A nann ! Biken n’am bije asantet komz dirak mekanikoù Paotred an « Tele », m’am bije raksantet petore strevell a oa kement-se o vont da sachañ war va c’hein !… A nann ! Evit ur vuoc’h-aour, ment gant va re, ha dezhi ul lost balan, evel ma lavare va zad (Doue d’e bardono !) n’houlan mui eus ar seurt jeuioù-mañ… Evel ma vez lavaret ‘n ur farsal pa gomzer eus unan bennak graet gantañ sotonioù ha kouezhet warnañ ar gwall blanedenn, e skeud-se : daonet en avañs ha mont seizh vloaz a-raok komañs !
Ma ne deo ket un ifern, ‘vit ur purgator kalet eo va buhez abaoe an abadenn : « Les Conteurs »-se. Ma vijen bet me o klask bruderezh dre c’hloar am befe paeet va fec’hed, ha ker c’hoazh, gant tout ar charre-mañ. Met nann, pell ac’hano ! Goulennet e oa diganin komz en anv Breizh. Ha komzet em boa en anv Breizh, Douar Breizh…
Ha setu Breizh ha Bro-C’hall ha Broioù estren all, Broioù Tramor ha betek Bro-Afrika o kouezhañ war va chouk ! O ! n’eo ket d’ober rebechoù, nann sur, er c’hontrol, met da ginnig din klogeadoù-mel, peadra d’ober un hanter barrikennad chouchenn ! Trugarez d’an holl memes tra ! Bet on fromet betek va daeroù gant meur a lizher troet ken brav, o tont war-eeun eus donder kalonoù kizidik.
Komzet em boa eus an Douar, Douar Breizh, ha da Zouar Breizh e tegase ar selaoue- rien o c’harantez. Ul lodenn vras a lizhiri a zo eus perzh Breizhiz en harlu ; ar re dommañ, ar re fromusañ o lavar. Lod all, tud bet o tremen vakañsoù e Breizh hag en em dommet ouzh ar Vro hag an dud. Lod all, tud gouiziek-bras hoalet gant ar sevenadur keltiek o c’houlenn pelec’h e kaver levrioù diwar-benn Breizh.
Al lodenn vrasañ a zo skrivet gant yaouankizoù. Tud yaouank en arvar, o klask un diazez, ur pal, un uhelvennad, ur stumm-bevañ eeunoc’h, reishoc’h, glanoc’h, eget n’o deus er c’hêrioù. Hiniennoù, pesketaerien-loar, hemolc’herien-stered. Respont d’an dud yaouank-mañ zo din ur c’halvar. Me zo ur beizantez kozh ha paour, uzet gant labour re start, hag a oar re vat pegen poanius eo ar vuhez e maezioù Breizh. Arabat koulskoude dizaliañ, na disouezhiñ anezho. Arabat ivez o zouellañ, klask o sachañ war o c’hiz d’an douar pa’z eus kement a boan-vevañ er vicher. Ret memes tra reiñ dezho da intent talvoudegezh, kaerder, haelded al Labour-Douar… Tu a zo, diouzh ret, da dremen hep lennegezh, met n’eus tu ebet evit den da dremen hep bevañs. Ha piv a zegas ar bevañs ? Ar boued-se hag en devez koustet kement a boan, kement a frejoù hag a drubuilh d’ar peizant, hag a vez ken nebeut a stad outañ gant kêriz, hag a vez koufonet alies, ur vezh…
Ul lodenn vrav a Varzhed avat, a zo ivez e-touez ar skriverien. Plijadur am eus bet ganto rak meur a varzhoneg o deus kinniget din. Bennozh Doue dezho, hag an Awen da c’hwezhañ warno holl (nebeut a vrezhoneg, siwazh !). M’am eus implijet kalz a amzer, amzer laeret diwar va repoz, da skrivañ betek hanternoz hag ouzhpenn, bemnoz, muioc’h a amzer am eus kollet c’hoazh gant an dud. Tud a zo deuet bemdez-Doue, abaoe daou viz zo. D’ar Sul un engroez ken ma vezan dall ha mezv evel ar yer en eost. Lavaromp etre klochedoù em eus roet avel d’ur bern mat a baperennoù-bruderezh e-skeud kement-mañ. E pep lizher e veze plantet ur bape- renn da bep den, pe dost, memes tra. Ret eo tapout div c’had gant un tenn, pa vez c’hoant ober fonn !
Marteze ho pije c’hoant, tudoù, da glevout an niver eus va lizhiri ? Ac’hanta, sede unnek ha nav-ugent (191) hep kontañ journalioù, levrioù, dastumadennoù a bep seurt o tont eus pevar c’horn ar vro. Ar gazetennerien-mañ a zo kañfarded ; ar re- mañ a oar brodañ ha livañ ar wirionez gant bleunioù « retorikel » ! N’emañ ket da lonkañ evel bara benniget kement tra a lavaront, pe, kentoc’h, a skrivont, rak darn a zo gouest d’ober ur menez gant ur bern douar-gozed. Gourc’hemennoù dezho evelkent.
Ha daoust pegoulz e vo echu d’ar gorventenn ? Setu deuet daou lizher all er mintin- mañ, unan anezho o tont eus Klarmont-Ferrand, Klarmont-Ferrand, ha netra all war ar golo nemet va anv ha Le Tregor. Ret eo anzav ez eo ar bosterien tud ampart ! Nag a bet lizher a zo bet o pourmen o c’halite un tamm e pep lec’h, e Breizh, ha kavet ganto o hent a-benn ar fin…
Gwashañ zo eo al labour a chom a-dreuz. Hag er c’heit-se, an drez hag ar spern a zo heligentañ etrezo piv a aloubo ar muiañ a zouar. Askol hag ar burlu, memes tra. Ar raden hag an delioù sec’h chomet da vreinañ, geot mat ar gwrimennoù. Ha ‘m eus aon, a-barzh nebeut e vo brasoc’h va bern-paper eget va bern-teil. Fank avat, ne ra ket diouer ; gant ar c’hirri-tan o tompial er porzh, emañ dambrest da vont da vouilhenn ! Nann, tudoù, ne valean ket bemdez, me, war ar makadam ! Pebezh makadam !…
Met, bevet Breizh, atav !
(Embannet gant an titl « Konterien ha konterien a zo» e-barzh Barr-Heol)
4 a viz Meurzh 1972