Emzivaded

Al loened, da grediñ eo, o deus ivez un tonkadur evel an dud. Darn ‘zo gouestlet d’ar vizer adalek o oad tenerañ. Darn all a c’hoarzh ar vuhez outo a-hed o deizioù.
Bez’ am boa n’eus ket pell daou neizhad lapined bihan. Div vamm eus ar c’haerañ, unan glas-louet, eben gell-rous. An hini glas-louet n’he doa nemet daou lapinig : unan glas evel e vamm hag unan rous evel e dad. Ur mailh an tad lapin-se. Krog ‘oant da redek ; flour ha druz o blev. Gwenn o bed ar re-se. An hini gell-rous he devoa brasoc’h neizhad. ‘Ouien ket dres pet ‘oa outo. N’eo ket mat meskañ al lapi- ned bihan. O mamm a gemer kas outo alies end-eeun dre ma sant ganto c’hwezh an dud. An neizhad-mañ ‘oa yaouankoc’h. Na deuent ket c’hoazh da redek.
Un abardaez, teñval dija pa’z is da reiñ o c’hoan d’al lapined n’oa ket evel kustum an hini gozh rous e toull an nor, fiñv ebet na gleven. Marteze ‘oa o vagañ he re vihan ? Iskis. Raksantout a raen an darvoud. Mont a ris da gerc’hat al letern. Gwa ! Edo al lapinez paour astennet marv-mik. Debret he doa he lein evel an ordinal. Un taol-gwad ‘michañs he doa bet, ruz ‘oa he daoulagad. Re a gerc’h marteze a roan dezho er goañv. Ponner eo spontus. Dek lur da nebeutañ. Ha pebezh chastre bremañ gant ar re vihan. Degas a ris da gichen an neizh bara ha laezh war un asied, un dor- nad segal glas hag un tamm kerc’h malet. Ha daoust pet ‘zo ? C’hwec’h, unan fallik. Aon o deus, souchañ ‘reont en neizh. N’o deus ket naon c’hoazh. Lakaat ‘ris un tor- chad foenn dous d’o goudoriñ ha mont d’am labour. Pa voe savet naon ha sec’hed d’al loenedigoù paour e teujont prim da c’houzout petra ‘oa bara ha laezh. Ar gwi- doroc’hig a seblante fallaat. Pa sellis ervat outañ a welis n’en doa nemet tri droad. Un troad a-raok a rae diouer dezhañ. Paourig bihan : emzivad ha mac’hagnet. Truez am boa outañ avat. Deuet ‘oa amzer yen war ar marc’had ma rankis o lakaat en ur voest kartoñs gant gloan er foñs, ur riboul er c’hostez da zont ha vont e-barzh.
Bremañ pa vez un tamm heol o c’hasan boest ha tout da beuriñ da Bark al Leur. Aze ez eus melchon ha c’hwistañ ‘reont da beuriñ me ‘lavar. Ar gwidoroc’hig bihan adal ma klev ac’hanon o tostaat d’ar c’hraou a ra un doare garmadenn drist, trist ha laouen war un dro : iw, iw… Plijout ‘ra dezho dreist-holl peuriñ e goudor ar c’hleuz ha dibab a bep seurt louzaouennoù. Dre anien e ouzont petra zo mat evit o yec’hed. O anien ivez o doug da skrabañ douar ha fentus eo gwelout un tamm lapinig o klask ober un toull e sol ar c’hleuz pe c’hoazh ‘n ur bern douar-gozed. Ken fentus all gwe- lout anezho oc’h ober chiboud da esa gwelout moarvat pegen bras eo ar bed. Unan eus va c’hañfarded vihan a zo c’hwil end-eeun : krapañ ‘ra war ar c’hleuz dija. Ar gwidoroc’hig bihan p’en devez graet ur c’hrogad peuriñ a zeu da gousket war va barlenn en ur ober iw, iw…
Spontik eo al lapined ; pa glevont ur barr avel er gwez pe un harzhadenn, zoken ar c’hog o kanañ e tilammont prim etrezek ar voest, aze emaint e surentez hervez o soñj. An nebeud munutennoù-se a dremenan oc’h evezhiañ va emzivaded bihan a zo evidon un diskuizh hag un dudi, hag ouzhpenn eo ivez ur studi. Siwazh ar seurt mareadoù ne vent ket stank em buhez. Mil ha mil labour am sach war bep tu, hag an deiz an noz a vez bepred re verr. Kalz re verr evidon.
16 a viz C’hwevrer 1965

Print Friendly, PDF & Email