An tri breur (Marvailh)

Ur wech e oa hag ur wech e vo evit reiñ roll d’an holl gaozioù.
Ur gaoz, div gaoz. Añjelig a gav mat krampouezh !
Evel-se e komañse va zad bep tro pa gonte din ur gaoz d’an noz e-tal an tan.
Ha da echuiñ e lavare ivez bep tro : Ma’m bije bet ur marc’h bihan brun, me ‘oa aet di dilun.

Ur wech ‘ta e oa ur c’hoadour kozh o chom e traoñ ar C’hoad-Fav en un doare kastell mil moudenn ‘met ne oa ket toet gant mil soulenn, gant balan e voe toet. Kozh-kozh ‘oa Jakaouig pell amzer ‘oa, na oa ken evit labourat. Keuneuta ‘rae dre ar c’hoad hag eus an aluzen e veve.

Gwechall en amzer, e wreg he devoa ur c’havr, ur c’hi, ur c’hazh hag un toullad yer. Ar c’havr ‘oa bet gwerzhet goude marv e wreg rak Jakaouig ne oa ket bet biskoazh gouest da zeskiñ goro. Ar yer ‘oa aet gant al louarn hag ar c’hi ‘oa bet marvet gant ar geuz d’e vestrez. Ur c’hog en devoa miret — sederoc’h, emezañ, e vez an traoù en-dro din — hag ar c’hazh Paotr-Du da harz al logod da grignat e dammoù bara klask ha da doullañ e c’holc’hed pell.

E vinvioù d’ober eus koad ‘oa bet aet gant e vibien, ne chome gant Jakaouig nemet ur falz da droc’hañ an drez hag al linad diwar dro e siklud.

Pa varvas Jakaouig ne oa ket kalz a labour d’an notered gant e destamant na da rannañ e beadra etre e dri mab. Tri dra a chome war e lerc’h ha tri heritour e oant. ‘Oa ket diaes, ‘oa ken tennañ plouz-berr etrezo ha graet e voe, rak e damm arrebeuri ‘oa mat nemet d’ober fileroù-trebez (d’ober tan).

An tri breur-mañ, Soaig, Matig ha Jilo, ‘oa tri c’hwil, tri baleer-bro, kalz gwelloc’h o genoù evit o c’horfoù. En em zibab a raent, hep kemer nemeur a boan, bepred.

Tennañ ‘rejont ‘ta plouz-berr war ar c’hog, ar c’hazh hag ar falz. Soaig a zegouezhas dezhañ ar c’hog, Matig ar c’hazh ha Jilo ar falz.

Boen ! Setu int o tivizout etrezo mont da glask fortun dre ar bed ha retorn o-zri da sikludenn o zad ‘benn un deiz hag ur bloaz goude.

Soaig a dapas e gog Klipenn-Ruz en ur gozh paner. Matig a vountas e gazh Paotr-Du en ur c’hozh sac’h lien ha Jilo a dapas e falz war goubl e vrec’h, ha tius hag en hentoù, pep hini en e roud da glask fortun.

Goude un toullad devezhioù bale en em gavas Jilo en ur vro e-lec’h ma oa krog an eost. Gwelet a rae savadelloù segal er parkoù. Amañ, emezañ, n’eo ket bro ar bara gwenn ‘m eus aon ! ‘Welan ‘met segal. Merzout ‘reas moged o tont eus korn ur park hag ur bern tud o c’haloupat dre ar park. Pa oa erru a-geñver gant un toull-karr e chomas batet. Ne gomprene mann er jeu.

« Oc’h ober petra ‘oc’h aze ? eme Jilo d’an dud. Lakaat a refet an tan en ho tamm eost a gredan. Ober tan en ur parkad ed bara d’ar c’houlz-mañ !
– Damen ! emeze. Ret mat eo dimp ober tan moarvat p’eo ret dimp derc’hel ruz hon minaouedoù…
– Petra’r foeltr ? Minaouedoù ? » eme Jilo.

Ya, en gwirionez, minaouedoù ruziet en tan ‘oa ganto o stekiñ eus ar soul, deviñ ar blouzenn a raent e-lec’h he zroc’hañ. Met, evel-just, ne chome ket pell o binvioù ha labour galoupat o dije hep ober nemeur a fonn war o labour.

« Biskoazh kemend-all !, eme Jilo. Biskoazh tud ken sot-all am boa gwelet em buhez. Me avat zo o vont da zeskiñ deoc’h troc’hañ segal. »

Ha Jilo da dennañ ur pennad higolenn eus e c’hodell, da frotañ e falz hag eñ da droc’hañ segal.

Paotred o minaouedoù avat a vanas o genoù ganto war c’hwec’h eur o welout pebezh labour a rae Jili gant ar benveg iskis-se.
« O va Doue, va den mat ! emeze. Gwerzhit ar benveg-se dimp, en anv Doue, hag e vimp mil rikouret an Neñv !
– Ar benveg-mañ eo va holl beadra, eme Jilo, hag ouzhpenn heritaj va zad eo. N’emañ ket da werzhañ.
– O, ni a zigollo ac’hanoc’h, ni ho ped, gwerzhit dimp ho penveg. »

Termet ha digarezet en devoa Jilo evit sachañ muioc’h war e varc’had hag a-benn ar fin ez asantas gwerzhañ e falz : kant skoed en arc’hant gwenn.

Matig, er c’heit-se, a rae roud ivez gant e gazh. Setu-eñ oc’h en em gavet en ur vro heñvel eus un dezerzh. Ne wele nemet trevadoù drailhet pe an douar noazh war e hent ha tud o redek a-dreuz hag a-hed ar parkoù gant bizhier en ur lardañ an douar.

« Daoust oc’h ober petra ‘r c’hurun emañ an dud-mañ gant bizhier dre amañ ? » a soñje Matig. Tostaat a reas ha goulenn diganto o c’hoari petra ‘oant.
« C’hoari ? C’hoari ? Hemañ zo ur c’hoari drol avat. ‘Welit ket ‘ta penaos eo debret hon eost hag holl drevadoù an douar gant al logod ? Setu omp ‘n em glevet, holl dud ar c’hontre, d’ober ul lazhadeg warno gant hon bizhier met ne dapomp ket nemeur rak ar re-mañ zo loened akuit. Tapout tamm a reomp avat.
– Ma ! C’hwi zo sot ! eme Vatig. Me zo o vont da ziskouez deoc’h penaos ‘vez distrujet ar seurt loened-se. »

Ha Matig da dennañ e gazh Paotr-Du er-maez ar sac’h, da flourañ e grev dezhañ gant e zorn en ur ober, gant e vouzelloù, un drouzig evel ma ra al logod bihan en o neizh. Paotr-Du a reas diouzhtu ul lamm eus etre divrec’h Matig, lemm e lagad gantañ, ne voe ket pell o kaout tres eus al logod ha da bokañ moarvat ploup ! war unan e zent e chouk he c’hil. Ploup ! war un’ all gant e ivinoù. Biskoazh ne voe bet Paotr-Du e seurt abadenn ! Hañ ! a soñje, ar re-mañ zo aezetoc’h da dapout evit re Jakaouig !

Ne voe ket bet diaes da Vatig gwerzhañ e gazh e c’hellit krediñ. Un tamm ardoù a reas evel paotr e falz ivez, abalamour da dennañ muioc’h a arc’hant. Ken nec’het ‘oa erru an dud gant al logod a oa o rivinañ ar vro ken o devoa asantet reiñ dezhañ ar pezh a c’houlenne, kant skoed en aour melen.

Soaig en devoa baleet war-du ar sav-heol a gredan. Un nozvezh e oa aet da glask lojañ en ur vourgadenn. Pa ‘oa koaniet gant an dud, setu ar perc’henn o lavarout e oa poent stagañ an denn.
« Stagañ ? eme Soaig. Stagañ d’an eur-mañ ? D’ober petra ‘ta ?
– Damen avat ! eme ar perc’henn. Da vont da gerc’hat an deiz Hon zro zo henozh !
– Da gerc’hat petra ‘livirit ? Poan en devoa Soaig o kompren.
– Da gerc’hat an deiz a lavaran deoc’h ! Pep tieg eus ar barrez a ya d’e dro gant e denn, karr ha kezeg.
– Biskoazh kemend-all ! eme Soaig. Ha bete’ pelec’h ‘ta ‘rankit mont neuze ?
– Feiz ! Betek ar sav-heol, sur moarvat !
– Ma ! eme Soaig. Tud sot a ran ganeoc’h. Em bro-me ne vez ket ret d’an dud mont da gerc’hat an deiz avat. Du-mañ ‘z eus ur seurt loened pluñv hag a sach warnañ da zont tro-pad ma vez an dud o kousket. Ha bezañ ‘z eus unan ganin amañ em faner ! Ha Soaig da dennañ Klipenn-Ruz er-maez.
– O va Doue ! eme ar perc’henn, ul loenig koant eo sur avat, met ne gredan ket e ve’ gouest da zegas an deiz dimp, nann !
– Eo, eo ! Na vezit ket nec’het ! Lezit se war va c’hont hag it da gousket hardizh.
– Da gousket ? N’imp ket laouen, ret eo dimp gwelet e pe stumm e tegas hemañ an deiz. »

Roet e voe un tamm boued d’ar c’hog ha lakaet da gludañ war lein an armel, met, eme Soaig, ret ‘vo lazhañ ar gouloù.

C’hwezhet war al lutig hag an dud da luduenniñ en-dro d’an oaled. Perc’henn an ti ne voe ket divorc’hed : ma ne vije ket gwir ar pezh a lavare an tremener-mañ ? Sed aze un dro lous dezhañ ma ne zeuje ket an deiz. An dud ne gouskent ket met ar c’hog a gouske bepred…

War-dro teir eur moarvat — n’oa ket a orolajoù er vro-se — ar c’hog a reas teir ganadenn ken e voe spontet tud an ti nemet Soaig evel-just.

« Komprenet hoc’h eus ? eme Soaig. Dont-a-ray-an-deiz ! eme ar c’hog, teir gwech. »

Hag a-benn ur pennad goude e reas teir ganadenn all adarre. An dro-mañ e lavare, eme Soaig d’an dud : « Dont-a-ra-ganin ! »

N’ouient ket pe grediñ c’hoazh pe betra.

D’ar maread goude e lavaras ar c’hog, bepred hervez Soaig : « Erru-eo-an-deiz ! » teir gwech.

« Ac’hanta ? eme Soaig, krediñ a rit bremañ ? » Hag en gwirionez, erru ‘voe an deiz.

An dud ‘oa stad spontus enno. O ! ma c’helljent kaout loened ar seurt-se e vijent rikouret. Echu neuze d’ar charreoù noz etrezek ar sav-heol ! Kinniget ‘voe da Saig prenañ digantañ e loen evel-just. Ha ma feiz, goude ur bern ardoù ha digarezioù e reas Soaig ar marc’had : kant skoed aour hag ur marc’h bihan brun da dougen anezhañ d’ar gêr.

An tri breur, retornet hervez o fromesa da foukenn o zad e traoñ ar C’hoad-Fav a zivizas etrezo sevel un ti nevez en maen un tamm uheloc’h, a-grap an dosenn anvet Run-Ivinenn e-kichen Koad-ar-Waremm, el lec’h anvet bepred ar Glotennig. Eno e vevjont bete’ mervel :
Mes mont a raent evel gwechall
Da vale bro gwech ha gwech all

Mar deo gwir eno, eo gwir amañ ivez.

 

Print Friendly, PDF & Email