Feiz Anjela – Ivona Martin

N’eo ket aes, n’eo ket posupl zoken komz eus feiz neb piv bennak, se zo liorzh kuzh pep hini. Anjela zo bet goulennataet meur a wech gant hemañ pe henhont, he lezel a rin eta da lavarout hec’h-unan he soñj.

Koulskoude, karout a rafen taolennañ e berr gomzoù an aergelc’h-se hag a zo bet hini he bugaleaj hag he yaouankiz.

Pa zeu Anjela Duval war an douar d’an 3 a viz Ebrel 1905, emeur c’hoazh war ar maez en ur mare difiñv a-walc’h, ur mare a bado hep kalz a gemm betek ar brezel diwezhañ.

Abred, ar bennhêrezig a glevo hag a zesko ar bedenn, mintin ha noz, ar benedisite a-raok pep pred. Selaou a raio Buhez ar sent goude koan er goañv, mont a raio d’an ofisoù d’ar bourk d’ar Sul, d’ar pardonioù tostañ gwech an amzer. Erwan Duval ha Françoise Olivier a zo tud a feiz don. Skoet int bet kalet, kollet o deus daou vugel, ur mabig, ur plac’hig daouzek vloaz. Anjela a glevo alies diganto koulskoude : « Doue ar Mestr », ha, digant tud a vez bemdez-c’houloù-deiz o poaniañ hep distag : « Al labour zo pedenn. » Ivez ’vel tud n’o deus ket amzer da « oremuzat » :

Ur bedenn verr a sav d’an neñv
An hini hir a sach a-dreñv.

An holl ouelioù-berz a veze lidet a-hed ar bloaz, o verkañ ehanoù plijus, digarez ivez d’un tamm disterniañ.

Netra eeunoc’h eget ar vuhez-se. Da eizh vloaz, Anjela a yelo d’ar skol d’ar gouent e Tregrom. Deskiñ a ra galleg, yezh estren-mat dezhi, ha buan e vo devet gant ar c’hoant gouzout muioc’h-mui. Abred d’he daouzek vloaz e chom er gêr, alies avat, pa c’hell, e tistro d’ar skol. Betek en he c’hozhni e komzo gant karantez ha doujañs eus he skolaerezed.

Pep tra en-dro d’ar grennardez kizidik, he spered lemm, a zo evel ul levr digor : plant, gwez, loened, douar, pradoù, oabl, lavaret ’vefe ne rafe nemet unan ganto. Dre chañs evidomp, un deiz ’zeuio ma kemero ur bluenn evit lavarout ar santerezh don he deus eus an natur.

An amzer a dro. Divizet he deus Anjela chom gant he c’herent ha harpañ o c’hozhni. An tad a varvo e 1941, Anjela he deus c’hwec’h vloaz ha tregont, ar vamm a yelo da anaon dek vloaz goude. Bloavezhioù a stourm hag a zispi dirazi pa chom hec’h-unan, o keinañ war un tamm douar treut ha paour… prest da sankañ en dizesper. Met kreñvoc’h eget pep tra emañ enni ar feiz-se o tougen anezhi er mareoù gwashañ.

Diwezhatoc’h, pa zigoro dirazi, estlammet, ur bed a-bezh, dre hanterouriezh ar yezh-se ken karet ganti, e chomo sebezet, bamet dirak kaerder ’pezh a zo bet skrivet e brezhoneg, ha hi ivez a zeuio d’he zro da zegas he lod. Eus ’pezh he deus bevet, gouzañvet, poaniet, karet, kredet, netra ne vo kollet evel ma tisplego er barzhoneg « Eil bugaleaj ». Gwelloc’h egedon e lavaro deoc’h he soñj, an notennoù da heul a zo tennet eus goulennoù bet graet gant R. Laouenan, Ch. Brunel, eus he lizhiri, he skridoù, he barzhonegoù.

Ar garantez am eus douget a-viskoazh evit an douar a zo deuet din, a gredan, eus donder an amzerioù. Va c’herent eus an daou du a rumm da rumm, a-hed va lignez, a zo bet labourerien-douar. Abaoe ma oan bihanik, kemeret em eus perzh en holl labourioù. Va digarezit. Techet on da lakaat micher al labourer-douar dreist d’an holl vicherioù. Pell emaon da gaout mezh eus va micher daoust da c’hoaperezh meur a hini. Met karout a zo alies gouzañv. Ha gouzañvet em eus. Em c’horf stag bepred d’al labourioù kalet. Em spered ivez. Gouzout a raen o choaz chom amañ da dreiñ an douar treut-mañ e tivizen war un dro choaz ar baourentez, tostik-tre d’an dienez. Ne vern. Gwriziennet e oan amañ, met digollet on bet.

Poan ’m eus bet, mes ivez ur joa : n’eo ket roet d’an holl labourerien bezañ dre hanter gant Krouer ar Bed. Ar c’houer en e barkeier a genlabour gant Mestr ar Vuhez. Emañ en ur greizenn vev : plant, loened. An Douar e-unan a zo leun ’vuhez, ennañ ez eus un nerzh hag a dreuzfurm pep tra. Penaos e kar an den difeiz an douar ? N’ouzon ket. D’am soñj e garantez a zo dibarfet. Dirak kement a garantez, e hini n’hell bezañ nemet dister ma ne gred ket en Hini en deus krouet lezennoù fur an natur.

An douar a zo evidon ul levr divent, e bajennoù o treiñ bemdez. N’eus ket daou zevezh heñvel. Chomet on feal d’ar feiz am eus resevet digant va c’herent. Bremañ, pa ne c’hellan mui diblas, heuliañ a ran an oferenn er radio. Pa n’em boa ket c’hoazh a bost, kemer a raen va levr oferenn e brezhoneg. Chomet on feal d’ar bedenn. Fiziañs bras am eus e sent Breizh, sant Erwan ’vel-just ! Va zad en doa ar brasañ doujañs evit e baeron. Pediñ a ran ivez santez Anna. Ar Werc’hez a zo tost-tre ouzhin, ouzh va buhez ha va c’hudennoù. Gwelout a ran enni ur vaouez hag he deus anavezet poanioù buhez pemdeziek an dud vihan.

Ne welan abeg ebet da gemmañ ’pezh a zo bet desket din. Ar Feiz a zo un donezon. Koulskoude, gwir eo, ma n’on ket bet tregaset e-pad va yaouankiz gant an danvez kelennet, ret eo din anzav : dre ma teu din un tamm oad e prederian war gredennoù relijionoù all. En em c’houlenn a ran ha fur eo krediñ tout ’pezh a vez goulennet diganeomp krediñ. Neuze ’soñjan gant fent : « Bo ! Sell ouzh ar ouizieien vras, a nac’h hor feiz kristen hag a gred diouganoù didalvoud… »

An hini ne gred nag e Doue nag en diaoul a gred e forzh petra ; anat eo e rank an den krediñ en un dra bennak. N’on na prederour na doueoniour, met evidon, sklaer eo ez eus ur Mestr d’ar vuhez. Chom hep krediñ a zo, evit an denelezh, kouezhañ en izelañ pazenn, diskenn e renk al loened.

Ar Gelted o deus kredet atav e divarvelezh an ene ha reiñ d’an den ur vent divarvel n’eo ket e izelaat, er c’hontrol… Ar gredenn-se a dosta an den ouzh Doue. P’o deus anavezet ar Gelted Mister ar C’hrist, asantet o deus aes d’e gelennadurezh, dre ma klote gant o c’hredennoù. An Iliz Katolik he deus revevet promesaoù a zivarvelezh. Sur on e c’heller kavout enni pep tra a zo ezhomm evit en em santelaat ha ren ur vuhez eeun, gant ma vo sentet ouzh he reolennoù. Gouzout a ran ez eo hejet an Iliz gant ’bep seurt daeloù ha rendaeloù, se zo bet a-viskoazh en ur bed a vez o kemmañ hep ehan war hent an dazont.

’Vel-just, pep tra n’eo ket parfet en Iliz. An holl veleien n’int ket sent. Me ’gred e vijent doujet muioc’h ma tiskouezfent anat pehini eo o stad. Ne gredan ket e vefe mat e timezfent, nemet intañv hep karg a vugale e vefent. Pas an dud yaouank. En holl vroioù, ar beleg, pe ve a-zindan beli ar Pab pe ur rabin, a zo doujet gant an dud a skiant vat, aberzhet en deus e vuhez evit mont da servij e nesañ. Pa oan yaouank, ar beleg a oa ar « Mestr da soñjal ». Ar c’homzoù lavaret gantañ en iliz, d’ar Sul, a oa boued speredel d’ar c’houer — ha na ouie alies na lenn na skrivañ — a-hed ar sizhun. Niver ar veleien a ya bepred war rouesaat, ur wall gudenn eo, ret e vo d’an dud dont d’o skoazellañ… Ar re yaouank n’int mui dedennet gant ar velegiezh, en em zistreiñ a reont eus ar relijion. Dont a raio un amzer koulskoude ma santint adarre un ezhomm anezhi. ’Trezek pehini ez aint, goude bezañ dilezet an hini wirion ? Ne gomzan morse da gentañ eus seurt kudennoù gant an dud yaouank a zeu d’am gwelout. Hepken pa zigoront ar gaoz o-unan war un dachenn a zo evidon un dachenn sakr. Me ’gred eo disheñvel evit pep hini an darempred a zo etre un ene hag e Grouer.

Ur rebech am eus da ober koulskoude, hag en ran hep marc’hata, ur rebech d’an Iliz Katolik e Breizh : kiriek-bras eo eus diskar hor yezh a zo bet taolet kuit eus an ofisoù. Un nebeud beleien a zalc’h kalonek, met, ’mod all, a-vec’h ma klever amañ-ahont ur c’hantik bennak evel ma roer un askorn da grignat. Perak e vez ar veleien, a zlefe bezañ emskiantek, o reiñ an dorn evit mougañ hor yezh ? Daoust hag e sentont ouzh urzhioù an eskobtioù ? Met, daoust hag ez int ken sentus-se war bep tachenn ? Ret eo dezho cheñch o emzalc’h a zo dibardonus. Ma ne c’hellan ket ijinañ ur Breizh dizoue, n’hellan ket muioc’h ijinañ ur feiz vreizhek hep ar brezhoneg.

Un dever sakr, ar muiañ sakr eus an deverioù eo legadiñ d’ar vugale ur yezh, ur c’hultur. Hêrezh an hendadoù. Ur rummad tud n’eo nemet ur ruilhenn er chadenn. Ret eo dezhañ treuzkas e zeskamant, e skiant-prenañ d’ar rummad a yelo pelloc’h, ha nann terriñ chadenn an heritaj. Kiriegezh ar veleien a zo bras evit ’pezh a sell kendalc’h ha buhez ar yezh. Ret e vefe dezho he adimplij en ofisoù, el lidoù, ma fell dezho chom war hent an aviel, ar c’helc’hlizhiri-meur. Perak klask lakaat tout an traoù heñvel ? Dija, ur fazi eo bet eus o ferzh harpañ ar gallekaat, ret e vefe dezho rentañ enor d’ar brezhoneg en iliz.

Karout a rafen lavarout ouzhpenn e talv pep strivadenn evit difenn ar yezh. Emaomp kaset ar c’hein ouzh ar voger, ret stourm war an holl dachennoù. Karout a ran kalz ar vugale, reoù ar re all p’eo gwir n’em eus hini. Marteze gwechall ’m bije karet… N’eo ket bet va hent, chomet on gant va zud kozh ha n’em eus ket bet a geuz… Mat eo bet evel-se. Un digoll a vez d’un aberzh… serrit un nor, dek all a zigor. Ar beleg-mañ-beleg, al leanez-mañ-leanez o dije gellet bezañ ivez tad ha mamm a familh dispar, miret o deus o galloud da garout evit o nesañ… Ar c’herent a zle da gentañ-penn ober war-dro o ziegezh n’hellont ket alies prederiañ ouzhpenn-se, nemet m’o deus ur vuhez diabarzh puilh…

Trueziñ a reer marteze va digenvezded. Eus se n’em eus morse gouzañvet. An devezhioù ma ne welan den a zo ur bennozh evidon. Klask a ran neuze adkavout un tamm nerzh, ha va labour a ya fonnus war-raok. Kompagnunezh am eus : va levrioù, ar vuhez o verviñ enno. Karout a ran prederiañ. O ! pas war an traoù re luziet ; evel pep hini koulskoude e c’hoarvez ganin prederiañ war blanedenn an den. « Renet e vezomp », e lavare Pierre Lhermitte. Kaer en deus an den difretañ eus un tu pe un all, kaset e vo ’trezek al lec’h ma rank mont. Un tonkadur eo. N’eo ket ar skiant a bermeto dezhañ tec’hout, koulskoude, gwechoù, e tosta anezhañ ouzh Doue. Lakaat a ra ar mister da gilañ, o sklêrijennañ a daolioù « flach ».

Gwir eo emañ pep den en ur mod en e zigenvezded. Dirazañ e-unan. Ne c’hell e gwirionez daremprediñ a-grenn e nesañ, ar re all, nemet dre Zoue, gant Doue ’ve. Er boan, er c’houzañvusted e kavo an digenvezted-se. Ar c’hristen a gred e komuniezh ar sent a gavo frealz, rak ma ya war-raok e-unan war hent ar santelezh, sachañ a ra reoù all d’e heul, er c’hontrol, ma kouezh, ma ya war fallaat, an denelezh a gil ivez. Ret eo d’an dene- lezh kaout tud dreist, tud meur. Ur bobl hag a zo enni seurt tud a zo ur bobl dreist, ma vankont, ar bobl a gouezh izel, dilignezet eo. Anavezet em eus tud kozh dizesk hag o doa amplik kement a dalvoudegezh hag hor « sorbonnarded vodern ». Sellet o doa gant evezh ouzh ar vuhez, ha gouzout a raent ober an dibab etre an droug hag ar mad. Hiziv an deiz, droug ha mad a zo kilpennet, pep tra zo plaen.

Reiñ ur ster d’ar vuhez, n’eo ket aes, gwir eo. Met, just a-walc’h, ar relijion gristen he deus ur vuhezegezh a respont da bezh a glask an den. Ur respont klok. Seblantout a ra din bevañ el leunded. Ne garan ket soñjal er marv. Hetiñ a ran e teufe an diwezhatañ ar gwellañ. War an tamm douar-mañ, gouzout a ran peseurt buhez am eus, n’ouzon ket petra ’vo en tu all. Dre vras, klask a ran chom hep soñjal e warc’hoazh. Ar pep pennañ eo leuniañ mat an devezh. Forzh penaos, ar marv n’eo ket ar fin, an den evit ul lodenn a zo graet evit ar beurbadelezh. Evidon, va zud a zo amañ, tost ouzhin, bemdez. Ne cheñchan netra en ti, me ’gred e rebejfent din, se ’vefe, en ur mod, evel lakaat anezho er-maez.

An emskiant am eus da ober tout ’pezh on gouest da ober, da vezañ em flas, feal d’am zud, d’am bro, a zegas din, ’benn ar fin, ur peoc’h diabarzh gwirion. A dra sur, soursioù am eus, kudennoù a ya war washaat dre ma tigresk va nerzh. Koulskoude en em santan eürus. Marteze n’eo ket eus ar seurt eürusted a vez anv anezhi peurliesañ. An eürusted-se n’em eus morse anavezet. Pep hini a « fabrik » e eürusted. Un dra diabarzh eo : peoc’h ar goustiañs, al labour, ar bara asur… Ne vagan mui a huñvreoù, an amzer a zo re verr dirazon. Huñvreal a ran koulskoude e dazont va bro : ne c’hell ket ar stad a vremañ kenderc’hel. Bro-C’hall a gemer hon zud, hon arc’hant, hon finvidigezh. Pep tra. Lakaat a ra e graban war ar re wellañ.

Dre chañs, ar re yaouank a zo krog da gompren eo bet diberc’hennet hor bro. Faziañ a reont a-wechoù, n’ouzont ket bepred dibab an hent mat, c’hoant o deus mont re vuan. Met, hepto, netra ne vefe posupl. Me a zo evit un emrenerezh divizet mat. En deiz a hiziv, n’eus mui bro vihan ebet barrek da vevañ klozet warni hec’h-unan. Stag-ha-stag eo an holl interestoù dre ar bed. Met pep hini a dle chom mestr en e di.

D’an 3 a viz Ebrel I976, p’edo o kregiñ gant he 72vet bloavezh e skrive « Pedenn evit ur bloaz nevez ».

Print Friendly, PDF & Email