An neñv

An neñv ‘vez heñvel gwechoù
eus ur mor hejet gant an arnev
ar c’houmoul warnañ pennbouellet
an eil dreist eben, evel bagoù
barnet d’ar peñse.

An neñv ‘vez heñvel gwechoù
ouzh un tropell deñved
o peuriñ el letonenn
a-vagadoù bihan gwenn.

Print Friendly, PDF & Email