Goueleni Breizh

Gwelit en oabl a-us d’ar porzh Tri gouelan o krial forzh. O tarnijal en avel foll Perak n’eus nemet tri en holl ? Tri, n’eo ket diaes o c’hontañ Dec’h ‘oa c’hoazh outo ouzhpenn kant ! — Perak e ouel […]

Gouel Mikael

Sant Mikael arc’hael, patron bras ar Gelted pedit evidomp Aotrou Sant Mikael Patron ar Gelted, Dindan ho Panniel Mirit me ho ped An holl Vretoned Strewet dre ar Bed Bezit o skoazell. Amen. 28 a viz Gwengolo 1965

Gouel ar Mammoù

Da vamm an holl vammoù Hiziv gouel ar mammoù Gouel ar Garantez c’hlan Ma trid ar c’halonoù Holl a-unan … Me zo va-unan, Va mammoù-me zo holl en Neñv Va mamm hervez ar gwad, Va mamm hervez ar spered, Ha […]

Gouel an Hollsent

Teñval an oabl !… Un aergelc’h a gañv Kleier Tregrom o tintal glaz an anaon… — O tremen ar Pont-Kozh e choman a-sav Dirak un daolenn ankenius ‘vel skeudenn an Dispi : Du an dour, hag izel, ha marv Rak […]

Gouel an Anaon

Doue da bardono an Anaon An holl Anaon. Anaon an holl Amzerioù Gwechall. Hiziv. Arc’hoazh. A Viskoazh da Virviken O Mestr ha Krouer an Eneoù Roit dezho holl Peoc’h ha sklêrijenn En ho Tomani Hollec’hon Ha Peurbadel. Pardonit o fazioù […]

Glaz !

Talmoù ponner va c’halon. Taolioù glaz o son. Un dra zo marv ennon Un dra zo lazhet ennon Lazhet gant un trubard Lazhet evit mat. Ar fiziañs zo marv da viken ! Ha perak n’am boa ket graet va mad […]

Giz Haiku

Klichedoù Meurdez Kezar Mantell ruz-tan Ragach ur big Emzalc’h ur Rouanez Mantell Kala-Mae Bizied an Ankoù Korf ar wrac’h Karabos Lagad un naer Mouezh un dimezellig Tailhet en archer Gwisket e klañvdiour C’hwistell ur voualc’h Fentus stumm lorc’hus ar park-se […]

Gerioù

Mil ha mil ger ha mil ger all c’hoazh A ra diouer din em geriadur Da envel mil arliv an Natur Da lavarout mil furm ar bleuñv An deil, hag ar c’houmoul o redek En oabl, bountet gant ar Gwent. […]

Galv d’ar Mammoù…

I Evel ma c’halvas ar Paotr bras — Eus kêrbenn Albion — Holl C’hallaoued an douar-bras Kollet gante kalon Da sevel o fenn hag o choug Evit ur stourm nevez : Sevel an troad diwar o goûg Kaout Frankiz ‘darre. […]

Froudennoù

Gwiadiñ ‘rin ur roued ‘Vit din o fakañ trumm : — Ken pront e kemmont stumm — Menozioù va Spered. Ken pront hag an avel O redek ar c’houmoul Pe o wentat ar pell Eo froudennoù va youl. Unan a […]