Padrig hag ar voulig

Padrig zo bet klañv. Gwall glañv. Krog eo bremañ da zebriñ ha da vousc’hoarzhin,  ar pezh a laka levenez e kalon e dud.
Hogen n’eo ket pare-klok c’hoazh. Ret eo, eme ar mezeg, ober dezhañ kemer ar voestad bouloùigoù-mañ, unan da bep pred.

Hiziv eo savet Padrig ha debriñ a ray ouzh taol, gwintet war ur gador uhel.

Mammig, o soñjal ober avi d’he faotrig, a zigor boest ar bouloù bihan : gneum ! gneum ! O ! madigoù bihan ruz evit Padrig !…

Met Padrig ne zeu ket dour en e c’henoù gant ar wel eus ar bouloùigoù ruz. A-boan m’en deus daou vloaz Padrig bihan, ha komz a ra nemetken un nebeud komzoù e yezh ar babigoù.

« Nann, gneum, gneum, » emezañ en ur hejañ e benn.

Hag ar paotrig-mañ n’eus netra d’ober gantañ p’en devez lavaret nann. Hag ur spered eneber en deus. Aliesoc’h e teu gantañ nann eget ya.

Neuze e ranko Mammig c’hoari dre-widre. Plijout a ra chug avaloù-orañjez d’ar paotr. Mammig a brient dezhañ un hanter werennad gant sukr e-barzh solut, ken m’eo tev an evach… Etre div lonkadenn Mammig a lez da gouezhañ er werenn ur voulig ruz hep ober van ebet…

Padrig a lonk ar chug betek an dakenn diwezhañ. A-daol-trumm e tuf hag ar berle- zennig ruz a strink er werenn. « Pus ! » emezañ — splus a gave dezhañ.

C’hwitet eo an taol kentañ. Neuze e tostaas an tad, sur hemañ d’ober d’an tamm boulig a-netra-se tremen dre lec’h ma tle tremen.

« Gortoz, » emezañ d’ar vamm. « Eomp ouzh taol, en e loaiad yod e tremeno evel ul lizher er post. Din-me ‘veze graet atav e-giz-se p’edon bihan. »

P’eo deut ar yod patatez, Tadig a dap ar voul vihan, he laka er yod tomm, tra m’edo ar vamm o lavarout d’he mab :

« Sell ! sell Padrig ! Ul labousig war ar prenestr… Nijet eo. »

Ha bec’h d’ar yod. El loaiad kentañ emañ ar voulig diaoulek. Lonkañ ‘ra Padrig. Mat ar jeu, eme an tad. Met hopala ! Sede ar paotr oc’h ober selloù du ha pfrutt ! Lañset eo ar voulig betek penn pellañ an daol…

« Biskoazh ! » eme ar vamm. « N’eus netra d’ober. »

« Gwelet ‘vo, » eme an tad. « Er c’hoñfitur marteze. Din ‘veze lakaet er c’hoñfitur a-wechoù ivez. »

Da zibenn-pred, tro ar c’hoñfitur, adarre al labousig diwelus. Hag ul loaiad evit al labousig, ul loaiad evit netra, ul loaiad evit Padrig. En dro-mañ e tremeno evelkent ? Ya da ! Ar voulig daonet bet er chug, bet er yod tomm, bet chuket a zo gwakaet, taolet he deus blaz war ar c’hoñfitur ha : pouañ ! Sede al loaiad diwezhañ, o lakaat kalon Padrig da sevel, a zo istribilhet war ar serviedenn, war an doubier. Padrig a zifret, e zorn a ziskar ar werenn hag e-kreiz ar bailhodez-se emañ ar voulig oc’h ober goap ouzh an holl…

Tadig a yud en dro-mañ gant ar gounnar. Reiñ a ra un taol-dorn serret war an daol ma laka ar voulig da dripal ha da ruilhal.

« Gortoz ! » emezañ, evel pa vije o komz d’ar voulig. « Dalc’h mat d’ar paotr ! »   a lavar d’ar vamm. « Me zo o vont da waskañ war e fronelloù. Ret eo, kousto da gousto, ober dezhañ lonkan. »

Padrig paour a wink hag a frink ken m’eo darev da vougañ. Mammig zo dour en he daoulagad. Tadig, krog gant un dorn e fri e vab, a bak gant mil boan ar voulig vihan c’hleb, hag he flant donañ ma c’hell e genoù Padrig. Hemañ a vlêj ‘vel ul leue, digor e c’henoù ‘vel ur forn.

« Chom peoc’h bugel, » eme ar vamm. « Se n’eo netra, gwelout a rez. »

Padrig a vlêj bepred. Ha petra a wel Tadig ? Ar voulig, ar voulig sorset aze war deod e vabig, peget, difiñv… Sklaer eo n’ay ket pelloc’h !… Ur waskennadenn ha trink ! emañ ur wech ouzhpenn ar voul sorset o kouezhañ war asied ar paotrig. Biskoazh !

Tadig a serr e zaoulagad ez-anienel evel un den laosk dirak ur gwallzarvoud. Ne vern. Klevet en deus trouz ar voul ha prestik ez a en e fulor. Serrin ‘ra boest ar bouloù, ober un taol sell eus an ordrenañs, o zeurel war ar ganastell ‘n ur dodioniñ war ar vedisined sot a ijin seurt louzoù daonet evit bugale ken yaouank. M’eo gouest ar medisin d’ober dezhañ lonkañ seurt moc’hach n’eus nemet dont e-unan da esa. Evidon-me, n’esain mui, na !

Mammig, er c’heit-se, a dorch daoulagad ar paotr hag e veg ‘vel-just, a denn peoc’h outañ gant flourigoù hag allazigoù. Tavet eo Padrig. Krog end-eeun da vousc’hoarz- hin. Emañ bremañ e sell war ar voulig-se e-kreiz e asied evel ur madig temptus. Astenn a ra e viz yod en ur lavarout : gneum, gneum, boñboñ ! Gant e vizied diam- part eo deut a-benn da gregiñ er voul hud ha d’he c’has d’e c’henoù… ha, va Doue, d’he loñkan, ken buan-se !

Tadig ha Mammig a chom alvaonet.

« Pet a oa er voest ? a c’houlenn an tad, e vouezh o krenañ c’hoazh un nebeudig.

  • Kant, eme ar
  • Naontek ha pevar-ugent arvest c’hoazh neuze. N’omp ket echu !… »