Awen ar galon

Pennad-kaoz gant Per Denez

Meur a wech on bet e darempred gant Anjela. ‘M eus aon ne oa morse evit kontañ kaozioù pe evit kas just ul lizher a vignoniezh — nemet e vefe marteze e-keñver an deiz kentañ ar bloaz —, kentoc’h e oa evit komz diwar-benn al labour pe an traoù a vije da vezañ graet, hag ivez pa ‘m eus embannet skridoù ganti, pe c’hoazh evit ober gourc’hemennoù dezhi evit ar pezh he doa skrivet. Aet ‘oan da welout anezhi ur wech bennak, gant ar vugale evel-just hag a oa laouen-tout. Soñj ‘m eus eus ti bihan Anjela, eus al loened a oa war-dro, eus an traoù brav a oa en he zi, pa ne vije bet nemet ar mein dastumet ganti war an hent. Roet he doa un nebeud mein limestra deomp, e-giz-se, da gas ganeomp d’ar gêr.

An degemer mod Breizh

Anjela he doa roet ur pennad mat eus hec’h amzer deomp ivez hag an dra-se ‘oa ur prof bras eus he ferzh, rak goude ma veze aet an dud kuit, hi a gave al labour d’ober. Daoust dezhi bezañ ur vaouez kalonek, ne oa ket ur vaouez ken kreñv-se hag al labour he doa d’ober a c’houlenne nerzh ha kreñvder. Setu, kement munutenn a veze kemeret diganti a oa ur vunutenn labour tennet diganti. Met hi a roe an dra-se gant mignoniezh.

Un dra all a oa : degemer a rae an dud e doare kozh Breizh, an doare ‘m eus anavezet war ar maez gwechall. Da lavarout eo, lakaat ar bara war an daol, an amann, un tamm formaj-kig, marteze ur banne sistr, hag evel-just ur banne kafe, lakaet ar chaftal war an oaled da dommañ. Degemeret e vezed e gwirionez, n’eo ket lavarout « demat » hepken hag un nebeud traoù dibouez, degemeret e vezed gant ar galon : degemer an dud en ti, kas anezho d’ober un tammig pourmenadenn er c’hornioù a gare ar muiañ, komz eus he farkeier, komz eus he bro. Bez’ e oa ur gwir eskemm ganti, a lakae an dud da gemer perzh en he buhez, da welout petra ‘oa he buhez. Kontañ a rae penaos e oa an devezh eviti, penaos e oa tu da vevañ — bewech m’on bet o welout anezhi, ez eo aet d’ar puñs da dennañ dour.

An dever

Evel-se ‘m eus soñj eus Anjela, ur vaouez bihan a-walc’h, aet un tammig kromm gant an oad, hag atav o vousc’hoarzhin gant mousc’hoarzh ar peoc’h diabarzh. N’ouzon ket hag-eñ e oa ken peoc’hus-se he c’halon e gwirionez, rak ar vuhez eviti ‘oa bet ur vuhez kalet, gant koll he zad, koll he c’hoar, ha chom da ober war-dro ar feurm.

Hi zo chomet an hini diwezhañ oc’h ober war-dro he zud, war-dro an ti. An dra-se a lenner a-wechoù en he barzhonegoù : bezañ chomet plac’h yaouank kozh hep kaout bugale da lakaat buhez en he zi, da reiñ un tammig levenez dezhi, hag ouzhpenn, da lakaat an traoù da badout. Ur soñj a veze ganti alies, un dra drubuilhus : gant piv e vije aet Traoñ-an-Dour, petra ‘vije deuet Traoñ-an-Dour da vezañ ? Marteze e soñje dezhi e vije bet tud c’hoazh da c’hounit an douar, evel m’he doa graet.

Bec’h ar brud

Un dra a zo c’hoarvezet ha n’eo ket bet ken mat-se eviti eo pa ‘z eo deuet da vezañ brudet-bras da heul an abadennoù skinwel a zo bet graet diwar he fenn. Diwar an devezh-se n’o deus ket paouezet an dud da zont da welout anezhi en he zi. En em c’houlenn a ran hag-eñ n’eo ket bet lakaet war al levrig bruderezh a vez graet gant ar syndicat d’initiative en he bro. « Petra zo da vezañ gwelet er C’hozh-Varc’had ? An iliz, ar Seizh Sant hag… Anjela Duval ! »

Bez’ e oa un dra vrav evit ar brezhoneg, evit Breizh, met ‘m eus aon un tammig fall eviti, peogwir e veze debret hec’h amzer gant ar weladennerien-se. Koulskoude e tegemere anezho atav en un doare dereat, peogwir e oa ur vaouez dereat ha seven. Hag ivez dre zlead, peogwir e soñje dezhi e oa ret komz evit Breizh, komz evit ar brezhoneg, bewech ma oa tu d’en ober, bewech ma oa ret en ober.

Ar garantez evit he bro

Bez’ e oa stag ouzh kement tra bev a oa en-dro dezhi. Karantez he doa evit an traoù, evit ar vro en-dro dezhi, evit ar wenojenn a gase d’ar parkeier, evit ar bleunioù a oa o kreskiñ war vord ar wenojenn, ar mein limestra-se hag a blije dezhi kement. Evit paeañ n’ouzon ket mui petra e oa bet ret dezhi diskar un nebeud gwez kozh. An dra-se ‘oa bet ur gloaz en he c’halon.

Klevet ‘m eus gant Ivona Martin ar boan he deus bet o lakaat Anjela da gaout un tammig aezamant en he zi. Diwezhat a-walc’h eo deuet an tredan. Degemeret he deus an traoù-se ha dav e oa, peogwir e oa ur vaouez kozh memestra, met marteze ivez he deus kollet neuze ar soñj pe un dra bennak deus ar pezh a rae plijadur an amzer gozh, pa oa gant he zad e-kichen an tan, er goañv pa ne oa tamm gouloù ebet en ti, nemet ar gouloù a zeue eus an tan, pe ar gouloù a zeue eus ar gleuzeur dre betrol, hag a oa e-kreiz an ti.

Daoust hag-eñ e oa ur vaouez a oa a-enep d’ar mont war-raok, a-enep d’an araokaat ? Ne gredfen ket lavarout an dra-se. Ar pezh ne blije ket dezhi a oa gwelout distrujañ ar vro, ha distrujañ kened ar vro, evit traoù faos, evit traoù ne oant ket ur gwir mont war-raok ; hi hag he doa labouret kement gant he c’horf ha gant he daouarn a ouie pegen kalet e oa ha ne c’helle nemet kaout c’hoant da gaout ur vuhez aesoc’h.

Spered tud ar maezioù

Soñj am eus eus Anjela evel ur vaouez n’he doa ket bet aotre da chom pell amzer er skol, ha koulskoude he doa en em zesket hec’h-unan. Ne vefe ket lavaret e oa ur vaouez desket dre m’he dije dastumet kalz deskamant er skolioù, met lennet he doa kalz hag he doa miret soñj eus ar pezh he doa lennet, hag e ouie implijout an traoù-se en doare eeunañ ha gwirañ ma oa tu. Ne oa ket c’hoarioù gerioù na c’hoarioù spered ar pezh a gonte. Atav e oa traoù o tont deus ar galon, en un doare eeun ha sklaer. E gwirionez ar brezhoneg a zo bet eviti ur vammenn a blijadur : un doare silvidigezh a zo deuet dezhi gant ar brezhoneg.

Hag o prederiañ war ar pezh he deus graet Anjela ez eus ennon kalz a levenez met ivez un doare kounnar, o soñjal na pet a dud evelti o vevañ war ar maez, maget ha savet er yezh, o dije gallet sevel traoù kaer, evit o c’henvroiz, evit an dud all hag evit an amzer da zont. Miret zo bet outo d’en ober, peogwir eo bet distrujet ar  yezh  enno,  ha  peogwir  int  bet distrujet war un dro gant ar yezh. Setu, bez’ eo Anjela evel un testeni deus ar pezh a vije bet tu da Vreizh bezañ, ma vije bet aotreet da vevañ he buhez hervez he c’hoant.

Ur bern tud evel Anjela a oa war maezioù Breizh, tud speredek, tud hag a oa galloud ganto en o yezh, tud hag o doa ijin, o doa ur galon dener, ur galon domm, hag a zo bet miret outo da vevañ, da vevañ evito o-unan ha da vevañ evit ar re all. En abeg d’ar sistem deskadurezh a zo bet plantet warno, hag en deus distrujet anezho. Anjela a zo bet gouest da sevel he c’hein, da vont dreist d’ar sistem-se, da embann pegen drouk e oa, ivez da ziskouez ar pezh a vije bet tu d’ober gant ar yezh ha gant ar frankiz. Setu un dra a lak an den da vezañ fuloret war-lerc’h ar re o deus distrujet ar vro evel-se, hag o deus distrujet kant Anjela all o dije gallet sevel e Breizh.

Ar stourmerez

Anjela he deus gallet sevel he c’hein, peogwir e oa an dra-se en he natur, sur a-walc’h, ur stourmerez a blac’h e oa. Daoust hag-eñ e oa kristeniezh, n’ouzon ket, peogwir e lavar ar gristeniezh alies d’an dud plegañ ha gouzañv hep ober trouz. Me ‘gav din ez eo ar brezhoneg.

Evel-just he deus bet ar chañs da gavout war he hent an aotrou Klerg hag Ivona Martin hag o deus broudet anezhi da skrivañ. Hi a lavar ivez pegement e tle da Roparz Hemon peogwir e skrive dezhi eus Iwerzhon da lavarout pegen laouen e oa o kaout traoù savet ganti en he yezh. Hi he doa c’hoant ha youl d’ober un dra bennak evit ar brezhoneg : hi a chome stag ouzh ar brezhoneg hag ar brezhoneg a chome stag outi.

Goude ma oa marv he familh, ne oa nemet ar yezh hag a chome dezhi, hag ar yezh ne c’helle ket mervel. Emichañs e oa natur an den ivez : hi a oa ur plac’h, koulskoude he deus gallet chom da vevañ hec’h-unan diwar un tamm atant bihan a netra e-giz-se. Ur vuhez kalet e oa, ha memestra e oa chomet da vevañ war ar maez, en doare diaes a oa he doare, ha stourm evit ar brezhoneg. An dra-se a zeue eus ar memes tro-spered.

Barzhez ar galon

Pep barzh en deus e zoare e-unan. Hi a zeue dezhi an awen pe ar from eus ar galon, hag atav e oa enni ar garantez-se, evit ar vro, evit ar yezh, evit an dud. Un dra nevez he deus degaset el lennegezh en abeg d’ar yezh a zeue aes ganti, en un doare flour, en abeg d’ar santadurioù, d’an awen a oa un dra bennak don a zeue eus an douar.

Hag ivez, ur mare ‘oa da nebeutañ, e oa bet skrivagnerien hag a oa tost eus an douar, a oa bet o vevañ war ar maez en o yaouankiz, met tout o doa kuitaet al labour war ar maez. Setu ar vuhez war ar maez a oa evito evel un eñvor plijus, peogwir e oa amzer o yaouankiz. Gant Anjela e oa disheñvel. Hi a oa chomet da vevañ ha da labourat war ar maez, hec’h-unan penn, an dra-se a ranker kompren. Ne veze rannet al labour gant den all ebet.

Samm al labour

Hi he deveze d’ober pep tra. Dezhi e oa da skrivellañ ar marc’h, da reiñ foenn d’ar marc’h, da sterniañ anezhañ, da gas anezhañ d’al labour. Peurliesañ en ur vereuri e vez rannet al labour, labour evit ar baotred, labour evit ar merc’hed. Hi a oa war un dro paotr ha plac’h en he mereuri. Setu dre ret e oa he barzhoniezh disheñvel diouzh ar pezh a oa bet klevet betek-henn.

Emily hag Anjela

Skrivet ‘m eus diwar-benn Emilie Dickinson hag Anjela Duval. D’ar mare-se ne oa ket kement a verc’hed o skrivañ barzhoniezh hag em spered em eus klasket keñveriañ anezho, peogwir Emilie Dickinson ne oa ket dimezet, peogwir e oa o vevañ war ar  maez ivez — ne gav ket din e laboure evel Anjela.

Hi ‘oa ur vaouez en ur stad a zispac’h ha dreist-holl a-enep d’ar relijion pe a-enep da Zoue. Er c’hontrol Anjela Duval, a seblant din, a oa doujus a-walc’h ouzh ar relijion. Setu e kavfen e oa muioc’h a zispac’h e-barzh Emilie Dickinson eget e-barzh Anjela. N’em boa ket kavet ar memes ton gant Anjela ha gant Emilie Dickinson. Met marteze e gwirionez ez eus traoù all leun a nerzh, a stourm, traoù kalet gant Anjela Duval ha n’eus ket gant ar varzhez all.

Bev da viken

P’emaon o klask don ennon, n’on ket gouest da gregiñ da soñjal ez eo marv. N’on ket aet morse en-dro da Draoñ-an- Dour evel-just (evit-se, Traoñ-an-Dour a zo atav evidon evel ‘m eus gwelet anezhañ, en amzer ma oa bev Anjela). Met trawalc’h eo din kemer ul levr ha lenn he barzhonegoù, hag e welan Anjela dirak ma daoulagad. Dreist-holl e welan he mousc’hoarzh, bet brudet gant al luc’hskeudennoù anavezet mat.

Gwelout a ran anezhi em eñvor, hec’h-unan er porzh gant he chas (unan ‘oa bet anvet FLB, « Felbe » a lavare-hi) ha soñj ‘m eus eus ma bugale o c’hoari gant al loened-se. Emichañs int o deus soñj ivez eus Anjela Duval. N’ouzon ket pet bugel en he c’horn-bro en deus soñj diouti. Met bez’ zo ur bern bugale na oant ket eus he bro hag a oar bremañ piv a oa Anjela.

 

Enrollet gant Ronan Koadig

Print Friendly, PDF & Email