Kannadez an Nevez-Hañv

Ur velvenn velen ’m eus gwelet En hentig don o nijellat O troidell’ hag o koroll’ Ha hi drantik ha hi bagol. Ar bokidi-laezh a dride Hag a lâre ’n eil d’egile : — Sell hi ’ta o kammigellat ! […]

Kan d’al Leger

I Sioul e tirollez, Leger, Da ruban voulouz du. E kreiz ‘tre ar pradeier Gwez pupli e bep tu. Hiboudiñ ‘ra da zourioù, O ruilhal dreist ar skluzioù. Hag a-bell, Te ‘luskell Din va hunvreoù… II Gwechall, bugale seder, A […]

Kan ar Skrilhed

I Kri kri kri kri kri kri Echu eo an amzer griz Skiltr o mouezh, un dudi Holl skrilhed al lannegi O kanañ a-bouez-penn — Ur mor a gri — O c’hanenn : Kri kri kri kri kri kri II […]

Kammvac’herezh

Balc’h ha dieub e veve Fañch Kouer Gant e diad tud. Eilet gant nerzh e geneiled vut E tenne eus e dachenn Peadra da vagañ e diegezh — Da vagañ an Denelezh ! — … Eilpennet eo pep tra : […]

Itron Varia Vreizh

Klemmoù Breizhiz I Mamm ar gwellañ hon Itron Vat Mirit ar Feiz da bep Breizhad Ha grit ma kavo pep hini Labour ha bara ‘n hor Bro-ni Breizh a c’houzañv O Mamm Doue Roit skoazell d’he Bugale. II Itron Varia […]

In Memoriam

Gant an horolaj kozh, aze e korn an daol Eo sonet ‘vel bep noz div wech an daouzek taol Dishañval diouzh bemnoz, evel ur son arall Rak ‘mañ troet fenoz va soñj trema ‘r Bed all Gortoz a rin fenoz, […]

Hunvreoù

— Goude teir nozvezh anhun, kousket ‘hed ar bedervet hag ober hunvreoù koant. Pegen bourrus ! — Dihuniñ dre spont eus ur gwall-hunvre ha merzout raktal ne oa nemet un hunvre pa c’hellje bezañ bet gwirvoud. — Kaout dre e […]

Hunvre sevenet

Hon hunvre kaer, hon hunvre kozh Hon hunvre ken hirc’hortozet Deut eo da wir dre C’hras Doue. Bez’ hon eus ur Beleg nevez. Ur gour eo eus hor Gouenn gadarn. Dre Garantez kristen ‘vit e Bobl Evit bezañ holl d’an […]

Hollwennwisket

Va Freder. Va nec’h Va Foan. Va Anken Va C’hounnar. Va Levenez. Va Spi. Va C’harantez Va glac’har. Va lorc’h Va morc’hed. Va Hiraezh Va zourmant pemdeziek Hollwennwisket ! 26 a viz Du 1968

Hirnez

An hini a garan Zo du-hont er c’hlañvdi Noz-ha-deiz o c’houzañv Ha me pell diouti Met va spered a red Ken prim hag ar wagenn Enni ‘soñjan bepred Va c’halon en Anken. Pegoulz e teuy en-dro An hini a garan […]