37 vloaz goude e varv
Avel a c’hwezh eus ar reter. A-hed an deiz ur c’hlizhenn yen evel frim. Moret an oabl a vrum evel pa vije o tanzeiñ erc’h. Miz Ebrel eo koulskoude. Met kaout a ran gratis un tantad tan ruz en oaled fenoz. Ha gratis ivez kaout un doenn ‘us d’am fenn, ha mogerioù d’am goudoriñ. Ha da biv o dlean ? Met dit va zad. Doue da reiñ dit kledour e Varadoz peurbadel.
Ya. Bez’ emañ hiziv deiz-ha-bloaz da varv : ar seizhvet-ha-tregont. Amañ dres el lec’h ‘maon o skrivañ ‘oa graet dit da chapel wenn, ha seblantout a ra din da welout aze evel d’an deiz-se, ar 4 a viz Ebrel 1941. Na kaer ‘oas, va zad en da repoz, gant da bennad blev gwenn ha da zouarn ken heñvel ouzh va re, juntret war da chapeled. Ur chapeled bet profet dit gant Sœur Marie de Saint-Michel, bet ben- niget e Lourda.
Bez’ eo hiziv ivez trizekvet ha tri-ugent deiz-ha-bloaz va badeziant. Devezh da envoriñ evidon eta. Devezh a bedenn… Ha ma teufes c’hoazh en-dro, va zad ? Ma’z aotrefe Doue dit distreiñ d’ober un dro war Ved ar re Vev ? D’ober ur sell war da zouar, da wez, da lojeiz. War ar c’hontre ! Nag a gemm, va zadig paour ! war an douar-mañ. Dalc’het ‘m eus, diouzh va gwellañ, da bep tra, tre m’eo chomet ganin va nerzh. Allaz ! Me zo kozh d’am zro, ha den mui d’am sikour. Den !
En da amzer, ni ‘oa tri. Mamm pemp bloaz hanter yaouankoc’h egedout, daoust ma oa bihan he yec’hed, hi ‘oa Ene an Ti, karet ha doujet gant an holl. Ken degeme- rus ‘oa-hi. Ha me, daoust ma ne don ket bet morse ur pezh kaer ‘oa em nerzh wellañ. Pep labour ‘veze graet d’an ampoent. Ha dalc’het naet ha distrouezh parkoù ha kleuzioù, gwenodennoù ha hentoù-kirri. Ar pradoù bihan — ‘oa ket a bradoù bras — a rede warno an dour boull o lintrañ en heol lirzhin. An douar a zouge trevadoù propik, hervez o galloud, rak hon douar n’int bet morse eus ar re wellañ.
Loened a beure evurus er c’hozhennoù, er gwrimennoù, el lanneg diradenet ha deliaouet e koulz hag e kentel. Klouedoù a gloze pep toull-karr, chouket mat en o faselloù mein. El leur, berniet kempenn, ar plouz, ar foenn, ar c’heuneud-tan. Er porzh, bernioù teil graet gant arz evel pa vijent bet mentet en ur moul. An teil-se eo bank ar peizant !…
Bremañ ? Bremañ ma welfes, tadig, pep tra en disirit, ur vezh hag ur glac’har o gwe- lout. Rannañ ‘ra va c’halon dirak seurt taolenn ! O, komzet ‘vez gant lorc’h eus ar
« Progrès », an doue « Progrès », pe an Araokaat, evit komz brezhoneg mat. Ya, da ! ardivinkoù ramzel o deus bremañ an dud. Met n’int ket gouest d’o derc’hel en o sav e douaroù ken arblaen ha Traoñ-an-Dour. Ha gant kezeg ha binvioù-etre n’eus mui ur c’hristen, na zoken ur pagan a asantfe ober an disterañ labour…
Neuze ? Neuze eo dibarfoeltret ar gwez, ar c’hleuzioù, an hentoù-don, un tamm dre-holl, evit ober plas d’an Euzhviled-se d’ober o reuz. A ! Tadig paour ! Soñj ac’h eus eus ar gwez-se espernet, hadet, plantet, ganit, ganimp. Nag a gorniad-douar diveinet ganit ! Tennet az poa a-walc’h da sevel an tamm ti-mañ a zo din evel un teñzor par d’ur c’hastell. Bennozh dit !…
Met graet az poa muioc’h. Desket din ober kement labour a sell ouzh ar vicher labourer-douar ha joa vras ‘m eus kavet en holl labourioù-se daoust d’ar skuizhder ha d’ar brevadur. Ha lorc’h ennon, ‘michañs, o vont gouest d’ober labour gwersed. Rak ar baotred zo re dechet da gemer ar merc’hed evit dister-dra ! Dalc’het ‘m eus betek kouezhañ dindan ar samm, evel ar c’hezeg mat.
Bremañ, va zad, eo dibosupl kaout un devezhour, nag evit aour, nag evit arc’hant. Ar c’hêrioù o deus o lonket holl. Hag ar skolioù bras o deus trelatet ar yaouankiz. Bezañ aotrounez ! Mont d’o labour gant kravatenn ha kolier gwenn. Karr-tan lorc’hus ha pae bras, labour skañv ha vakansoù hir, ha friko bemdez. N’eo ket ‘n hor micher-ni zo moaien da c’hoari ar jeu-se !
Ha pa soñjan, tad paour, er boan ac’h eus bet kemeret e-pad ar brezel pevarzek, pa na oa manet er c’hontre nemet tud kozh ha krennarded. E meur a di nemet ar vamm gant tri pe bevar vugel yaouank, hag he streuvell loened. D’ar mare-se ma oa, koulz lâret, ret ober pep tra en ti hag er-maez gant an dorn, gant binvioù bihan ha kezeg. Galvet e vezes du-mañ-du-hont ti an amezeien, ar re dost hag ar re bel- loc’h ivez, ha zoken er familh o chom er parrezioù all. Lezel a raes da labour da-unan evit mont da zisac’hañ ar re-se ‘oa o zud war an talbenn. Ha n’eo ket d’ober sin da labourat a veze ! Ger ebet a bae evel-just, nag a werzh-butun kenne- beut. Ar c’hiz-se zo aet er-maez da heul pep truez kristen… Roet ‘vez c’hoazh un taol-skoaz evit tud pe loened klañv. Met wazh evit an neb n’eo ket gouest d’ober e labour e-unan. Re rouez eo bremañ an dud, en atantoù, re a streuvell eo ret derc’hel evit bevañ, m’o deus dreist o fenn gant o feurmioù. Daoust d’ar mekani- koù bras-divent, peogwir zo dastumet bremañ tri, pevar menaj en unan hag ouzh- penn.
Ar peizant bihan gwechall, goude bezañ graet e labour e-unan, a vane gantañ devezhioù goullo, ma c’helle mont d’ar feurmioù brasoc’h da zevezhiata ; bremañ eo ret dezhañ klask labour war ar chantierioù pa c’hell kaout. Aliesoc’h eo ret dezhañ serriñ e baiplu ha divroat. Ar re yaouank dalc’het er skolioù betek mont da soudarded, ne zistroont ket d’an douar. Eus un hanter, hag ouzhpenn alies, eo koaz- het an dud er parrezioù.
A-barzh un nebeud amzer amañ, piv a labouro an douar ? Piv a denno magadurezh eus hor Bro ? ‘Vo ket ezhomm a « Bilulennoù da dreutaat » neuze ! Ha petra int evu- rusoc’h gant o Doue an « Araokaat » ? Gant o Euzhviled dir ? Gant o zachennoù digor d’ar pevar avel ruz ha d’an heol suilh ? Ha pa zichañs d’an tredan sac’hañ emaint-i holl pennfollet ! Netra ne gerzh mui nag en ti nag er-maez…
Hag ar Sul ? Ar Sul benniget-se ma veze un tamm diskuizh goude kreisteiz ! Nag e oa kaer, goude an oferenn-bred, gwelout ar familhoù war vez o zud, hag o reiñ keloù an eil d’egile eus an darvoudoù trist pe laouen bet c’hoarvezet e-pad ar sizhun ! Bremañ emañ an traktorien hag an heskennoù-dre-dan o tournial koulz d’ar Sul evel d’ar pemdez ha zoken, e-pad an oferenn. Hennezh eo an Doue : an traktor ! ‘Oa hini ebet c’hoazh er vro-mañ, tadig, en da amzer. Gant kezeg ‘veze graet an holl labou- rioù-douar. Ha ken kaoz ne veze gant ar baotred nemet eus o c’hezeg. ‘Oa ket chalet an dud gant politik evel bremañ…
Ha neuze ar vugale ! Nag e oa sot bugaligoù ar c’hontre ganit. Tad-kozh ‘oas d’an holl en da gozhni. Ha gouzout a raes ar stek diouto : rimadelloù ha divinadennoù. Brezhoneg evel-just ! ‘Oa ket deut ar c’hiz sot da gomz e galleg da vugale ar Vro- mañ c’hoazh. Ma, tadig paour, an deiz a hiziv n’eus ket unan diwar gant, ‘m eus aon, savet e yezh o Bro. Mammoù nay ! Daoust, a lavare un deiz ur person fur eus ar Vro, daoust pegoulz e savo un tamm skiant d’ar merc’hed ? Ar wirionez ‘oa gantañ. Ret eo bezañ diot evelkent o nac’h ouzh ur bugel yezh e Vro, e dud, e dud- kozh, e lignez. Troc’hañ anezhañ eus e gultur naturel. Trist eo gwelout tud-kozh hag a gar o bugale-vihan a greiz o c’halon ha n’int ket gouest da vezañ intentet ganto, na da intent anezho.
Soñj am eus, va zad, pa vezes o krozal din e teue ganit ur ger galleg bennak, peogwir ar Vretoned na gomzont — pe na gomzent d’ar mare — e yezh Bro-C’hall, nemet pa vezent kounnaret pe mezv-dall. Ma, nebeutoc’h gloazet e vezen gant ar bod-balan pe ur glakennad eget gant ar ger galleg-se ha na gomprenen ket. Ha morse, etrezomp p’edomp hon-zri, ne veze ger all nemet brezhoneg. Morse !
Kalz a draoù all am befe da gomz outo ganit, tad. Met esper ‘m eus un deiz e Baradoz Doue e talc’himp gant hor c’haoz. Ma ro din an Aotrou ar c’hras da vevañ c’hoazh un nebeud e vo kalz kemmoù all da welout. Rak Breizh hag he yezh, va zad, n’int ket marv. Breizh hag he yezh zo gwashoc’h eget kazh da lazhañ ! Emañ an heol o tarzhañ drek ar Run. Ha Breizh o tihun.
Kenavo er Baradoz, tata, peoc’h d’az Ene da virviken.
G.S. Gra va gourc’hemennoù d’an holl re am eus karet er Bed-mañ hag o deus gounezet dija o Repoz. Skrivañ ‘rin dit c’hoazh mar bez bolontez Doue.