Trubuilhoù ur fakteur

Pezhig fentus gant c’hwec’h paotr. An traoù a dremen e lez-varn Lannuon. War ar burev : ar Prezidant, ar Grefier ha daou advarner.
Ar grefier (o c’hervel) — Afer Sac’hler : Digoradur lizhiri…
Dont a ra er sal un den etre daou oad feson vat a den warnañ, gwisket en fakteur, d’e heul un den yaouankoc’h gwisket e gward-maezioù.
Ar Prezidant — Ar gward-maezioù Bigrier en deus souprenet ac’hanoc’h a-dreñv ur c’hleuz o tigeriñ lizhiri fiziet ennoc’h. Petra hoc’h eus da respont ?
Ar fakteur — Da gentañ, Aotrou Prezidant, a lavarin deoc’h n’am eus ket digoret liz- hiri. Nemet ul lizher hepken em buhez fakteur.
Ar Prezidant — Emichañs ho poa esperañs da gaout arc’hant e-barzh ?
Ar fakteur (droug ennañ) — Arc’hant ? Me n’on ket ul laer. Displeget am eus dek gwech d’ar gward-maezioù Bigrier evit petore rezon am eus digoret al lizher-se. Biskoazh n’am eus gallet reiñ dezhañ da gompren.
Ar gward (feuket) — N’on ket inosant ‘velkent. Ha kompren a ran brezhoneg da c’hras Doue. Met er « charabia » en deus displeget an den-mañ din n’am eus kom- prenet netra evel-just.
Ar Prezidant — Ha petra ‘fell deoc’h lâret dre ar ger-se « charabia » ?
Ar gward (gant ur aer truezus) — Sotizoù, Aotrou Prezidant. Traoù n’hell ket un den sivilizet o c’hrediñ.
Ar Prezidant — Gwelet a vo. (Da Sac’hlêr) Kontet dimp an dro eeun ha resis, mar plij. Ar fakteur — Anavezout a rit Chopino, eus Kerfoulet ?
Ar Prezidant — N’anavezan Chopino ebet.
Ar fakteur — Ma, well a-se evidoc’h, Aotrou Prezidant. Ul lonker touet n’eo ken, hag un den heg ma zo unan, war ar marc’had.
Ar Prezidant (reut) — Na droit ket diwar hon afer.
Ar fakteur — Sede, sede berr-ha-berr, Aotrou Prezidant. Unan eus devezhioù kentañ ar miz tremenet, en ur ober ma zro evel kustum e rois ul lizher da Chopino, hag a oa o palat en e jardin. Un tamm sell a reas eus ar skritur, eus kached ar post, ha hep digeriñ al lizher a lavaras din antren da evañ ur werennad sistr… An deiz war-lerc’h pa dremenis dirak ti Chopino ‘oa o plantañ pour ‘n e liorzh. En ur dremen me a savas ma dorn dezhañ ‘n ur lâret « Salud ! ». Ha petra ‘gav deoc’h en doa respontet din ?
Ar Prezidant — Penaos e ouifen ? Ar fakteur (kreñv) — Ta bouche !…
Ar Prezidant (oc’h ober ul lamm) — Hañ ? Petra ?
Ar fakteur — Ya, Aotrou Prezidant. Sede penaos e komz. Pa ne vez ket war e du mat eo techet d’ober gant ar galleg. Ha me ‘gomz deoc’h e oar dibab… Me da lavarout dezhañ : Hola ‘vat ! N’out ket gwell seven hirie !… Seven ? emezañ , daoust hag-eñ ‘rankfen bezañ seven gant un den a zegas din ar c’heloù emañ ma mamm, ha hi oadet a daou vloaz ha tri-ugent, war zimeziñ gant ur mec’hieg a naontek vloaz. Un den a netra, barrek da lonkañ, ken buan ha lâret « chou » d’ur yar, ar peadra a dlefe degouezhout din diwezhatoc’h, hag en deus an « toupet » da zont da lonkañ ma sistr war ar marc’had ?
Ar Prezidant — Piv ? Ar mec’hieg ? Gouez deoc’h ?
Ar fakteur — Nann, Aotrou Prezidant. Din eo a rebeche Chopino an tamm gweren- nad sistr-se. Ma n’eo ket ur vezh ?
Ar Prezidant — ‘Oa ket brav eus e berzh, gwir eo. Met se ne lavar ket din perak…
Ar fakteur — Emaon o vont da lâret deoc’h. Un tamm propr a droug ‘oa ennon ‘vel- just ha me da lâret da Chopino, war an ton bras, n’eo ket me ‘oa da damall ma oa e vamm o klask addimeziñ d’ur « skampilhard » a naontek vloaz… Ha m’en devoa keuz d’e werennad sistr e oan o vont d’he faeañ dezhañ raktal. Ha sede trelatet ar paotr en dro-se ! Ma tifennas ouzhin degas dezhañ biken ken seurt keleier. Ar c’hen- tañ lizher am bije evitañ e c’hellen lakaat anezhañ d’ober ar pezh a ouzoc’h, Aotrou Prezidant.
Ar Prezidant (souprenet) — Gwir eo en deus lavaret se ?
Ar fakteur — Ken gwir evel ma on amañ. Ac’hanta, meur a hini em flas o dije graet ar pezh a lavare Chopino din ober, en gwirionez.
Ar Prezidant — Gouzout a rit mat eo difennet groñs d’ur fakteur ober seurt implij eus lizhiri fiziet ennañ ; hervez al lezenn ‘vefe grevus.
Ar fakteur — A-du on ganeoc’h, Aotrou Prezidant. Setu perak eizhtez goude am eus plantet ul lizher all dezhañ en e voest lizhiri, rak dre chañs ‘oa ket en-dro d’e di en deiz-se. E welet am boa o troc’hañ melchon glas. Met tremenet ‘oan sioul e-biou dezhañ. Hopala ! Ya, met an deiz war-lerc’h ‘oan o tremen ken sioul all dirak e di, hep ober van, daoust ma welen anezhañ o tourañ e saladen. Ha sede eñ o huchal
warnon : sapre Sac’hlêr ar c’hurunoù ! emezañ, te eo an hini en deus bountet al lizher daonet-se em boest adarre ? Aotrou Chopino, emezañ, me a ra ma servij, hag ho pediñ a ran da reiñ peoc’h din d’ober ma labour, na muioc’h na nebeutoc’h… Met petra ‘c’heller reiñ da intent da seurt lonkerien ‘vez leun o c’horf ‘benn nav eur eus ar beure… Klevet am boa gantañ, Aotrou Prezidant, kement anv loen pluñv ha kement anv loen gouez zo war an douar, ha kalz a draoù all, n’oulan ket o lavarout deoc’h evit priz ebet.
Ar Prezidant — An Tribunal na c’houlenn ket diganeoc’h o disklêriañ kennebeut. Met it primoc’h gant hoc’h istor mar plij (Sellout ‘ra ouzh e vontr).
Ar fakteur — Ya, ya, Aotrou Prezidant. Met gortozit ma lavarin deoc’h : komprenet am boa e-mesk e gunujennoù penaos e vamm he doa gwerzhet he zamm peadra. Met daoust hag-eñ eo me ‘oa kaoz ? Me ‘c’houlenn ?
Ar Prezidant — A-dra-sur ‘oac’h ket.
Ar fakteur — Bremañ e komprenfet, Aotrou Prezidant, pa lavarin deoc’h petra a huchas ar Chopino din. Degas din, emezañ, ul lizher c’hoazh evel-se ha me ‘dorro dit da c’henoù.
Ar Prezidant (oc’h ober ul lamm war e gador) — Gwir ?
Ar fakteur (o sevel e zorn) — Touiñ a ran, Aotrou Prezidant. Sede perak diriaou diwezhañ p’am eus kavet e-touez lizhiri va zro unan evit Chopino ne oan ket dinec’h ‘vel a gomprenit. Ma lavar e vamm d’ar pichon-mañ, emezon, emañ o timeziñ d’ar mec’hieg all-se on sur da dapout ma skas digantañ. Abruti ‘vel m’eo gant ar boeson. (En ur blegañ e benn, mezhek) Sede petra am eus graet Aotrou Prezidant : treiñ en ur Park, tapout al lizher — dre chañs ‘oa ket hanter beget ar golo — digeriñ anezhañ da welout war betore tu e troe ar gudenn.
Ar Prezidant — Ha war betore tu ‘ta e troe ?
Ar fakteur — Ac’hanta an hini gozh a zigemenne d’he mab ‘oa skampet he « blanc- bec » gant ur strakell yaouank, ha lezet anezhi war he c’hemend-all !
Ar Prezidant — Mat ! Mat ! Hag aet ar yalc’h gantañ emichañs ? (Mousc’hoarzhin a ra.)
Ar fakteur — N’am boa ket bet amzer da lenn hiroc’h, Aotrou Prezidant. Kouezhet ‘oa just ar gward warnon d’an ampoent, ha savet ‘oa c’hwen em loeroù, c’hwi ‘oar !
Ar Prezidant — Ha petra ho pije graet ma ne vije ket bet kouezhet ar gward warnoc’h ? Ar fakteur — Am bije adpeget al lizher ha roet anezhañ da Chopino evel ‘oa ma dlead. Ar Prezidant — Ha m’he dije lâret an hini gozh d’he mab ‘oa o vont da eureujiñ d’ar
« blañbek » ?
Ar fakteur — Am bije kaset al lizher memes tra ha goulennet avat raktal ma cheñ- chamant rak evit priz ebet ne vijen tremenet ken dirak ti ar Chopino-se, ‘c’hellit krediñ goude ar pezh a bromete din, rak derc’hel a ran d’am zammig kroc’hen… Hoc’h-unan, Aotrou Prezidant ?
Ar Prezidant — Feiz ! Marteze ! Ya !… (Ar Prezidant a gomz sioul eus an daou advar- ner. Neuze — kreñv — a-dal d’an dud 🙂 Intentet eo ar gaoz. Hervez al Lezenn, an Tribunal, goude bezañ ‘n em glevet :
1° A zalc’h kont eus fazi ar fakteur Sac’hlêr, digoret gantañ, en kuzh, ul lizher fiziet ennañ, ar pezh a zo grevus.
2° A zalc’h kont, eus an tu all, n’eo ket dre interest en deus graet an taol met dre ur santimant a aon.
3° A zalc’h kont ivez eus e servij onest ha leal abaoe an holl amzer emañ war ar vicher fakteur.
Hag a ziskleri eo akuitet Sac’hlêr hep kastiz na frejoù all ebet, ha dalc’het en e servij evel an ordinal…
Ar fakteur (laouen bras) — Trugarez Aotrou Prezidant. Trugarez deoc’h holl aotrou- nez… Kenavo. (‘N ur vont a-raok e tistro ‘trezek an dud hag a lavar gant un aer fentus 🙂 Met n’eus forzh, me zo o vont da c’houlenn ma cheñchamant memes tra. Rak piv ‘oar hag-eñ eo torret ar sorc’henn dimeziñ da hini gozh Chopino. Ha ma kavfe ul lantiou all bennak n’eo ket achu ar pardon ganin en dro-se.
Ha pa lavaran deoc’h e talc’han d’am zamm kroc’hen.
Kenavo !

28 a viz C’hwevrer 1967