Doue hag ar Gelted

Evel-se emañ va C’helted, eme an Aotrou. N’emaint ket i disi. Bez’ o deus zoken meur a si. Bez’ o deus muioc’h a sioù eget pobladoù zo. Met o c’harout a ran gant o sioù, muioc’h eget reoù all nebeutoc’h a sioù dezho. O c’harout a ran evel m’emaint. N’eus nemedon, eme an Aotrou, a gement zo disi. Va C’helted zo evel an dud all, nebeut a sent ha kalz a bec’herien. Diwar ur sant e kaver tri bec’her, ha tre- gont, ha tri c’hant pec’her, pe ouzhpenn… Hogen n’eus poblad all war an douar he dije roet din kement a sent daoust d’o sioù. Met goude holl, eme an Aotrou, gwell eo ganin ur sant siet eget ur pec’her disi. Fall e lâran : gwell eo ganin ur sant gant ur si bennak eget un neptuek hep si ebet. Ha neuze, evel m’emaint, ar Gelted a ra enor din. Bez’ int atav ar gwellañ soudarded er stourmad. Ha stourmadoù ‘vezo betek fin ar c’hantvedoù. Sede, plijout a ra din va C’helted, eme an Aotrou, n’eo ket ret lavarout mui. Bez’ zo enno mat ha fall. Bez’ zo enno gwenn ha du. Anavezout a ran an den, eme Doue. Gouzout a ran ervat petra ‘fell da c’houlenn digant an den. Ha dreist-holl gouzout mat a ran ar pezh ne fell ket goulenn digantañ.

A, va fobl kelt, eme an Aotrou, n’eus pobl all ebet he dije savet din kement a neve- doù. A, va fobl kelt, n’eus poblad all he dije savet kement a galvarioù en enor d’am Mab nemetañ. A, va fobl kelt, n’eus pobl all he dije savet kement a ganennoù d’an hini am boa dibabet a holl-viskoazh e-touez an holl verc’hed. Ha n’eus pobl all war an douar, eme an Aotrou, da gaout kement a doujañs evit anaon o zadoù hag o hen- gounioù. A, va fobl kelt, eme Doue, te hag a c’houzañv gant ar memes tal ar berzh mat hag an drouziwezh. Te nemedout hag a skuilh daeroù dereat. Te, hag a bed gant gerioù dereat, a ra gouestloù dereat dirak skeudennoù dereat sent kozh da ouenn. A, va fobl kelt, eme an Aotrou, va fobl kadarn hag uvel n’az lezin biken da vervel.

A, va fobl kelt, eme Doue, ar pobloù all az kemer evit ur ouenn is, dre ma out bet ken lies trec’het, int a lavar out ur ouenn skañv. Met me am eus da bouezet ha n’am eus ket da gavet skañv. P’am eus lakaet ar valañs da holl vannieloù, da groazioù, da zelwennoù douget gant kement a feiz en-dro d’az chapelioù, n’am eus ket da gavet skañv. P’am eus niveret da baotred ha da verc’hed dilezet ganto ar bed dre garantez evit o nesañ, n’am eus ket da gavet skañv… Evit pezh a sell an esperañs, n’eus poblad all trec’h dit. Netra, na brezel, na kernez, na bosenn, nag aloubadeg n’eus bet trec’het da spi e tonkadur da ouenn.

A, va fobl kelt, eme an Aotrou, bremañ p’am eus amprouet da fealded, da zalc’hus- ted d’am lezenn, sav adarre da benn. Sell ! Emañ ar beure nevez o tont davedout. Stign da delenn ha kan. Emañ da Zoue oc’h astenn dit e zorn da sevel ha da gemer da renk enorus e-touez an holl bobloù. Rak n’hellfen ket tremen hepdout, eme Doue, peogwir ez eus traoù hag a ran ha ne c’hell nemedout o meizañ.

Drevezet diwar « Dieu et les Français» gant Ch. Péguy

23 a viz 1966