Rouzig ar gwiñver

An avel a gan e ganaouenn er gwez-kistin. Siouloc’h, a-rez an douar, e red ur c’han- tik er radeneg, ha kleur darev ar balan a stlak gant tommder an heol kreisteiz hep spontañ nemeur ar skrilhed a zalc’h gant o c’hanenn.

Gwagennigoù roz a spurmanter war ribl ar waremm, an avelig flour o c’hoari gant ar brug e bleuñv. Dindan ar c’hoad ez eus ur brizhheol treuzwelus a-liv d’ar mor, gant tachadoù teñvaloc’h hag evel gwenodennoù glas e-lec’h m’en deus poan an heol o’n em silañ. Aze, pa vez bet glav, e sav noz ha noz kebell-tousegi tev o gar, ur boned rous war o fenn, peg outañ atav un delienn sec’h pe un nadoz pin bennak, ha ken fentus da welout hag ur paotrig bet oc’h ober lamm-chouk-e-benn en e benn diskabell. Gwech emaint krignet gant ar melc’hwed krogennek, ken stank e-touez ar c’hinvi flour.

En nozioù fresk ha sklêrijennet gant loargann hag ar stered lintrus, konikled ar c’hontre a zalc’h aze o c’huzul, an eil o tegas keloù d’egile eus an taolioù ar gwel- lañ servijet : e park-mañ-park ez eus karotez nevez ken dous hag ar mel ; e tachenn- mañ-tachenn ar melchon ruz a ra d’hoc’h empenn trellañ gant e frondoù c’hwek dindan ar glizh-noz. Arabat avat, eme ur c’honikl kozh, tostaat re da gaol pome ar park tort, va c’hoar zo bet tapet eno en ur pech stignet gant ur pilpous a gañfard dindan un delienn sec’h.

Hollfrondus ‘vez an noz. Frondoù kemmesket an delioù, an douar hag ar bleuñv gant c’hwezh ar fru-mor hag ar bezhin deuet war askell an avel.

Rouzig, ar gwiñver, a c’hoari brañsigell a-us d’ar wenodenn, hejañ ha dihejañ a ra gantañ ken aes ha tra ar skourroùigoù gwevn ha pa vez skuizh gant e ebatoù en em guzh e-touez an delioù stank da selaou, da sellout ha da c’hwesa gant e borpant gell, koefet a seiz ruz-rous, e vrennid hag e gofig goloet gant ur foulinenn arwenn, e zivskouarn blevet sonn, hañval un tamm eus div skubellennig. Kaerañ tra avat a zoug Rouzig war e chouk eo e lost, rak ar peurliesañ eo war e chouk eo e toug al lostig-se ken koant. Rouzig a zoug c’hoazh div berlezenn jed hag a laka kalz a vuhez e doareoù ha donemonea al loenig mistr. Rouzig zo gwevn ha lijer evel ar gwivañ paotr-sirk. Lammat a ra eus ur wezenn, nijal a-us d’ar goullo ouzhpenn tri metrad ha mont da gouezhañ war skourrig ur wezenn all hep faziañ tamm ebet. Lorc’h ennañ ha c’hwezhet un nebeudig e ra un troñsañ d’e varv gant e dreidigoù a-raok.

A-daol-trumm e teu dezhañ ur froudenn. Gant tizh ul lamm dour e ruilh d’an traoñ dre douez iliav a-grip ur favenn dev. Lammigellat a ra a-dreuz ar geot, en ur ober un tammig ardoù pa’n em c’hloaz gant pikoù lemm an askol. Lammat a ra evel ur bugel dreist ur c’hef derv a-led war an douar — diskaret pegeit zo ? Dirak ur gisti- nenn gozh, ken tev hag ur varrikenn, debret he c’hroc’hen gant ur gouli, ken ma seblant diwadañ drezañ hec’h holl sev, e chom ar Rouzig da soñjal. 

Divizout a ra krapat er gistinenn gozh. A gildroenn da gildroenn, en ur dennañ e alan ur wech an amzer e tizh fourchell ar wezenn. Sell ‘ta ! Ankounac’haet en doa ! Sell ‘ta ! Ya sell ‘ta ! Hañ ! Pebezh penn-skañv evelkent on, eme Rouzig ! Amañ eo em boa graet va c’huzhiadenn e kleuzenn ar fourk-mañ : mez, kistin, kraoñ-kelvez ha zoken kraoñ-poullig. Nag ur chañs n’eo ket kouezhet war va c’huzhiadenn ur c’hoñsort bennak din. Nag ur soñj vat am eus bet o krapat er gistinenn-mañ. Met ! met ! met ! eme Rouzig. Em eus aon eo koazhet an traoù amañ. Itron ar gegin, al loen-pluñv daonet, zo bet ouzh va laerezh ur wech ouzhpenn war a gredan. Emañ dres a-us dezhañ itron ar gegin o c’hoapaat anezhañ. Gra-gra-gra ! Krapat a ra Rouzig etre- zek an itron. Mar gellfe reiñ dezhi un taol pav bennak e tremenfe d’e gounnar met daoust m’eo skañv evel un evn n’en deus ket a zivaskell.

… Un dra bennak zo o veskañ e traoñ ar wezenn. Ul labousig, en e veg ur begad spoue, zo oc’h aozañ e neizhig e-touez an delioù hag ar raden ? Petra ‘sinifi ? N’emañ mui koulz an neizhioù ! Pe eo brell al labous-mañ ! Pe eo bet laeret hag adlaeret pet ha pet gwech dezhañ e labousedigoù. Pe bez’ eo ul laouenan o prien- tiñ e di-goañv, rak al laouenanig kaezh n’eo ket a-walc’h dezhañ an iliav d’en em c’houdoriñ ouzh ar goañv kalet. Ret mat eo dezhañ fardañ un doare neizhig.

Ken  kurius eo Rouzig ma tiskenn da welout petra ‘dremen e troad ar gistinenn.    Ur skeud en deus merzet. Bale ‘ra sioulik, ur baner war goubl e vrec’h. Sellout a ra en-dro dezhañ, plegañ ha displegañ ha lakaat traoùigoù en e baner. Kistin ? Kebell- touseg ? Un tamm disfiz a sav en empenn skañv hon Rouzig. Prim e treuz un torkad brug. Krapat a ra en ur wezenn-onn. Alese e c’hell boutañ e fri da sellout a bep tu hep riskl ebet. An amzer a dremen. An noz a dosta. Ruz eo kribenn ar brouskoadoù gant an heol o tiskenn. An turzhunelled a glask o c’hludoù en dervenneg. Rouzig a ziskenn c’hoazh da glask un dra bennak evit e goan. Kavout a ra ur chapelouzenn daoudortet ne ra diouti nemet ur genaouad. Neuze e krog da zibogañ ur pog kistin nevez-kouezhet. Oy ! dreinoù lemm zo er frouezhenn-mañ. Pikan ‘ra e dreid. Neuze e krog en ur graoñenn-boullig met tufañ ‘ra buan ar bluskenn c’hwerv-daonet-se. Met sede ur vesperenn. N’eo ket azv-kaer. Blazet mat a-walc’h eo evelkent ha lemmañ a ra e zent war ar meinigoù.

A-greiz-holl e krog ennañ ur c’horfad aon. Sevel a ra e skouarn. Klevout a ra an tren o sevel etrezek ar gêr vras, sutal a ra o tremen an ti-gward. Ar gaouenn a grog pres- tik gant he hou-hou-hou. Kouezhet eo an noz. Klask a ra Rouzig e wele, un toullig blot en ur gleuzenn derv leun a zelioù sec’h ha dous e-lec’h m’eo ken gwasket kous- ket, luskellet gant fraoñv an delioù tro-dro ha ken brav hunvreal e frouezh saourus an hañv. Koumoul skañv a red en oabl. Intret eo an aer gant c’hwezh vat ar geot hag ar bleuñv. Ur skrilh bennak a gan c’hoazh e kleuz al lanneg e tu ar c’huzh-heol m’eo ken klouar an douar. An aezhenn zo mezvus. Kousket-mik eo Rouzig.

Pegeit eo chomet kousket ? Un dra bennak evel un taol beg a zihun anezhañ. Daou lagad lintrus e skleur ar mintin zo o flamminañ war e re evel regez tan bevaet gant an aezhenn. Daoust hag en em lezel a raio, eñ Rouzig, da vezañ trellet gant ar selloù diaoulek-se ? ‘Ray ket ! Un taol penn e bruched ar gaouenn. Diskaret eo ker- kent e-touez ar brug gant un dourni divaskell hep ma n’he dije gellet kemer he c’hempouez. Rouzig ne chom ket da dortañ, na da sellout ouzh petore ardoù a ra ar gaouenn o’n em zastum diwar livenn he c’hein. Krapat a ra gant kentañ gwezenn a gav. Krapat ‘ra. Krapat ‘ra, rak aner eo nac’h, bet en deus un takad aon. Redek   a ra e-mesk ar skourroùigoù deliaouek. Nijal a ra eus an eil gwezennig d’eben. C’hoari a ra tammoù brañsigell pa zeu sorc’henn dezhañ. An heol zo o sevel. Lintrañ a ra ar glizh war ar geot evel mil ha mil diamant. An oabl a sklaera. An delioù a gemm liv gant an deiz o tont.

War ar c’hleuzioù goloet a spern-du, an irin glas zo krog da zuañ. Hogen ar spern- gwenn zo ruz ha frouezh an drez amgroaz heñvel ouzh kalonoù entanet. Mouar du zo c’hoazh war an drez. Al laboused zo o kemer o fred beure.

Souden un tenn a stlak er waremm, ur c’hi a chalp. Tennoù all, chalpadennoù ha tennoù c’hoazh. Ur bagad klujiri pennfollet a dremen a-rez beg an derv. Krog an aon adarre e Rouzig. Da betra e talv ar boan d’an amzer bezañ ken kaer pa n’hel- ler ket bevañ un eurvezh peoc’h an evurusted dibreder. An avel a hej ar balan evel gwagennoù glas ar mor.

Rouzig a c’hoari bepred e baotr skañv er skourroùigoù. N’eo ket ur paotr nec’het. Bez’ en deus tri vugelig koulskoude. Emañ o mamm o vagañ anezho en un neizhig flour savet ganti hec’h-unan en ur gleuzenn derv, e-kreiz delioù sec’h ha foubenn dous. Rouzig ne soursi ket eus e diegezh.

Se zo war gont « Gellig » e wreg. Eñ, ne ra van ebet outi nemet da goulz ar c’ha- rantezioù en nevezamzer… Rouzig en deus e wele dezhañ e-unan. E fourchell ur gis- tinenn en deus savet e ganutenn, un toull e tu ar sav-heol a zalc’h lec’h da zor. E strad e neizh, war-zu ar c’hreisteiz, emañ e riboul kuzh — ma sav bec’h warnañ e tec’h dre eno.

Skuizh o redek ha leun e gof Rouzig ‘oa o vont d’ober ur c’housk da greisteiz en e lochig flour pa spurmantas un dra bennak o fiñval er spoue hag ur sutelladenn skiltr e lakaas da skrijañ. Ur silienn c’harzh he doa kemeret perc’henniezh en neizh Rouzig. Heug en deus Rouzig ouzh al loen-se. Met itron ar silienn he deus kemend- all a zoan eus Rouzig. Diskenn a ra prim hag en em silañ e-mesk ar raden. Rouzig a c’hrogn, a ‘n em hurus. Biken ne zistroio d’e neizhig koant. Fardañ ‘ray unan all. Bete-goût na zeufe c’hoazh al loen heugus-se d’e hegiñ en e gousk kreisteiz.

Klask a ra ul lec’h all. Klud ul labous-noz. E fichañ a ray hervez e ijin, ijin e ouenn. Chom a ray avat en e gontre. El lec’h-mañ ma kaver peadra da ‘n em vagañ a-hed ar bloaz, kistin, kilvij, kraoñ, mez, avaloù-pin hag a bep seurt frouezh gouez.

Da c’hortoz kregiñ gant e labour, Rouzig a ra un diskuizh war un torgos derv sec’h en un torkad raden derv.

 

Berraat a ra an deiz. Gwengolo zo war e ziskar. An noz a serr evel ur gern goef. An heol zo deuet didalvez da sevel, ha buan-ha-buan e ra e dro, ‘n em vountañ a ra abred etre e liñselioù roz hag e ballennoù ruz. Poent eo da Rouzig soñjal ober pour- veañsoù evit ar goañv. Ur gwiñver all zo deuet da chom d’e gontre. En em anave- zout mat a reont. Bet ‘oa end-eeun kann etrezo meur a wech, dres abalamour d’ar

« Gellig » koant-se e mizioù ar paradur. Bec’h ‘vez adarre etrezo o-daou. Daou dor- fedour hep koustiañs. Pet ha pet labous o deus taget war o neizh ? Pet neizhiad laboused bihan o deus gwadet ? Ha pet neizhiad vioù, esperañs pet tiegezh labou- sed o deus lonket ? Se ‘oa en nevezamzer. Bremañ ‘z eus heligentañ etrezo, piv a savo ar brasañ teñzor a-benn ar goañv. Klenkañ a ra Rouzig e bourveañsoù e pep seurt lec’hioù dic’hortoz. E-touez ar reier, er c’hleuzennoù, e neizhioù kozh ar c’hegined. Skrabañ a ra zoken toulloùigoù gant e bavioù mibin ha douarañ e-barzh : kebell-tousegi, kistin rous, koper, avaloù. O golo a ra gant douar ha spoue. Laouen ec’h adkrog gant ur guzhiadenn nevez. Met brell eo ken ma’z eo brell, disoñjal a ra prim lec’hioù a grede dezhañ bezañ asur d’o c’havout pa santje an ezhomm a voued, ha setu alies e tegouezh da Rouzig ober kazh e-lec’h ober mil. Itron ar gegin a laer anezhañ. Un dervezh end-eeun ‘oa bet darbet dezhañ koll e vuhez o redek a-raok un erminig. Ret ‘oa bet dezhañ lammat dreist ur voger ha treuziñ prim un hent. Ur chañs evit Rouzig, ur c’harr-tan ‘oa o tremen gant herr war an hent ; ret ‘oa bet d’an erminig gortoz pe vezañ flastret. Tapet en doa Rouzig e lañs er c’heit- se ha savetaet e dammig buhez. Ha sede ankounac’haet gantañ ar reuz-se. Berr eo e vemor, ha re nebeut disfizius eo evelkent. Bez’ ez eus adarre ouzh e c’hedal ul loen blevek, nerzhus ha kriz, ledan e chouk ha taer e bav, an tan en e lagad. Rouzig a drot, ur graoñenn gantañ a-dreuz e c’heol. Ankounac’haet en deus end-eeun skampañ e lost a zo gantañ a-ruz an douar. Aiaou ! Ur voualc’h a sut e-touez ar balan. Gwelet eo bet ar c’hazh gant al loen-pluñv. Emañ o lañsan un S.O.S. da holl annezidi ar c’hoad — un dañjer zo da ziwall outañ ! Rouzig a ra ul lamm treuz, a grap en ur blantenn gistin. An enebour a lamm ivez war e lerc’h, a grap ivez gwellañ ma c’hell. Siwazh, pounner eo un tamm, pe ne oar ket mat e vicher. Krapet en deus en ur bod sec’h a zo torret krak gantañ. Ha flak ! Kouezhañ a ra war an douar eus un tamm brav a uhelder. Ur chañs evitañ eo pallennet an douar a spoue hag a delioù sec’h. Ha neuze, an holl hen goar, n’eus ket gwashoc’h eget kazh da lazhañ.

Rouzig zo tec’het pell, met arabat eo d’ar penn-brell disoñjal e dalc’husted e ene- bour, ur c’hazh en deus pasianted da werzhañ.

Un nebeud sizhunvezhioù eo dibreder a-walc’h ar vuhez gant Rouzig. Met un deiz, setu un todion spontus er c’hoad bras. Deuet eo ar pichoned, pichoned an Norvejia, dubeed an hanter-noz. Ne vez klevet nemet trouz diveskell. Deuet int d’en em vagañ gant frouezh ar c’hoadoù, mez, finij, bouloù iliav.

 

Met ar chaseourien, ar vigrierien, brasañ enebourien al loened, a ‘n em guzh bremañ da serr-noz dindan ar gwez, o c’hortoz al laboused-nij da gludañ. Tennoù a strak ma tasson ar c’hoad meur. Korfoùigoù mac’hagnet a zifaragouell eus ar gwez, dastumet prim-ha-prim gant an hemolc’herien p’o c’havont. Lod a ‘n em guzh han- tervarv e-touez ar brug pe ar raden pe ar balan. Siwazh, Alanig al Louarn, a-raok gouloù-deiz, a ra e gest hag a zastum ar rest war ar rev gwenn m’eo ken aes kaout an tres. Levenez, birvilh ha buhez zo bet en hañv, bremañ emañ an dañjer hag ar marv o c’hedal noz-deiz.

Rouzig a dec’h, emañ o’n em guzh en ur wezenn robin, siouloc’h eget boaz. Petra en deus gwelet ? Ur Rouzig all ? Ya, ur gwiñver a red herr e beg ar wezenn-dilh. Daoust hag o klask c’hoari emañ ? Ha mont a ray war e du ? Setu ur skeud a-us d’ar wezenn. En em souchañ a ra Rouzig ez-anienel ouzh fourchell ar robinenn deñval. Met gant e lagad lemm en deus merzet e gompagnun c’hoarier e beg tre an dilhenn uhel. Stumm ar spont warnañ. Emañ o klask ‘n em lezel da gouezhañ en traoñ. Re ziwezhat. Krapet eo gant ur gup. Ur skrij a boan hag a spont a zasson en aer. Pavioù nerzhus al labous-nij ne zistardont ket diwar o freizh. Kaer en deus gwinkal ha frinkal.

Rouzig a ziskenn gorrek-gorrek, hep lezel merk ebet e pluskenn ar robinenn. Gant evezh en em sil etre ar geot rous. Kousket a ra e-pad an noz, strafuilhet gant hun- vreoù euzhus ha lezel a ra klemmadennoù bihan ur wech an amzer.

Añjeluz ar mintin e kloc’hdi Tregrom a zihun Rouzig. An torgennoù o deus kemmet liv, hag an oabl zo louet, ha yen an aezhenn. Fulennoù erc’h a gouezh, a gouezh stank, o punellat en-dro d’ar gwez hanter diwisk, damheñvel eus un taol gwenan gwenn.

Brini du a ra un enebefed souezhus, pozet ma’z int evel ur chapeled meur war vizied noazh ur buplienn rividik. Sioul ha teñval eo an oabl. An douar a zo gwenn. Bugale souchet o fenn en o divskoaz a dremen o vont d’ar skol, ruz beg o fri hag o divskouarn. Kentañ devezh goañv.

Rouzig, eñ, n’eo ket nec’het goude-holl. Bez’ en deus ur foulinenn dev, un neizh gwasket, pourveañsoù kuzhet. Poultrennet eo evelkent gant ar ful erc’h. Ober a ra ur reuziad lammat eus an eil skourr d’egile da hejañ ar boultrenn-se diwar e sae ha sede ma wel beg roz un erminig etre div roc’hell. Evit farsal e hej Rouzig un tamm rustoc’h ar skourr goloet a erc’h. Strevial ha souzañ a ra an erminig gant an erc’h o kouezhañ war e fri.

Laouen eo Rouzig o vezañ c’hoariet an dro gamm-se d’an erminig. Klask a ra bremañ e neizh gwaskedet-mat. Daoust d’e benn skañv, gouzout a ra e teuy adarre mizioù tomm, mizioù klouar, mizioù trellus an nevez-hañv ma vo ken brav brañsigellat, redek eus an eil gwezenn d’eben dre ar begennoù o c’hlazañ gant an delioù kentañ. Dibab adarre ur barez evit maread ar garantez. Gellig pe unan all, ne ra ket kalz forzh. Rouzig zo ur penn-brell. Kann a vezo c’hoazh sur a-walc’h etrezañ hag ur c’henseurt bennak. Met evit ar mare emañ Rouzig o’n em glenkañ en e doull tomm, e-lec’h ma kousko evurus, o hunvreal emichañs er frouezh nevez, er c’hraoñ-kelvez bouedus a stlako etre e zent hag a lakay ar gañfarded da jarneal pa welint e-leizh a blusk goullo dindan an torkadoù kelvez. Boas eo bep bloaz da c’hoari seurt troioù. Bannet e vez mein war e lerc’h. Fent en devez ! Goap a ra eus ar baotredigoù hag o lakaat a ra da redek en aner, eñ, Rouzig !…