Gouel an Hollsent

Lizher da Sez Raymondine e Baradoz e strollad ar sentezed (spi am eus)

Mère Raymondine doujet ha karet,

Setu daou vloaz warn-ugent abaoe am boa ho kwelet evit ar wech diwezhañ war an douar-mañ.

Derc’hent Gouel an Hollsent ‘oa p’am boa klevet ar c’heloù. Fromet ‘oan bet gant ar glaz o son e Tregrom hag ur raksant am boa rak ma ouien ‘oac’h gwall glañv. Na kaer ho tremm en ho chapel wenn. Ho taouarn juntret war ho chapeled hag etre ho taou vizmeud testenn ho Kouestloù. Ar gouestloù-se hag ho poa sevenet gant feal- ded e-pad ho puhez.

Gwasket ‘oa va c’halon, mamm vat, ‘oa ken nemet bloaz am boa kollet va mamm hervez ar gwad. Ha setu me neuze emzivadez div wech.

Ya, bez’ oc’h bet ur vamm, ur gwir vamm evit ho skolidi. Ur vamm evezhiek hag emroüs. Doue hepken a oar al levezon hoc’h eus bet war barrez Tregrom a-hed an tri bloaz hag hanter-kant-se eus ho Puhez tremenet o skoliata tri rummad tud. Ha pa gomzomp etrezomp diwar ho penn, ni ho pugale-skol, eo bepred gant ar memes doujañs hag ar memes anaoudegezh vat.

Lezet hoc’h eus ho korf gant ar barrez met ho spered zo bev bepred ivez hag ar mammoù-kozh a gont d’o bugale-vihan peseurt chañs o doa bet da gaout ur seurez santel d’o c’helenn.

Labour ha Pedenn : setu ho taou c’her-stur. Ouzhpenn ober skol ho poa ar garg da ren an ti, da zerc’hel an armoniom en iliz, da soursial eus ar re glañv, ar re gozh.

Bep Yaou war sin mont e pourmenadenn gant bugale-pansionerezed e tremenec’h dre di ur paour bennak, ur c’hlañvour bennak, un den trubuilhet da vat evit freal- ziñ, diluziañ aferoù pe louzaouiñ.

Ha ne oa ket pinvidik ar gouent dre ma ne oa ket ur barrez pinvidik evel-just. Pep hini a roe hervez e voien hag e volontez. N’eo ket en arc’hant met lod eus ar pezh ‘veze produet er feurm. Rak an holl pe dost o doa douar kalz pe nebeut, zoken koñ- versanted ar bourk o dije un tamm douar bennak. Ha lorc’h ‘veze er vugale o kas deoc’h un draig ur wech an amzer, netra nemet evit klevout : Bennozh Doue !

Paour kaezh Mère Raymondine, setu goullo pell zo ar gouent hoc’h eus bet poaniet kement e-barzh. Ha pebezh kemm e-touez an dud ! Pebezh buhez diroll e-touez ar yaouankiz. O, n’oc’h ket marvet re abred. Nann, ne vije ket padet ho skiant o welout an dismantroù zo graet er barrez abaoe ugent vloaz. C’hwi hag a gare kement kened ar maezioù, bleunioù ar maezioù, ar parkoù klozet etre ar c’hleuzioù dalc’het mat ! Setu bremañ, n’eo ket plaenennoù, rak n’eus tamm douar plaen ebet an terouer, met maezioù divent ha noazh : Saharaioù, Siberioù ! Neud orjal o treuz- kas danvezennoù marvel. Orjal a-dreuz hag a-hed, ha restell war veg ar siminalioù ! Hag estrenien en hor Bro, en hor zraonienn goant, ha yezhoù estren ha galleg ! Taolet er-maez an ilizoù ar c’hatekiz, ar prezeg, ar pron, ar c’hantikoù, ar peden- noù brezhonek ! Ar Feiz war ziskar ! An dizurzh dre holl, ar maezioù goullo, o, mamm vat ! eus ho lec’h santel a ziskuizh, taolit ur sell a druez war ho parrez, e-lec’h emañ ho relegoù doujet bepred. Pedit evit peizanted hor Bro, yaouankiz ar maezioù, hor faotred yaouank na gavont pried ebet da sevel tiegezhioù kristen evel gwechall ! Pedit evit ar re gozh dilezet a ouel o-unan ‘n o ziez goullo. Pedit evit ma chomo peizanted a-walc’h en douar evit ma vo maget ar bed a-bezh. Ni hon eus fiziañs ennoc’h, c’hwi hag a bede ken kredus ha ken dibaouez.

Pedit evidomp holl ha Doue da reiñ deoc’h c’hoazh brasoc’h joa arc’hoazh peogwir e vo Gouel an Hollsent.

Gant doujañs ha karantez, Anjela.

31 a viz Here 1974

Print Friendly, PDF & Email