Peizant

A. Peizant va Breur P’emaout oc’h arat da bark E c’hellez bout lorc’h ennout Gant da anv : Peizant ! Dougen a rez anv an Douar, A anavez evel ur Pried : Un devezh bagol. Un devezh all garv. Eus […]

Pedenn Soljenitsin

— Na mat e kavan bevañ ganit-Te Aotrou ! Nag eo aezet krediñ ennout-Te. Pa’n em gav gwan vaspered, ha pa ne veizan mui ; pa ne wel ket an dud speredekañ e tu-hont da fin an deiz, ha ma […]

Pedenn ouzh sked ar c’hleuzeur

Bolz an neñv a zo da skabell Bez’ ac’h eus evit kleuzeurioù an Heol hag al Loar Hentoù sant Jakez zo perlez strewet Ar c’hoadoù santal a zo da ezañs An aezhenn a hej da aveler roueel Bleunioù ar c’hoadeier […]

Pedenn an nijlammer

Roit din, va Doue, ar pezh a chom ganeoc’h Roit din ar pezh ne vez morse goulennet ouzhoc’h Ne c’houlennan ket an Diskuizh Nag ar Sioulded Na hini an Ene. Na hini ar c’horf. Ne c’houlennan ket ar Binvidigezh Nag […]

Paotred va bro

I Paotred va bro Gwez va douar Evidoc’h ‘m eus kuitaet Karantezioù war an traezh Rouantelezhioù E kreiz ar Goadeg werc’h Hag ho adkavan En amzerioù nevez E-lec’h n’emaoc’h ket en ho aez Zoken pa skorn er-maez Peadra da faoutiñ […]

Mintin

Ar stered a steuz hini da hini Kanañ ra ar c’higi N’eo ‘met tarzh-deiz. Ur skleur war ar run An traoù o ‘n em zieub’ eus an deñvalded Hag an hun Setu an eur ma tegemer an douar Eürus ha […]

Me a gan hiziv

Me a gan hiziv Dispi ur Bobl Na oar mui piv eo Pelec’h ez a Ha bevañ ‘ray ? Ur Bobl kollet ganti He Fersonelezh. Bountet war-zu ar menez. Hor c’hêriadennoù zo hon c’hlozioù D’ar Sul c’hwi a zeu Da […]

Ma kouezhan em zremenvan…

« Mon pays, c’est ma prière » (Va bro eo va fedenn) Charles le Quintrec Ma kouezhan em zremenvan grit teir gwech sin ar groaz war va zal gant olev sakr ar beorien aotreit bara war an hent d’am ene […]

Karantez

Pell ouzhin ar garantez divuzul, rak evel ma frailh ar fustoù gant ar gwin o virviñ, redek a ra ar garantez-se raktal d’an argoll. Degas din ar Garantez fresk ha glan evel ar glav a vennig an douar sec’hedik hag […]

Kanenn-bobl a Vro-Gambodj

I Treiñ a ran en-dro dit Te ‘n hini eo an Douar Ha me eo ar Poder Ha me eo ar Blanedenn Me eo an Tro-heol Tro-war-dro an Heol ! Me an Avel vras A dro en-dro d’ar Wezenn Ha […]