Mamm-gozh Visanta (1822-1889)

D’ar mare-mañ eus ar bloaz e teu atav em memor Pasion va mamm-gozh : Visanta Paskiou. Evel m’eo bet kontet nouspet ha pet gwech din gant va mamm, ar yaouan- kañ eus a zek. A zeiz-da-zeiz hag eur-hag-eur, mamm a heulie red he c’hleñved- mervel, ha taolenn fromus he marv kristen. Dic’hortoz-kaer ‘oa c’hoarvezet an darvoud. Un nebeud devezhioù ‘oa bet a-walc’h evit terriñ neudenn he buhez. Dres d’an ampoent p’edo o vont da gemer un tamm repoz en he c’hozhni gant he fried goude hirvloavezhioù a boan, a soursi hag a drevell. En un atant bihan, e-kichen ti o bugale, o doa dibabet chom.

 

A ! a lavare-hi : bremañ ‘c’hellin nezañ. Un dudi hag un diduamant ‘oa eviti nezañ. Siwazh ! N’eo ket an den mestr d’e blanedenn. Siwazh ! evit he fried ken feal, evit he bugale. Ha siwazh ivez evit peorien ar c’hontre — ken niverus d’ar mare. He c’halon ‘oa ganti war he dorn, ha hi leun a druez kristen.

 

Un tiegezh kristen ‘oa ti va zud-kozh. Roet o doa div verc’h d’ar gouent. Ha benni- get ‘oa bet ivez o ziegezh gant ur pare burzhudus, deuet dre c’hras santez Anna, da unan eus o merc’hed, seizet gant kleñved. Mamm-gozh Visanta war wele he marv, ha hi war he zremenvan a bede gredus an Itron Santez Anna. Ken kreñv ma tassone koad he gwele.

 

Mervel a reas d’an eur ma varvas hon Salver war Venez Kalvar, da deir eur goude kreisteiz. Pried, bugale, amezeien en-dro dezhi o pediñ. Pa grede an holl a oa eno e oa aet ar vuhez diouti, ha ma tavas pep hini, stonket ha fromet-don, e voe gwelet he muzelloù o fiñval un nebeud. He merc’h henañ a dostaas he skouarn hag a inten- tas ar gerioù-mañ : Pedet c’hoazh bugale ! Pedet c’hoazh ! Pediñ a rejont ha war askell ar bedenn diwezhañ e nijas hec’h ene kaer trema ‘n Neñv.

Pep devezh eus ar bloaz A zo un deiz-ha-bloaz.

Darvoud trist pe darvoud laouen Ur merk a zo war bep devezh.

En diavaez zoken eus kalander an Iliz Hag eus kalander an Istor

Emañ kalander buhez pep unan. P’emeur deut war an oad

P’hon eus lezet war hol lerc’h Bloavezhioù, mizioù, devezhioù stank Pep deiz en deus e Istor.

Nag a zelienn kouezhet eus gwezenn hor Gouenn, Eus bodad hon amezeien

Eus boked hor mignoned. Nag a blantenn yaouank

O sevel e-kichen ar wezenn gozh Pe en he lec’h…

Setu fenoz ‘vidoc’h e pedan, Mamm-gozh Visanta,

Ha c’hwi, pedit ‘vidon ivez, sant Erwan ha santez Anna Joa da viken d’hoc’h ene. E peoc’h Doue.

Amen

  

Here 1977