Va chas paour,
Setu tremenet div sizhun leun abaoe ‘m eus ranket ho kuitaat. N’eo ket c’hoazh divorzet va spered. Padal, a-dreuz ul lusenn ho kwelan du-hont o c’hedal, o c’he- dal va distro, ho kalonig ankeniet.
Kollet ho mamm, va bugaligoù, va « Fionn » fur ha va « Stur » follik ! Levenez va zi paour. Ha lamet diganeoc’h ho pugale-c’hwi, « Gwenn-ha-Du » ha « Brennos Bihan »… Planedenn griz. Ret ‘oa hag ouzh ar ret n’eus ket a remed. Diouer a voued gant ar bloavezh spontus-mañ. A-boan ma vez a-walc’h evit an dud. Ha setu aber- zhet al loened. Rannañ ‘ra va c’halon o soñjal en ho klac’har, va chas feal.
Ha daoust ha me ho kwelo c’hoazh ? Ken gwan, ken gwiridik eo va c’horf paour, stourmet ganin betek ar pal pellañ.
A ! na hast ‘m eus da santout ho teod karantezus war va jod, war va dorn. Ruilhal ‘ra va daeroù. Arabat avat e ouezfe an dud a zo war va zro da biv emaon o ouelañ ; goap a rafent. Int n’ouzont ket petra eo kalon ur c’hi p’en devez ur mestr mat.
C’hwi ‘oar, c’hwi, va loenedigoù, e rannen atav ganeoc’h va zammig pred. ‘Veze ket druz ar peuriñ ganeomp, met n’oa hini figus ac’hanomp. Ha penaos emañ bremañ ho toare ? Na birviñ ‘rae ho taoulagad pa ginnigen da bep hini e hanter tamm sukr, pa gasen ac’hanoc’h war ho tamm foenn d’an ti-kozh, bemnoz.
Neuze e krogen em c’hreion betek menel kousket war va follenn-baper ; gwech e ruilhe va c’hreion dindan an daol ha Ki bihan a rae gantañ ur c’hrogad c’hoari ! Mintin abred c’hwi ‘gleve an nor o tigeriñ ha kerkent, avat, ‘veze ret digeriñ warnoc’h ivez. Ha neuze heligentañ etrezoc’h piv a raje ar muiañ din, hag a-hed an deiz, goude, war va seuloù. An daou vihan a souche fur unan a bep tu d’ar c’helorn pa vezen o c’horo ; santout a raent c’hwezh al laezh, met fur e c’hortozent o banne.
Bihanigoù va c’halon ! Nann, arabat d’an dud gouzout pegement a blas e talc’hit em c’halon ! Tremenet ‘vefen ‘vit ur follez. Goude tout, foutre-kaer na ran petra ‘soñj an dud ! Ha neuze war ar poent-se eo aotreet faziañ, rak hervez ur c’hrennlavar :
« Netra n’eo muioc’h hañval ouzh ur foll eget ur fur ! » Met c’hwi, va chas bihan koant, na chomit ket da brederiañ war se. Pe ‘c’h on fur pe ‘c’h on sot ? Ya, sod on ganeoc’h ha c’hwi zo sot ganin ha mat an traoù evel-se.
Bremañ ‘c’houlennan diganeoc’h ivez lavaret da « Chouchenn » ha da « Ledaw » n’o ankounac’haan ket, daou gazh mat ec’h int, dilogod eo an ti, gras dezhe. Ha
« Mizerig » ha « Tarvgazhlaer » a red er parkoù ivez da chaseal morzigelled e riskl da vout paket gant al louarn.
Ha « Tambel » ? Penaos emañ he c’hont ? Hast ‘m eus d’he gwelout ivez ha da brenañ dezhi ur goñsortez e plas « Udinn » gozh hag en em gleve ken mat ganti.
Salud ivez d’ar c’hog ruz pa sav da ganañ gant kement a lorc’h war e vern-teil : « Me zo mestr amañ. »
Ma, setu, va labousedigoù, ar pezh a oa o sammañ va c’halon abaoe ma ‘c’h on toullbac’het amañ. Spi am eus n’hoc’h eus ket garmet re d’ho chas bihan koant. Aet int da heul o chañs, ‘vel ma ya bugale an dud. Evel m’eo bet aet « Saded »,
« Gwalarn », « Felbe », « Kida », « Bidoudig » ha reoù all, tennet gante, peurliesañ, niverennoù mat.
Kenavo neuze, va chas paour, mil pok ha mil flouradenn. Bezit fur gant Herve, aze ; ur paotr mat ‘c’h eo-eñ ivez c’hwi ‘oar.
Kenavo, pa blijo gant Doue ! Anjela ho mestrez kozh.
- S. Setu ma pellgomz din Ivona eus Benac’h : mat-tre eo ar jeu gant « Gwenn-ha- du » ha « Brennos », c’hoari a reont o-daou, ha sot-nay eo ar baotred gante du-hont. Ha ne fell ket dezho ‘vefent roet da zen ebet. Aze n’eo ket bern ar boued : « ‘Pad ma yelo ar vilin en-dro, krampouezh pe vara a vezo », hervez ur c’hrennlavar kozh. Hag ouzhpenn : trizek buoc’h laezh ! ‘vo ket ret mont dezhi dre voder evel Job o reiñ yod d’e gazh. Ha pesked war ar marc’had ! Ur baradozig evit ar chas.
Adkenavo : A.
- G. S. Ar rod a dro atav, gant tud ha gant loened. Setu m’eo dispartiet an daou loenig paour ! Deut eo Ivona disul, ha, hervez, eo bet roet « Gwenn-ha-Du » da vont da frealziñ ur paotrig pemp bloaz, e gi bihan karet bet lazhet gant ur c’harr-tan. Glac’haret-spontus ‘oa, hag e dad zo bet deut da c’houlenn en anv Doue unan eus an daou vihan. Setu chomet « Brennos » hep keneil ki. Met sot-nay eo gant Ivona hag ar baotred, Herve ha Serj… Evel-se eo ar vuhez !
Adkenavo : A.D.