A Galon hag a Spered – Derc’hent ar prosez

Pediñ. Gouelañ. Memoriñ…
Na hir eo bet ar Sul-mañ !
Heklevioù eus ar birc’hirinded
Breizhiz o komz du-hont e Massabiella.
Ar skingomz o strewiñ keleier
Divizoù war ar Filmoù nevez
A vare da vare darvoudoù…
     Petra ’vo fenoz ?
     Gant petra ’vo graet arc’hoazh ?
Tud zo en noz-mañ
A glasko en aner an hun
Pe a ray gwallhunvreoù…

Dirak Lez-varn ar Vistri
— Oaned dirak bleizi —
Pemp warn-ugent tamallad
Difennerien Enor ha Buhez Breizh
A vo dismegañset dirak ar Bobl
Ar Bobl-se mouget hec’h Emskiant
Gant Skol, Radio, Tele ha media ar Gall
Ha hudurniezh o filmoù, o romantoù.

Va breudeur yaouank karet
Em c’halon ho tougan, holl ha pep hini
     Dic’houest on d’ober netra
     Nemet pediñ hag aspediñ
     Sant Erwan Helouri
Da vezañ kuzulier hoc’h advokaded
Ha Yann-Vari Perrot ha Yann-Kael
     D’aweniñ ho Parnerien.

Diwar an daouzek mil Breizhad
O deus pedet du-hont er bloaz-mañ
             Dirak ar Vamm a Druez
Pet o deus bet soñj ouzhoc’h, breudeur ?
Daouzek mil o deus kavet amzer hag arc’hant
Da vont da birc’hirinañ da bell-bro
     Daoust d’an nevedoù diniver e Breizh
     Gouestlet d’an Itron Varia !
     Met pet a gavo arc’hant hag amzer
     Da vont d’ho harpañ el Lez-varn ?
     C’hwi ar re a zo hon harozed
     C’hwi hag hoc’h eus roet hep damant
     Al lañs d’ar Stourm evit ar Frankiz
     Ar stourm evit ar Gwir hag ar Reizh.

Ronan. Erwan. Yann. Lionel. Padraig
Hag ho preudeur er stourm
Itron Varia Vreizh. Ho sent paeroned
Hor merzherien Yann-Vari ha Yann-Kael
Hag an holl re all d’ho tiwall
D’ho tiwall eus skilfoù ar bleizi
A glask ho tispenn, ho trailhañ
Ho tizenoriñ. Ha dizenoriñ Breizh !
Breizhiz : ar plouked, ar Bekasined
Ar chaokerien peilhast patatez.
Nag e karfen ’vefe hir va brec’h
Pe beg va botez koad !

O sent kozh va Bro dalc’hit m’ho ped
An unvaniezh sakr etre hor Stourmerien
An unvaniezh a ro nerzh
Nerzh korf ha nerzh spered
Da stourm evit Doue ha Breizh
     Hor Yezh hag hor Feiz.

16 a viz Gwengolo 1979

Print Friendly, PDF & Email