Sec’hour

Truez, Aotrou ! Ouzh an douar…
O ya, me ‘oar ‘c’h out bet habask
Pell zo az poa lec’h da gonnariñ
War an Denelezh foran ha disoursi
… Setu deut eur ar c’hastiz.
Pleg bremañ da chouk dindan ar walenn
Pleg da gein ha sko war da beultrin
O, Den lorc’hus gant da skiantoù
Dic’houest d’ober un dakenn-c’hlav.
Devezhioù ha devezhioù
Sizhunvezhioù ha mizioù,
Emañ an den oc’h arvestiñ ouzh an Oabl
En esper ur barrad dour
War an douar o vervel
Eus da gonnar, Aotrou, an den ‘oa dellezek
Met al loened hag ar plant ?
Zo ivez da grouadurien,
Hag int a zo dibec’h.
Int zo chomet ouzhit sentus,
Perak ‘vefe ret dezho gouzañv ?
Setu tavet ar skrilh.
Setu mantret al labous.
Simudet ar blaenenn noazh.
An annoar a vlej er prad
Ken sec’h hag ur gouelec’h…
Ankenius eo sell an den
Pa bar e lagad war e gi
Daoust hag a-walc’h a vara ‘vo en ti
Da virout e vuhez d’e geneil ?
Padal
Aotrou, ni ‘fell dimp kanañ c’hoazh
Kredo ar Peizant :
Me ‘gred ennout Mestr an Natur
A had dre-holl Buhez ha Strujusted.
Met neuze torr da gounnar
Ha gra d’an Neñv glebiañ an Douar.
Amen.

13 a viz Eost 1976

Print Friendly, PDF & Email