Paotr ar c’hig-sall

Bremañ ez eus war-dro tregont vloaz bennak e veve e-kichen du-mañ un intañvez yaouank gant he c’hwec’h bugel ‘n un tamm menaj bihan.
He fried a yae war an « trimard » da c’hounit gwerzh ar « gouel-mikael » hag ur gwenneg bennak ouzhpenn da sikour bevañ rak ne oa ket druz ar peuriñ gant ar gouerien d’ar mare-se hag ar « familiale » ‘oa ger ebet outi : un tamm sikour a netra adalek an drivet bugel hepken.
Marvet ‘oa bet an tad du-se er broioù krec’h n’ouzon ket kaer penaos, ha chomet ar vamm gant pemp bugel bihan ha keloù ar c’hwec’hvet. Paour-du… ha mantrus o stad e gwirionez. Kerent hag amezeien a sikoure an intañvez da labourat he zamm douar dre druez eus ar vugale, nemet ne vije ket druz ar soubenn bemde.
Unan eus ar baotred vihan ‘oa sot-nay gant kig-sall… Siwazh ! Ar meuz-se ne vije ket alies. Bepred e benn ‘vije dalc’hmat gant kig-sall… Pa yae ar vamm d’ober he zroioù, an daou vrasañ a fiche lein: un toullad patatez, un tamm holen hag ur banne dour d’o foazhañ, eürus pa vije ur banne laezh-trenk d’o debriñ.
Un devezh e teuas ar soñj d’ar paotr lakat kig-sall gant ar patatez evel ma ‘n devoa gwelet e tier all ivez. Hag eñ da rannañ ur veterabezenn wenn ha da droc’hañ un dailhenn dres evel un tamm kig-sall, ha dao ! hag er gastelodenn ha tan dindan ken a foeltre. N’on ket gouest da lâret deoc’h pe blaz ‘oa war ar friko avat ! Nemet miret o devoa ar vugale he lod d’o mamm e kouign al ludu a-benn ma retornje.
Ur wech all ‘oa aet ar vamm d’ar foar gant he buoc’h hag aet ar verc’h henañ ganti da douch war al loen, ar baotred krog a-benn neuze da vont d’ar skol ‘oa graet dezhe chom er gêr da eveshaat war-dro ar re vihanañ, ken ma vijent lakaet d’ober o zamm kousk da greisteiz. An daou gañfard, o brid gante war o moue, a deuas ar soñj dezhe da lakaat kig-sall ha « dipouilho » (evel ma vez lâret er c’horn-bro-mañ) a-istribilh deus an ti evel ma ‘oa ar c’hiz. Hag int da droc’hañ mouded war ar bla- sennig meinek zo e-kreiz ar vilajenn, ha da sallañ anê gant traezh, daou damm hir staget gant fisel deus div vazh ha gwintet gant mil boan, diwar an daol, a-istribilh deus krec’h an ti, an tammoù « dipouilho » un tamm amañ un tamm ahont ‘lec’h ma kavent tach pe boentenn. Ha c’hwezet d’ar baotred kig-sall eus an ti ‘vel ar mena- joù mat moarvat !
Goude kreisteiz ‘oa aet ar c’hwilien d’ar skol, pa oa kousket ar re vihan. Dambrest e erruas ar vamm hag ar verc’h er gêr, graet foar gante. Pa weljont al lastez graet e-pad ar beure !
« Biskoazh bugale ken sot all n’am eus gwelet memes tra ! » eme Vari. Hag ar c’hig er-maez buan, a c’hellit krediñ, bete-goût ‘vije erruet ur c’hristen bennak en ti da welet an tammoù kroc’hen-douar-se e-pign. Nemet ne gomprene ket c’hoazh kaer ar « jeu ». Achu ar skol ha Fañchig da redek d’ar gêr, hast dezhañ da welet e gig. Met pa welas e labour tanfoeltret, hag eñ da grial forzh…
« Pelec’h emañ ma c’hig ? Pelec’h emañ ma c’hig ?
— Petra ? Kig a lâran-me ivez ! Graet ez peus ul lastez amañ gant ar mouded-se, mic’hieg ! Ha sell ur soñj sot all adarre deuet d’ar re-mañ.
— O mamm ! Ma c’hig ! Nimp ‘m ‘a bet poan o troc’hañ re-seoù ken brav hag o sallañ anezhe ! » Hag ar paotr da ouelañ dourek d’e gig-sall.
Abred ‘oa kroget sorc’henn ar c’hig-sall e Fañchig, ret eo lâret. Pa oa bihan, e vamm a gasas anezhañ da welet ar Mabig Jezuz. « Oh ! Bêkoù bihan ! » a lâras d’e vamm kerkent ha ma welas an deñved bihan ‘tal ar c’hraouig. E vamm a eure sin dezhañ da reiñ peoc’h ‘tro-pad ma lâre he fedenn dirak ar Mabig Jezuz.
Fañchig avat a selle en-dro dezhañ ha pa oant deuet er-maez e lâras d’e vamm :
« Paour eo ar Mabig Jezuz ! ‘N ‘eus botoù ebet na tamm kig-sall ebet eus an ti, koulskoude eo ur pezh ti ! »
Da daouzek vloaz e kuitaas ar skol, rak ezhomm bras ‘oa da disammañ diwar an dorzh vara. Ha setu Fañchig en-dro da glask labour, da vevel bihan, e vreur hag eñ. Arruet ‘oant e-barzh ur feurm bras ‘lec’h ne vanke ket a gig-sall bepred. Pevar gostez ‘oa deus an ti div vazhad anduilh hag ur stal « dipouilho » a vije laket da sec’hañ a-istribilh deus an treustoù d’ar mare-se (bremañ e vênt laosket er pod e- barzh ‘n o hili). Fañchig a selle druz deus ar c’hig, ha pa c’houlennas ar mestr digantañ hag-eñ ‘nevoa ket doan deus al labour hag e sellas ken druz all deus ar gwaz bras-se, ken ledan e chouk evel un daol ha ken hir e zivhar ! Hemañ, a soñje Fañchig, a dle bezañ ur mailh war al labour, mar be ret din mont da heul, n’ouzon ket penaos e vo kont ! Met dont a rae an dour ‘n e c’henoù pa selle ‘trezek ar c’hig- sall ha, ma feiz, e respontas ne c’houlenne ket gwelloc’h evit labourat. Ha lâret ‘oa dezhañ neuze dont pa garfe da vevel bihan.
« Ma ! Te zo sot-mat, a lâras e vreur dezhañ pa oant o retorn, n’eo ket me ‘vije aet d’ur seurt streuvell bepred !
— Petra, eme Fañchig, ne ‘teus ket taolet pled deus ar c’hig-sall ? »

[1961 ?]

Print Friendly, PDF & Email