ar re-mañ ‘oa mignoned din ivez. Va mamm a lavare din e oa arabat ober poan d’ar gleskered, ar re-se a gase dour d’an aotrou Doue ! An tousegi ‘oa ket Mamm evit o gouzañv ha difennet ‘oa ouzhin stokañ ouzh hini. Binimus e oant, emezi. Plijout a rae din kalz koulskoude o c’hanaouenn hiraezhus en nozioù-hañv. Mamm he doa doñjer outo.
Me eo ouzh ar melc’hwed eo am beze — hag am bez bepred — un doñjer didrec’hus. Ken ma ra heug din skrivañ ar ger. Met ouzh an naered neuze — am boa hag am eus bepred — un doan glañvidik. Mont a ra ur sklas drezon mann nemet soñjal !
Ma ‘m boa un doug naturel d’al loened ha d’ar bleunioù, ar gwez ‘oa evidon bodoù sakr. Desket ‘oan bet ez-vihan da zoujañ ar gwez. Arabat terriñ begoù-plant, arabat peilhat troad ur blantenn, arabat sachañ war ar skourroù d’o dichonkañ. Va zad ‘oa ket evit gouzañv gwelout mac’hagniñ koad. Ha deuet ‘oan prim da garout ar gwez. Keneiled ‘oant din, o flourañ a raen gant va dorn en ur dremen e-biou dezhe.
Abred-kenañ e ouien dishañvalout an eil seurt koad diouzh egile. Fent am bez endeeun, c’hoazh en deiz a hiziv pa welan tud ‘n o oad ha n’anavezont ket ar c’hoad.
Me ‘gred din am eus o anavezet abretoc’h eget va amezeien nesañ dre o anvioù. Un dra iskis, marteze se eo am sikouras da zeskiñ prim anv ar plant : atav ‘vezen o tra- mouilhat delienn pe c’heotenn, ha va feiz, n’am eus ket dilezet tre c’hoazh ar gus- tumañs-se !… Mar deufe din, Doue ra viro, koll ar gweled, e vefen barrek, a gredan, da anavezout dre o blaz, kement seurt koad zo en terouer, hep fazi.
Ha ne oa ket kennebeut bras ar bern ouzhin, pa oan kroget da grapat war ar gwez. Klevout a raen trouz koulskoude gant Mamm, pa wele ac’hanon pintet ‘vel ul labous war ur blantenn bennak : « Pelec’h eo aet ar yourc’h-mañ adarre ? Terriñ a ri da c’hoûg ‘velkent. Homañ memes tra zo ur paotr manket. » Rogañ ‘raen va zammoù dilhad ‘vel-just, ha va c’hroc’hen ivez meur a dro, ma lavare Mamm din : « Ret ‘vo lakaat ur c’helc’h houarn e traoñ da robenn ! »
N’ouzon ket kaer petra ‘vez lavaret d’ar vugale all, met evit me bepred a gleve kroz ken alies ha bemdez ha c’hoazh ‘oa c’hwitet va mamm baour, ma klaske ober ganin ur bugel seven ha fur… Degaset e veze bemdez da soñj din eus furnez va c’hoar vihan aet gant Doue tost da zaou vloaz a-raok ma oan deuet-me war an douar. Honnezh ‘oa sioul ha sentus, honnezh ‘oa speredek hag hegarat. Maia ac’hann ha Maia alesont. Pell ‘oan diouzh ar patrom avat, ha peadra am boa da goll kalon. Ne garen ket koulskoude gwelloc’h eget bezañ ivez ur plac’h vihan vat evit diskouez d’am mamm he c’haren kement hag he devoa Maria he c’haret. Met siwazh ! Anien an eil n’eo ket anien egile, goude bezañ bugale d’ar memes tad ha d’ar memes mamm.
Mamm ne gaezhige ket nemeur ac’hanon, ha me ne ouezen ket ivez diskouez va c’harantez dre gomzoù ha dre jestroù. Doue hepken a oar ar garantez divuzul am eus douget a-hed va buhez em c’halon e-keñver va mamm. Ne veven nemet eviti. Klañvidik ha gwan e oa, ha va holl breder ‘oa he diwall eus a bep droug, a bep skuizhder.
Kemend-all ivez a garen va zad. Met a-viskoazh em eus kredet ne oa ket ken kizi- dik ur gwaz evel ur vaouez ; n’en doa ket kement ezhomm a skoazell. Marteze e fazien.
Da betore oad e oan kroget da sevel va fri trema al loar, ar stered, ar c’houmoul, ar ganevedenn ? N’em eus soñj ebet. Met plijout a rae din sellout ouzh an oabl ; ar stered o lintrañ am lakae da hunvreal. Mamm a lavare din ‘oa se an tachoù aour war gadorioù an Tad Peurbadel. Ar ganevedenn — a reomp-ni outi « Gwareg ar Glav » a oa ur marzh evidon. El loar e oa Paotr-e-vec’h-lann. Ar stered-red ‘oa daeroù sant Laorañs !
‘Oa ket hepken astroù lugernus an oabl am dedenne. Kement gouloù o lintrañ en noz a rae din ar memes efed. N’houlen ket mont da gousket ken ma veze tremenet an tren sklaer. Daou c’hant metr bennak diouzh an hent-houarn emañ an ti. Un tren beajourion a dremene goude koan ; disoñjet avat am eus an eur. Kerkent ha ma kleven ar voubou, ha me marv gant ar c’hoant kousket, e tereden da doull an nor.
Koun am eus eus steredenn lostek 1910. Ha gwelet em boa pe n’am boa ket ? Se avat ? ! ? Met dre forzh klevout komz hag hunvreal gant se, soñjal a ra din bezañ he gwelet. Ar bugel ne ra kement-se a ziforc’h etre an hunvre hag ar gwirvoud.
N’am eus ket a soñj da vezañ bet techet d’ar gaou. Pa lavaren un dra e kreden e oa gwir. ‘N em douelliñ a raen ‘michañs a-wechoù. Ha ne blije ket din e vije kontet din re a faribolennoù.
Hogen evel pep Kelt e oan dedennet a-vihanik gant ar marzh. Ar c’hontadennoù, ar c’haozioù, a rae din skrijañ, a rae din aon, a rae din ober gwallhunvreoù marteze, met bepred, e plije din klevout seurt marvailhoù. « Mañ ! Kont din ur gaoz din ! » Pet gwech em eus graet ar goulenn-se, d’an nozioù goañv ma veze graet un domma- denn dirak an oaled a-raok na vezen bountet em loch. An istorioù-se, hen meizet em eus bet diwezhatoc’h, ‘oa bet ijinet un tamm a-ratozh evit lakaat aon d’ar vugale. Evit ober dezho tostaat d’ar gêr a-raok ma veze noz.
Kaozioù lutined, kornandoned, an Traouilh-tan, Paotr-e-voned-ruz, Paotr-e-vamm, ar Varkez velen, ha me ‘oar ?… Hag ar Sabad kizhier ‘ta ! Unan bennak en doa inten- tet fraezh un targazh o lavarout d’un all : « Lâr da Vaoris eo marv Bruno ! » Emichañs ar re-se ‘oa pennoù bras ar Sabad.
Ha neuze, da noz an Nedeleg, e komze an holl loened da daol an Hanternoz ! Noz an Nedeleg ! Ma veze aotreet din chom war vale ken ma veze roet o adkoan d’al loened, hag evet ur volennad chikolad tomm — ar wech nemeti er bloaz ma veze graet chikolad, a gredan ! Va botoù-koad bihan a lakaen e korn an oaled neuze, hag an deiz war-lerc’h ar beure, ‘veze pres da welout petra ‘veze diskennet e-barzh. Ar Mabig Jezuz ‘oa fin a-walc’h. Ne zouge ket e draoù ponner en e dro war ar maez. Me ‘grede e skañvae e sac’h ‘tro ‘r bourk ; ‘veze ket bras hon lod-ni, bugale ar mae- zioù : un aval penn-kazh, ur gwennegad madigoù ; pa veze un aval-orañjez pe un tamm gwastell avat, se ‘oa ur prof kaer-spontus. Arabat ‘oa din lâret — soñjal avat a raen ! — ‘oa an aval penn-kazh eus liorzh ‘drek an ti, bet lakaet da veüriñ gant va zad e krec’h e bres. Nann ! Hennezh ‘oa un aval Moji ! Ha mat pell zo !
Yezh al laboused ha c’hoarioù
Kentañ muzik am boa klevet oa, dre sur, kan al laboused. Tamm-ha-tamm am boa desket o yezh. Gwech e veze lavaret o c’homzoù gant hemañ pe henhont ; gwechoù ivez o ijinen va-unan. Pa vruzhunen bara d’an evned, pe d’an evned-nij pe d’ar c’hlodadoù evned-yer, en em lakaent da wikal gant ar joa. « Mik-mik », « wik-wik », emezo dibaouez. Me ‘grede parfet e lavarent « milwig », « minwig », da lavarout eo minvig bara.

Kan an alc’hweder ‘oa desket din abred gant va mamm :
Pêr ! Pêr, digor din Biken pec’hed ne rin
a lavare a-dakadoù en e nijadenn sonn en oabl glas. Ha kerkent e cheñche kaoz :
Tie! tie ! tie !
emezañ o ‘n em lezel da zifaragoelliñ d’an douar. Morse ne gave digor.
Ar c’hanaber, eme va zad, pa veze o tihadañ kanab pe gaol pe irvin a lavare evel- henn :
Eus a deir e kouezh div Hag eben ma fiñv !
Ret e veze e gwirionez lakaat spontailhoù war ar mammennoù kaol pe irvin pe na vanje ket un hadenn.
Ar rijodell, er goañv, a glemme truezus. Me ‘grede din e lavare :
riv-riv-riv.
An drask, hi, a zegase da soñj eus ober pourvezañs danvez tan sec’h :
Kaset keuneud d’an ti Erru zo amzer griz

Pa dostae da Bask e kane drantoc’h :
Kig hag û! Kig hag û! Kig hag û da Bask Hag ur botoù-lêr nevez d’an drask
Ar mouilc’hi, pa oan bugel, a gane d’am soñj kalz bravoc’h eget an deiz a hiziv. Deskiñ ‘raent marteze gant ar baotred a veze atav o kanañ pe o sutellat, ‘n ur vont dre an hent pe war o labour er parkoù. Ne skuizhen ket o selaou o c’hantikoù. Darn eus al laboused a gave o flijadur oc’h ober goap eus an dud. Sede petra a lavare va zad un deiz : « Ma, emezañ, du-hont war ar wezenn-gistin, ‘oa ul labous hag a rae anezhi ganin. Abaoe kreisteiz emañ o riboulat din ar memes son :
‘T eus ket a vutun tieu? ‘T eus ket a vutun tieu? Kae davit ! Kae davit !
‘N hin’ gozh ‘roio arc’hant dit !
An dubeed neuze a gemme o c’han hervez ar sezon : N’eus ket a gof, boued zo! a lavarent en hañv. N’eus ket a voued, kof zo! emeze er goañv kriz.
Ar goukoug ‘oa evidon al labous marzhus ! Donedigezh ar goukoug ‘oa un darvoud a-bouez-bras. Erru an hañv. Evel pa vije bet karget da zegas d’ar vro an heol sklaer, klouarijenn an aer, ar glazur nevez, ar balafenned hag ar gwennilied hag ivez an togoù-plouz. Darn a grede end-eeun e lavare : Tog Plouz ! Tog Plouz ! Ar goukoug a zegouezhe e Breizh dres d’ar mare ma kuitae ar c’hefeleg ar vro. ‘N em dremen a raent en hent. Ar goukoug a c’houlenne digant ar c’hefeleg :
« Petra zo a-nevez ‘barzh en Breizh?
— Tan ha moged zo a-leizh !
— Kozh kefeleg laouek, eme ar goukoug.
— Kozh koukoug rostet, eme ar c’hefeleg.»
Ar brini avat, ‘oa laboused kasaus. Nag a gorventenn en deus roet din al loened- pluñv-se din. Din ha da holl vugale ar maezioù d’ar mare-se. Bandennadoù diniver a vrini, ken ma veze du an oabl, a dremene bep beure o vont war-zu an argoad da glask o devezh, da goulz an here. Dispenn a raent parkadoù ed a-bezh. Dreist-holl ar c’herc’h. Ret ‘oa neudenniñ an tachennoù raktal goude an hadañ. Met pa veze fall an amzer an neud a vreine hag a dorre gant an avel. Hag a-hend-all pa chome pell an erc’h war an douar, ar brini marnaoniet a ziskenne bepred daoust d’an neud.
Sede ma veze dalc’het ar vugale hep skol e-pad ul lodenn eus an here da ziwall ar brini. Huchal a rae unan a-bouez-penn ‘n ur fraoñval e zivrec’h : « Tia ! Tia ! Pou ! Pou ! » ha penndraouigelliñ bizhier war o lerc’h. Abred e veze lakaet ar vugale d’ober gward war ar brini daonet-se. An dridi ‘oa hogozik ken gwazh all. A-vilieroù e kouezhent war ur park o tiwan. Ar re-mañ a veze graet ur son all d’o dichoual :
« Trrrrrr ! » ‘Oa ket an holl avat, gouest da zistagañ ar son-se ! ! !
Gwechoù ivez ‘veze lakaet glaou ruz eus an oaled en ur c’helorn ha skolpad mouest da beurleuniañ ar besel. Pozet e veze e-kreiz an dachenn hadet, war dri vaen d’ober trebez. Teurel a rae moged en aer, ha gant monet bep ar mare da adlakat skolpad e teued a-benn da spontañ ar brini. Ne vez mui nemeur a vrini dre amañ. Diskaret eo bet Koad Iliav e Ploubêr, ha distrujet int bet e koadoù Kereven, e Bulien. Ur glac’har ‘oa seurt bagadoù brini evit ar vro.
Klujiri a veze stank dre amañ pa oan yaouank. Nag e vezen fromet pa save a-daol- trumm eus tre va zreid ur bagad klujiri ‘n ur ober un dourni iskis : Frrr ouououou ! Ar glujar dianket a c’halve ar re all : Kerc’h rik ! Kerc’h rik ! emezi.
Ar gazeg-koad a gaven ul labous espar. He yezh a oa disheñvel diouzh yezhoù al laboused all. Un doare c’hoarzh, kentoc’h ur c’hoarzh diot ‘vat ! Met he livioù a gaven ken brav.
A-vihanik am boa desket ivez anavezout ar pluñv, pluñvennoù kavet a-stlabez er parkoù. O dastum a raen evel ma tastumen bleuñv.
Ma oan dedennet gant pluñv al laboused hag o richan, o neizhioù hag o vioù koant a rae va dudi. Ha ma feiz ! Chomet on bugel war ar poent-se. Teneraet e vez va c’halon gant ar gwel eus un neizhig treset gant kement a ijin, dousaet gant kement a garantez evit al labousedigoù gwan a c’hano eus ar vioù burzhudus-se, d’an nevezamzer.
Ar gwiñver gwiv ha mistr ‘oa ivez un darn eus va mignoned em bed bugel. Ha pa lavare Mamm din : « Homañ zo ‘vel ur gwiñver ! » ne veze ket a zroug ennon, sur, er c’hontrol eo. E yezh avat ‘oa ket aezet da zreveziñ. Dont a raen a-benn ‘n ur harpañ start va zeod em dent an traoñ, ha c’hwezhañ solut d’ober un drouz damheñvel ouzh kunujenn al loenig rous e zivskouarn sonn ha blevek.
N’ouzon darev perak ne veze ket anvet « laboused » an evned-mor. Ne gleven kammed nemet « loened-mor ». Ne vern peseurt labous, atav ‘veze graet, hag e vez bepred loened-mor diouto.
E-skeud an evned-se eo em boa graet anaoudegezh gant ar mor pell a-raok bezañ gwelet al liv anezhañ : « Rust eo ar mor, a lavare va zad, loened-mor zo dre aze ! »
« ‘Mañ ar goañv o vont da stardañ, piged-mor zo war ar vro ! » « An avel zo ‘r mor, a lavare a-wechoù, sevel ‘ray an amzer ! »
« Petra eo ar mor ? a c’houlennen-me.
« Ur stank vras leun a zour sall ha pesked e-barzh, ha batimantoù war-c’horre, ha war ar batimantoù ‘oa martoloded. »
Bez’ am boa end-eeun ur c’henderv martolod. Degaset en doa bet din ur bompinell borselen gwisket ‘vel un dimezellig ; stag ‘oa gant ur c’homenn e foñs ur voest kar- toñs, serret he daoulagad glas. Pa saved ar voest en he sav, e tigore ar bompinell he daoulagad. Hola ! Ya, met ne veze ket roet a seurt c’hoarielloù prizius da seurt kañfantennoù ganin-me. D’ober petra, eme Mamm ? Da derriñ diouzhtu ? Sede ma chome ar bompinell borselen da louediñ en he boest. Mamm he devoa fardet unan din gant pilhoù, ha honnezh ne dorre ket, ruilhet ha diruilhet e-touez ar fank avat, ken ‘oa diaes gouzout pehini ‘oa an tu mat pe an tu gin diouti.
Domino a veze c’hoariet alies, da Sul da noz dreist-holl, e-kerzh ar goañv. War ar prenestr ‘veze ar voest domino, ha pa c’hellen kaout an tu, e raen ur bartiad gant an domino-se. Ober a raen regennadoù war an daol. Ar re o deveze daou benn memes tra ‘veze lakaet a-dreuz. ‘Michañs e raen kalz a fazioù em jeu. Met kalz bra- voc’h e kaven sevel kestell gant an domino. Kestell, tourioù, mogerioù. Va zad a zis- koueze din penaos. Aze, avat, e vezen em bleud. « Sell a-vat, bihan, hag e ri unan da-unan goude. Sell, bremañ ‘vo an Tour Eiffel. Ha hemañ Kastell Tonkedeg. Hemañ bremañ ‘vo Kastell an Tarv ; hennezh ‘oa bet diskaret gant un taol aval poazh ! » Va feiz ! Va c’hestell-me ne veze ket ezhomm zoken un aval poazh d’o diskar. Kouezhañ a raent o-unan brav-mat a-boan hanter savet. N’am boa ket desket c’hoazh lezennoù ar c’hempouez.
Abredik a-walc’h ivez, am boa desket plañsoniñ broen d’ober kerden da c’hoari. Ne veze ket prenet kerden-kanab d’ar vugale da c’hoari, nemet d’ur bourc’hiz bennak, ha c’hoazh ! Mont a rae bugale ar bourkoù war ar maez da glask broen a-vrec’hiadoù.
Met estreget c’hoari a veze d’ober. Abred e vez lakaet bugale ar feurmioù da labou- rat, hag an abretañ eo ar gwellañ. Dastum ar vioù, reiñ boued d’ar yer, d’al lapi- ned, d’ar c’hi. Kerc’hat un dornad plouz, pe ur bod-lann sec’h da c’hwezhañ an tan. Mont da hopal da lein ha me ‘oar ?
Adalek ma c’hell ur bugel kemer perzh e labour e dud, e tremen e amzer hep gou- zout dezhañ. Bemdez ha ‘pad an deiz, emañ o teskiñ un dra bennak nevez, ha debret eo ar peurliesañ gant ar c’hoant-gouzout.
Da be oad am boa desket kontañ ? N’am eus ket soñj ebet eus se. Me ‘gred eo war ar bizhier klouedoù am boa graet va c’hentañ studi. Deskiñ diouzh an horolaj ‘oa bet kalz diaesoc’h. Ar gozh nadoz vihan-se ‘veze ordin oc’h ober he fenn hec’h- unan. Perak ‘ta ne zalc’he ket da heuilh an hini vras ?
Ha da be oad ‘oa deraouet va buhez speredel, da lâret eo, va buhez relijiel ? Me ‘gred, evel holl vugale all ar barrez e vezen kaset bep bloaz da avieliñ deiz Sul ar Beuz : « Paskig an Û », a lavare an aotrou ‘n Aoregan, Pask ar vugale vihan. Met ar pezh am eus soñj mat avat eo e kase Mamm ac’hanon da welout ar Mabig Jezuz war e dron : ar c’hraou Nedeleg-se a welan bepred em memor evel pa vije dec’h. Fromet-holl e vezen o welout ar Bugelig-Doue-se, e dreid diarc’hen, gourvezet war un tamm plouz, dindan un doenn blouz, gwir blouz. Sant Jozeb hag ar Werc’hez, an azen hag an ejen ‘oant ket kalz brasoc’h eget ar bugel. Hag ar mesaer a zouge un oan war e skoaz. Hennezh eo a garen ar muiañ. An Tri Roue, dreist-holl ar Morian, ‘oa iskis d’am meno. ‘Ouien ket e oa tud e-giz-se. Hag ar c’hañvaled ‘ta ? Ha perak ‘oa loen-kezeg ebet ? Na buoc’h ebet ? Chas ha deñved oc’h ober an neuz da beuriñ spoue, ‘oa geotenn ebet war ar reier.
Mamm a save ac’hanon da lakaat ur gwenneg e plad ar Mabig Jezuz da sikour prenañ dezhañ botoù tomm… Lavaret em eus e oa tenerik va c’halon. Ma ! Anavezet em eus ur paotrig hag en doa c’hoazh kizidikoc’h kalon egedon. Lakaet ‘oa ivez da reiñ ur pezh moneiz d’ar Mabig Jezuz. A-boan deuet er-maez eus an iliz, e lavaras d’e vamm :
« Perak eo lezet diarc’hen ar Mabig Jezuz ? N’eus ket botoù na loeroù ebet ?
— Nann ! eme ar vamm. Pa vo arc’hant a-walc’h er plad e vo prenet dezhañ.
— Ha ma varv gant ar riv ? Propoc’h ‘vije bet dit bezañ aet da brenañ dezhañ te, peogwir ac’h eus arc’hant ‘barzh da bres !… »
Deut ‘oa dour e daoulagad ar vamm gant a fromet ‘voe o welout pegen mat ‘oa kalon he mabig.
Klevout ar c’hleier o vrallañ ‘oa ivez ul levenez dispar evidon adalek ma oad tene- rañ. Kleier Tregrom daoust dezho da vezañ skañv a vez klevet mat a-bell, diouzh ar roud ma vez an avel, e lavarfe unan e vefent er park nesañ ; traonienn al Leger a zegas o dasson skeltr ha fraezh war an tu-mañ.
Na pebezh pardon an deiz ma’z ae ar c’hleier da Rom. Kaer em boa bezañ war evezh, ha dic’hoûgal, va fri en aer, n’eo ket bet tapet ganin kammed o gwelout o tremen, nag o tont nag o vont. Krediñ a raen evel-just, ez ae an holl gleier da Rom, deiz Yaou Gamblit ! Ha na pegen drant e sonent da eur an distro. Anat a-walc’h e veze bet o beaj, ha laouen oc’h adkavout pep hini e gloc’hdi…
Keloù ebet avat, em bugaleaj, eus vioù-Pask e sukr pe chikolad : gwir vioù, vioù yer, poazhet en dour, ya, hag anduilh bet er moged (gouez d’ar son !) eo e veze bep bloaz da Sul Fask. Se ‘oa friko ! N’eo ket bemdez e veze debret vioù er menajoù, d’ar c’houlz-se. Hag a-hend-all ar vioù ‘oa difennet ivez gwechall e-pad ar c’horaiz kerkoulz hag ar c’hig. Setu perak da Sul Fask ‘oar sañset da reiñ tro d’ar vioù ha d’ar c’hig. Ar c’hig-mañ ‘veze paket gant liñselioù e-pign ouzh an ti, ha pa veze komzet eus kig, ‘veze lavaret gant doujañs : « Gant resped d’an amzer santel ! »
Tudennoù va bugaleaj
Bugale niverus ‘oa e tiez ar gêriadenn pa oan bugel. Hogen n’eo ket ar vugale am dedenne ar muiañ. N’en em gaven ket kaer em bleud en o zouez va-unanig. An tie- gezhioù niverus a vev un tamm warne o-unan : ober a reont o zamm jeu, o zamm kaoz, o diduelloù hag o labourioù hep santout ezhomm a harp eus an diavaez.
‘Oa ken nemet unan : eil merc’h ar Vilin, un nebeud mizioù koshoc’h egedon a gement a ‘n em gaven em flijadur d’he heul. Jentil ‘oa kenañ, dous hag hegarat. Kompren a rae va digenvez, war a gredan. He c’harout a raen evel ur c’hoar. Ha da dri-ugent vloaz goude he c’haran bepred kemend-all, daoust m’hon eus bevet pell an eil diouzh eben abaoe daou-ugent vloaz zo ! Bertina ! Gwellañ plac’hig krouet gant Doue !
He zad ha va zad ‘oa savet er memes parrez e-kichen-ha-kichen. Ha pa oa degoue- zhet dezho ‘n em gavout adarre amezeien pell diouzh o farrez c’henidik ‘oa startaet etrezo skoulm ar vignoniezh. Abredik ‘ta e oa kroget an darempred etre- zomp-ni bugale, emichañs, pa oamp c’hoazh war ar vrec’h.
Techet eo ar vugale da ‘n em gatailhat ; ar peurliesañ ne bad ket pell ar jeu :
« Fachiri kanailhez a bad peder eur warn-ugent », eme ar c’hrennlavar. Ma ! Biskoazh etre Bertina ha me n’eus bet ur ger a-dreuz. Bez’ eo-hi pried, mamm ha mamm-gozh evurus, ha bep bloaz ‘vez ur gouel evidon kaout o bizit d’ar vakañsoù, rak evel ul lodenn vat eus ar Vretoned, divroañ o devoa ranket ober. Divroañ avat, n’eo ket ankouazh e vro, ha yezh e gentadoù. Brezhoneg mat a gomz an tri rummad bepred. Ha bep bloaz e tremenont o holl vakañsoù e Breizh.
Un dra, ret eo din anzav, am dedenne d’ar vilin-se, pa oan bihan : un durzhunell doñv a oa er gaoued, ha kanañ ‘rae kouroukou, un drugar he c’hlevout ! Gant ed-du e veze maget evit ar peurvuiañ. Biskoazh n’am eus gwelet turzhunell ken troet hag hi da ganañ.
Bertina-mañ he doa ur galon aour. Prest e veze dalc’hmat da rannañ ganin he madi- goù, ha zoken he zamm bara-du a gaven-me gwelloc’h eget kouignoù. Kalz a segal a veze hadet em c’horn-bro hag e meur a diegezh e veze bemdez bara segal-winizh. Pa zeue arrevalioù segal-winizh d’ar vilin, ar miliner a vire ar gopr evitañ e-unan. Gopr an arrevalioù gwinizh a veze da werzhañ. Bara du eta ‘veze atav er vilin. Bara du ha kig-sall. Ar c’hig-sall-se a oa mat-dreist, rak moc’h ar milinoù a oa maget gant brenn ha griz. Ar c’hilhevardoner end-eeun a roe ur briz uheloc’h evit ar moc’h-se… Da hanter-kant vloaz goude, e seblant din santout c’hoazh war va staoñ blaz vlizi- dik ar bara segal hag ar c’hig-sall hanter lardet e milin ar Pont-Kozh.
E milin ar Pont-Kozh e-lec’h m’eo bet va mignonez karet Bertina an diwezhañ mili- nerez… C’hwezh ebet, pell amzer zo, eus dum ar bleud segal en-dro d’ar vilin adsa- vet eus he foull evit dont da vezañ ti-hañv estrenien binvidik. Ar rod-vilin ne dro mui. Rod an amzer a dro dalc’hmat. Ne dro ket bemdez war an tu mat ! Na rod ar fortun kennebeut !
Andrevig
Ar vilin zo e tu Tregrom. Ret eo treuziñ ar pont : ar Pont-Kozh. Ur pont roman eo, solut-mat bepred war e bilieroù, e beder volz mein kizellet hag e aspledoù moge- rennet. E tu ar C’houerc’had ‘oa un ti bihan e korn ar pont. Aze ‘oa o chom pa oan- me bihan, daou oristal, an tad-kozh, Job Wegan, hag e vab-bihan, Andrevig. N’am eus ket soñj eus mamm-gozh ebet. Marteze ‘oa, n’ouzon ket.
Andrevig-mañ ‘oa un neizhiataer touet. Marteze ez ae d’ar skol. Met ar pezh zo sur, da goulz an neizhioù e veze atav o c’hailhosat. Ur gaoued ‘oa itriket dezhañ gant e dad-kozh, hag ul labous-nij pe zaou a veze dalc’hmat e-barzh, kegin pe voualc’h pe dube.
Saoz e oa Andrevig ken ma oa saoz. Sede, emichañs, ar pezh am eus dalc’het soñj ar gwellañ a-zivout ar paotrig.
« Para ta, ra-ta-kozh, ro-ro-roet ‘t eus boued d’ar gegin ?
— Hemañ ‘ra ‘r charre gant ar gozh kegin-se ! eme Job.
— Para-ta ra-ra Ta-kozh. Te-te-te ‘blij ket ar gegin dit neuze ? »
Va zad a lavare : « Andrevig zo pinvidikoc’h eget sant Vilour. Hennezh n’en deus nemet ur c’hloc’h hag an Andrevig en deus daou, unan e pep fronell… » ‘Oa ket e- unan ; druz ‘veze d’ar c’houlz-se pont ar mec’hi gant an holl vugale ! Ouzhpenn, e veze roget atav e zilhad dre grapat er gwez.
Un dro ‘oa bet tost d’ar marv da Andrevig. Un torgosig derv sec’h ‘oa stouet a-us da Ogell ar C’hoad, eus du-mañ. Ur park bihan kalz izeloc’h eget an hent bras. Andrevig a ouie e oa un neizh kazeg-koad er gleuzenn. Gant poan e oa krapet warni, bountet e zorn en toull bihan ront an neizh. Siwazh ! Ar skourroù ‘oa sec’h. Terriñ a reas an hini ‘oa dindan e dreid, ha sede Andrevig a-istribilh ouzh ar wezenn abouez e zorn sac’het en toull. Blêjal a rae evel ul leue ; ‘oa ket hep abeg ! Va zad a glevas anezhañ, a dostaas ha gant mil boan a zeuas a-benn da zieubiñ ar paour- kaezh Andrevig. ‘Oa ket tra aes. E zorn ‘oa koeñvet gant ar bouez eus e gorf e-pign, hag an toull ‘oa ken bihan. Dizonet ‘oa Andrevig evit ur c’hrogad, eus an neizhioù kazeg-koad…
Chefig
En ti nesañ din ‘oa ivez ur paotrig. Un tamm ‘oa koshoc’h egedon. Ur c’hilher a baotr oa. Atav e vezemp o ‘n em gatailhat ; isañ ‘rae ac’hanon evit kaout plijadur ouzh va gwelout o fuloriñ ‘michañs. Re vihan ‘oan c’hoazh ; me ‘soñje din e lâre traoù din dre vad, hag e vezen feuket evel-just.
Mont a rae ar pikouz fall-se d’ar skol da heul e c’hoar pa droe en e benn. Met alies e veze klañv diouzh ar beure : poan-benn, poan-gof. Tremenet an eur da vont d’ar skol, Chefig a save, a rede, a c’hailhose, yac’h-pesk. E vamm en leze d’ober e volontez. Kement itrik fall ‘oa tout a ijine. Pa veze kaset da vesa, e sache e vuoc’h war ar c’hleuz da beuriñ evit leuniañ he c’hof dezhi primoc’h. Laer ‘oa deuet buan e vuoc’h da vezañ, ha sede ma ranke Chefig chom da vesa, ha kenavo d’ar skol…
Hon farkeier ‘oa mesk-ha-mesk. Digarez eta da ‘n em chikanat. Piv a groge da gentañ ? N’em eus soñj ebet. ‘Oa ket pinvidik va geriadur sur-mat. « Chefig fall ! Fri lous ! » Sede holl pezh a gaven da lâret. « Chelig divalav, Chelig divalav ! » eme egile. Sodiñ a raen. Me divalav ? ‘Oan ket ‘michañs ! « Eo ! Te eo plac’h vihan Erwanig diva- lav ! » Mont a raen e belbi ! « Tata n’eo ket divalav. Tata zo ur gwaz. Tata zo Erwan Dival (Dival e-lec’h Duval, a lâren, soñj mat am eus). Chefig fall. Fri lous ! » Met ma tifluke war-wel unan eus ar mammoù, raktal ec’h echue ar gatailh.
Bez’ en doa Chefig hantervreudeur er-maez eus ar vro. Pa varvas ar Morvan kozh (an tad ‘oa kalz koshoc’h eget ar vamm), e teuas Emil d’ar gêr da sikour ar vamm da zerc’hel he zammig douar. Hemañ ‘oa un den eus ar jentilañ. Dont a rae da sikour va zad, krogadoù, hag ivez d’ober un dommadenn, ur wech an amzer, goude koan, er goañv. Emil en devoa ur geriadur dezhañ e-unan. Evel ma lavar ar C’hallaoued : « des à-peu-près » ‘veze alies gantañ, war an tapis, ha me am beze pli- jadur gant al lerbach fentus-se : ar c’hleier ‘oa « bollingoù » dezhañ, ar c’hemener ‘oa ar « c’hi melen » ; beuziñ kizhier bihan ‘oa kas anezho d’ober martoloded. Ha me ‘oar !
Distroet ‘oa Emil d’an Normandi e-lec’h ma oa paotr-saout, ha degaset en doa dre an tren, daou gi mesaer d’e amezeien. Tambour ‘oa anvet an hini a oa aet da Gêriel. An hini ‘oa deut du-mañ ‘oa anvet Emil, na mui na nebeutoc’h. Ya ! Distroet ‘oa Emil peogwir e faote dezhañ kaout ur marc’h-houarn. Met e lezvamm ‘oa re baour. Prometet e oa bet dezhañ koulskoude, pa vije gwerzhet ar pemoc’h bihan (ur gwidoroc’hig, un tamm brasoc’h eget ul lapin) ‘vije prenet ur velo dezhañ. Met sede ne oa horolaj ebet en ti. ‘Oa netra da c’houzout an eur nemet teurel evezh ouzh an trenioù a dremene noz-deiz, e-kichen, war linenn Pariz-Brest. Sede pa voe gwerzhet ar pemoc’h bihan lart, e-lec’h ur marc’h-houarn eo un tamm horolaj eo a voe prenet. Se ne rae ket kont Emil… Ha sede chomet Piriou da sevel he zri bugel. Un dra iskis avat ! Soaz ‘oa hec’h anv, hogen atav ‘veze anvet Piriou ; hec’h anv- familh oa. N’eur ket boas e Breizh, da envel an dud dre o anv-tiegezh, ha dreist- holl ar merc’hed hag a vez roet dezho bepred o anv-badez. Ma, ‘vel-se oa…
Piriou-mañ ‘oa ur vaouez farsus ken ma oa farsus. ‘Oa ket ur plac’h d’ober gwad fall, daoust d’an dienez vras ; rak meur a dra a rae defot dezhi. ‘Oa melezour ebet en ti. Evit lakaat he c’hoef e teue er-maez, a-dal d’ur prenestr bihan ‘oa e talbenn an ti. Eno ‘veze gwelet oc’h ober arvezioù : treiñ ha distreiñ he fenn, sachañ war he fitiborioù an eil tu goude egile, ken m’he deveze tapet eeun hag ingal an daou du eus he c’hoef. An hini ne ouie ket an doare, a gave iskis an arvezioù-se, sur a- walc’h !
Ma ! Un deiz ‘oa ‘n em gavet melezourioù da Biriou, sof-kont, melezourioù hep stern, met ne verne ket dezhi : ‘oa ket figus… Dirailhet ‘oa bet un tren nepell diouzh ar c’hontre. Un tren marc’hadourezh e oa ; ha bez’ ‘oa e-barzh arrebeuri, armelioù ha sklasennoù kaer. Torret ‘oant bet holl, met an tammoù ‘oant ket torret, eme Biriou. Dastumet en devoa Emil meur a damm mentet-brav da zegas d’he lez- vamm… Ma ! emezi, n’eus droug ebet a gement na servijfe d’ur vad bennak.
P’emaon o komz eus an tren dirailhet-se e teu soñj din eus an darvoud. Skoet ‘voe va zammig spered gant ar gwalleur-se. Rak lazhet e voe ar mekanisian hag ar
« chauffeur ». Ken alies em boa klevet ar gaoz ken e soñje din am boa gwelet e gwi- rionez, ha kontañ ‘raen da gement hini a gare va selaou : dirailhet an tren e Pont ar Veuzid. Lazhet ar mekanisian hag ar « chauffeur », ha torret ur bern melezou- rioù !
Dre fent ‘vezen lakaet da gontañ ar gaoz. Un dro bennak, pa oan deuet da skuizhañ o lâret hag oc’h adlâret, am boa kaset an dud da stoupa dibalamour a- walc’h… Div blac’h yaouank kozh, un tamm re c’hlorius, a c’houlenne diganin evit an nouspet gwech : « Petra ? Penaos ha pelec’h ‘oa erruet an darvoud ? — Me ‘oar se ? emezon. Kostez Kernev du-se, tu bennak ‘lec’h ‘vez lâret pato ! » (Ni a lavar pata- tez, met klevet em boa e veze lâret « pato » ‘kostez Kernev.) C’hoarzhet o devoa an div blac’h kozh a-leizh o c’hof gant va respont. Ken bihan evel ma oan…
Klevout a ran c’hoazh dre va soñj. Piriou o kontañ pegen brav degemer he devoa bet e ti he zud, pa oa aet da c’houlenn aotre da zimeziñ. Matezh e oa ‘n un ti- koñvers e bourk Plûned p’he devoa kavet ur Yann. Seitek vloaz ne oa ken. He zad a oa dall ; mont a rae en-dro da glask bara. He mamm a oa nezerez. Bugale all c’hoazh o devoa ha na oant ket en oad da c’hounit. Erru mat ‘oa Soaz gant he orc’henn dimeziñ. Klevet he doa ur sarmon person-kanton, hag ouzhpenn ‘oa
diboultret a-zoare dezhi he dilhad gant ar vazh-yod. Skampet e oa Yann evel ur c’hazh foetet pa oa digoret an abadenn, torret dezhañ ar c’hoant dimeziñ. Soaz a ‘oa tri bloaz ha tregont pa oa aet, evit an eil tro, da c’houlenn aotre dimeziñ d’ar gêr, ha krenañ a rae c’hoazh, emezi, evel ur barr delioù. Ken na ouie ket penaos digeriñ ar gaoz. An dro-se avat, ‘oa ket ur skampilhard ganti war ar renk. Un intañv gant seizh bugel. « Chê ! eme an hini gozh. Nav skudellad soub, bemdez, da gregiñ an devezh ! Hep kontañ ar re ‘zeuy war-lerc’h. » Ma ! Dimezet ‘oa bepred ! Kaeroc’h zo, addimezet goude marv ar Morvan kozh, d’un intañv div wech, bet tamallet dezhañ bezañ bet penn-kaoz da varv e ziv wreg kentañ… Planedenn an den ?
Mar-Job
Ma oa Piriou bihan ha treut evel ur relegenn, Mar-Job, en enep, ‘oa ur jostrom a blac’h : bras, tev, frammet evel ur gwaz, ur vouezh dezhi evel kroz ar c’hurun. D’ar pemdez ‘veze koef ebet gant Mar-Job, na las-blev ebet : un doare sac’h-kafe kotoñs du ‘veze war he fenn. Kalz a vaouezed a zouge an doare boned-se dindan o c’hoef d’ar c’houlz-se. Anvet ‘oa ur saltet.
Biskoazh war ar pemdez n’am eus gwelet Mar-Job o tremen en-goullo. Bepred ‘veze ur samm war he chouk : ur bec’h kaol, pe botaj, pe velchon. Ur choukad gouzer, pe ur choukad danvez-tan sec’h. Pe ul liñseliad delioù, pe c’heot. Div vuoc’h lart evel an toaz a zalc’he. ‘Pad an deiz ‘veze o c’hrognal d’ar saout-se. Hogen morse ned ae ar vazh war o c’horf. Ur vaouez onest e oa, met rust ha taer. He fried, ar Gwerson kozh, ‘veze atav war e wele. Seizet e oa gant ar remm. Ur boned noz ‘veze gantañ gant un doupenn ‘n e veg. Hogen ar pezh a gaven-me iskis : ur organell velen, ken bras ma tremenje ur gwenneg rous dre an toull, ‘oa e-pign ouzh e skouarn. Marteze e oa bet div un dro bennak ? Hervez Mar-Job ‘oa bet ret dezhañ dougen kleier-skouarn, en askont d’e boan daoulagad.
Daou zen yaouank : paotr ha plac’h ‘oa c’hoazh er gêr. Mont a raent da c’hounit pa vezent barrek gant al labour er gêr. Melar ‘oa ar paotr. Un troc’h paotr stumm d’e vamm ha dornet mat. Itrikañ ‘rae ‘bep seurt ardivinkoù anezhañ e-unan. Ober a raje, a gonte d’am zad, ur c’harr-nij gant koad ha lien. En e nijadenn gentañ ez afe eus Park al Loch da Venez-Bre ! Manet ‘oa bet d’ober.
Met un ijinadenn all avat, ‘oa deuet brav gantañ da vat : ur spontailh brini. Un doare milin-avel e oa. Un taked koad a frote war al loaioù dre ma troent, ha treiñ herr a raent gant an disterañ takenn avel. Un drouz ken iskis a rae ken ma ne grede ket ar brini chom da straniñ war-dro. Pa ankouae distignañ e ardivink en noz, e vire ouzh an dud da gousket ur c’hardlev tro-ront. Ha pa dremene tud war hed-taol, diwezhat en noz, pe beure mat, e krede dezho o deveze klevet karr an Ankou pe ur seblant bennak.
Teurgn ‘oa an tiegezh e ti Var-Job. Eliza he doa ijinet a bep seurt bravigoù divoas da ginklañ an ti. Gant kartennoù-post e rae avelerioù ha boestoù. Etre ar presoù e oa bountet spoue glas, steredennoù tailhet e paper arc’hantet ha re all e paper glas sikore ‘oa ispilhennet er spoue. E ti all ebet n’em eus morse gwelet kemend-all… Bravigoù digoust da vihanañ !…
Tonton Pier
Bep tro ‘m eus bet gwelet, kizellet er c’hoad, dremm ur C’hernevad kozh, e teue soñj din eus Tonton Pier. Ur c’hozhiad sec’h evel ur geuneudenn, ur c’horn bihan pri bepred en e c’henoù. Ken berr e duellenn ma’n em c’houlennen penaos ne boazhe ket e vuzelloù hag e vizied, rak evel n’en devoa dant ebet, e ranke derc’hel e gorn gant e zorn.
Ur paotr kozh farsus ‘oa Tonton Pier ha jentil gant ar vugale. Tonton Pier ‘oa da zaou diad bugale eus ar c’hontre. Met ar vugale all a lâre holl Tonton Pier dezhañ ivez. Un deiz ma ‘oa o tommañ du-mañ ha me o turlutat en-dro dezhañ, e roas din ur gwenneg rous, ha me ken diboell, o vont d’en reiñ da Mamm ‘n ur lâret : « Sell, Mañ, ur gwenneg bihan digant Tonton Pier. Hennezh ne dalv ket kalz tra, keta ? » Tonton Pier a glevas en desped d’e zivskouarn gozh : « Ma ! Rezon ac’h eus, plac’h bihan. Nann, sur, ne dalv ket kalz tra, met sell amañ unan all. Gante o-daou az po ur surprizenn digant hini gozh an Ti Glas. » Mezh am boa bet, ha keuz am boa ivez da vezañ bet ken diseven, ha trouz evel-just digant Mamm !
Tintin Chan-Mari
Un amezegez deomp e oa. Hon douaroù ‘oa stok-ha-stok. Mesk-ha-mesk end-eeun. Brasañ mignonez Mamm ‘oa Tintin Chan-Mari. ‘Oa na kar na par din, met Mamm a rae din lavarout tonton pe dintin eus an dud a gave dezhi dellezek a zoujañs.
Un istim vras he devoa Mamm evit he mignonez : furañ plac’h, emezi, a daol troad war zouar. Klañvidik avat ‘oa Chan-Mari. Mamm ivez ‘oa fall he yec’hed. Kordañ brav ‘rae o c’haoz, an eil o kontañ d’eben o zammoù mizerioù. Dous ha seven ‘oant o-div hag o-div o doa pep a bried feuls ha taer, ret gouzout an tu d’o damesaat !
Pa veze Tintin Chan o vesa he saout e Prad Bihan, e lavare Mamm din mont ganti. Hi ‘veze azezet war ur roc’hell blat, e-kreiz ar prad, Tambour ar c’hi du ‘n he c’hi- chen. Ar c’hi eo a vesae ar saout. Ne gaven ket hir an amzer gant Tintin Chan-Mari. Ken brav e komze ouzhin, ha plijadur am beze o welout Tambour o kregiñ e lost ar saout, pa felle dezho mont dreist ar c’hleuz.
Frouezh ‘oa kalz e ti Tintin Chan-Mari, rezin, per, koper, sperod, avaloù eostek, babu ha prun. Alies ‘veze ur frouezhenn bennak ganti en he godell evidon. He gwe- lout a ran c’hoazh em eñvor. Atav ‘veze ur c’hoef naet war he fenn, hag he dilhad ‘veze kalz naetoc’h eget re Mamm ; hi ne laboure ket war-dro ar boued-loened, ar verc’h ‘oa ur marc’h-labour hag evezhiek-kenañ ouzh yec’hed he mamm. Ur verc’h ar seurt ne vez ket graet ken. Un deiz ‘oa chomet Tintin Chan-Mari war he gwele evit mat. Mont a raen gant Mamm d’he gwelout. Pell e chome Mamm krog e dorn he mignonez, an dour war o daoulagad o-div. Marvet e oa da hanter hec’h oad.
Filomenig
Kentañ interamant ‘oan bet ‘oa hini Filomenig. Ur bugel langisant ‘oa. Ne greske ket, ne c’hoarzhe ket. Garmat a rae gant ur vouezhig trist ha gwan. Morlivet ‘oa ha treut ha roufennet. ‘Oa ket roz ‘vel ar poupiged all. Un deiz ‘oa marvet Filomenig. Un nebeud mizioù ‘oa. Klasket ‘oan da zougen ar gurunenn da Filomenig. Mamm ‘oa nec’het. Bihan ‘oan c’hoazh ; diskouezet ‘oa din gant Mamm penaos ‘veze douget ur gurunenn en interamant. N’eo ket a-bouez an dorn, met gant an daou zorn, an divrec’h en pleg. Ha diwall, emezi, da deukañ na da gouezhañ. Ma vefe labezet ar gurunenn wenn-se ‘vefe se ur vezh.
‘Oa ket kompez-kaer an hentoù d’ar mare-se ; toull-didoull ha leun a vein ruilh. Ar vugale ‘veze atav kignet pennoù o daoulin gant al lammoù. Met ‘oa ket an deiz da gaout kann ouzh bugale ar c’hantonier a-greiz mont da gas Filomenig d’ar Baradoz.
Fromet ‘oan gant ur seurt kefridi da seveniñ. En em welout a ran c’hoazh oc’h ober an hent. Da gentañ diwall da gouezhañ o vont dreist d’an treuzoù, ha neuze dibab va hent dre greiz-tre ar poulloù bihan, er porzh, diwall da vale er roudenn-garr leun a fank en hent moan ha goloet… Gwelout a ran c’hoazh Eliza, merc’h Mar-Job o tougen an arched vihan dindan he c’hazel, ul lien gwenn dantelezet o pakañ an archedig. Tud war ribl an hent oc’h ober sin ar groaz, o chapeled en o dorn, hag o kemer renk en ambrougadeg. An oferenn-an-aelez am boa kavet hir. An arched vihan pozet er vered e-kichen ar poull-bez. Eliza he doa kemeret ar gurunenn ; kaset ‘vije da lakaat en ur framm gant ur werenn warni, ha merket e-barzh anv ar bugel marv. Gwelet em boa e ti un amezeg all ; eno ‘oa div pe deir. Du-mañ ‘oant chomet e tiretenn pres va mamm : hini Charlez vihan hag hini Maia.
Goude ‘oa bet bara gwenn ha kafe en un ostaleri, ha kavet o doa an dud o zeod. Droukskoueriet ‘oan un tamm o welout an dud o safariñ raktal evel en ur foar. Me ‘grede ‘oa dleet dezho chom sioul da vihanañ ar peurrest eus an deiz evit dougen kañv da Filomenig.
An dremenidi
Stank e oa ar glaskerien-vara em bugaleaj. Nebeut a sizhunvezhioù ‘oa er bloaz a gement na dremene hini. Gwech avat e tremene daou pe dri er memes deiz. Lod a zo bet chomet atav dizanvez din : tudigoù sioul hag abaf, a denne o zog o tont en ti, a gomze izel, hag a zistroe raktal p’o deveze bet ur pezh moneiz pe un tamm bara, en ur lavarout bennozh Doue ha hetoù mat a bep seurt.
E-touez an dudigoù sioul e oa Ewanig-dous-an-amzer. ‘M eus klevet anv all ebet dezhañ. E c’her ‘oa se ! « Dous ê’n amzer », eme Ewanig ! An holl a rae Ewanig-dous- an-amzer dioutañ. Ne veze ket klevet alies. Un tamm ti en devoa, a-hervez, kostez Benac’h. Hag ur verc’h en doa ivez, ha hi matezh gant un itron vras : Mari Manac’h (Lady Mond). Homañ, ur vilinerez en he yaouankiz, savet e renk uhelañ an noblañs saoz ha pinvidik-mor ‘oa brokus-kenañ e-keñver he c’henvroiz paour. Kinniget he devoa da Ewanig dresañ e damm ti dezhañ, lakaat un doenn c’hlas warnañ, ha reiñ ur banne muioc’h a sklêrijenn e-barzh. Nac’het en devoa Ewanig, gwasketoc’h ‘oa evel-se, emezañ, gant e brenestr bihan hag e doenn soul !
Neuze ‘oa Mari Brizh. Drell ‘oa un tamm, un doare kleñved ar vrasoni a lavare Mamm. Ur plac’hig vihan sioul, teurgn ha kempenn e oa, digailhar e veze atav he zammoù dilhad adtakonet, met na toull na rog ebet enne. Ken gwenn he c’hoef, ha zoken he bisac’h. Fentus e oa gant he brasoni. Un deiz e konte d’am mamm en devoa lavaret ar person dezhi : « C’hwi ‘vat, Mari, zo ur chal pounner ganeoc’h ! » Neuze he devoa pedet Mamm da vont da adverennañ deiz pardon Krist. « Deuit, eme Vari, du-mañ ‘vo tud a renk : Itron Kernamañ hag Itron Keroual ha matezh ar person. » evel-just, pa oa ken hegarat, ‘veze doublet hec’h aluzon dezhi.
Un tammig soñj am eus ivez eus ur paotr kozh hag a oa un tamm doare medisin- kampagn, evel ma lavare an dud : Lom ar Bouloñjer. A-hervez, e oa bet urcher en e amzer. Re dener e oa e galon d’ober ar vicher, emezañ. Sede ‘oa distroet da labourer-douar. Met kemeret gantañ boazioù kêriz : un daol vat, nebeut a labour, pourmen, chaseal, pesketa, aet e oa prim-ha-prim ar stal da stalig hag ar stalig da netra. E vugale o devoa ranket mont da c’hounit pa n’en devoa ket aez d’o skolia- ta. Eñ hag e bried a oa aet da Bariz ivez. Kavet gantañ plas en un ospital, da sikour ober war-dro ar re glañv. En e gozhni e oa distroet d’ar vro (n’oa ger ebet a bañ- sionoù d’ar c’houlz-se !). E vugale marteze a roe un tamm sikour dezhañ. Mont a rae war-dro ar re glañv evit e damm boued. Daou remed : topig ha dour-kreñv, a erbede an aliesañ, a-hervez ! Ha neuze e konte (evel un den aet en e vugaleaj) penaos medisined a c’houlenne e ali pa vezent war var gant ur c’hlañvour. Mamm he deveze fent gantañ. Ma ! torret he devoa bet he gar, ha va feiz, ne oa bet nemet Lom gouest d’he lakaat en he flas. Sede ma tremene ur wech an amzer. E di a oa ur c’hraou dirapar e Milin ar C’hleuzioù. Da di Seurezed ar beorien e oa aet da vervel.
Fañch ar Skourr
Fañch ar Skourr ! Fañch al Laer ! Fañch ! Fañch ! a huche ar grennarded a-bouez o fenn war an diaoul du-mañ. Treut evel ur gioc’h, barvek, lous, truilhek, skrinet, prest da ganañ pouilh da unan bennak atav, lonker touet evel-just. Bez’ e oa Fañch, e gwirionez, roue an oristaled.
Pa oan bihan-bihan am beze aon ha doñjer outañ. Aliezik a-walc’h e welen anezhañ, koulskoude, rak ma oa eus Tonkedeg, bro va zud. D’ar c’houlz-se e veze o werzhañ spilhoù ha paper-lizher. Spilhoù ruz, da lavaret eo, spilhoù paper ruz : ur gwenneg ar c’houchad. Gwerzhañ ‘rae un toulladig en e zevezh, emichañs.
Evit ar paper-lizher avat, ‘oa un afer all. N’houle den eus e baper en askont d’al loened ‘veze lojet en o meskoù ! Rak pinvidik e oa Fañch, ken pinvidik ma ne ouie ket ar gont eus e loened. Atav e veze o kaskalat (o cheñch park dezhe !). Ne gredan ket en doa kalz a c’hounid war e varc’hadourezh, daoust ma prene an dud digan- tañ un tamm dre aluzen hag un tamm ivez evit tennañ peoc’h eus e c’henoù. Met un digarez ‘oa dezhañ evit redek an tiez ha tapout da zebriñ ha da evañ. D’ar merc’herioù e veze foar er C’houerc’had, e veze Fañch e plasenn ar moc’h, o sikour diskargañ ar c’hasedadoù moc’h bihan. Goude ma ne rae nemet stokañ e zorn er c’hased e oa sañset da gaout e damm gwerzh-butun, ha gwazh a se d’an hini a zic’harlute anezhañ, rak klevout a rae raktal e santamaria dirak holl dud ar blasenn-foar. Kerkent hag en deveze ur gwenneg ez ae gantañ d’an ostaleri. N’ouzon ket penaos e pade gant ar riv er goañv, na petra ‘rae gant an dilhad en deveze en aluzen, en hanternoazh e veze atav.
Pa oa aet da fall gantañ koñvers ar paper-lizher hag ar spilhoù e oa en em lakaet da skarzher-siminalioù, un digarez all da bourmen gant un dornad gargel war veg ur vazh, hag un tamm kozh rask a netra, un tamm binetenn reputuet, a gredan. Neuze e oa graet dezhañ ul lietezenn war e dog gant kañfarded kêr ar C’houerc’had, merket warni e skritur bras gant liv : « Le Scour François Ier Ramoneur de France »… C’hwezet da Fañch, emichañs ! Hag ouzhpenn, ur paper ‘oa graet dezhañ ivez gant kached ar maer warnañ. Douget e oa war e baper e oa republikan ruz, met ‘oa en desped dezhañ a-du gant an daou du… Ma, evel-se oa !
Dimezet e oa bet Fañch, pichoñs ! N’eus pilhenn na gav druilhenn, na plas d’hec’h astenn. Dimezet e oa gant unan par dezhañ pe dost ; plac’h ar paour Noz. Paotred vras ar C’houerc’had, dre fent, o devoa lakaet un embann war ar journal, hervez am eus klevet va zud o kontañ. Roet e oa bet dezhe pep a ditl a nobl : Le Scour de La Ville et Melle de La Noz ! Un tamm dilhad koulz ha nevez, bet d’un aotrou bennak a oa war chouk Fañch oc’h eurediñ ; evit e wreg n’em eus klevet netra. Ur bugel he devoa-hi hag unan all en roud. Sede m’en devoa Fañch mab ha merc’h war e anv, da vevañ diwar ar c’hlask, rak biskoazh taol labour a-feson n’en deus bet graet en e vuhez. evel-just ‘oa ket padet hir amzer an dimeziñ-se. Pec’hed e oa koll paper gante a-dra-sur…
Mai Vihan Sant Kare
Nag a bet all am eus soñj atav c’hoazh : ar Sac’h kozh. Homañ a veze ur c’horn bihan pri ganti o vutunat evel ur paotr. Neuze e oa Gogez an Aoregan ; hemañ a rae stamm evel ur plac’h. Ha Paotr Chani heñvel hemañ ouzh an Tad Nedeleg gant e varv gwenn hir. Mont a rae e-pad an hañv da werzhañ kartennoù-post d’an douris- ted hag anvet e veze gante, emezañ : Père Noël.
Met bez’ e oa ur gornandonez ivez : Mai Vihan Sant-Kare. Biskoazh n’em eus gwelet den en oad ken bihan ha ken strizh-all ; ruz-ruz e oa he daoulagad. Seder avat. Ne dremene ket alies. En-dro da Sant Karre e veze ar peurvuiañ. En em c’houlenn a ran penaos e rae da gaout dilhad bihan a-walc’h evit en em wiskañ, rak sur n’he devoa ket moaien da brenañ traoù nevez. Hogen ne veze ket gwisket evel ur bugel ; ha gwiskamant an dud ‘n o oad ‘oa kalz re vras eviti.
Estreget klaskerien-vara a dremene evel-just dre an ti ha ma’m eus dalc’het soñj eus ar ouenn-mañ eo dre m’edont dishañval diouzh an ordinaloù.
Ar gerent ne zeuent ket alies. Pell e oamp diouzh ar familh, ha d’ar c’houlz-se ne oa ket a girri-tan da bourmen. Gwech e teue va faeron e belo. Paotr yaouank e oa ha kalz e plije din. Va maeronez a oa plac’h yaouank ivez (bepred eo daoust d’he zri pe bevar bloaz ha pevar-ugent !), hi ‘oa tostoc’h ; dont a rae war he zroad.
Eus va zud-kozh, e chome ganin nemet mamm va zad. Kozh ha daoubleget e oa ha ne zeue ket alies. Fentus e oa. Ret e veze d’am mamm pediñ hag adpediñ anezhi da zebriñ pe da evañ evel pa vije bet estren en ti.
Dont a rae ivez a bell da bell un itron oadet, gwisket-kran gant ur groaz arc’hant en he c’herc’henn hag ur gordonenn du o terc’hel hec’h eurier. Medalennoù ha skeudennoù bihan a roe din, ha goulenn ‘rae diganin lârout va Fater dezhi. Ur c’hoar d’am mamm e oa, he c’hoar henañ ; leanez e oa bet, met ranket he devoa en em wiskañ e sivil. E Sant-Nikolaz-ar-Pelem e oa. Met war he c’hont e oa bizitañ kouentoù, ha pa dremene war hed-taol, e teue d’hor gwelout. Pell amzer e oa bet oc’h ober skol e Pederneg. Mamm a oa bet ganti dija er skol eno. Ha va c’hoar vihan d’he zro a oa bet skoliataet ganti betek ma oa kouezhet klañv da vervel d’he dek vloaz.
Lavarout a rae din va zintin seur e fellfe din bezañ fur ha sentus ivez, evel ma oa bet Maia, va c’hoar henañ. Met Mamm a lavare dezhi penaos e oa kement a gemm etre Maia ha me evel ma oa etre an noz hag an deiz… Ma ! Evel-se e oan graet.
Mare ar c’hrennlavarioù
Sede ma veze roet din gant va mamm va c’hoar vihan da skouer. Honnezh he devoa, a-hervez, an holl sioù mat. Met bez’ e veze roet din ur patrom all c’hoazh : va zad- kozh, tad Ma Chan-Mai ‘n Olier. Un istim hag un doujañs dreistmuzul he doa Mamm evit va zad-kozh. Ken alies ha bemdez e kave Mamm he zu da gomz din dioutañ, ha tennañ ‘rae eus e vuhez pemdeziek kement skouer vat ma oa tu d’am lakaat da vale war e roudoù.
Ne rae ket Mamm a zisplegadurioù hir din. Klask a rae va c’helenn evit ar muiañ gant krennlavarioù. Hi a lâre proverboù. Evel un tach e sanke ar « proverboù »-se em c’hlopennig nevez, ha va feiz ! Mar n’am eus ket o lakaet holl da dalvezout, ez int chomet a-hed va buhez em memor. Un deiz end-eeun zo bet deut soñj din da furchal e don va memor, ha sede am eus kavet en-dro da nav-ugent krennlavar, hep kontañ an hiniennoù ankouaet ‘michañs.
N’ouzon ket hag-eñ ‘oa digant he zad he devoa Mamm degemeret an holl grenn- lavarioù-se, hogen bep gwech ma’z implije unan e lavare kerkent : « Proverb ma zad (Doue d’en pardono !) ». Marteze evit reiñ muioc’h a bouez d’he ger war va spered eo e lavare evel-se. Un tañva hepken eus va roll krennlavarioù, ar re a denne ar muiañ da vare va bugaleaj :
En doujañs emañ ar garantez
Ken neseser eo foetañ evel bevañ
Ret eo deskiñ sentiñ a-raok deskiñ komandiñ
Na rit ket d’ar re all ar pezh ne garfec’h ‘vefe graet deoc’h hoc’h-unan Re a vann ne dalv mann
Ur gwenneg espernet zo gwelloc’h eget kant dispignet E-lec’h ma vez stag ar c’havr e rank peuriñ
Arabat lakaat ar plouz re dost d’an tan Ki skaotet en devez aon rak dour bervet
M’hoc’h eus c’hoant da gaout ur mignon mat n’it ket re alies d’en gwelout Ar c’harzh he deus divskouarn en diavaez hag en diabarzh
An naon eo gwellañ keginer a zo
Ur bater verr a sav d’an neñv, ur bater hir a sach a-dreñv Gwelloc’h eo rannañ etre dek, eget n’eo lezel unan hep An neb a gign e vaout ne gav ket anezhañ da douzañ
En difiziañs emañ an asurañs Ouzh ar ret n’eus ket a remed
Pec’hed anzavet a zo hanter bardonet
Evit klask bountañ un tamm furnez em spered e rae Mamm gant ar seurt krenn- lavarioù. Bez’ he doa ivez un nebeud mat a reoù fentus :
A-dammoù ‘oa graet e vragoù da Yannoù Yannoù pa oa deuet war ar bed
N’en devoa bragezenn ebet.
Ur c’hazh maneget n’eo ket mat da logota Hag all, hag all… evel-just.
Ar rimadelloù a blije din kenañ :
Bisig ar Rouz pelec’h out bet ‘Run ar Go ‘klask ma boued O’ pe’ra ‘oa ‘n Aotrou
O tib’iñ kig hag ûoù O’ pe’ra ‘oa ‘vatezh O peilhat patatez ‘Teus bet tamm ‘bet ?
Nann !… Chat ! Chat ! Da logota !
Hag ar rimadell-mañ a veze lavaret war ar bizied :
Hemañ ‘n devoa gwelet ar c’had Hemañ ‘n devoa he redet
Hemañ ‘n devoa he zapet Hemañ ‘n devoa he fritet
Hag hemañ bihan-bihan ha kamm Ha ‘n devoa bet tamm.
Ha neuze :
Greunenn aval lavar din E pe bro e timezin
Pe e Peurid pe e Prad Pe er gêr e ti ma zad Pe e Peurid pe e Rom
Pe er gêr e ti va momm ?
« Bimbalaoñig Kaouenneg ». Honnezh ‘oa hir-spontus. Kaeroc’h zo, biskoazh n’am eus gallet derc’hel soñj anezhi war he hed. Keloù ‘oa e-barzh eus kement kloc’h a oa e bro Dreger. Ar parrezioù o klotañ an eil gant eben.
Evit pezh a sell ouzh an divinadennoù eo va zad eo en deus bet desket ar re gentañ. Ar c’hentañ, ma’m eus soñj mat, eo :
Torigos, torigosig, goloet a vil bosig ha du-holl nemet e revr? — Ar vouarenn. Duig, takon, berr he lost ha filibichon ? — Ar c’hwenenn.
Petra zo muiañ hañval ouzh penn ur gazeg? — Penn ur marc’h.
Kanaouennoù bugale n’am eus ket a soñj da vezañ desket nemeur. Va zad avat, a gane din ‘n ur dripal ac’hanon war e zaoulin :
Ur marc’hig bihan am boa bet ‘Oa doc’h a Bluskelleg
Ar briz anezhañ ne oa ket bras Ne gouste ‘met pemp gwenneg Ar briz anezhañ ‘oa ket bras Ne gouste ‘met pemp gwenneg Marvet eo bet oc’h ober e dro
‘Barzh en maner C’hrec’h Heizek. Labour he devoa ‘n hini gozh
O c’haloupat ar poulloù
O klask ar marc’h hag he faotred Oc’h ober tro an henchoù.
Ha homañ all a gane en ur lakaat e votoù-koad tachet da strakal evel ur gazeg houarnet a-nevez o trotal war an hent bras :
Fortun a ya ‘trezek Kintin
Ur c’horn-butun gantañ ‘n e vin Ur c’horn-butun gantañ ‘n e vin Gantañ ur samm kanab ha lin Pa ya Fortun war gein e varc’h Tan ha moged a ra a-walc’h Kouezh ur fulenn dan digantañ War gein e varc’h hep goût de’añ
Pa gomañs an tan alumiñ Komañs ar marc’h da remuiñ
Komañs ar marc’h da zaoulampat Hag e tiskar Fortun a-blat.
Darn a lampe war ar c’hleuzioù Darn all a garge o botoù
Darn all a ‘n em ouestle d’ar sent Darn all a golle o skiant
Marc’h an diaoul, eme darn all Toudiritititam, toudirititen Marc’h an diaoul, eme darn all Pa en klevent o c’hwirinial
Hag homañ hag he devoa un ton hag ul lusk ken brav :
Ur c’hadig, div c’hadig, teir gadig rous Lojet en noz-mañ er bern-plouz Arc’hoazh da noz ‘refont ‘darre
Mar gallan, mar gallan, me ‘dapo ‘nê Ur c’hadig, div c’hadig, teir gadig wenn Lojet en noz-mañ er bern foenn Arc’hoazh da noz ‘refont ‘darre
Mar gallan, mar gallan, me ‘dapo ‘nê.
« Dibluñvan ar voualc’h » ne blije ket din. N’ouzon ket evit petore abeg. Nag ar rimastelloù all a veze klasket deskiñ d’ar vugale moarvat evit o lakaat barrekoc’h war an distagadur. Evel da skouer « Kloc’h bras Gras ‘n e blas », da lavarout nav gwech hep dizalaniñ.
Un draig ivez a zisplije d’am skouarn : klevout dour an doenn o tiverañ takenn ha takenn war ur besel bennak, kelorn pe gouevrenn pe all. Ha tra fentusoc’h, klevout ar bloneg o rouzañ er gastelodenn — marteze ivez ar c’hwezh a veze evit un dra bennak —, met kerkent hag e kleven ar strakadennoùigoù-se e hasten tapout toull an nor.
Ar c’hleñved
Abred e veze lakaet bugale ar maezioù da labourat. Pa oan-me yaouank ne veze ket kaset ar vugale diwar ar maez d’ar skol nemeur a-raok c’hwec’h vloaz, nemet tost- tre e vezent d’ar bourk. Hogen kalz a dammoù labour a veze desket dezhe ober kent kregiñ gant o studi. Mil maner a vez kavet en-dro d’ur menaj a dailh diouzh ur bugel. Da gentañ en ti, da sikour o mamm : kerc’hat un dornad plouz eus ar bern da enaouiñ an tan ; kerc’hat skilhoù ; mont da huchal da lein, reiñ greun d’ar yer, ha me oar…
‘Oan ket bet biskoazh sot-kaer gant labourioù an ti, kalz plijusoc’h e kaven mont d’ar park gant va zad. Evit tennañ peoc’h eus va genoù e veze roet din ur c’hozh tamm benveg reputuet bennak, ur vinetenn uzet betek al lagad, ur rastell-goad berroc’h he dent eget ur fourchetez, ha troc’het a-ratozh he zroad dre an hanter ; ur forc’h vihan ha na oa ket hiroc’h he bizied eget va re. Met ar benveg a blije ar muiañ ‘oa falz vihan Tad-Kozh. Uzet e oa betek ar c’hil, dall-put ha bihan-bihan. Ne zeue ket ar soñj din da lakaat en arvar e oa bet ar falz-se hini Tad-Kozh. Petra en devije graet koulskoude Chan-Mai ‘n Olier gant ar benveg a-netra-se ? Met va zad a ouie pegement a bouez en doa evidon an disterañ tra susitet eus va zad-kozh. Graet e veze ‘ta an neuz da dremen an higolenn war fas ar falz vihan. « O nondedelle ! a lâre va zad. Sell penaos eo lemm ! Ale ! troc’h raden bremañ gant falz vihan Tata Gozh, ha diwall da zaouarn… » ‘Oa ket dañjer ! Gant ur falz koad em bije troc’het kentoc’h va c’hig. Dont a raen a-benn evelkent da zic’hoûgañ ur radenenn bennak. Met ne bade ket pell pep abadenn. Ar bugel a rank cheñch micher alies.
Pa zeue an eost e felle din ivez mont da droc’hañ ed. An eost a-bezh a veze da droc’hañ gant filzier d’ar c’houlz-se. Hañ, aze avat, am beze al lañs war ar re all. Va falz vihan a droc’he an tostañ d’an douar. Ken lemm e veze ken e tenne e-lec’h troc’hañ ! Re zañjerus ‘vije bet evidon ur falz lemm, se zo sklaer !
Pa groge an tennañ patatez ez ae mamm ha me da zastum war-lerc’h va zad. Tri pe bevar dibab a veze graet war ar patatez : ar re vras, neuze ar re grenn evit ober haderien, ar re vihan da boazhat da gentañ d’ar moc’h, hag ar re darchet a veze ret o divreinañ gant ar gontell kent poazhat anezhe d’al loened. Nag a basianted a ranke va mamm da gaout ganin ! ‘ep patatezenn pe dost e ranken goulenn : Mañ, homañ zo bras a-walc’h ? Mañ, homañ zo re vihan ? « Bremañ-sonn te ‘zastumo ar re vihan war va lerc’h, gant ar re-se n’eus ket d’en em dromplañ. » Ya da ! ‘Michañs, me dastum ar pailhoroù ? Ne rajen ket avat ! Ar re vras, ya…
Evit an avaloù e oa un istor all. Aze ‘oa ket da zibab. Pa veze hejet ur wezenn ‘oa ‘met dastum d’ober, tout a-dreuz. Ha neuze chaokat ! Chaokat avaloù kuit da gaout amzer d’ober goulennoù. Ha sur n’am beze ket kalz a naon da goan. Un tamm poan- gof kentoc’h. Techet ‘oan d’ar boan-gof end-eeun, rak ma oan techet da zebriñ strogach : ili-dant, avaloù put, trinchiñ, mouar, kistin kriz, begoù-drez (kig treut Yeun ar Gow !) ha betek roz-kaouled… Homañ zo washoc’h ‘vit porc’hell Mai Dolo, a lavare Mamm din.
Ma ! Tudoù, ma oan bet techet d’ar boan-gof, un afer all ‘oa bet din ar boan-gein. Edon war va c’hwec’h vloaz. Keloù a oa bet d’am c’has d’ar skol. Krog e oa Mamm end-eeun da zeskiñ din va lizherennoù e titloù skrivet bras er journal l’Électeur des Côtes-du-Nord. Prometet e oan da seurezed Tregrom. Siwazh ! Va zad a lâre alies :
« Che ! Ar plac’h vihan-mañ zo mat da labourat ! » Ma ! Aet ‘oan da fall en un taol. N’am beze mui c’hoant da redek, da grapat er gwez, da c’hoari na da netra. Skuizh e vezen ‘n em sav. Tamm ne zebren pe ken nebeut. Ha deuet e oan da vezañ niñvet ha grignous. An disterañ tra am lakae da gouezhañ ha poan din o sevel. Betek lasoù va saro skoulmet a-dreñv am gloaze. Atav ‘veze dorn pe dorn din war va c’hein.
A-barzh ar fin ‘oan bet diskouezet d’ar medisin. Keloù fall avat : un askorn a oa klañv em c’hein, emezañ. Mamm ‘oa kroget da grenañ gant ar spont : « O va Doue, emezi, daoust hag-eñ eo bet en em c’hloazet en ur mod bennak ? — Nann, eme ar medisin, ur c’hleñved eo, ur c’hleñved hir. »
Ur sizhun goude e oa daou askorn klañv ha ret e oa din chom astennet. Echu da vont d’ar skol. Trubuilh ha poan d’am mamm baour, hag ur c’halvar evidon chom hep bale, d’an oad ma kar kement ar bugel fiñval. Gouerous an tamm ac’hanon. Ur bugel klañv ne vez ket gourdrouzet ; graet e vez e did outañ, dre druez hag evit tennañ peoc’h eus e c’henoù ; hekoc’h a se e teu da vezañ. Tamm ebet ne blije din ar c’hozh louzoù-se am boa da gemer : eoul-moru ? Well ‘oa ganin mervel !… Neuze e veze frotet traet din war va c’hein. O ! Ivez memes tra ! Hag-eñ pegen tener ‘oa va c’hein paour. Met gwashoc’h evit se ‘oa c’hoazh. Trempet e vezen e dour klouar gant holen-mor e-barzh. A ! Se avat am lake da fuloriñ. Mont da gabouilhat dour, diarc’hen er poulloù pe er gwazhioù a oa plijus, hola ! Met bezañ diwisket en noazh ha plantet ‘n ur pezh pentoniad dour ? Euzhiñ ‘raen. ‘Oan ket ur glesker, eo ? Ar vedisined n’ouzont ket petra ijinañ evelkent !…
Un deiz e oa deut va maeronez d’am gwelout. Ne oan ket mat tamm ebet en deiz- se bepred. Hanter voredet e chomen gant ar gwander. Pa zigoris va daoulagad e oa mamm ha maeronez o-div o ouelañ ‘us d’am gwele.
« N’eo ket brav da welout, eme Maeronez.
— N’eus ‘met ar relegoù diouti ken, eme Mamm. »
Un taol a skoas em c’halon. Biskoazh n’am boa gallet gouzañv gwelout va mammig o ouelañ ha komprenet am boa ‘oa dañjer mervel ‘michañs… « Mañ, me ‘m eus naon », a lavaris. Dres, e oa deut div wastellenn vihan avalaouek gant Maeronez… Adalek neuze e oan kroget da zebriñ tammigoù… Pa veze brav an amzer e veze kaset va golc’hed war ar c’hlazenn er brizhheol. Paourkaezh mamm ! Nag a eurioù he deus tremenet oc’h ober war va zro, hag en noz hag en deiz. Pa veze nozvezhioù rev am beze kalz muioc’h a boan, ha ret e veze dezhi sevel war va zro.
A damm da damm e oa tec’het ar c’hleñved, met pell e oan chomet gwan. Skuizhañ a raen o vale, ha zoken o chom em sav. Treut e oan ‘vel ur gioc’h. Ezhomm am bije bet da vont d’ar sana. Met d’ar c’houlz-se ne veze sikouret nemet ar beorien du. An hini en deveze an disterañ tamm douar war e anv a ranke paeañ e-unan. Alies ne c’helle ket.
Sede ma oan diwezhat-spontus o vont d’ar skol. Eizh vloaz echu. Gwir eo, anave- zout a raen va lizherennoù hag ur silabenn bennak, ar sifroù ivez. Un deiz en deus kaset va zad ac’hanon gantañ d’ar bourk, ha prenet din ul levr da zeskiñ lenn. Soñj am eus evel pa vije bet dec’h eus liv ha furm al levr-se. E c’holo ‘oa roz gant tre- sadennoù du. Ma vije bet roet din kaerañ teñzor ar bed ne vije ket bet muioc’h a lorc’h ennon. Ret e oa din dougen al levr-se va-unan. Va zad a oa o vont d’en lakaat e godell diabarzh e borpant : « Me ‘zougo ma levr. Ro anezhañ din ! » Ret e oa din reiñ an dorn c’hoazh ! ‘Oan ket solut tamm ebet war va zreid a-benn neuze. A-benn ma oa tremenet ar goañv ez aen gwelloc’h ha goude Pask e c’hellen a-benn ar fin mont d’ar skol. Echu ‘oa neuze d’am bed-bugel.
Met etretant e oa bet c’hoarvezet un nevezenti vras du-mañ. Pell a oa edo va zud o komz eus sevel un ti nevez. Bihan an arc’hant, ret atav gortoz… Va zad a denne mein eus e barkoù gant sikour un tenner-mein a-vicher, p’en deveze d’ober gant bloc’hoù re vras : ret ober dezho tarzhañ gant poultr. Bernioù mein-mañson a oa e kement korn eus kement park ‘oa. Un dro bennak, pa oan-me krog da seblantout dont e-barzh, e oa bet divizet kregiñ gant al labour.
Gant mont d’ar jol vihan hag ober un tamm dle e oa tu marteze da sevel un dra bennak gwelloc’h eget an ti-plouz izel teñval ha moan, hag ouzhpenn re dost d’an dour-sav. Ne oa ket yac’hus tamm ebet. N’eo ket mein a rae diouer na pri ivez. Mein kaer end-eeun, greun-glas, a oa war blas pe dost.
Ar gerent hag an amezeien o devoa graet devezhioù-charre da dostaat ar vein d’ar gêr. Pa oa graet marc’had gant ar mestr-mañson e oa degaset daou biker-maen da brientiñ ar mein benerezh. Ne bikent nemet pep a vaen en o devezh. Eizh real bemdez ‘oa ar pae. D’al Lun ne raent koulz lavarout ‘met mont da chopinata eus an eil tu d’egile. Unan anezhe a oa anvet Aogust. Un den seven-kenañ e oa. Mamm a lavare dezhañ ul lunvezh bennak :
« Perak n’ez ket d’an Ti glas da roulañ e-lec’h redek an tiez evel-se ?
— Tieñ, eme Job, eno ‘koust arc’hant… »
Pa oa kroget ar vañsonerien gant al labour e oa deut ur paotrig d’o heul. O ! Ne oa ket kalz koshoc’h evidon. Hennezh a veze oc’h ober an troioù pa veze ezhomm hag a-hend-all e kerc’he dour d’ober pri. Lusian ‘oa e anv. Mont a rae da gas ar morzholioù da vegañ d’ar c’hovel d’ar bourk. Bep tro ma’z ae Lusian d’ar bourk e teue ar mestr-mañson d’an ti : « Frañsoaz, emezañ, m’hoc’h eus ezhomm un dra bennak, Lusian a zo o vont en roud. » Un tamm ispisiri bennak a veze ezhomm alies, rak Mamm a roe da zebriñ d’an artizaned ; foulmac’het e veze gant he labour, hag ur sikour ‘oa eviti kaout ar c’hefridier bihan-se. Reiñ a rae dezhañ ur gwenneg pe zaou da brenañ boñboñ. Ne oa ket fallakr tamm ebet ar paotrig. Rannañ a rae e vadigoù ganin bep tro.
Bez’ ‘oa un darbarer kozh hag a oa anvet Nouel. Hennezh pa veze ouzh taol e veze ret d’ar mestr-mañsoner derc’hel ul lagad warnañ. Lontrek-spontus e oa. « Hopala ! Marsel ! a lavare, n’out ket o ledañ pri war ar voger aze. » Barrek e oa da ledañ ur c’hartouron amann bep gwech war e vara. Da lakaat hini kreñv en e gafe e oa memes tra. « N’out ket o lakaat dour er pri. Diwall ! »
An deiz ma oa echuet ar vañsoniezh hag ar c’hoataat, e oa lavaret din gant ar mestr mont da gerc’hat ur bod-ivin glas evit lakaat war veg ar siminal : ar Maout-Mae ‘oa, sañset. Aet e oan betek Koumanant Drev, da glask ur bod-ivin. Met allas Doue ! ‘Oan ket gouest da zougen anezhañ. Deut e oa Chan ar Roue, ar vatezh, da zegas va bod- ivin du-mañ. Neuze e oa ezhomm fleur da stagañ outañ. Fleur ! Du-mañ ‘oa ket a fleur. Ma ! Deuet ‘oa da soñj din e oa mammennoù kaol el liorzh o taol had, hag edont dres en o bleuñv. Gant va c’hontell vihan ruz am boa troc’het ur vriad : fleur e oant, na petra ‘ta. Met pa oa erruet va zad, am boa klevet pet eur ‘oa avat ! Se ne rae mann. Graet e oa ar jeu gant ar bod-ivin hag ar fleur-kaol. An artizaned gwintet war lein an ti a rae un todion o taboulinañ gant o morzholioù war gozh beselioù houarn pil. Emichañs e vezent klevet teir lev tro-ront. Un tamm pred dreist an ordinal ‘oa bet en deiz-se. Petra ? N’am eus soñj ebet !
Un dro bennak e oa graet an dilojañ. Dek paz a oa d’ober ha netra ken. Ma ! Ur rann- galon e oa bet evidon dilezel va zi kozh. Graet em boa un abadenn ouelañ : « Me ‘chomo ‘barzh va zi kozh kaezh », a lâren. A-viskoazh on bet techet d’en em stagañ ouzh an traoù kozh. N’eo ket ur c’hastell o devoa savet va zud avat : daou bezh hag ur solier war he hed daou droatad moger « piedroed ». Daou alumaj-tan. Daou bre- nestr hag ur prenestr bihan en tu-dreñv o sklêrijennan ar viñs. Aze e-kichen ar pre- nestr bihan em boa graet va annez. Azezet war ur bazenn gant ar prenestr en tu kleiz din, nag e vezen em bleud eno o wriat, pe o lenn, pe oc’h esa skrivañ gant ur boentenn war un tamm maen-glas. Ha na plijus e oa d’an nozioù goañv klevout an avel o yudal war ar sklent… Bodet en-dro d’an oaledad-tan, na bourrus klevout ar grizilh o foetañ gwer ar prenestr :
Evurus an neb en deus ti
Rak er-maez eo gwall diabri !
Nag a bet gwech he deus lavaret Mamm ar c’hrennlavar-se. Hag hemañ all ‘ta :
Fenoz eo well tiez ‘vit parkoù !
Ya, evurus e gwirionez ar bugel en deus d’e c’houdoriñ a-hed e vuhez un tammig ti savet gant poan e dud. Ne vern pegen dister e ve, en deus evitañ talvoudegezh ur palez.
Darvoudoù
A bep seurt darvoudoù ha darvoudoùigoù o deus lezet ur merk don em empenn. Mil ha mil darvoud glac’harus o deus gwasket va c’halon abaoe. Met nikun, nemet marv va zud, n’eo chomet engravet em spered evel ar re c’hoarvezet em bugaleaj.
An darvoud en devoa va skoet an donañ a oa bet drouklazh Erwan Derrien, an den kozh-se a zeue da sikour va zad da dennañ mein. Un deiz e oa kaset gant Mamm d’ar vilin da gerc’hat bleud ed-du d’ober un toullad krampouezh da lein. Er mizioù du e c’helle bezañ, n’on ket re sur. Plijout a rae din diskenn d’ar vilin. Un tamm partiad a raen gant ar vugale. Bertina end-eeun a oa va mignonez muiañ-karet. Ma !
En deiz-se ‘oan ket chomet da daloniñ er vilin. Job ar miliner ne oa ket en e stumm er beure-se, eñ ken seder ha ken hegarat bepred. « Lavar d’az tad, emezañ, eo marv Erwan Derrien, lazhet gant al laeron. Hast buan mont d’ar gêr. »
Va zad a oa e Park ar C’hoad o skuilh teilh. Gallout a raen tremen dre ar park ‘n ur zistreiñ. Hogen va bleud a nec’he ac’hanon. Mamm a oa o c’hortoz he bleud ! Sede me d’ar gêr. Ha da gontañ an darvoud spontus-se d’am mamm.
« Piv ‘n eus lâret se dit ?
— Job ar Vilin. Lâret ‘n eus din lâret da Data.
— O ma Doue ! Daoust hag-eñ eo gwir se ? Kae buan da lâret dezhañ neuze. »
Pa oan erru er park e oa Albert Kelenn o komz gant va zad. Deut e oa da zegas ar c’heloù fromus-se dezhañ, dre ma ouie e oant daou vignon bras. Va zad ‘oa troc’het dezhañ ar c’hoant krampouezh. Aet e oa raktal gant Albert.
Un dro bennak pa oa distro va zad hor boa klevet an tenor eus ar muntr. Erwan a oa e-tal ar prenestr o pakañ e damm chik-butun gant un neudenn. An daou lampon o doa tennet warnañ a-dreuz ar prenestr ha deut e oa da gouezhañ war an oaled.
« Marv on, emezañ d’e wreg, tizhet on em c’halon. » Hi ‘oa war he gwele nouspet miz a oa. Semplet e oa gant ar spont. Al laeron goude bezañ furchet an ti e-lec’h n’o doa kavet nemet daou skoed, a oa tec’het o kas gante ar c’hig hag ar bara. Ar paourkaezh klañvourez ‘oa divatorellet un dro bennak, ha hi goude n’oa ket savet pell a oa, he devoa kavet nerzh a-walc’h da zont da glask sikour d’an ti nesañ… An daou dorfedour a oa kavet prim-ha-prim. Eus ar barrez nesañ e oant. Daou chaseour pe gentoc’h daou vrakonier a brene poultr digant ar paotr kozh. Soñjal a raent e oa arc’hant en ti, rak hemañ en devoa gwerzhet e vuoc’h. Arc’hant ur vuoc’h ne bad ket pell. N’helle ket Erwan mont da c’hounit, peogwir edo e wreg war he gwele. Evit netra eta e oa aet e vuhez ! An hini gozh uzet a-benn neuze gant ar c’hleñved a oa marvet eizhtez war-lerc’h Erwan. An darvoud mantrus-se a oa bet an taol diwezhañ eviti.
Un darvoud all c’hoarvezet tost d’ar memes amzer, hemañ, er familh nesañ. Breur va mamm, he breur nemetañ, a oa bet lazhet gant e garr. Se ‘oa dres p’edo an ti nevez war ar stern. Miz C’hwevrer, ma’m eus soñj, 1912. Un nozvezh e oa erruet ur genitervez din du-mañ. O terc’hel boloñjiri edo er C’hozh-Varc’had ; ha dont a raent, he gwaz hag he mevel ar peurvuiañ da zegas bara, evel-se, diouzh an noz, tro-pad ‘soa an artizaned du-mañ e pañsion.
En noz-se ne oan ket aet-me c’hoazh d’am loch, pa oa-hi degouezhet gant he matezh. He fried a oa aet dija da di va eontr marv. Hi ne ouie ket penaos ober he c’hefridi. Gouelañ a rae, treiñ en-dro d’ar pod, evel ma vez lavaret. Gouzout mat a rae petore from a oa o vont da reiñ d’am mamm. A-barzh ar fin e oa deut ganti :
« Tonton Paotr zo marv.
— N’eo ket posupl, eme Mamm.
— Lazhet gant e garr. »
Mamm a oa aet liv ar marv en he c’herc’henn, ha kouezhet war he daoulin war blas an ti. Ma breur ! Ma breur a zo marv ! Va zad a oa kroget en he brec’h ha graet dezhi azezañ war ar bank. Eñ ‘oa ivez ken strafuilhet all. E vreur-kaer a oa bet adalek e oad tenerañ e vrasañ kamalad. Amezeien e oant. Bemdez o c’hoari asambles, o vont asambles d’ar skol, keneiled paotred yaouank goude, hag en diwezh breudeur- kaer. Eñ, va zonton Paotr, eo en devoa graet ar raktres eus an ti nevez ; den desket mat — e-giz an amzer-se — den speredek ha leal, eilvaer Tonkedeg ; istimet gant an holl.
Ur c’holl spontus e oa. Ur gwall ziouer d’e familh : an div verc’h a oa yaouank c’hoazh hag ar mab henañ, va faeron-me, a oa oc’h ober e amzer-soudard. Va zad a oa aet fed-a-noz da Donkedeg. Mamm ne rae nemet gouelañ. Me ne ouien ket petore son ober. Mantret eo an hini ‘oan ; rak me ivez a gare kalz Tonton Paotr. Hag a-hend-all rannañ ‘rae va c’halon pa welen va mamm o ouelañ.
N’eo ket da geñveriañ gwallzarvoud war an dud ha gwallzarvoud war loened. Padal. Fromus eo ivez ha rivinus zoken pa gouezh ar fall war ar chatal.
Em bugaleaj em eus gwelet div wech hevelep darvoud o c’hoarvezout gant div vuoc’h : bezañ flemmet gant an naered. Unan, an hini gentañ, a oa marvet, erru leue ponner ganti, ur gwall goll d’un tiegezh bihan. Ar c’hig evel-just a oa bet mat da netra. Plantet e oa al loen paour e korn Park al Leur. Un euzh oa he gwelout, koeñvet evel ur varrikenn. An eil he devoa bet muioc’h a chañs ; hec’h-unan edo ar vuoc’h en toull-karr, he zeod ganti hir er-maez eus he genoù pa oa erruet va zad da gerc’hat ar saout. Raktal en devoa soñjet petra ‘oa en em gavet. Evel ur chañs e oa dres gwetur ar « vutunaer » o tont eus Tregrom (Park al Leur a zo war vord an hent). Sede a reas va zad dezhañ diskenn da sellout ouzh ar vuoc’h. « N’emañ ket ganin na va binvioù nag al louzoù am eus ezhomm, ret mat eo din mont d’ar gêr. » Ne oa ket a girri-tan d’ar c’houlz-se, hag an amzer a brese d’ober war-dro al loen paour hag a oa bec’h warni er stad ma oa. « Degas anezhi bepred etrezek ar bourk, emezañ, kement-se diverret ‘vo, mar gell bale c’hoazh. » Daou gilometrad-hent a oa d’ober da nebeutañ, tostoc’h da dri.
« Biken, eme va zad, n’erruin ganti en-bev er C’hozh-Varc’had !
— Me a zistroio raktal, emezañ, gant ar pezh a zo ezhomm. »
Ma ! Erru ‘oa va zad gant e vuoc’h e porzh ar vutunaer, pa oa dres o pignat en e wetur. Kerkent e oa pledet ganti ha bravaet mat e oa dija a-benn ma oa o tistreiñ. Met na pegement a charre avat, a oa bet o lakaat ar Vihanig da gemer un dra bennak an eizhtez kentañ ; he zeod a oa bet skrapet dezhi gant ur c’hribinoù, eme va zad, ha tanet goude gant un houarn ruz. Ne oa ket al loen paour evit debriñ tamm : ur banne gwelien p’he deveze sec’hed a-walc’h. Me ‘yae da ginnig dezhi deliennoù kaol, dornadoù geot pe velchon, en aner. Re dener ha marteze un tamm seizet ‘oa he zeod e-pad un toullad devezhioù. Truez am boa spontus ouzh ar Vihanig. Ur vuoc’h vreton du ha gwenn, ar seurt ma oa meur a hini er vro d’ar c’houlz-se.
An dudigoù o deveze an droukchañs da goll ul loen bennak, kazeg pe vuoc’h, a rae ur gest er barrez, pa vezent aotreet gant ar maer. Ur c’huzulier a glaskent eus pep korn ar barrez da vont gante d’ober o c’hest, pep kuzulier evel-just en e gornad. P’o deveze serret ur gont dereat a-walc’h da brenañ un tamm loen all, ned aent ket pelloc’h : ‘oad ket sañset da zastum muioc’h eget talvoudegezh al loen kollet.
Meur a wech em eus gwelet tud oc’h ober seurt kestoù, ha zoken da bell goude ma oan aet ‘maez a vugel. Met da be oad ez eer ‘maez a vugel ? Evidon-me, va buga- leaj a oa echu an deiz ma oan kaset d’ar skol. Ya ! Echu ‘oa d’am bed-bugel. Echu da ved dispar an hunvre, ar c’hevrin, ar frankiz klok, an evurusted espar, dispar, dis- hual ha digabestr.
Ar skol ! ? ! Ur bed nevez ! Ur bed kriz. N’eus ket krisoc’h eget an eil bugel e-keñver egile. En em c’hloazañ a reont, marteze hep drougiezh, hep ar menoz d’ober poan, met gloazañ memes tra, ha gloazañ don a-wechoù. Gloazadennoù diaes da ankouazh. Met ivez ur bed marzhus, hoalus ha strobinellus. Bed al levrioù-se leun a sekredoù mar kaver an alc’hwez anezhe — ma ‘mañ enne holl deñzorioù, holl oui- ziegezh ar bed.
Al levrioù-se ha na ziskuilhont avat o sekredoù nemet d’ar re o c’har. Nemet d’ar re o douj. Nemet d’ar re o c’hemer evel un teñzor. Alc’hwez an teñzor eo ar mestr- skol. Mestr-skol ! Na pounnerat da garg. Met pegen enorus ! Adalek an deiz kentañ am boa komprenet e tleen kaout doujañs evit va mestrez-skol. Ha kalz a anaoude- gezh vat am eus bepred dezhi, an Dll Ivona J., ha d’ar seurez a sellan-me evel ur santez, Sez Raymondine-Marie, aet-hi pell zo da anaon.
Met. Met ur « met » a zo, pe kentoc’h, a oa, kent bezañ gouest da dañva ar vaga- durezh vurzhudus-se kuzhet el levrioù e oa ret mat din deskiñ galleg… Ar galleg daonet-se n’am eus gallet biskoazh en em dommañ outañ. Lenn ha skrivañ, ya, ha c’hoazh ? Met komz, va Jezuz ? An nebeud galleg am eus gallet pakañ em bisac’h a vez atav en tu-dreñv, ha diaes da dapout ; alies e teu ganin kontrol d’am menoz. Ar pezh a laka ac’hanon da vezañ tremenet da sotoc’h eget n’am eus a feson. Ma ! Da c’hras Doue, ar c’hatekiz ‘oa e brezhoneg hag al levr kantikoù. Aze ‘oan e-kreiz va danvez daoust ma kaven gerioù dizanavez din. Gerioù na oant ket pemdeziek, em c’hontre da vihanañ…
Ne fell ket din mont hiroc’h fenoz. Dezrevellet em eus al lodennig-se eus va buhez. Gallet em bije displegañ meur a dra all, sur-mat, met me ‘soñj ez on bet torr-penn a-walc’h evel-se evit al lenner gant lakaat ma vo kavet unan dezhañ pasianted a- walc’h da vont betek penn va bed-bugel.
Traoñ-an-Dour, deiz gouel sant Varzhin, 11 a viz Du 1967