Tad-kozh Roperz-Huon

Pour notre bien à tous Ah! que j’y suis sensible Il  s’est  rendu  souvent La tâche trop pénible

Mère Anne de Jésus (unan eus e verc’hed)

 

Kentskrid

Hiziv, pemp a viz C’hwevrer 1980, ‘zo trizek vloaz ha kant ‘oa badezet va mamm : Marie-Françoise Ollivier, merc’h da Jean-Marie ha da Vincente Pasquiou.

Ganet ‘oa ar bugel, an dekvet, an deiz a-raok, ar bevar. Div vadeziant ‘oa asambles en deiz-se e Tonkedeg. Ar bugel all ‘oa mab Loeiz Rioù eus ar Gerveur eus penn pellañ ar barrez. Fall-spontus ‘oa an amzer, hervez : glav, avel, kurun. Kurun ken pounner ma oa kouezhet, gant ar stroñs, an dorzh-vara a-dre daouarn matezh Loeiz Rioù, pa oa o troc’hañ soub evit pred ar vadeziant.

Pa oa deut tud ar badeziantoù er-maez eus an iliz, o doa ranket chom en ostaleri nesañ da c’hortoz an dour da devel, ha lakaet ‘oa bet an daou boupig war ur gwele e-pad ma oa ar gompiri hag an tadoù hag an div wrac’h-an-holen o kemer ur banne kafe tomm.

Hervez a gonte din va mamm, Doue d’he fardono — emañ nav bloaz warn-ugent ‘zo e bered Plouared —, an daou vugel-mañ deut da dud yaouank a ‘n em hege diwar- benn an darvoudig-se.

« Ni, eme Loeiz (Loeiz evel e dad), hon eus kousket asambles gwechall. Tu ‘vefe dimp d’ober c’hoazh ! » Met Mamm ne blije ket ar gaoz-se dezhi : « Torgos Loeiz Rioù ! emezi. Ne’m eus ezhomm ebet eus an tamm bern c’hwezh-se ! »

Ma, tudoù, fentuzik a-walc’h eo, met ur mab d’an Torgos-se ‘vije bet war ar renk ivez gant merc’h va mamm. Met setu, na hennezh, na hini all na oa lakaet eviti. Da C’hras Doue !

Paotred Rioù-se ‘oa er skol asambles gant va zad. Kañfarded a oant ; ne vane itrik ebet ‘n o zreñv da ober. Ha Loeiz Rioù gozh ‘oa un tad reut ha drouk zoken. P’o dije graet ar baotred ur bourd bennak war roud ar skol — hir ‘oa ‘n hent eus ar Gerveur d’ar bourk — ec’h errue ar paotr kozh er skol da gotusañ ar baotred : « Diwiskit ho pragoù, va mignon, ma rin deoc’h ur goreksion inkordial ! rak meritet hoc’h eus !» Ha bazhad d’ar baotred dirak ar skolaer hag e skolidi.

Met arabat din kemer re a dro da gontañ va c’haoz pe n’erruin biken er fin.

Va c’hoant a zo, pell ‘zo, lakaat war baper ar pezh a gonte Mamm din a-zivout he zad : va zad-kozh Roperz-Huon, marv daou vloaz kent va ganedigezh, ne’m eus ana- vezet eta anezhañ nemet dre lavar va mamm. Met a-viskoazh, abaoe va oad tene- rañ ‘m eus bet un doujañs vras evit an eñvor anezhañ. Mamm evel-just n’he deus ket kontet din e vuhez eus an deroù d’an diwezh evel ma vez kontet an traoù en Istor Breizh, hag Istor Bro-C’hall, o heuilh an darvoudoù a-dreuz an amzer.

Kontañ ‘rae din munudoù kentoc’h, hep bout gouest da lavarout just a-walc’h e petore bloaz ‘veze c’hoarvezet tra pe dra.

Rak-se n’hellan reiñ amañ nemet drailhennoù ha n’eo ket ur vuhezskrid.

Piv ‘oa va zad-kozh ?

Evel an holl, pe dost, em boa daou dad-kozh evel-just. Met tad va zad, marvet abred o lezel gant e intañvez nav bugel da sevel : daou vloaz ar yaouankañ hag a- boan triwec’h vloaz ar c’hoshañ, an hini a dlee c’hwec’h vloaz warn-ugent goude bezañ va zad. Ar pezh a ouzon eo e oa Charlez Dualenn (Duval) ur gwell labourer, un den reizh ha reut ouzh e vugale evel ma oa kalz a dadoù d’an amzer-se.

Eus tad va mamm avat, daoust ma oa marvet daou vloaz a-raok ma oan deut war an douar, e chom ganin a-walc’h evit reiñ un alberz eus e bersonelezh. Ha se, gras da’m mamm hag a gare kalz komz diwar-benn he zad. Sellout a rae anezhañ evel un den-skouer.

Jean-Marie Ollivier, e brezhoneg-pobl : Chañ-Mai ‘n Olier hag anavezet kentoc’h e Tonkedeg hag e Plûned dindan an anv a Chañ-Mai Golaz, e dad ‘oa Nicolas ; Kola ‘n Olier ‘veze graet outañ. Ginidik ‘oa Kola ‘n Olier eus ar C’hrec’h-Balan e Plûned, mab da Jan ha da biv ? ma ne fazian ket, da bennhêrez Jerom Brougannoù. Daou vab o doa : Kolaz ha Jean-Marie, paeron va zad-kozh, ha div verc’h : Mari, dimezet e Tregrom gant Gwilh ar Foll ha Maivon chomet dizimez, kamm ‘oa ha va mamm a lavare atav va zintin « ar Gamm ». Honnezh ‘oa bet badezet ‘n ur c’hraou e-pad ar Reveulzi vras ; va zud-you-gozh a guzhe beleien.

Diwar ar pevar bugel-se na oa nemet Kolaz, dimezet da Barba Poezel, a gement ‘oa deut bugale dezho. An hini ‘oa paeron va zad-kozh Jañ-Mari ‘oa marvet den yaouank goude ur c’hleñved hir ha poanius-spontus. Bet bleñset talon e droad p’edo krennard o kouch ar c’hezeg war an alar ‘n ur valaneg, ma oa chomet tammoù kefioù lemm en douar goude bout bet tennet ar balan. Deut ‘oa an askorn da washaat ha ret ‘oa bet a-benn ar fin troc’hañ e c’har dezhañ. Va zad-kozh, hervez Mamm, a gemere e baeron evit ur sant. Gouzañvet en doa merzherinti gant pasian- ted. Pa na oa mui evit bale en doa ‘n em lakaet da wriat kement ha diverrañ un dra bennak. Lenn a rae kalz, speredek ‘oa ha devot evel un ael.

Mari, ar c’hoar dimezet e Tregrom, ‘oa divugel ivez. Merc’h henañ va zad-kozh ‘oa deut d’ober war he zro en he c’hozhni. Aet e oa en he bugaleaj : un daouzek pe drizek ha pevar-ugent vloaz he doa pa oa marvet. Ha hi a felle dezhi bezañ gwisket kaer, gant ur gatiolenn mar plij, peogwir, emezi, e teue tud a renk uhel da wela- denniñ anezhi. Ha va zintin Anna-Mari, deut da vezañ « Mère St. Lucien », he dije fent gant he zintin gozh. Prenet o doa ur groaz kaer da iliz Tregrom ; emañ bepred anv Gwilh ar Foll war ar groaz-se ha soñj am eus p’edon er skol, da welout ur bla- kenn varbr gwenn war o bez e bered Tregrom. Evel ma n’o doa hini anezho familh tost ebet, n’ouzon ket petra ‘zo bet graet gant ar blakenn-se.

Neuze ne chome eus tiegezh an Oliered nemet Kolaz da lezel diskennidi. O ! nebeut. Dimezet diwezhat ivez, n’o doa nemet daou vab : va zad-kozh hag e vreur, va zonton Job, dimezet hemañ gant Choñ ar Penven eus Plûned.

Homañ avat ne blije ket da’m mamm-gozh ; sot e oa gant he c’hof. Met ne oa ket nec’het gant kof ar re all ! Da lâret eo, gwelloc’h ‘oa da gaout eget da reiñ. Hag evel ma lavar ar c’hrennlavar : Kemer hep reiñ ‘laka ‘r garantez da dreiñ.

Va zonton Job ‘oa aet da chom da Blûned gant e Choñ, e plas e dud-kozh, ha va zad-kozh ‘oa chomet e Roperz-Huon e-lec’h ma oa ganet, hag eno ‘oa marvet da dremen pevar-ugent vloaz, Doue d’e bardono !

Barba Poezel ‘oa marvet war-dro he hanter-kant vloaz o lezel he daou vab mino- red, na oant nemet krennarded pa oa marvet o mamm, peogwir e oa o zud war an oad pa oant dimezet.

Un tamm deskamant ‘oa roet dezho memes tra, ar pezh ‘oa rouez a-walc’h e-touez an dud-etre war ar maez. Bez’ ‘m eus bepred em dalc’h tammoù lizhiri skrivet gant va zad-kozh. ‘Lârin ket int difazi a-fed reizhskrivadur met sklaer eo displeget ar mennozhioù ha leun a vousfent. Ober a rae renabloù end-eeun, hervez Mamm, ha lizhiri-feurm. Gant « Frer Gabriel » ‘oa bet er skol e bourk Tonkedeg, tost ‘oa d’ar bourk ; ur c’hilometr war-dro.

Va zonton Job ‘oa ar mab henañ, eñ ‘oa bet dalc’het kentoc’h er gêr da labourat. Se ‘erru gant kalz. Hast o dije o zud da lakaat o bugale el labour, se a dalveze dezho kaout un devezhour nebeutoc’h da baeañ, ha ret ‘oa sellout berr. Start ar vuhez…

Va zad-kozh ‘oa bet pell kolist, ha goude pa oa deut da vezañ den yaouank, e oa chomet bepred er c’heur da ganañ, darn a lâre : « Ya, abalamour d’espern gwenneg e gador ! » Diwezhatoc’h, pa oa bet anvet da guzulier-kumun, en devoa paouezet da vont d’ar c’heur, dres abalamour da se. Ur c’haner kaer ‘oa va zad-kozh, a-hervez, ha goût a ouie ur mil bern kanaouennoù ha gwerzioù a bep seurt, hep kontañ evel- just ar c’han iliz, kement kantik, kement salm, kement himn ‘oa tout. Biskoazh, eme Mamm, ne oa bet ret d’e vugale kaout levr katekiz ebet. Adalek ar ger kentañ betek ar ger diwezhañ e ouie Tad-Kozh ar c’hatekiz, goulenn ha respont hep levr ebet, ha bemnoz e veze graet katekiz e Roperz-Huon — nemet d’an amzer-eost —,

n’eo ket hepken da vugale ar gêr, met ivez d’ar re war-dro, ha goude ar gentel gate- kiz e veze kanet ha c’hoariet en nozvezhioù hir ar goañv. Met da nav eur — eur an heol — ‘veze echuet, rak ret e veze sevel abred antronoz.

Kreñv ‘oa ar veleien d’ar mare-amzer-se. E kement parrez ‘veze ur c’hure hag alies daou. Amzer o dije eta da soursial ouzh ar yaouankiz. Setu ma veze desket d’ar re a oueze lenn c’hoari pezhioù ur wech an amzer, e brezhoneg evel-just. Va zad-kozh ‘oa gouest da zibuniñ war e hed Buhez Pevar Mab Emon, meur a wech ‘oa bet o c’hoari ar pezh-se, zoken goude ma oa tad a familh. Eñ a rae Renod. Bez’ ‘m eus c’hoazh un tamm eus al levr, skrivet ‘n ur brezhoneg leun a c’herioû galleg, ha brez- honeg uhel sañset gant gerioù ne vezont klevet mui er parlant pemdeziek.

E galleg, hervez, ne oueze nemet div son, « La Chanson de Pierre Dupont » :

J’ai deux grands bœufs dans mon étable,

Deux grands bœufs blancs marqués de roux… hag all.

Ha neuze : « Le Fils du Grand Lucas. »

Un nozvezh ‘oa ‘n em lakaet Mamm-Gozh da gontañ pet son a ganfe kent mont da gousket : ha pa oa savet da vont da reiñ o c’hoan d’ar c’hezeg e c’houlennas Mamm- Gozh digantañ :

« Pet son ‘c’h eus kanet fenoz ? »

  • ‘M eus ket kontet, seizh pe eizh ‘michañs.
  • Ya, teir warn-ugent !
  • Ma ! emezañ ‘n ur adazezañ war e Neuze emaon o vont da ganañ dit unan all c’hoazh hag ez pezo div dousenn !… »

Ar memes hini avat a veze bep tro d’echuiñ :

Paneve Naig ar Bouder, Merc’h ur botaouer-koad, Me a rafe va mestrez

Anezhi a galon vat. (div wech)

Ar poz kentañ a gane ‘n ur vont er-maez eus an ti hag an hini diwezhañ o tistreiñ, ar pozioù kreiz a veze evit ar c’hezeg !

D’ur mare ma oa poan bevañ er vro, e lavare Mamm-Gozh d’he gwaz : « Hemañ a gan bepred ha me amañ hanteramzer klañv gant an drubuilh. — O ! a responte Tad-Kozh. Ma ne vezez nemet hanteramzer eo brav dit. Me a vez ordin’. » Hag e kane bepred !

An donezon-se ‘oa deut dezhañ eus a berzh e vamm : Barba Poezel. Hi a gane ivez hag ur vemor dreistordinal dezhi. P’he dije klevet ur ganaouenn pe ur werz ur wech, ‘oa desket ganti. Hir-kenañ ‘oa ar c’hanaouennoù gwechall koulskoude : e

« Raion an Heol » ez eus tremen tregont poz, e son « An Nezadeg » e tle bezañ muioc’h, hag e « Janed en Kêr » ‘z eus tremen tregont ivez.

Met ar peurvuiañ eo e-pad ar beilhadegoù-labour, er goañv, eo a veze kanet ar gwerzioù hir-se. A bep seurt labourioù a veze graet goude koan, e nozioù hir ar goañv : nezañ, ober stamm, didilhañ kanab, braeat lin, dibuniñ neud da gas da wiadiñ, troadañ binvioù, ober skubellennoù bezv ha balan, dantañ restell-eost, tachañ ha kelc’hiañ boteier-koad, kelc’hiañ ar skudilli faout, ha poazhat ar potouarniad evit boueta ar moc’h en deiz war-lerc’h.

 

Mont da soudard

Ne oa ket daou vloaz etre va zad-kozh hag e vreur. Trubuilhet ‘oa Kolaz ‘n Olier pa oa deut ar mare da dennañ d’ar bilhed. D’ar « sort », evel ma skriv Lan Inizan.

Seizh vloaz servij a ranke ober an hini ne vije ket ar chañs a-du gantañ an deiz-se. Seizh vloaz ! Bloavezhioù kaer o yaouankiz ! ha kaset e veze ar Vretoned d’ar pennoù pellañ a Vro-C’hall, al lodenn vrasañ outo ne oant ket gouest da zegas un tamm keloù d’ar gêr, ha meur a hini eus o familh hag o amezeien a veze aet da anaon ‘n ur ober seizh vloaz… An dud a renk uhel a baee « ramplasanted » evit o faotred, met ker-ruz e kouste dezho.

Va zad-you-gozh eta, ‘oa nec’het-bras p’en devoa tennet e vab henañ un niverenn izel, 33 ma ne fazian ket. Berr e chome an dud en ti : ur vatezh kozh, va zad-kozh hag ar paotr kozh, e dad ‘oa dija oadet kaer. Ret ‘vije kaout devezhour pe mevel e plas an hini ‘oa ret dezhañ mont da soudard, met kalz, kalz keroc’h e oa paeañ ur ramplasant.

Iskis ‘oa al lezenn : an hini en dije ur breur dija dindan an armoù, ne vern pe vilhed a denne, ‘oa dieub a servij. Setu neuze Job a rafe seizh vloaz ha Chañ-Mai ne rafe servij ebet. ‘Oa ket reizh-kaer se. Met ur ramplasant ne zieubje ket anezhañ. Neuze penaos ober gant ur yalc’h vihan ? Paeañ adarre un eil ramplasant evit an eil vab ma tennje ur bilhad fall ? Ret ‘vije bet gwerzhañ an holl leve.

Ma, setu aet Job da soudard gant ur c’horfad droug ennañ. Kaset ‘oa du-hont da

« Lille-en-Flandres » evel ma lâre, ha chomet ‘oa daou vloaz hep degas ur ger d’ar gêr.

Ya, pell-daonet ‘veze kaset ar paourkaezh Bretoned. Ar c’hemener, Erwan an Alan, ‘oa aet da « Lyon-sur-Rhône », unan all da Vontélimar ! Ha war droad ! ne oa tren ebet, eus an eil kazarn d’egile war o zreid, e-tailh da vezañ reformet ‘n ur erruout e penn o beaj.

Bez’ ‘oa lod hag a veze mil boan ouzh o lakat da loc’hañ. Kontet he deus Mamm din meur a wech istor Skoanad Moutin — n’ouzon ket e anv-badez — ‘oa anavezet nemet dindan an anv-se « Skoanad ». Un denig ne oa ket kalz a wad dindan e ivinoù ‘oa hervez. Met tapet ‘oa da soudard, ha pa oa deut an eur da vont en e roud e oa aet e vreur, ur bloaz yaouankoc’h, da ambroug anezhañ etrezek Gwengamp, ur pezh

ugent real ‘oa roet dezhañ gant e dad d’ober e roud. Ar breur, ne’m eus soñj ebet eus e anv kennebeut, a oa ur paotr speredek ha n’en doa ket aon rak e skeud.

A-vount hag a-sach e rankas stlejañ ar Skoanad. Ne rae bremañ nemet gouelañ ha klask ‘n em deurel en toufleziadoù dour evit ‘n em veuziñ — pe ober sin —, a-benn ar fin e lâras e vreur dezhañ :

« Ma, sell, kerzh war da c’hiz d’ar gêr da grañchat el ludu, tufer daonet, kac’her er gwasked a zo ac’hanout, ha me a yel’ ez plas da soudard.

  • Ha mont a rafes ? eme ar
  • Ya, kenavo, aet on, sell !
  • Dal neuze an ugent real-mañ bepred, eme ar
  • Kerzh d’ar gêr gant da ugent real, ne’m eus ezhomm netra. Me ‘n em zibabo. »

‘N em zibabet ‘oa. Plijet ‘oa an arme dezhañ, daou resped a seizh vloaz en devoa graet ha goude ‘oa aet da valtouter du-hont war harzoù Bro-Alamagn, ha dimezet gant un Alzasianez, ha deut da vevañ diwar e leve da vourk Tonkedeg pa oa chomet intañv, « an aotrou Moutin » a veze graet anezhañ gant an holl.

Ar Skoanad, pa oa skuizhet o tufañ el ludu, en devoa savet un tammig ostaleri e korn ar bourk : bevañ-bevaik a rae eno, gras d’un toullad pratikoù foet-boutik ha debrerien-beleien…

Kolaz ‘n Olier hag e vatezh

Seizh vloaz a zo hir, met tremen a reont evelkent. Distro Job da Roperz-Huon. An daou vreur a veze o-daou er parkoù bemdez, an eil o kontañ d’egile penaos e oa tremenet ar seizh vloaz-se.

Un deiz ‘oant o troc’hañ ed-du e Park-ar-Peulvan pa erruas o zad er park hag eñ e kounnar. Cheu ‘oa bet etre ar vatezh hag eñ.

« Arsa, emezañ, paotred, ar vuhez-mañ n’hell ket padout. Ar vatezh ne ra nemet he fenn hec’h-unan, c’hoant ganti bezañ mestroc’h eget ar vistri. Ret mat eo da unan ac’hanoc’h dimeziñ, ma teuy ar verc’h-kaer amañ da zerc’hel an ti ha ma vo roet avel d’ar penn-beuz-se. »

Manet batet ar baotred ! Dimeziñ ?

« Met, eme Job, me n’anavezan koulz lâret plac’h yaouank ebet en oad da zimeziñ, ar re da’m oad ‘zo dimezet tout evel-just e-pad ma oan-me du-hont er servij, hag ar re a zo bremañ merc’hed yaouank ‘oa ‘n o boned c’hoazh pa oan partiet. Va breur, amañ, marteze, peogwir ‘oa er vro, a anavez unan bennak hag a vefe diou- tañ da zimeziñ. Un doare sekred en deus kontet din : bet eo asambles gant ur plac’h yaouank eus ar C’houerc’had en un eured bennak ha ne da ket honnezh diwar e spered abaoe, emezañ.

  • Ya, eme va zad-kozh, met honnezh ‘zo prometet da unan all. » Hag eñ da zisplegañ ar pezh a

Ur c’hiz iskis a-walc’h ‘oa d’ar mare-se e-touez ar yaouankiz. Ha dres eo ar bloa- vezhioù hir a ranke ar baotred tremen en arme ‘oa bet penn-kaoz d’ar c’hiz-se. Nebeut a zimeze kent mont d’ober o servij, daoust pegen troet e vezent gant ur plac’h yaouank, ha gant doan ez afe gant unan all, e veze graet paper etrezo. Ur paper ‘veze graet, pe gant un noter, pe gant un den a lezenn bennak, pe zoken gant unan eus an daou zen yaouank ma oa barrek d’en ober, ha sinet gante o-daou. Evel- se, ma’n em zislavarfe unan anezho e rankfe paeañ d’egile ar c’hementad arc’hant divizet.

Evit Mamm-Gozh ‘oa bet divizet etre an den yaouank a venne he c’hemer da bried pa vije distro eus ar servij ha hi kant skoed (300 lur).

N’ouzon ket pelec’h ‘oa kaset an den yaouank-se d’ober e servij-soudard, na peseurt darempred ‘oa bet etrezo e-pad an amzer-se. Mamm-Gozh ne oa ket gouest da skrivañ, hec’h anv a verke e lizherennoù skritur-moul : se ‘m eus gwelet war baperoù kozh.

Seizh vloaz ! distro ar paotr, gortozet gant mall pe gant enkrez ? Deut ar mare da seveniñ ar marc’had : dimeziñ pe adkemer e c’her ha paeañ ar priz divizet. Evit ar paotr ‘oa ger a zimeziñ nemet kerkent ha ma vije kavet ur plas da feurmiñ.

Evit Mamm-Gozh ‘oa disheñvel. Hi ‘n em gave evurus er genkiz gant he breudeur hag e c’hoarezed. N’he devoa netra da rebech d’an danvez-pried-se he devoa gor- tozet keit. Met setu diegi o kemmañ buhez, ne oa ken ur bugel : seizh pe eizh vloaz warn-ugent dezhi. D’an oad-se e veze gwelet sklaer. Meur a hini eus he oad, bet dimezet abred ‘oa dija, karget a vugale, darn paour-du — rak start ‘oa ar vuhez —, darn all kouezhet gant ur pried drouk, a oa gwashoc’h o stad eget hini ur vatezh.

Ha neuze, moarvat ivez, e oa bet dedennet gant va zad-kozh adalek m’he doa e anavezet. Bepred ne oa ket gouest da lâret ya d’egile. Derc’hel a rae da ampelliñ. Da Bask ? Da Ouel Yann ? Da Ouel Mikael ? Pegoulz e vije lidet an eured ? A-benn ar fin ‘oa torret al le. Hag an den yaouank-se ‘oa bet truezus, asantet en doa tremen gant an hanter eus ar priz bet divizet, gant hanter-kant skoed e oa ‘n em gontan- tet, ha hep droug ebet diouzh Mamm-Gozh, er c’hontrol, hervez Mamm, e oa hen- nezh ur c’hristen mat a wele eno dorn Doue.

« Ne oamp ket lakaet, emezañ, an eil evit egile. Re yaouank ‘oamp da ‘n em liam- mañ dre le ha paper. Kerzh e peoc’h, emezañ da’m mamm-gozh, da heul da chañs. Me ‘het dit ur vuhez evurus gant an hini en deus kemeret ar plas kentañ en da galon. Met me ne garin hini all ebet. » Ha chomet ‘oa, hervez, dizimez.

Un deiz, a gonte Mamm din, e oa bet degouezhet dezhi ha da daou pe dri bugel all ober hent asambles gant an den-se, bet oc’h ober un dra bennak e bourk Tonkedeg, pa ‘oa ar re-mañ o tistreiñ eus ar skol. Sellet a rae outo ha goulenn a reas digante piv ‘oa o mamm.

Unan eus ar merc’hed bihan a respontas : « Visanta Baskioù ». « Soñjal a raen, emezañ, hañval out ouzh da vamm… me, bugale, ‘oa dleet din bout tad deoc’h- c’hwi ! » Estonet-bras ar vugale evel-just, ha pres warno da gontañ d’o mamm.

Neuze e kontas Mamm-Gozh dezho ‘oa bet tost da vezañ dimezet gant an den-se, met ne oa ket lakaet eviti. Ma, setu ‘oa va zonton Job ‘oa dimezet da gentañ ha prestik end-eeun, goude an darvoudig-se pa oa deut o zad d’ar park da aliañ e bao- tred da zimeziñ.

Hervez ‘m eus klevet gant va maeronez, an tonton Job en doa bet un hunvre iskis, un doare gweledigezh. Dre e hun en doa gwelet ur vaouez a dlee bout e bried. Nebeut amzer goude e kejas gant ar vaouez-se e ti unan bennak eus e familh e Plûned. Hañval-bev ‘oa ouzh an hini a welas dre e hunvre, hag e kredas e gwirio- nez ‘oa honnezh degaset dezhañ a-berzh Doue. Ne oa ket koant-koant met yac’h ha nerzhus, netra da lâret war he buhez plac’h yaouank, eus ar memes renk e oant, rak sellet e veze d’ar mare-se ouzh an derez er bed, hag ivez ouzh an danvez, an hini en dije un tamm peadra e oa arabat dezhañ kemer da bried perc’henn a netra…

N’ouzon na penaos, na pegeit ‘oa bet an darempred etre an div familh, nag etre  an daou yaouank. Met bepred ‘oant dimezet teir pe beder sizhun hepken goude o gweladenn gentañ :

Gwell eo ur marc’had graet ‘n ur c’hrogad

Eget chom daou vloaz da gontañ fagod ! hervez ur c’hrennlavar kozh.

Va zad-you-gozh, Kolaz ‘n Olier, a vije bet laouen oc’h ober an div eured war ar memes tro, met ar c’hiz ‘oa d’ober an euredoù e ti ar wreg yaouank, da lavaret eo ar pred-eured, hag an oferenn-eured ivez e parrez ar wreg yaouank. A-hend-all e ti va zad-you-gozh ne oa den da brientiñ ur seurt banvez, na plas da lakaat kemend- all a dud da zebriñ, ne veze ket feurmet tinelloù : ne oa nemet grañjoù.

Ne oa tamm ebet barrekoc’h Kolaz ‘n Olier o kaout ur verc’h-kaer. Er c’hontrol, koll a rae ur mab, peogwir e oa aet ar priedoù-nevez da zerc’hel menaj da Blûned e plas o zud-kozh Jañ ‘n Olier, ha mall warnañ o welout e vab yaouankañ o kemer pried d’e dro, ha da lezel gantañ Roperz-Huon. Rannet ‘oa ar mobilier etre an daou vab, hag al leve ivez ha graet ar rezervasionoù, pep hini da baeañ d’an tad bep bloaz ur priz, a-walc’h dezhañ da vevañ hep dienez, ha da gaout e lojeiz e-lec’h ma oa ganet e vugale, e Roperz-Huon.

Eured va zad-kozh

Pa oa gallet lakaat Visanta Baskioù da lâret ya da Chañ-Mai ‘n Olier hep re a vorc’hed da vezañ manket d’he le, ‘oa graet an eured e-kreiz ar goañv ma ne fazian ket, me ‘gred ‘oa d’ar 4 a viz C’hwevrer 1850 moarvat pe 1851 — peogwir ‘oa ganet va zad-kozh e 1822 hag e oa eizh vloaz warn-ugent pa oa dimezet — ha Mamm-Gozh ‘oa ar memes oad. 

An eured ‘oa graet e Plouared, war a gredan, rak ar C’houerc’had ne oa ket c’hoazh deuet da vezañ parrez ken ‘oa dek vloaz goude hag holl familh va mamm diouzh tu he mamm a zo bet douaret e bered Plouared.

Ur c’hwistad hent o doa d’ober. Va zad-kozh eus Tonkedeg : dont da gerc’hat e wreg d’ar Genkiz-Vras er C’houerc’had, ha mont ac’hane war o zreid da Blouared dre hentoù fall evel ma oa kalz d’an amzer-se, ken fall ‘oa an hent, hervez, eus ar Genkiz da dapout an hent bras, ma felle da’m mamm-gozh mont gant he botoù- koad choukoù-lêr ! Met ar plac’h-enor, hag a oa pennhêrez Torozeg, ur genitervez da’m mamm-gozh, un dimezell e tog, mar plij, he doa mezh o welout Mamm-Gozh o vont da eureujiñ gant he botoù-koad, hag a reas dezhi gwiskiñ he c’hlakoù, hi ‘michañs ‘oa ur botinezoù ganti. Mamm-Gozh n’he doa morse baleet gant klakoù, ‘oa sac’het unan eus he c’hlakennoù er fankigell — laosk ‘oant dezhi ‘michañs — hag a oa o vale war he chaoson-lêr, gleb-teil he zroad. Erru war an hent bras e lakaas he botoù-lêr. Ne oa ket re domm d’he zroad gleb e miz C’hwevrer !

Ar pred-eured ‘oa bet ur foeltr-bouzelloù, seizh pladad kig ha seizh pladad diservi- joù : kig-ejen, kig-leue, kig-maout, poñsined, ha me ‘oar, gwadegennoù ha stripoù marteze… Ar rost ‘oa poazhet er forn da boazhat bara. Ha savet an dud diouzh taol da vont da gerc’hat ar rost, gant ar sonerien. Bara-rouanez graet er gêr gant bleud gwinizh rik, vioù ha rezin — d’ar pemdez e-pad an amzer-se, e-pad ar bloaz, ne veze nemet bara-segal-winizh pe bara heiz-winizh, pe bara an teir c’hreunenn —, gwi- nizh, heiz, segal.

Holl familhoù bras Plouared-ar C’houerc’had — peogwir e oa an hevelep parrez d’ar mare-se — a oa eus kerentiezh Mamm-Gozh, setu ne vanke ket a grokanted en eured : ar Baskiaoued, ar Riaoued, ar Gwenned, ar Meurien, an Evened, al Lanned, an Danteg Gwernachanae, breur-kaer Mamm-Gozh, Chañ-Fañch Laorañs Plounevez, he c’hoar-gaer, ar Vourdonneien dimezet da div genitervez da’m mamm-gozh, an Nikolazed, dimezet unan anezho d’ur c’hoar dezhi, ha me ‘oar… Eus perzh Tad-Kozh ne oa nemet ar gerent nesañ peogwir ‘oa nevez-c’hraet eured Job.

Paotred ar Genkiz a oa tud seder, un tammig disoursi, savet hep o zud, o vrid war  o moue. Plijout a rae dezho ober digoradur, ha digoradur ‘oa bet hervez, gant an eured. Kement ken ma ‘oa hanter semplet va zad-kozh o welout e petore bed ‘oa o kouezhañ, eñ hag a oa bet savet ‘n un doare strizh, arabat dispign hep ezhomm, arabat ober muioc’h a voged eget a dan, arabat koll amzer na koll arc’hant da c’hoari bevañ war an ton bras.

Ken strafuilhet e oa, ken klañv e spered o soñjal : ma fell da’m gwreg, emezañ, heuilh an ton-mañ, ne vo ket dalc’het bara du-mañ. Mont a ray ar stal abred da stalig hag ar stalig da netra…

Hag ar paourkaezh ozhac’h nevez ‘oa ken daoubennet, ken ma oa kollet da noz an eured… Visanta, nec’het evel-just, he flac’h-enor ha hi o klask ar pried, pelec’h ‘oa aet ? Pelec’h ‘oa ‘n em vountet ? Daoust hag aet ‘vije d’ar gêr ? Petra ‘oa c’hoarve- zet gantañ ? Krog ‘oa tud ar soubenn ‘laezh da c’houlenn war e lerc’h, ha mesk, ha chao !

Ha pelec’h e kav deoc’h ‘oa kavet ? Ur mous bennak deut da astenn e fri a oa dichañset dezhañ gwelout anezhañ o sevel e solier-ar-foenn.

Hañ ! Tudoù ! mont da guzh e drubuilh da solier-ar-foenn e-pad ma tañse tud an eured. Biskoazh kemend-all ! Hag an dud a gave drol kement-se ! Hag a rae goap eus Mamm-Gozh…  « Amañ  avat  eo  krog  ar  soubenn  da  drenkañ  gwall-abred ! »

« Paourkaezh Visanta, ur plac’h ken fur ha ken jentil ! » « Gwelloc’h he dije graet o kemer egile ! »

Penaos ‘oa echuet an traoù ? N’ouzon ket ! moarvat e oa diskennet hag aet gant e baotr-enor da servijiñ da evañ da dud ar soubenn ‘laezh evel ma oa ar c’hiz…

Da Visanta en doa lâret e oa savet poan-benn dezhañ hag a oa aet da c’hourvez ur momed. Ne oa nemet pell-amzer goude en doa diskuilhet dezhi ar wirionez. Tud an eured a gred e oa ‘n em gavet mezv…

Un nebeud devezhioù goude e oa deut ar wreg yaouank da Roperz-Huon, ha deut ur vatezh nevez ganti. Roet e oa bet he c’hont d’an hini gozh. Heuget ‘oa an tad-you- kozh ganti a-benn neuze.

Va mamm-gozh Visanta ‘oa ket deut e goullo da di he fried. Ur menaj seizh a gezeg ‘oa ar Genkiz. Marvet ‘oa bet an tad hag ar vamm abred, ha seizh minor a oa chomet er Genkiz, ar yaouankañ Visanta, ‘oa seizh vloaz, ar c’hoshañ c’hwezek vloaz : Gwilh-Jañ. Klasket ‘oa bet plasañ anezho e ti o c’herent nesañ, unan amañ, unan ahont, met Visanta vihan ne oa kavet toull ebet dezhi. Ne oa c’hoazh gouest da netra nemet da zebriñ ha d’ober kozh voteier-koad, evel ma veze lâret.

Neuze e oa divizet gant ar c’huzul-familh o lezel er Genkiz, peogwir o zintin Mari Baskioù, ur c’hoar d’o zad, dimezet d’ar Gwenn ‘oa o chom e Gwazh-Fourmant, tostik d’ar Genkiz, ha honnezh a veilhe warne, war o labour, ha war o enor. Emichañs e oa un tamm digampost ar menaj gante memes tra, rak ne oant nemet bugale, ha debret gant ar vevelien hag an devezhourien. N’o doa ket graet fortun, met kalz a loened a zalc’hent. Roet e veze e lod-mobilier da bep hini pa zimeze, ha Mamm-Gozh he devoa ul lodenn vat da zont ganti da Roperz-Huon : loened, boued-loened, binvioù, meubl, hag all. A-walc’h da stoufañ an toull ‘oa graet e Roperz-Huon o reiñ e lod da Job pa oa dimezet da Choñ ar Penven.

Fall-tre ‘oa war draoù an douar d’ar mare-se : priz bihan, ha poan o kaout disamm. Teir gwiz prest da glodiñ ‘oa deut ganti da Roperz-Huon. Ha ken fall ‘oa war ar moc’h bihan, ken na grede den mont d’ar c’hraou da welout ar vamm-wiz o klodiñ gant aon e vije kalz, pa ne oa tu ebet d’o gwerzhañ. Mont a rae an dud betek beuziñ ar moc’h bihan evel chas bihan, pa veze diouer a laezh hag a voued d’o magañ. Lod a gase o re d’an otelioù da Lannuon, eizh gwenneg ar pezh, da rostañ, o pouezañ a-benn neuze ugent pe bemp warn-ugent livr. Brav ‘oa d’an aotrounez debriñ friko marc’had-mat ! Pa zeue mareadoù amzer evel-se e veze graet peorien nevez diouzh an druilh. Ha laeron ivez, siwazh… kentoc’h eget mervel gant an naon.

N’eo ket souezhus, gant ar vuhez a rene er bloavezhioù-se, e vije bet gwall drubuilhet Tad-Kozh o welout an didampar graet gant e eured er Genkiz. Rak an digoradur a goust ker : hag an hini a ra re, a rank ober re nebeut goude-se !

Ar paiplu

Un nebeud devezhioù goude ma oa degouezhet ar wreg yaouank e ti he fried, e voe graet un tamm renabliñ da bep tra, en ti hag er maez. Gwelet ha klevet anv pep loen, kezeg ha saout : o oad, o stad, o ferzhioù mat ha fall — rak al loened evel an dud o deus o zammoù sioù — ha vad a ra o anavezout, diouzh-se e vezont bleniet ha bouetaet.

Graet an dro d’ar goumanant, e lâras Tad-Kozh da’m mamm-gozh : « Gwelet eo ganit bremañ da zomani nevez, met un dra a fell din diskouez c’hoazh. Deus ganin da solier an ti-kreiz. » Un ti bihan da boazhat boued d’al loened pa veze ezhomm ‘oa etre an ti ha kraou ar saout, hennezh a veze graet outañ an ti-kreiz.

Un nebeud ‘oa estonet Mamm-Gozh, petra ar foeltr ‘oa war ar solier vihan-se ? Ma, setu : diwar ar riz-moger e tennas Tad-Kozh ur c’hozh paiplu, un disglavier m’eo gwell ganeoc’h. Ha petra ‘n diaoul ‘oa e-barzh ? Ne zivinfec’h ket tudoù ! Pevar c’hant lur en aour melen ! Rollet ar pezhioù dek lur hag ugent lur e tammoù paper- journal…

Ken fromet ‘oa bet Mamm-Gozh ma oa darbet dezhi semplañ. « Bez dinec’h, Visanta, eme Tad-Kozh, n’int ket arc’hant laeret.

« Met penaos ‘c’h eus graet da zastum an aour-se, pa ne oa ket ar menaj war da gont, ha pa ne oas ket e renk da vont da c’hounit e-maez ar gêr ?

— Deñved ‘m eus, war-hanter, e ti tudigoù n’o doa ket aez da brenañ war o c’hont o-unan. Kroget ‘oan abred da espern gwenneien, peogwir nag evañ na butunat ne’m eus graet biskoazh, hag ar gwenneien-se a roe hon tad deomp d’ar Sul da vont d’an oferenn, ha ne veze ket dispignet nemeur peogwir e vezen er c’heur, ne’m bije ket va c’hador da baeañ, ha peogwir ne’m boa darempredet plac’h yaouank ebet ne’m bije ket regaliñ d’ober er pardonioù. Prenet ‘m eus eta deñved da lakaat war- hanter e ti ar beorien. N’on ket bet sellant outo, lezel a raen an tu kreñv gante dalc’hmat, arc’hant gounezet en onestiz int. »

Feiz, Mamm-Gozh ‘oa ket ur bugel ken, ha poaniet e oa e gwirionez o welout pegen tost-den he devoa bet da bried. Gwelloc’h e veze bet dezhi, hervez, en dije lâret dezhi en devoa un tamm dle en tu bennak. 

Kement a ziforc’h ‘oa bet etre stumm-bevañ an daou bried en o amzer tud-yaouank evel ma’z eus etre an noz hag an deiz…

Se n’en devoa ket miret outo d’ober menaj vat. Ur resped hag un istim vras o doa dalc’hmat an eil evit egile, hag a-unvan war bep tra, an eil na rae netra e kuzh diouzh egile — nemet a-wechoù, Mamm-Gozh, ken tener he c’halon, a roe amploc’h aluzon d’ar beorion eget n’anzave ouzh Tad-Kozh.

Ha peorien a dremene dre o zi, va Doue ! ar beorien a oar pelec’h e vezont dege- meret mat. Met Mamm-Gozh, ma oa brokus, ne oa na dall na bouzar, gwelout a rae prim ezhommoù pep hini, ha ma touble o aluzon da zarn, e tidouble da zarn all, d’ar re ‘oa re dagus, re ifrontet, re zidalvez da glask labour, goude bout gouest da labourat.

Pa varve ur paotr bennak er c’hontre eo da Roperz-Huon e teued da gerc’hat traoù d’ober ar chapel-wenn, ha reiñ a rae Mamm-Gozh un hiviz, pe ur roched ma veze paotr, da lieniñ an hini marv hag ul liñsel, neuze liñselioù, rideoz, pallenn gwenn evit ar chapel. An traoù-se a veze degaset d’ar gêr, alies da gannañ pa ne veze den all ebet e ti ar paour marv… Tud ar c’hontre a veilhe ar paour kozh, ral a wech e veze ur gwall diouerout, zoken p’en dije bugale, ur garg ‘oa kentoc’h, ha nebeut a geuz a veze dezhañ. « Marvet er bloaz mil eizh kant digeuz ! » « Kaset da Borzh ar Joa ! » Setu an daou grennlavar implijet gwechall evit e gañv.

Ne veze ket, eta, gwall drist an dud en noz-veilh. Pedet e veze kalz avat. Lennet buhez ur sant bennak, kontet kaozioù ha farsoù zoken. Farsoù pe darvoudoù iskis en deus bet kontet va zud dirazon a-zivout an nozioù-beilh-se.

Ar varskaoñ a veze graet alies war an daol pe, ma veze re verr, war daou pe dri blankenn ha daou varc’h-koad amprestet en ti nesañ.

Toull-didoull alies al leurenn-di douar ne veze ket kompez-kaer ar marc’h-koad. Un dro bepred, ‘oa bet pennboellet ar varskaoñ a-greiz ma oa daoulinet an dud war blas an ti o paterata, kouezhet ar c’horf marv, an daol, ar bank vihan ma oa warni an div gantol gouloù-rousin hag asied an dour benniget beuz ha tout. Lazhet ar gouloù o kouezhañ, teñval-sac’h an ti, kroget ar spont hag ar spouron en dud ma lamme an eil dreist egile, o klask toull an nor ‘n ur yudal : « An Diaoul ! An Diaoul ! Va Doue, aet eo gant an Diaoul ! » Hag un dra bennak o kunudal dindan an daol diskaret.

Petra ‘oa c’hoarvezet ? Unan deut da lâret e bater a oa e gi d’e heul. Hemañ ‘oa deut en ti, hep ma oa bet taolet pled, aet dindan ar chapel-wenn, ‘n em frotet ‘michañs eus ar marc’h-koad silwink, diskaret ar stal, ha spontet ar c’hi paour ken- koulz hag an dud.

Unan bennak a oa ul letern gantañ. Pa oa gallet enaouiñ anezhañ ‘oad deut a-benn da adsevel ar paourkaezh war e chapel-wenn, met pebezh from !

Ar bugel kentañ

An tad a oa chomet da vevañ ha da labourat, evel ma c’halle, gant an daou yaouank. Ur vatezh ‘oa hag un devezhour tri devezh ar sizhun. Mamm-Gozh, d’ar Sul goude kreisteiz, a save c’hoant dezhi mont d’ober un droiad d’ar gêr, d’ar Genkiz, gant he fried. Ha neuze e veze goulennet digant ar vatezh chom plac’h ar gêr. Ya, pa gare ! met ne veze ket prest atav da lâret ya, ha komz a rae rok a-walc’h ouzh Mamm-Gozh hag a oa re jentil. Setu-hi o klemm d’an tad-kaer diwar-benn he matezh. Ha petra a respontas ar paotr-kozh ?

« Merc’h-kaer, emezañ, perc’henn kozh vuoc’h a zo da sachañ war he lost ! » M’hoc’h eus loened, chomit war o zro. Ar wirionez ‘oa, met alies ar wirionez ‘vez kasaus da glevout.

An amzer a dremene sioul, ar foenn, an eost ; an ed-du bremañ ‘oa da dornañ, ha da dornañ gant c’hwistoù, pe freilhoù evel ma vez lavaret a-blasoù. Mamm-Gozh a oa dougerez eus he bugel kentañ, aet ‘oa bepred da sikour an dud da dornañ ed- du, ar pezh ne oa ket fur evel-just. Hag ar pezh ‘oa d’erruout ‘oa erruet. Kroget ‘oa ar gwentloù enni en noz-se, ha ganet ar bugel daou viz kent an termen, ne oa prest netra, hag ar c’hrouadurig, ur verc’h vihan, ‘oa gwan-tre, aet ‘oa an tad-kozh hag ar vatezh da lakaat kristeniñ ar bugel, a-raok gouloù-deiz, paket ‘n un doubier hag ur mouchouer stamm. Roet ‘oa dezhañ badeziant, met erru er gêr ha dispaket ne oa ket a vuhez ennañ ken. Nijet an aelig d’an Neñv, ha Mamm-Gozh ne oa ket mat an traoù ganti ivez.

Tad-Kozh neuze, da vont ar buanañ ma c’halle d’ar Genkiz da glask e c’hoar-gaer da zont war-dro he c’hoar ha d’ober ar pezh ‘oa ezhomm evit ar bugelig marv…

« Ha Visanta ? a c’houlennas…

  • Me, eme Tad-Kozh, n’ouzon ket, met n’eo ket tremenet mat ar gwilioud hervez an amiegez. Ret eo din mont da lavarout d’ar
  • Mont d’ar gêr diouzhtu eo a ri, eme va zintin. Rollig, emezi d’he breur, hast buan lammat war gein ar marc’h-gwetur ha d’an tus da glask an aotrou Even. Me a ya diouzhtu gant Chañ-Mai da Roperz-Huon. »

Kavet en doa va zonton Rollig ar medisin, ha prim e oa staget ar wetur — ne oa ger a girri-tan d’ar mare — ha d’an drot da Donkedeg.

Erru e-tal gwele Mamm-Gozh e lavaras dezhi : « Mat eo dit, Visanta, ma ne oa ket echu termen ar bugel-mañ, rak anez, ‘oas marv dija. » Ober a reas ar pezh ‘oa d’ober hag un tamm skol d’e genitervez — rak kendirvi ‘oant : « Diwall, emezañ, da vont d’ober seurt labourioù-se ken, ma tichañs dit bezañ c’hoazh o tougen bugel. Ur chañs eo pa n’out ket aet da heul an ael bihan-mañ. » « Joa vras, a lâre Mamm- Gozh goude, en devoa graet din klevout ar medisin o lârout se dirak an amiegez

  • ur glakenn anezhi marteze — mat eo dit pa ne oa ket echu amzer ar bugel-mañ. »

An dud a vez drouk, prest da grediñ, pa zegouezh ur bugel a-raok an amzer rekis,  e vefe bet lakaet en roud a-raok an eured… Darvoudoù ar vuhez : eured, dilojañ, ganedigezh ha badeziant, oferenn an aelez ha douaramant ar bugelig marvet ken prim, an aon da goll e bried yaouank… kement-se e-korf seizh miz amzer. Ar menaj da gas en-dro bepred. An douar eo ret pledal gantañ d’ar c’houlz ha d’an amzer, daoust da bep tra.

An eil bugel Anivonig ‘oa marvet da unnek vloaz goude ur c’hleñved berr. Ur plac’hig speredek ha fur dreist an ordinaloù ‘oa anezhi. Pa oa bihanik, ha pa zihune a-greiz an noz e huche war he mamm :

« Mamm ! n’eo ket me eo ar gwellañ plac’h bihan ac’h eus ?

  • Eo laouen, va
  • Gwellañ plac’h bihan ‘zo ‘tre Brest ha Pariz ?
  • Ya, ya, gwellañ
  • Kas ac’hanon da doull tomm Tata-Gozh neuze ! »

An tata-gozh, Kolaz ‘n Olier, a oa sot-nay gant e vugale-vihan, hag e veze lorc’h ennañ pa veze roet an hini vihan futet-se dezhañ, ur maread, en e wele-kloz. Hennezh ‘oa toull tomm Tata-Gozh.

Alies eo an dud-kozh a voumoun o bugale-vihan muioc’h eget n’o devez bet mou- mounet o re o-unan. Va zad-kozh, hervez Mamm, ne c’hoarie ket gant e vugale. Kelenn anezhe, deskiñ dezhe bevañ, labourat ha doujañ o zud.

Ur poanier, ul labourer, hep damant d’e gorf, aketus da c’hounit bara d’e diegezh, garv ne oa ket, na taol na jotad na roe d’e vugale, ur ger avat o lakae da vezañ sioul ha d’ober o zammoù labour fiziet enne : « Fiñvit, fiñvit bugale ! », setu tout.

Met ‘n e gozhni e veze o farsal hag o c’hoari gant e vugale-vihan. Eus va c’hoar vihan Maia na rae nemet « Fallik Tata-Gozh ». Strizh ‘oa Maiaig, met ur bugel dreist- ordinal, evel Anivonig, an dintin vihan marvet da unnek vloaz.

Daou vugel all ‘oa marvet c’hoazh da’m zud-kozh, Janig ha Rollig, daou vugel lan- gisant marvet war-dro triwec’h miz ha daou vloaz. Ha c’hwec’h ‘oa chomet da ren. An devezhour a lâre un deiz da’m zad-kozh :

« Kreskiñ ‘ra da vandenn Chañ-Mai !

  • N’eus hini a re ebet, eme Tad-Kozh. Bara ‘zo dezhe tout, ha labour ‘vo ivez pa vint en oad d’ober un dra bennak, mar plij gant Doue. »

Pa oa kalz a dud da vevañ e oa ret kaout kalz a zouar da labourat, an dra ‘zo sklaer. Ret ‘oa kreskiñ ar feurm ha prenañ ‘rae Tad-Kozh ur park pe ul lodenn douar, pa’n em gave da werzhañ war hed-taol, ha paeañ ker-spontus a ranke ober a-wechoù, pe o lezel da vont gant tud all. Dle a ranke ober alies, ha pa zeue fall war an traoù, pa n’helle ket ober arc’hant eus e venaj, e ranke bepred paeañ interest war e zle. An tammoù peadra o doa, an eil hag egile, eus perzh o zud, ‘oa pell dioute, n’hellent ket o stagañ ouzh Roperz-Huon. Bloavezhioù ‘veze ne rentent netra dezhe ; ar merer ne oa ket gouest da baeañ Gouel-Mikael, met va zud-kozh a ranke bepred paeañ tailhoù diwar o zamm peadra, paeañ ar mad diwar o dle, paeañ skol evit ar vugale, reiñ bara d’ar beorien, peogwir ar beorien ‘oa plaset en tiez, da gaout ur gont ed-bara — ur bara ‘veze lâret — bep miz, ne oa ket arc’hant gopr- tiegezh evit ar vugale evel bremañ, na yalc’hadoù-studi, na netra. Ar vaksin ‘oa da baeañ ivez : medisin, louzeier ; nebeutoc’h eget bremañ. Ne veze ket klasket medi- sin ebet war-dro kement hini a lakae e votez war an tu gin, gouez d’ar gaoz !…

Ret ‘oa d’un tad ha d’ur vamm a familh gouzout espern war bep tra ha labourat hep damant d’o foan. Mamm-Gozh ‘oa bet skuizhet gant ar ganedigezhioù stank, ne oa ket gwell solut. Tad-Kozh, eñ, ‘oa ur c’hi-labour, kreñv, akuit ha tuet-mat. Ur bloaz, bepred, en doa graet e-unan-penn seizh-kant keuneud en e sizhunvezh ; troc’hañ hag amariñ ha mont c’hoazh un hanter devezh d’ober marc’had ar C’houerc’had ! Nerzhus ‘oa. Troc’hañ ‘rae gant un taol c’hwist ur skubellenn vezv pozet a-blad war al leur-dornañ. Ne oa ket hañval ouzh unan bennak hag am eus anavezet, hag a lâre va zad dioutañ : « Hemañ, na pa vefe ‘pad en deiz o skeiñ war va r… ne zeufe ket a-benn da’m bloñsañ. » Ober sin, treiñ ar c’hwist met sachañ nebeut.

An ti nevez

Ne oa ket a-walc’h kreskiñ an douar, ret ‘oa kaout plas da lojañ ar vugale ivez. An ti ‘oa bihan ha teñval, bern-war-vern ar vugale. Ret ‘oa sevel un ti nevez un tamm frankoc’h, un tamm sklaeroc’h. Ya, met se a gouste ker, ha ken start ‘oa bevañ. O ! kaout a rafe arc’hant, peogwir en doa kred, met ret adarre paeañ ar mad hag ar braz deiz pe zeiz.

Graet gantañ marc’had gant ur mestr-mañsoner. Un ti gant daou benn, hag ur solier vat gant daou droatad « piedroed », n’helle ket ober ouzhpenn.

Met setu ur c’henderv da’m mamm-gozh : Pennhêr Prijant a veze graet outañ. Pa glevas ‘oad krog da sevel an ti, a zeuas da welout, hag eñ da grozal da  Dad-Kozh :

« Ne gomprenan ket ennout Chañ-Mai, emezañ. Te, un den a skiant, gant ur bern bugale evel-henn, o vont da vezañ tud yaouank ar re goshañ, petra ‘ri adarre gant un tamm ti ‘n un estaj ? Sent ouzhin ha sav da di en daou estaj, ne’z pezo ket a geuz.

« Hag an arc’hant ? eme Tad-kozh, samm a-walc’h ‘m eus dija.

  • Na vezez ket nec’het gant arc’hant, me a bresto dit, anavezout a-walc’h a ran ac’hanout evit kaout fiziañs ennout ha koulskoude, me ivez am eus dle. Met n’eo ket den a feson an hini n’en deus ket dle hag arc’hant. » Savet ‘oa eta ti Roperz- Huon e daou estaj. Emañ bepred sonn en e

Estreget arc’hant a fell evit sevel ti. Tennañ ha charren ar vein, benañ ar vein gernierezh, ar c’holoennoù-prenistri ha dor, ar vantell-siminal, ar siminaloù. Ret pourveziñ mein-to, a veze da dresañ war ‘r plas, goude mont d’o c’herc’hat da Lokmikael-an-Traezh. Ret tennañ ha pourveziñ pri ha kalach da vañsonat. Diskar koad, o zroc’hañ e stoc’hennoù evit meur a implij : treustoù, koubloù, sableennoù, hag all. Ur bern plenken evit an div solier hag an doenn. Miñs, dorojoù, prenistri, hag al labour evit artizaned a bep micher.

Bevet e vezent war ‘r plas, ar pezh a oa kalz a labour evit Mamm-Gozh. Un deiz bepred, o doa un afer bennak er familh hag o doa, Tad-Kozh ha Mamm-Gozh, da vont o-daou da Blouared.

Ar verc’h henañ, ‘oa trizek vloaz hanter, a chome war he c’hont aozañ lein d’ur vandenn artizaned hag ouzhpenn d’ar vugale, c’hwec’h anezho.

Ur mell kaoteriad yod-kerc’h ‘oa da fichañ eta. Graet he doa Mamm-Gozh kentel dezhi a-raok mont e roud, diouzh ar beure. Deut ‘oa mat ar yod ganti, poazh-mat ha dibolot. Sur a-walc’h e oa dour ha c’hwez-tout o veskañ ar gaoteriad-se ‘us d’un tantad mat a dan. An tan, dija, ‘oa ret gouzout e gonduiñ, arabat e veze bet dantañ ar yod, da lavarout eo e veze bet blaz an dev warnañ. Bo ! setu ar yod o tidanañ war an dorchenn, hag an artizaned ouzh taol pep hini gant e loa-goad hag e sku- dellad laezh-ribod. Fier d’an hini vihan ! ya, ken ma lavaras unan eus ar baotred :

« Hemañ ‘n eus tamm holen ebet ennañ… »

Ankouaet sallañ ar yod ! Pebezh mezh ! Kroget ‘oa Anna-Mari da ouelañ, met ar mestr-mañsoner a lavaras dezhi :

« Na gemerez ket trubuilh plac’hig. Tap din un dornad holen amañ hag ar vazh-yod, ha me ‘zo o vont d’ober un tamm meskañ dezhañ, ha mat pell ‘zo… »

Ha d’e artizaned e lavaras c’hoazh : « Diwallit, emezañ, ez afe hini ac’hanoc’h da gontañ se neblec’h, na da lavarout d’he mamm dreist-holl, homañ n’eo nemet ur bugel c’hoazh, ha hini ebet ac’hanomp marteze, ne vefe gouest d’ober kerkoulz ha hi ur gaoteriad yod ken c’hwek. » Anna-Mari, avat, kentañ tra ‘devoa graet ‘oa kontañ an dro d’he mamm ‘n ur ouelañ !

Un dro bennak, pa oa echu an ti ha sec’h ar mogerioù, graet plas en ti nevez, e oa d’ober dilojañ. Ne oa ket a bell d’ober peogwir e oa savet an ti e plas an ti-kreiz.

Mamm a oa daou vloaz hag un nebeud mizioù. Soñj mat, emezi, he devoa eus      an deiz-se ma oa tennet al lienaj eus an armelioù, a-raok o diblasañ. Ha pep hini eus ar vugale o tougen tra pe dra d’an ti nevez. Mamm, troñset ganti he zammig tavañjer-korfek — ne veze ket lavaret « saro » d’ar c’houlz-se — a faote dezhi kaout un dra bennak ivez da zougen en he barlennig…

Ha bremañ pa oa un hanter brasoc’h an ti, e oa ezhomm ivez arrebeuri nevez da lakaat traoñ-krec’h. Pevar bezh da veubliñ. Roet en doa Tad-Kozh gwez-kistin d’an amunuzer e penn-kont eus priz ar meubl nevez. Ar gwele, ma kouskan ennañ ha ma’z eo marvet va mamm ha va mamm-gozh ennañ a oa prenet en okazion digant Chañ Hervioù. Bez’ ‘oa gwele an Ao. Hervioù, person Kaouenneg. Ur ganastell gaer ‘oa prenet evel-se en okazion ivez e Lannuon, bet lakaet ober gant un tieg lorc’hus bennak, hag aet gantañ ar stal da benn ar c’hoc’hu, a-raok m’en doa bet ar c’hras da lojañ e ganastell nevez en e di, ur pezh meubl kaer eo bepred, tremenet dre bemp rummad ha baleet bro da heul pemp perc’henn.

A-raok dilojañ e oa benniget an ti met hep banvez ebet. P’edo annezet an dud hag ar meubl e oa ret, hervez ar c’hiz, ober « friko an ti nevez », ur frejoù all ouzhpenn. Pedet ‘oa ar familh nesañ eus an daou du, an amezeien o doa roet un taol-skoaz evit ar charreoù, an artizaned o doa labouret war an ti gant an embregour, hag ivez ar vicherourien a laboure en ti war ar bloaz : kemener ha kemenerez, gwiader, karrer, marichal, fornier hag all. Rannet ‘oa ‘n dud etre an div gambr ; en hini vihan ar gerent hag ar veleien, ha setu gwreg ar gwiader, Chan Salaun, o ‘n em vountañ en o zouez, ur bladenn brein gant an ourgouilh ‘oa homañ, goude e veze o kontañ d’an dud :

« Ya, me ‘zo erru mat e Roperz-Huon. Me ‘oa graet din mont gant ar familh er gambr vihan, skoaz-ouzh-skoaz gant ar person hag a-fas d’ar c’hure. »

Chomet eo bet se evel un dro-lavar e Tonkedeg : skoaz-ouzh-skoaz gant ar person hag a-fas d’ar c’hure, da lavaret eo er plas a enor, pe er penn uhelañ…

Ar vugale a oa lorc’h enne gant an ti nevez hag ur bern tammoù koad bihan, pen- nadoù latoù, atredoù mein-glas a oa chomet gante da c’hoari.

Kaset e oa bet an atredoù mein ha sklent war an hentoù da zaremprediñ an douar, ha peogwir e veze an holl vugale diarc’hen en hañv, e tape tomm o zreidigoù paour o vale dre ar sklent lemm hag ar meinigoù begek. Mamm, an hini vihanañ, a chome da c’harmat war-lerc’h troc’hioù o wadañ war he zreidoù bihan gwak.

Ne oa ket echu da vatisañ. Daou vloaz goude e oa savet ur c’hrañj nevez. Nebeutoc’h a labour hag a frejoù en dro-mañ : teir moger hag un doenn, en tu a- raok ne oa moger ebet. Peulioù mein ‘oa da souten koadaj an doenn, hag en dro- se ne oa ket friko d’ober.

Ar pri a veze kavet war ‘r plas : douar foñs-pri ‘oa ul lodenn vat eus Roperz-Huon. Toullet e veze ur c’horn er park, ha tennet pri da zegas da gichen al labour, goude, pa veze achu e veze stoufet an toull gant douar met e chome blot an andred-se hag ar vugale a yae da c’hoari lammat er poull-pri. Me, eme unan, am eus santet beg ur siminal er Bed All. Me, eme egile, am eus santet kernioù saout an diaoul. Me ‘m eus santet beg tour-iliz Kêr-Iz… Heligentañ da welout piv an hini a lammje an donañ… Goude ez aent da walc’hiñ o zreid da Stank-al-Lostenn.

P’emaon o komz eus pri… va zad-kozh o farsal a lavare:

« Me ‘zo negosiant-pri ha Kabiten al Lannioù ! »

Dont a rae meur a hini da gerc’hat pri war e zouar da vatisañ, pe da lakaat ober plas an ti pe plas al leur-nevez.

E-fed a Lannioù e oa seizh pe eizh pezh-douar o tougen an anv « Lann ». Ne’m eus ket soñj eus an holl. Setu un aridennad chomet em spered : Lann-Vihan, Lann-Voan, Lann-ar-Roc’helloù, Lann-Gwilh-Bichon-Pellañ, Lann-Gwilh-Bichon-Tostañ, Lann- Hir, Lanneg-ar-Stank, ar C’hozh-Stankoù, Park-Lann-Losket, hag all.

Unan eus ar vugale a lâras un deiz : « Aze e vije bet tu da sevel ur chapel da Itron- Varia al Lannioù ! Emañ dija Feunteun al Lostenn aze ! »

Spered Tad-Kozh

Evel ma oa pri e foñs an douaroù er sitre, e chome an dour da stankañ. Touflezioù don ha poulloù a oa a bep tu d’an hent. Unan, tost d’un atant bihan, hag a apar- chante da’m zad-kozh a oa ur poull-eogañ. Da lâret eo ur stank-eogerezh, ma veze laket e-barzh kanab da eogañ, unan all pe zaou a servije da abeuriñ al loened. Sellet e oant evel prevez d’ar re o doa douar war vord an hent a-geñver d’ar poulloù.

Un deiz, ar P., un den hek anezhañ, a leunias ar poulloù d’abeuriñ gant kanab. N’en doa ket gwir d’en ober peogwir n’en doa ket a zouar war an hent-se. Gwilh, an hini a selle evel e dra dezhañ ar poulloù-se a zeuas da c’houlenn ali va zad-kozh war an afer. Prest e oa da brosediñ gant ar P., Tad-Kozh hag a zisplije dezhañ pell a oa doa- reoù ar P.  a lavaras d’egile :

« Emaout o vont da sachañ ar c’harr war da gein ha da gaout frejoù hep bout asur da c’hounit ha koulskoude eo poent reiñ ur gentel d’ar c’hac’her-diaes-se, da zeskiñ dezhañ bevañ. Daoust ha te ‘zo chomet dit louzoù-patatez c’hoazh er park ?

  • Ya, eme Wilh. Ne’m eus charreet tamm ebet c’hoazh. Emaint a-vernioù bihan prest da
  • Ma, sell, charre neuze da louzoù-patatez, hag e-lec’h kas anezho da vreinañ gant teil tomm, diskarg anezho war kanab ar ha moustr anezho gwellañ ma c’halli. Pa’z erruo da welout hag eok a-walc’h a vo e ganab, e kavo anezho ‘n ur stad prop. N’en devo netra da lâret, ‘oa ket e zroed aze. »

Stad ‘oa e Gwilh ken ma tride hag eñ raktal da ober ar pezh a lâre Tad-Kozh. Ar P. en devoa tapet ul lastez o tennañ e ganab hanter vrein eus dindan al louzoù- patatez, e c’hellit krediñ, ne oa ket c’hwezh ar roz hag al lavand gant e zilhad, ha ne vije ket bet brav dezhañ mont da gontañ e istor, da lakaat an holl d’ober goap outañ war ar marc’had. Gwilh a lezas e louzoù-patatez da beurvreinañ er poulloù a zisec’he anezho o-unan d’an hañv ; p’edont skañvaet e koublas teil tomm ganto evel boaz.

Ur burzhud e ti va zud-kozh

Abred e veze lakaet ar vugale el labour gwechall. Labourioù diouzh o nerzh hag alies dreist o nerzh. Devezhioù an hañv ‘oa poanius : ar re yaouank o deus ezhomm da gousket kalz. E-kerzh ar foenn hag an eost e oa ar gwashañ, ne oa ket a ostilhoù evel bremañ ; ar foenn a veze falc’het. Da bemzek vloaz e kroge ar baotred da vont da heul ar falc’herien. Ar merc’hed, bihan ha bras, hag ar re gozh, a veze neuze gant ferc’hier-koad o tirezañ, o treiñ, o verniañ ar foenn dre ma sec’he, ha se meur a wech, a-benn e lakaat e stad da vezañ charreet, berniet pe berchennet pe savet war ar solieroù-foenn.

Aze, war ar solieroù-se, e veze tapet tomm o kouchañ hag o kouchañ start, evit gal- lout lakat kalz er solier. Plijadur o deveze ar vugale e-touez ar foenn, met prest da vougañ gant an aezhenn frondus a daole ar foenn fresk hag an nebeud a aer a veze er solier, ha pakañ sifern ha gwaskenn a veze graet alies pa n’o deveze ket skiant da’n em wiskiñ pa ziskennent.

An eost a veze troc’het holl gant filzier hag abred ez ae ar vugale da droc’hañ ed. Ne veze ket goulennet digante heuilh an dud en oad evel-just. Ar pezh a raent a raent, met arabat e veze moc’hañ al labour, arabat ober stlabez na troc’hañ re uhel.

Amariñ ar fagodenn ne oa ket un hunvre kennebeut ; ret ‘oa gouzout ober kevreoù, ha ret sachañ war ar c’hevre da stardañ ar fagodenn pe e veze divouzellennet a- raok ma veze erru war al leur.

Savadelliñ ‘oa un Arz gant un A bras. Ma ne veze ket plaset mat ar fagodennoù, ur barr-avel ‘oa a-walc’h evit o diskar ha ret e oa d’ar savadell bout sonn evit chom hep kemer dour, ha ma veze re sonn ‘oa riskl dezhi kouezhañ ; ur muzul ‘oa, hag etre re ha re nebeut emañ ar muzul just, hervez ar c’hrennlavar, met ar muzul just eo diaesañ tra ‘zo da dapout.

Pa veze charreet an eost war al leur e veze graet goustelloù : ur c’houstell gerc’h, ur c’houstell winizh, ur c’houstell heiz. Ma veze bras ar menaj e veze kalz a c’hous- telloù rak ne c’helle ket bout re vras pep hini, ha ma veze daou pe dri seurt gwi- nizh e veze ur c’houstell evit pep seurt, kuit a veskailhez. Memes tra evit ar c’herc’h, eus an heiz e oa daou seurt ivez gwechall, evit ar segal ne’m eus anave- zet nemet ur seurt.

Neuze ‘oa labour d’ar vugale war ar goustelloù, o tostaat d’an hini a veze o c’hous- telliñ. Unan, ur gwaz, a veze war ar c’harr o tarbar, unan all o kemer ar fagod war ar c’houstell, ar vugale ‘oa o labour tostaat ar fagod d’an hini a veze o c’houstel- liñ. Ur vicher dilikat a-walc’h : arabat mont re dost d’ar bord, gant doan terriñ e c’hoûg, arabat teurel ar fagodenn d’ar bernier war e benn — war benn e c’hlin e veze —, arabat teurel ar fagod war ar penn fall — an dreuñchenn a veze dalc’hmat en tu diavaez. Ma veze primoc’h an darbarer eget ar bernier ‘n em gave strobet ar re a veze o tostaat, neuze e veze lakaet un toullad fagodennoù e-kreiz ar bern, rak arabat ‘oa e vije kleuz kreiz ar c’houstell pe e kemerje dour.

Ma, setu ur bloavezh, ‘oa an div vihanañ e ti va zud-kozh — Janig ha Soazig — o tos- taat war ar c’houstell. Erru pell an noz, skuizh-divi an div grennardenn ma oa manet unan anezhe kousket war ar bern da c’hortoz ur garg d’erruout, pell ‘oa ar park emichañs. Ret ‘oa bet sikour anezhi da ziskenn. Reut e oa aet hec’h izili, pe ma n’edont ket reut, dinerzhet-tre, ma oa ret dougen anezhi d’he gwele, seizet oa… ha seizet ‘oa chomet ur c’hostez, brec’h ha gar, dezhi e-pad mizioù ha mizioù. Petra ‘oa c’hoarvezet ? Ar polio marteze ! Ar vedisined ne ouient ket.

Evel-just ar paourkaezh Janig ne c’helle ket mont d’ar skol. Savet e veze ha dega- set ‘tal an tan pe er-maez, pa veze brav, war ur skabell harp he c’hein e moger an ti.

Un devezh goude koan ‘oa c’hoazh e-tal an tan, gant ar re all oc’h ober un dom- madenn, pa oa deut an eur da lavarout ar pedennoù a-raok mont da gousket, e lava- ras d’he c’hoar vras : « Lak ac’hanon war bennoù va daoulin, emezi, ha lavar ur bedenn da Santez Anna evit goulenn ar yec’hed din. »

Ar c’hoar vras, tener he c’halon, a reas ar pezh a lâre he c’hoar vihan, hag an holl da bediñ a greiz o c’halon. Janig, a-greiz ar bedenn, a leuskas ur griadenn, met ur griadenn a joa !

« O ! emezi. Me ‘sant un dommderenn o tont em gar, hag em brec’h ! »

Ha hi o sevel hec’h-unan hag o kregiñ da vale evel pep den. Yac’h e oa ! an holl a grogas da ouelañ gant ar joa, ha da drugarekaat Santez Anna Vinniget evit ar bur- zhud.

An deiz war-lerc’h ar beure, e oa savet abred Janig, hast ganti, ha hast gant he zud ivez, da welout ha gwirion ‘oa ar burzhud. Ya, bale ‘rae, ha zoken dañsal gant ar joa… Yann ar Rouz, an devezhour, pa’z erruas d’e zijuniñ, a vanas batet o welout  an hini vihan war ar bale ken abred-se ha yac’h-pesk hag akuit.

« Sell, Yann ar Rouz ! emezi. Me a vale evel ar re all ! Santez Anna he deus pareet ac’hanon.

  • Ya, Yann, eme va zad-kozh. Amañ ne vo ket labouret Gallout a rez ober ‘vel a gari, pe distreiñ d’ar gêr ma’z eus labour dit, pe chom amañ d’ober ur bitrak bennak. Me ‘zo o vont da stagañ war ar wetur bremaik pa vo bouetaet al loened, hag ez aimp, Visanta ha me, gant Janig da Santez Anna Prad da drugarekaat Santez Anna evit ar burzhud-mañ, ha da gas dezhi ur prof.
  • Hemañ, eme Yann, zo un devezh re gaer da labourat. Distreiñ a ran d’ar gêr da gontañ da’m gwreg ha da’m bugale. » 

Diwezhatoc’h, pa oa aet Janig da seurez, he doa divizet kaout an anv « Anna » en hec’h anv-seurez : Mère Sainte Anne de Jésus ‘oa lakaet dezhi. Marvet eo da dri bloaz ha tregont ha douaret e Pleneved-Yugon e-lec’h ma oa superiorez. Barzhez e oa ha kalz a varzhonegoù kaer he deus skrivet hag ivez ur c’hantik e brezhoneg en enor da Sant-Matilin-Monkontour, pezhioù-c’hoari ha kanaouennoù evit ar skolioù, mojenn sant Matilin lakaet e gwerzennoù, ha me ‘oar…

Speredek-tre e oa. Bez’ he doa bet a-berzh-stad ar Palmes Académiques. Ouzhpenn ar garg a vestrez-skol hag a superiorez, ‘oa ivez anvet da guzulierez e kouent Bronn. Bresk e oa he yec’hed, graet ganti ar purezi pa oa c’hoazh danvez-leanez. Koustet e oa bet, emezi, he fouez a aour d’ar gouent. Met gouzout a rae ar gouent petore talvoudegezh ‘oa enni, ha ne veze ket sellet berr evit ober war he zro hag astenn dezhi he buhez. Noz derc’hent Gouel-Yann e oa marvet hec’h-unan-penn en he c’hambr, taolet ganti he gwad. Se ‘oa e 1901.

Pa oa erruet ar c’heloù e Roperz-Huon e oa va zad-kozh o verniañ foenn e Park- Penn-an-Ti, semplet ‘oa, pladet war e vern foenn, gant ar glac’har. Honnezh ‘oa e vuiañ-karet, ha kollet gantañ dija ur verc’h all daou pe dri bloaz a-raok, d’ar memes oad a dri bloaz ha tregont, homañ o lezel daou vugel yaouank war he lerc’h.

Poanius eo d’ar gerent gwelout o bugale o vervel a-raok dezho. Setu aet pemp bugel hag e bried a-raok dezhañ d’ar vered. Tad-Kozh, hag a oa dija skuizh e galon, a oa bet gwall diskaret gant ar c’hañv-mañ. Triwec’h miz goude e varve.

Mamm ivez ‘oa glac’haret he c’halon gant marv he c’hoar. Ne oa ken nemet daou vloaz etreze o-div hag an hini ‘oa a-raok dezho ‘oa ur paotr, ar merc’hed all ‘oa koshoc’h. O-div eta, ‘n em ziduent o c’hoari ‘pad o bugaleaj. Daoust ma oant dis- heñvel an eil diouzh eben. Fur ha sioul ha devot e oa bet Janig a-viskoazh. Mamm, evel ar peurvuiañ eus ar vugale a gare c’hoari, redek, lammat, krapat hag ober a bep seurt boutikoù.

Ur wech ‘oant o-div o vesa ar Prad-Sec’h — ar pezh-douar-mañ ‘oa un hanter ane- zhañ prad, an hanter all douar-labour. Er bloaz-se e oa heiz er park, heiz troc’het ha pempennet. D’ober ‘oa diwall ar saout da zont da freuziñ ar pempennoù.

Janig, e-lec’h mont da c’hoari koach-koukoug gant he c’hoar vihan, a oa souchet ouzh ur bempenn heiz, da lavarout he chapeled — pe daou pe dri. Mamm ne oa ket he fenn gant chapeledoù, fellout a rae dezhi c’hoari, hag evit dilojañ Janig eus tal ar bempenn ha hi da bisat en he botez-koad, da grapat sioul war ar bempenn ha da zis- kargañ he botezad dour e kerc’henn Janig… o soñjal e teuje d’ar red war he lerc’h. Ac’hanta nann, ne reas van ebet, nemet ur hej d’he divskoaz hag ur mousc’hoarzh.

Mamm ‘oa bet ken anoazet ma’n em lakaas da ouelañ, o welout pegen fur ‘oa he c’hoar ha pegen drouk ‘oa-hi hec’h-unan. Nag a wech he deus kontet Mamm din an dro-se !… 

Tad-Kozh hag e vab

Diwar un dek bugel ganet da’m zud-kozh, ne oa nemet daou baotr. Unan anezho ‘oa bet marvet en bihan-bihan : Rollig. Egile, an eizhvet, Jean-Marie evel e dad. Evel ma ne oa nemetañ a baotred, e veze graet « ar Paotr » anezhañ er gêr. Ha Paotr Chañ-Mai gant an amezeien hag ar gerent.

Ur paotr speredek ‘oa anezhañ, tavedek pa oa yaouank, sirius ha labourer. Goude an tamm skol tapet gantañ e bourk Tonkedeg, ‘oa bet kaset d’ar golaj da Lannuon en hanterbañsion. D’ar Yaou, e-skeud mont da ober marc’had Lannuon — teir lev hanter — e veze kaset dezhañ boued ha dilhad fresk ; bara, amann, kig-sall, pata- tez, ur vi bennak. Ne oa ket druz an hanterbañsion. Evel ma vez lâret, e-lec’h ma zo div bañsion, ‘z eus unan aotrou hag unan all fall-daonet. O fatatez, na kriz na poazh a-wechoù, ar soubenn, al lampriked o neuiñ war c’horre, blaz an houarn warni, « soubenn ar c’hrog » evel ma lavare an dud. Ya, o zamm kig-sall a veze plan- tet er potouarn bras gant ur c’hrog houarn e pep tailhenn hag anv ar pañsioner war ar c’hrog. An itron a oa karget da zegemer tud ar vugale, p’erruent da zegas o four- vezañsoù dezhe, a oa, hervez, ur plac’h kaozeüs, pilat a rae he genoù, met e galleg ! ha Mamm-Gozh, ma komprene meur a c’her galleg, ne oa ket gouest da respont an itron-mañ ha na ouie ger brezhoneg ebet. Hast he deveze Mamm-Gozh da zistreiñ, c’hoant ganti lavarout d’an itron ‘oa preset, met ne oa ket gouest, ha ne gave netra evit troc’hañ he c’haoz d’ar varbilh a itron nemet : « À dimain, midame ! »

D’echuiñ ar bloavezh-skol e veze roet prizioù d’ar skolidi, gant ul lid a-zoare ; pennoù-bras kêr e penn a-raok ha me ‘oar. Bo ! deut an deiz ‘oa aet Tad-Kozh da gerc’hat e vab da welout ar prizioù gant ar wetur evel-just da zougen e dammoù traoù hag e zilhad-gwele.

Mamm-Gozh ‘oa chomet er gêr. D’ober netra mont d’ur gouel gallek pa ne veize netra, koulz lâret, e galleg ? Ma, oc’h ober krampouezh e oa bepred pa oa degoue- zhet ar wetur er porzh, ha Tad-Kozh en ti gant ur bakadenn bennak.

« Ac’hanta, eme Mamm-Gozh, penaos eo bet kont ? Bet ‘n eus ar Paotr un dra bennak ?

  • Ro peoc’h din, emezañ, koll amzer ha koll arc’hant. Gwell e vije bet e lakaet el labour,
  • Ma, ivez, paourkaezh Paotr ! ‘c’h eus ket krozet dezhañ memes tra ? Yaouank eo c’hoazh, hag abaf… met perak ne zeu ket en ti ?
  • Emaout o vont da welout perak… »

Dres ‘oa ar Paotr o tont war an treuzoù gant e vec’h a levrioù-priz.

« Poezon ! eme Mamm-Gozh d’he gwaz, hag e oas o lakaat trubuilh din, ken ‘m eus lezet va c’hrampouezhenn da suilhañ.

  • Ret ‘oa din gwelout petore penn a rajes ma vije degouezhet gantañ ober
  • E vije bet va mab memes tra ! » 

Ya, gwir eo an dra-mañ, ar prizioù kentañ en e glas ‘oa deut holl gantañ ha nous- pet ha pet gwech e oa bet kurunet, ma selle aotrounez kêr gant avi — ha fae mar- teze — ouzh ar peizant bihan-se na oa nemet hanterbañsioner.

Met Tad-Kozh ‘oa un torkad lorc’h ennañ gant e vab. Ha kaset e oa adarre er bloaz war-lerc’h. An dro-se, avat, ‘oa bet kemm. E skolaerien a lavare ‘oa barrek da heuilh ur c’hlas uheloc’h, da lavarout eo tremen dreist ur c’hlas. Met daoust pegen speredek ‘oa ar paotr ha pegen poanier, se ‘oa goulenn re digantañ. Heuilhet en doa, met ne oa ket ar c’hentañ partout, ha kentoc’h evit tremen gant un nebeudig prizioù e oa deut d’ar gêr a-raok fin ar skol.

Deskamant vrav en doa, ha pa oa aet d’ober e servij-soudard e oa aet betek bezañ adjudant. An ofiserien a alie anezhañ da chom en arme, met Tad-Kozh ‘oa e soñj lezel gantañ Roperz-Huon pa zimezfe, ha graet e oa, abalamour da zerc’hel an anv Ollivier. Siwazh, e vab a dlee ivez chom d’e dro e plas e dad, a oa chomet e rele- goù du-hont ‘n un tu bennak en-dro da Arras e 1915. Va faeron e oa, ha dek vloaz am boa pa oa marvet.

Echu ‘oa d’an Oliered e Roperz-Huon, peogwir ar vugale all ‘oa merc’hed, hag an hini ‘oa chomet e plas he zad ‘zo bet chomet divugel. An estren ‘zo bremañ war douaroù ha lojeiz o deus bevet ha lojet nouspet rummad Oliered. Ar vuhez eo. Evel ma lavare din va zad : « An douar, plac’h bihan, ne cheñch ket plas, met cheñch perc’henn a ra. Gouel-Mikael hag an Ankou a ra kalz a cheñchamañchoù. »

Abaoe ma n’eus mui den eus ar familh e Roperz-Huon, n’on ket bet e-barzh. Dija ar wech diwezhañ, ne gaven ket va c’hont. Diskaret e oa kalz gwez en-dro d’ar porzh ha d’al leur, razhet kleuzioù, freuzet skalieroù ha toulloù-kirri. Krapet ‘m boa, p’edon krennardenn, war ar memes gwez per ha koper ma krape Mamm warne pa oa yaouank. Ha gouzout a raen holl anvioù ar parkoù.

Tad-Kozh hag e vugale

Tad-kozh ne c’hoarie ket gant e vugale evel ma ra an tadoù yaouank hiziv an deiz. Kanañ ha kontañ koazioù a rae bemnoz d’ar goañv, goude ar gentel katekiz, ha krennlavarioù a lezas war e lerc’h sof-kont, e brezhoneg evel-just. E galleg ne’m eus klevet nemet unan gant Mamm, met fentus eo :

Vent du nord-ouest et belle putain (digarezit) Ne sont jamais de bon matin.

Mamm ‘veze sav-taol ur c’hrennlavar bennak ganti. Ha bep tro e lavare : « Proverb ma zad, Doue d’e bardono ! » Da bell goude he marv, e oa bet deut soñj din ober ur roll anezho — ar pezh ‘oa chomet em memor — en-dro da seizh-ugent em boa kavet.

Tad-Kozh ma ne c’hoarie ket gant e vugale, a gomprene mat eo ret d’ar vugale c’hoari, ha lezet e vezent da itrikañ c’hoarioù evel ma plije gante. Ar peurliesañ er-maez, er parkoù, er pradoù en ur ziwall ar saout. Pep hini d’e dro ‘oa sañset da vont d’ar saout pa c’hoantaent mont da laerezh. Met tro ar memes hini ‘veze bep tro : mab an devezhour, « Paotr Yann », Louis-Marie gouez d’e vamm, a veze e dro da vont d’ar saout aliesoc’h eget ar re all, rak mil boan en dije da gaout kroz ha da vezañ harzet da zont da c’hoari da Roperz-Huon. Kant paz diouzh ar gêr ne oa ken. Ha pa veze koulz ar pred e vamm a c’halve anezhañ diwar an treuzoù :

« Louis-Marie ! » « Ya ! » eme ar paotr. Bugale Roperz-Huon o dije fent o klevout e vamm o huchal a-bouez he fenn : Louis-Marie, int ne raent outañ anv all ebet nemet Paotr Yann.

Jentil e oa, hervez, prest d’ober plijadur d’ar re vihan. Pet gwech, eme Mamm, an hini vihanañ eus ar vandenn ‘oa bet douget gant Paotr Yann da dreuziñ an dour, ar fank, ar vein hag ar sklent lemm war an hent, ken gloazus d’he zreidoù bihan diarc’hen. Ha petore c’hoarioù ‘veze gant ar vugale ? Koach-koukoug sur, c’hoari redek. Etre ar Prad-Sec’h ha Prad-Ewan-Gouzigoù e oa ur c’hae gwern ha haleg. Ac’hane e veze troc’het brankoù a bep ment, hag evit a bep seurt c’hoarioù.

Ar peurliesañ e veze graet prosesionoù, tailhet ur bod haleg, faoutet ur penn ane- zhañ, bountet ur bod e-barzh ar faout d’ober ur groaz : kroaz ar brosesion. Bodoù all deliaouet-stank a veze ar bannieloù, ar paotr a rae ar person er penn a-raok, Paotr Yann ar c’hure ha tammoù latin en-dro, marteze e vanke un dra bennak d’ar bommoù latin da vezañ kanonek avat ! Ar merc’hed bihan war-lerc’h a gane ivez rapronobis ! Bugale all eus ar bourk hag o doa o zud ul lodenn douar e-touez re Tad- Kozh a’n em gave eno ivez gant o saout ha prosesionoù en-dro…

Pa skuizhent o tougen kroaz ha banniel — ar vugale ‘zo valigant — e veze graet kezeg gant ar botoù-koad, ha neuze e veze graet redadegoù-kezeg sañset, a-c’haoliad war ar bod, un tamm gwialenn da foetañ ar marc’h pe ar gazeg, ha kaniri adarre.

‘Vit ar bloaz ‘vo ket a fin

D’ar foarioù bras e Gwerliskin, Ar c’hezeg a zaoulampe

O tont d’ar gêr ac’hane.

Ha hei, Moji ! ha hei, Fannig (n’eo ket hini Izidor !).

Bernioù traezh a veze kerc’het eus Lokmikael d’ober maldraezhennoù er parkoù, da lavarout eo, da veskañ gant douar ha mailhoù dastumet diwar an hentoù gleb ha delioù eus tro ar c’hleuzioù. Aze, en-dro d’ar bernioù traezh, e veze koñvers bras gant ar vugale. Dibabet ar c’hregin d’ober pezhioù-moneiz, ur c’hozh balañsoù bihan, deut eus Doue ‘oar pelec’h, a veze gante o pouezañ ar varc’hadourezh. Staget ouzh ur vazh koad, dalc’het gant div vazh all, unan e pep penn ha plantet en douar. Neuze ‘veze prenerien hag ur gwerzher. An traezh a zeue da vezañ : holen, pe sukr, pe rousin pe ne oar den petra. Ne oa ket ezhomm a baper da bakañ ar varc’hadourezh, o zammig mouchouer-godell a serviie, pe delioù kaol pe delioù kistin ma veze kavet war-dro. 

Un deiz o doa graet un interamant. Marvet ‘oa ur bolez wenn, unan goant, hag itri- ket o doa ar vugale ober ganti un interamant solanel, pichoñs !

Tapet o doa ar c’hravazh vihan da silañ laezh d’ober ar brankard, graet ur groaz koad, graet bokedoù-fleur ha kaset gant lid bras ar bolezig da Jardin-ar-Puñs e-lec’h ma oa prest ar poull-bez ! Kanet evel ma ouient ofis an anaon ganti, ur sku- dellad dour eus laouer ‘tal ar puñs ‘oa sañset dour benniget ha douaret gant dou- jañs al labousig koant, plantet beuz war he bez. Sioul ha sirius evel m’eo dereat en ur seurt degouezh e oa bet interamant ar bolez wenn !

Ne veze krozet morse d’ar vugale, ne vern pegement a goad a zrailhent, nag a draezh a stlabezent, war goust o zud e oa mat se, met arabat avat mont war goust an dud all.

D’an nevezamzer, ar baotred a rae un tamm tro d’ar Sul d’abardaez da neizhiata. Va zad — an hini a dlee bout un deiz va zad — hag a oa damoad gant an daou all ‘m eus meneget, hag amezeg dezho, a dape mont da heul a-wechoù.

Aet e oa un devezh an tri c’hañfard da gostez Kerriwalen da neizhiata, hag o tis- treiñ, ar Paotr Yann hag a oa fuketer, a welas ur yar war un neizh e sol ur c’hleuz distok-mat eus lojeiz he ferc’henn. Se ‘erru meur a wech d’ar yer da chom da c’ho- riñ er-maez pa vez dous an amzer. Un neizhiad mat a vioù ‘oa dindani, hag ar Paotr Yann da astenn e vouchouer-godell ha da ambarkiñ ar vioù, an daou all ‘oa nec’het, arabat e vije bet da hini anezho erruout er gêr gant vioù yer, tapet o dije fest ar vazh, rak ma oa va zad-kozh onestañ den a daole troad war douar, va zad-kozh all ‘oa par dezhañ, hag ouzhpenn se oa ket berr da gefestañ e baotred !

Met ar Paotr ne oa ket bet ‘vit mirout da gontañ an dro dirak Tad-Kozh, hag adalek an deiz-se ‘oa echu dezhañ da vont da neizhiata da heul ar Paotr Yann :

« Pig pe vran a gan, eme Tad-Kozh. Hini pe hini en deus gwelet ac’hanoc’h ha sed aze ur vrud tapet ganeoc’h, ha gouezet penaos ur vrud tapet ‘zo gwashoc’h eget ur si koachet.

  • Ne oa den war-dro, n’omp ket bet gwelet !
  • Ar c’harzh he deus divskouarn en diavaez hag en diabarzh. C’hwi n’hoc’h eus gwelet den, met marteze unan bennak ‘n deus ho kwelet. Arabat deoc’h mont ken da heul al lapous-se ! »

Ar Paotr Yann avat, ne oa ket bet skandalet. E dud ne oant ket berr da skrapat.

Meur a wech e oa bet c’hwipet traoù da’m zad-kozh gant e zevezhour, met ne lâre netra. Koll brud vat un devezhour a oa lakat anezhañ war ar beoz. Den ne roje dezhañ un devezh labour da c’hounit. Ha peogwir, hervez ur c’hrennlavar all,

Cheñch a viliner zo cheñch a laer,

cheñch devezhour marteze ‘oa memes tra.

Ur bloavezh bepred, e oa c’hoarvezet un taol ganas e Roperz-Huon. O tornañ ed-du e oa an dud daou pe dri deiz ‘oa. Kalz ed-du a veze hadet, rak an douaroù gleb, hag a chome dihad dre ma ne veze ket tu d’o arat, a veze hadet ed-du e-barzh d’an nevezamzer, fin miz Mae evit ar c’hozhennoù ha fin miz Mezheven evit an douar war-lerc’h trevad. Da noz e veze rozellet an ed-du d’ar c’hrañj. Ur bern mat ‘oa dija. Ma, an deiz war-lerc’h ar beure, e oa kavet ar moc’h war an ed-du, er c’hrañj, graet o lous war ar bern, stlabezet ha debret ar pezh a blije gante.

Unan bennak a oa bet e-kreiz an noz o kargañ ur sac’had pe zaou, pe dri, a c’hreun da gas gantañ, pe gante, ha digoret dorojoù krevier ar moc’h goude, evit ma vije tamallet tout ar c’holl d’ar moc’h.

Gouzout mat a rae Tad-Kozh doareoù e zevezhour, ha neuze ar Paotr Yann a werzhe ar vechenn a-wechoù o kontañ da vugale Roperz-Huon ez ae gant e dud, en noz, da c’hwipañ boued loened er parkoù, pell-mat zoken diouzh ar gêr.

A-viskoazh ez eus bet laeron, met pa vez start ar vuhez, e vez c’hoazh muioc’h. N’eo ket sur ! an deiz a hiziv eo stank-tre al laeroñsioù, hag alies eo tud re disour- si da c’hoari-las, eo a vez kablus.

Evit darn, hervez, eo ur c’hleñved, aezet eo se da lâret, evel eo aezet d’al lonke- rien lâret eo se ur c’hleñved ivez, ha d’ar feneanted lâret e vezont klañv, ha d’an dud drouk lâret ne vezont ket mestr d’o imor. Un afer a youl eo da gentañ, hag un hêrezh ivez sur-mat !

Tad-Kozh hag e seurezed

« Gwall ger, eme Tad-Kozh, e koust ober seurezed. Graet em eus div, met mar bez din ober c’hoazh, me ‘gred ‘vefe gwelloc’h-marc’had prenañ unan “graet ha     tout !” »

Sede ar pezh a lavare Tad-Kozh goude bezañ paeet pep a dri bloaz « neveziadelezh » da div eus e verc’hed. Prenet da bep hini un troñsad a-zoare hag a oa bet kalz a frejoù gantañ. Graet ‘oa bet a-ratozh ur pezh lien fin, nezet an neud gant nezere- zed eus ar re vrudetañ, gwiadet gant gwellañ gwiader ‘oa er barrez, ur bern lienaj a veze da brientiñ evit pep hini, a-zousennoù : liñselioù, hivizoù, kamizolennoù-noz, serviedennoù, frallennoù gloan, loereier ha chaosoneier-gloan, dilhad gloan-du fin evit ar Sul, re all evit ar pemdez, boteier-lêr, paiplu, hag all, hag all.

Pa oa deut soñj d’ar verc’h henañ da vont d’ar gouent, ne oa na Tad na Mamm a- du-kaer ganti. Hini anezho ne ouie dre vat petra ‘oa buhez ur seurez. Ar peurvuiañ eus ar re o doa bet klevet komz outo ‘oa seurezed kloastret distag-tre diouzh ar bed.

Ur bloaz warn-ugent ‘oa dija Anna-Marie pa oa ‘n em santet galvet d’ar vuhez reli- jiel. Bet e oa end-eeun o taremprediñ, pe o vezañ darempredet gant un den yaouank a-feson eus ar barrez, e-sell dimeziñ. Skoet ‘oa bet ar paotr yaouank-se gant an derzhienn-domm ha marvet prim-ha-prim.

Poaniet-bras e oa bet Anne-Marie, ha setu dres d’an ampoent e oa bet goulennet gant un dintin gozh, c’hoar d’he zad-kozh, da vont d’ober war he zro. Kozh-Noe ‘oa an hini gozh, va zintin Mai ‘n Olier ‘oa aet en he bugaleaj pe dost. He fried, Gwilh ar Foll ‘oa ken kozh all ha bugel ebet dezho. Roet ‘oa Anne-Marie d’an dintin gozh, rak un dintin heritaj ‘oa ! Pemp miz ‘oa bet, betek marv he zintin e Tregrom er Penker, e korn ar bourk. Ne oa ket bras al labour eno, ha devot evel ma oa, ez ae d’an oferenn bep mintin. Dont a rae an aotrounez beleien ivez da di ar Foll kozh aliezik. Ar groaz kaer a zo en iliz Tregrom a oa bet profet gant Gwilh ar Foll. Emichañs Anne-Marie he doa disklêriet d’unan eus ar veleien he mennozh da vont d’ar gouent, peogwir goude marv he danvez-pried he doa lâret : « Aet eo gant Doue an hini ‘oa lakaet evidon. Bremañ na soñjin biken en hini all. Mar plij gant Doue ha va zud e vezin leanez. »

Met ne ouie ket war betore dor e tlee skeiñ. Ar beleg-se en doa kuzuliet anezhi, en doa unan bennak eus e gerent seurez e Louergad — e Tonkedeg nag e Plûned ne oa ger a seurezed a-benn neuze.

Setu e oa aet Mamm-Gozh ganti betek Louergad da gontañ o c’haoz ha da glevet an doareoù hag an divizoù. Ar paourkaezh mamm-gozh ‘oa bet droukskoueriet gant emzalc’h ar seurezed-se, ken oa fourbiet-holl. « Ar re-se, emezi da Dad-Kozh, ‘oa eno o c’hoarzhin hag o choloriat evel tammoù strakelloù. Ar re-se avat ‘zo seure- zed drol ! »

Soñjal ‘rae ar paourkaezh anezhi ‘oa sañset ur seurez da vezañ ken trist ha Doue Pleuveur pa’n devoa bet yod ed-du noz e bardon. Sañset e oant da vezañ sirius atav, dic’hoarzh, pleget o fennoù, juntret o daouarn, hag o paterañ war bennoù o daou- lin ul lodenn vras eus o amzer, peogwir, ivez, sañset, e oant tud a binijenn…

Ma, kaset ‘oa bet Anne-Marie un tri pe bevar miz da Louergad d’ar skol, ha da’n em voazañ diouzh an doare-bevañ er c’houentoù. Arabat e oa mont war-eeun d’ar gouent-vamm da Vronn, bete-goût e savje keuz dezhi, ha gwelet fall ‘oa ar re a zifroke, da lâras an dud. E Louergad e oa er skol ha setu tout. Hag eno ‘oa kroget neuze d’ober stamm evit an troñsad da fournis. Dalc’het he doa start d’he men- nozh. Galvet e oa da vezañ leanez, ha goude he zri bloaz danvez-leanez he doa graet he gouestloù evit dek vloaz. A-raok ma oa echu an tri bloaz ‘oa degaset da Bederneg d’ober skol, peogwir he devoa bet he breved a-benn neuze, derc’hel a rae bepred da studiañ da heul ober skol evit kaout ar breved superior hag he C.A.P. D’ar vakañsoù, e-lec’h dont d’ar gêr, ez ae d’ar gouent-vamm, se ‘zo sklaer, met Pederneg a zo tostik a-walc’h ouzh Tonkedeg hag e wele hini pe hini eus he zud ur wech an amzer, ha kaset ‘oa bet he div c’hoar yaouank en hanterbañsion da Bederneg d’ar skol. A bep eil avat : re ‘oa paeañ evit div asambles ha paeañ bepred an neveziadelezh, goude ma oa Anne-Marie gwisket e seurez ha roet dezhi hec’h anv, Mère St. Lucien.

Dre ma oa muioc’h a c’houlennoù skolaerezed eget a seurezed profezet, e veze degaset d’ar parrezioù kement hini a oa en oad ha gouest d’ober skol. Dek vloaz e oa Mamm pa oa aet he c’hoar vras d’ar gouent. Daouzek vloaz e oa pa oa dimezet an eil eus ar merc’hed : Maivon — ar bedervet ganet, met an eil eus ar re ‘oa chomet da ren. Friko bras e Roperz-Huon, ken ma lamme ar c’hazh er solier, evel ma lavare an dud !

Frejoù war frejoù. N’eo ket a-walc’h ober friko bras. Pep a damm dilhad o doa ezhomm holl ha se ‘oa nebeut a dra, e-kichen ‘oa sevel menaj d’ar priedoù nevez. Ar c’hleuz a vez graet eus un tu ne chom ket ‘n e sav, hervez ur c’hrennlavar. An div familh a oa sañset da reiñ pep hini ar muiañ ma c’helle diouerout diwar e venaj, da sevel menaj d’ar re yaouank. N’o deveze anezho o-unan netra nemet bolontez  o zud. Peogwir ar vugale n’o doa pae ebet evit o labour er gêr, ne vern da be oad  e timezent. Se ‘oa rekis en amzer-se.

Ur feurm a zaou a gezeg o doa va zud-kozh e Plouared, bet prenet gante e leve hed- buhez. Difeurm ‘oa ar plas, rak ar merer a oa aet e stal da fall gantañ ha chomet da zleout tri bloavezh Gouel-Mikael da’m zud-kozh. Eno e oa lakaet an dud yaouank hep na lizher na priz-feurm. Paeañ a rajent p’o dije savet o chouk.

Setu ma lavare Tad-Kozh : daou c’hant skoed ar bloaz e koust din perc’henniñ Sant- Yann — anv ar goumanant — peogwir eñ a ranke derc’hel da baeañ daou c’hant skoed ar bloaz d’an itron gozh evel ma oa divizet, hag ouzhpenn paeañ an tailhoù ha derc’hel al lojeiz e stad-vat, ha se e-pad meur a vloavezh. Mat ‘oa dezhañ, paour- kaezh Tad-Kozh, ma ne rae ket aon al labour dezhañ.

Lavarout a rae ivez : pa oa yaouank ma bugale e tastumen traoù, ha bremañ pa int savet, gouest da labourat ha da c’hounit bara, ez eont pep hini en e roud ha kalz a frejoù din o pourchas pep a stad a-vuhez dezho, ha me, o chom hep sikour em c’hozhni.

Janig ‘oa er skol e Pederneg, Mamm e Tonkedeg, Teofil — ya, Teofil ‘oa ur plac’h — ne oa ket bet tu da gas anezhi d’ar skolioù-pañsion, re a ezhomm ‘oa anezhi er gêr, n’he doa nemet c’hwezek vloaz hanter pa oa dimezet Maivon, daou vugel ‘oa bet marvet etrezi ha Maivon ; ar Paotr er golaj, an div all er skol, servijet mat an Tad- Kozh gant e damm devezhour, un den divalav na oa bet biskoazh gallet fiziout ul loen-kezeg ennañ.

Ha setu Janig d’he zro o c’houlenn bezañ aotreet d’antren er gouent. Engortoz e oa he zud a gement-se. Tailhet ‘oa a-viskoazh d’ober ul leanez, fur, speredek, met nebeut a yec’hed hag a nerzh, re boanius e vije bet eviti al labour-douar n’eus forzh penaos. 

Met ur frejoù bras all adarre : an tri bloavezh neveziadelezh pe an amzer-arnod a vije adarre da baeañ hag an troñsad adarre da fournis war e-hed.

Daou seurt leanezed a oa e Bronn, seurezed keur ha seurezed lik, ar rumm-mañ ne baeent netra hag an troñsad ‘oa skañv. Met setu, ar re-mañ ‘oa evel mitizhien er c’houeñchoù, ha va zud-kozh a veze bet gwell ganto debriñ bara sec’h o-unan eget lezel o merc’hed da vont da vitizhien, na pa veze d’ur gouent. O renk o doa da zerc’hel er bed. Sellet e veze d’ar c’houlz-se eus se.

Nevez a-walc’h ‘oa an urzh-se eus leanezed Bronn peogwir Mamm he deus anave- zet an div seurez kentañ, an div o doa savet an Urzh. Pa oa bet e Profesion — pe lid ar gouestloù —, he c’hoar Janig, he doa gwelet an div gozh-se — kozh-Noe — o lâret o chapeled ‘n ur vratell e diabarzh al liorzhoù ‘oa ‘tro ar gouent. Fentus ‘oa o c’hlevout hervez, kouezhet en o bugaleaj, ne lavare ket an eil d’eben hec’h anv- seurez, met dre o anv-badez ez aent an eil d’eben ha dre « te », ar pezh n’eo ket boaz ar gouent. Div genitervez e oant hag unan anezhe ‘oa Francine Bougeard ma’m eus soñj, hag e lavare eben dezhi :

« Tu me fais honte, Francine Bougeard.

  • Allons, eme eben, si tu veux, on va dire notre chapelet ! »

Ar re yaouank ne vez ket ezhomm kalz tra d’ober fent dezho hag o doa plijadur gant an div vamm-briolez kozh. Ar c’hentañ seurez lik deut d’ar gouent ‘oa ivez o treiñ ognon da sec’hañ ‘n ur c’horn bennak eus al liorzhoù. Honnezh ‘oa solut he fenn bepred, hervez.

Ur feurm a zalc’hent evit kaout ar pep bras eus ar boued war blas. Saout gwenn- ha-du ‘oa er feurm. Ur mevel kozh, charreter, a oa o labourat gant daou a gezeg. Al labourioù all ‘veze graet gant ar seurezed lik. Graet e veze ar bara er gêr, ar boteier-lêr zoken, ar sistr a veze graet gant avaloù diwar ar feurm, gant pevar c’hant ‘avaloù ‘veze graet ur varrikenn a zaou c’hant litrad. Doursistr sañset ne oa ken.

Prim e oa kresket ar gouent. Ur seurt kleñved-red a oa kroget er merc’hed yaouank en amzerioù-se, mont a rae kalz da leanezed. Nemet eus parrez Tonkedeg, ha n’eo ket bras, e oa asambles er gouent eizh pe nav e kouent Bronn, unan en Ursulinezed

  • Jeanne-Marie Allain, merc’h Gwilh-Jan ‘n Alan eus Maezoù ‘C’hoad. Div verc’h da Bipi Fulup eus Runambêr : Môn ha Zélie — div seurez lik — Môn ‘oa o kouchañ ur for- niad vara pa oa aet Mamm e Bronn. Div c’hoar da Zélie Feutren, skolaerez Tonkedeg, ha Liz Yann ar Rouz, devezhour Tad-Kozh. (Zélie ‘ranke bout un anv eus ar c’hiz d’ar mare-se !) Neuze ‘oa Perrine ar Rouz eus ar Sterven, met homañ ‘oa seurez pil-pavez. Er gêr ‘oa gwisket evel an dud all, nemet tamm ficherezh ebet war he Hec’h anavezet mat am eus. Mamm a oa degouezhet dezhi en he lodenn douar ur park er Sterven, an « Ugent-Erv » ‘oa anv ar park. Hag e feurm ‘oa gant Fañch ar Rouz hag e vugale goude : Perrine, Marguerite ha Franso-Mai. 

Amañ er C’houerc’had e oa unan bennak ivez e Bronn. Unan bepred eus familh va mamm. En ur familh all, kar da’m mamm ivez, ‘oa peder seurez er memes ti, peder c’hoar.

Mamm-Gozh he doa un tammig truez ouzh he merc’hed o welout anezho o kuitaat ar bed. « Ba ! a lavare Tad-Kozh, aze bepred n’eus ket dañjer dezhe da vezañ pilet gant o gwersed !!! »

Trubuilh ‘oa bet gante memes tra. Janig ‘oa bet pell klañv-bras, e-pad hec’h amzer arnod, ha panevet an dalvoudegezh ‘oa enni, ne vije ket bet miret. Ur purezi brein he doa graet ha d’ar c’houlz-se ne oa ket a antibiotikoù. Chomet e oa gouliet he c’hostez dre lec’h ma veze tennet dour ha lin-brein dezhi. Pell ‘oa bet war he gwele ha dont a rae dre laer he c’hamaradezed d’he gwelout. Teir pe beder a oa deut eus Pederneg asambles ganti, hag un deiz ‘oa erruet ar c’heloù ‘oa marv person Pederneg, an aotrou L’Hévéder, un aotrou c’hwezhet anezhañ ha na blije ket d’ar vugale. Ur marv trumm en doa bet, un taol-gwad, evel ma veze lâret d’ar c’houlz- se. Hag ec’h errue unan da’n em silañ ‘n he c’hambr hag a-izelvouezh : « Marv eo ‘r Rec !… » Goude e teue unan all : « M. L’H… est mort, est mort de maladie. » Unan all d’echuiñ : « Un quart d’heure avant sa mort, il était encore en vie ! »

Kaer a vez bezañ danvez-leanez, ar yaouankiz ‘zo yaouankiz ! hag ar mousfent a chom bev dindan an abid burell koulz ha dindan an abid kachmir…

Anne-Marie ‘oa bet tost d’ar marv dezhi ivez, skoet spontus gant an derzhienn domm. Bet e oa pell war he gwele etre ar bev hag ar marv. Marvet e oa unan eus seurezed Pederneg end-eeun, Mère Ste Blandine, hag ur bern pañsionerezed a oa chomet klañv er gouent. Iskis eo, met ne oa ket bet serret ar skol, evel ma vije bet graet an deiz a hiziv, ha kement a dud klañv a oa dre-holl ma na oa ket tu d’ar gerent da gemer o bugale glañv er gêr. Chom a raent eta er gouent e-pad ar c’hleñved. Deut e oa div seurez eus Bronn da sikour ober war-dro ar glañvourezed. Unan bepred ‘oa Mère St. Cyr hec’h anv. Unan eus ar pañsionerezed a felle dezhi kaout Mère St. Lucien — va zintin — war he zro, met Mère St. Lucien ‘zo klañv en he gwele, a veze lâret dezhi, Mère St. Cyr a ray war ho tro, bihan ! « N’eo ket Mère St. Cyr na Mère St. Torch a fell din. Mère St. Lucien ‘n hini a blij din. » *

Pell e oa bet va zintin-seur o pareañ. Mamm a oa er skol ganti hag e veze lâret d’ar vugale pediñ eviti, ha mont a rae ar re vras betek chapel Loreta pemp kant metrad eus ar bourk da lavaret o chapeled evit goulenn ar pare dezhi.

Tri c’hlas ‘oa er skol. Un « asile » evit ar re vihan, un doare skol-vamm, met just evit bugale ar bourk. Ar vugale diwar ar maez ne deuent d’ar skol nemet p’o deveze c’hwec’h, seizh pe eizh vloaz. Ar re-se a yae war-eeun en eil klas, ha meur a hini n’o dije ket ar c’hras da vont er c’hlas kentañ rak ret ‘veze derc’hel anezho er gêr da labourat.

An eil klas-se a veze leun-chouk atav, bern-war-vern ar vugale e-barzh, betek tri- ugent hag ouzhpenn a-wechoù. Bugale Pederneg a dremene holl dre daouarn Mère St. Lucien eta, koulz ar re a veze tremenet dre an « asile » evel ar re a zeue war- eeun eus ar gêr. Skuizhus ‘oa ober skol da gement all a vugale. Mère Ste Agnès a rae ar c’hlas bras. Mère Ste Mechtilde a oa superiorez hag a soursie eus an iliz, eus ar re glañv ha derc’hel ar c’hontoù. Ur bern pañsionerezed a veze ivez. Sœur Germaine ‘oa plac’h ar gegin, seurez lik ‘oa-hi, Mamm a oa erru mat-tre ganti, emezi, mirout a rae dezhi he lod a frouezh pe un tamm gwastell gwech ha gwech all. Berzet e veze Mamm ganti : « Diwallit da gontañ se d’ar seurezed all, na d’ho c’hoar ivez… honnezh a zo ken gwazh hag ar re all ivez… »

Ya, ar paourkaezh seurez lik n’eo istimet mann ebet. Met labour-labour, ne ra ket a-walc’h kammed. Gwir eo, ober div bañsion da gement-se a dud a oa labour… ha derc’hel naet an ti, evel m’eo sañset da vezañ ‘n ur gouent ne oa ket un hunvre. Ne chome ket pell Sœur Germaine e pep kouent. Un tammig bihan-bihan he devoa e Park ar Brizh, ha ‘n em gaout a rae ar vugale re hardizh outi. « O ! merc’h paour, a lavare da’m mamm, me a-benn ma vezan bet daou vloaz e pep plas e vezer skuizh ganin. »

Ur Gernevadez e oa anezhi. Françoise Pivert. Brusk evel ur C’hernevad ‘vez lava- ret. Evel-se e oa. Met kalon-vat tout, ha devot ar pezh ‘zo posupl. Ha dougen a rae bri d’he santez-patronez, ne gave ket e veze komzet a-walc’h en iliz eus santez Jermena. « Nann, emezi, honnezh ne oa nemet ur vesaerez ! Ne vez gwelet nemet ar re vras ! »

Traoñ-an-Dour

Ma’m eus un tamm ti da’m goudoriñ eo da’m zud on dleourez a gement-se. Met ma’m eus bet hed va buhez a labour, un tamm douar da veskañ eo da’m zad-kozh ha da’m mamm-gozh o dlean. Traoñ-an-Dour ‘oa ken nemet menaj ul loen-kezeg, douar diblaen ar peurvuiañ, pavezet gant mein, koadet mat a-walc’h.

Etre daou eus bugale Paskioù ar Genkiz e oa ar plas : va mamm-gozh Visanta hag unan eus he breudeur, Imari. Hemañ, evel e zaou vreur all, ‘oa aet e stal da fall, hag un deiz e teuas da c’houlenn arc’hant da amprestiñ digant va zud-kozh ha neuze goulenn ma vije bet graet ar rannañ war ar feurm, da bep hini da c’houzout pelec’h ‘oa e lod.

Disfiz ‘oa savet da’m zad-kozh, aon ‘vije bet o klask gwerzhañ e lodenn. Prestet ‘oa bet dezhañ ur gwenneg bennak ha lâret dezhañ : « Ma teu c’hoant dit da werzhañ da lodenn, dalc’h soñj, eme va zad-kozh, penaos din-me e talvezo muioc’h eget da zen all ebet. — O ! Gwerzhañ traoù va zud ? Biken !”

Ma ! Graet en doa an taol, gwerzhet en doa e lodenn sioul-sibouron da Veurig, aotrou Kerrioù-Vras, da stagañ ouzh e blas, hep reiñ netra da c’houzout da’m zud- kozh.

Met an aotrou-mañ n’en devoa ket ezhomm eus al lodenn lojeiz, nag al lodenn leur, nag al liorzh, nag ar bradenn vihan ‘oa ar stank hag ar feunteun e-barzh. An douar- labour hag ar pradoù hepken : pradoù mat, dour klouar ar feunteun o tremen drezo ‘pad ar bloaz.

Neuze e oa deut Imari da ginnig da’m zud-kozh ar stlabezoù bihan-se n’houlle ket egile diouto, met n’o doa ket talvoudegezh an arc’hant prestet dezhañ gant va zud-kozh, met kentoc’h eget koll tout ‘oa roet kuitañs dezhañ, ha kemeret ar pailhoroù-se. Lodenn va mamm-gozh ‘oa ken anezhi nemet menaj div vuoc’h koulz lâret.

Prestik goude ‘oa ‘n em gavet ul lodenn douar all da werzhañ e Kerrioù : unan eus ar parkoù stok e lojeiz Traoñ-an-Dour. Neuze daou bark all, ul lanneg hag ur c’hoad ; etre div lodenn e oant lakaet e gwerzh. Va zad-kozh a lâre : « Kousto pe gousto Park- al-Leur a rankan da brenañ ! » — un devezh-hanter-arat. Prenet ‘oa gantañ, ker, hag an eil lodenn a oa aet adarre gant aotrou Kerrioù, met goude, an ekant diwezhañ ‘oa lakaet an div lodenn asambles hag an dro-se ‘oa bet ret mat da’m zad-kozh ober unan a zaou : pe lezel e bark da vont pe brenañ an div lodenn, ker-spontus, rak aotrou Kerrioù ne oa ket berr an arc’hant gantañ, met sellet berr a rae. Ne brene ket keroc’h eget na veze gouest da feurmiñ goude, ne c’hoarie ket war e goll.

Tad-Kozh, evit ober ur menaj loen-kezeg evit hini pe hini eus e vugale, en doa paeet en dirañson al lodenn douar-se. Alies ‘oa erruet an taol gantañ, evit kreskiñ Roperz- Huon a-dammoù e oa bet ret dezhañ paeañ dreist o zalvoudegezh meur a bezh- douar.

Ne vez morse echu d’an tad a familh da gaout frejoù gant e diegezh. Estreget boued ha dilhad o devez ezhomm. Deskadurezh ha stadoù a vuhez a goust ker. Un dra bennak a vez ordin’, ne vez ket echu d’ober badeziantoù e vez krog ar paskoù- kentañ, goude an euredoù pe ar profesionoù relijiel, hag an amzer-soudard, pemp bloaz e veze graet c’hoazh pa oa va zonton Paotr, er servij, pemp bloaz labour er gêr a vije bet talvezet meur a gant skoed, er servij ne c’houneze netra nemet pa oa savet en grad ha c’hoazh ne oa ket bras e bae, a-walc’h d’ober e zifreoù.

Pa oa aet ar Paotr da soudard, ne chome nemet div blac’h er gêr, Mamm ‘oa er skol e Pederneg, neuze e oa miret er gêr. Ur mevel bihan a oa bet ur c’hrogad da c’hor- toz ma vije bet Mamm gouest da vont da heul ar c’hezeg, d’ober paotr-karr evel ma veze lâret. Pa oa solutaet ez aent a-bep eil d’ar park, he c’hoar ha hi, a bep eil sizhunvezh, rak unan a ranke chom war-dro an ti hag al loened, Mamm-Gozh ne oa ket gouest d’ober tout al labourioù : goro ar saout ne oa ket gouest d’ober bepred, kement a c’horadennoù he doa bet ‘n he bizied ma oa aet pennadoù diwar he bizied da c’horo *.

D’ar Sul, e-kerzh an hañv, ma felle d’an div blac’h yaouank mont da bardonañ, e veze ret dezhe bezañ erru er gêr a-benn pemp eur da c’horo da enderv. Setu, m’o dije ur pennad-hent d’ober, o dije just amzer d’ober un dro-bardon goude ar gous- peroù. Ne vern penaos, merc’hed yaouank eus un ti mat ne oa ket o flas o redek an henchoù da serr-noz. A-benn an Añjeluz e oa ret bout er gêr. Kemm a zo er vuhez !!!

Tad-Kozh hag ar boan

Pa on o komz eus gorioù pe goradennoù eo ret din lâret e oa stank-tre ar gorioù gwechall e-touez an dud, kozh ha yaouank. N’ouzon ket — e mod ebet — ar perag eus se. Met ar vugale o dije gorioù dreist-holl, war o daouarn ar peurvuiañ. Pet a wech am eus bet an droell ! Ar peurliesañ e veze er biz-yod. E palv va dorn ‘m eus bet ivez, ur « gac’hadenn-yar » ‘veze graet eus seurt gor. Dindan an divgazel e veze ivez ha war chouk he c’hil. Talonoù an treid a veze ar gwashañ.

Pep gor en doa un anv : arouez ar sant-mañ-sant, arouez Klerin (pe Radegonda), arouez sant Anton, arouez sant Kado ha me ‘oar. Neuze ez ae an dud da bediñ ar sant pe ar santez-se pe e kasent ur paour bennak evite.

Bez’ ‘oa tud ivez hag a rae louzoù pe « traet » evel ma oa ar c’hiz da lâret, evit pareiñ ar gorioù. Gwech ‘veze ret mont pell : ar sant pellañ a vez enoret ar gwel- lañ. Darn a baree an dud — hag al loened — dre orezon, kleñvedoù an diabarzh, laerez ha diwadañ, met evit ar gorioù, ne’m eus ket soñj bout klevet e vijent pareet dre orezon.

Ma, ur bloavezh bepred e oa degouezhet da’m zad-kozh ha da’m mamm-gozh bezañ o-daou gant gorioù er memes amzer.

Aet e oant o-daou da gaout ur pareour, n’ouzon ket pelec’h, met ur c’hwistad hent ‘oa d’ober bepred. Tad-Kozh, hag a oa ur mestr-baleer koulskoude, ‘oa prest da sempliñ gant ar boan, ken ma teue ur c’hlizenn warnañ. Mamm-Gozh ne glemme ket. Truez eo he doa ouzh he fried c’hoazh.

Erru e ti ar paotr kozh-se a rae traet, e oa goulennet digante :

« Pehini ac’hanoc’h a vo louzaouet da gentañ ?

  • Ma feiz, eme Mamm-Gozh, hemañ a zo poent ober un dra bennak dezhañ, rak gwall zalc’het
  • Bo, dispaket an dorn klañv. »

E vrec’h ‘oa gantañ en e gerc’henn a-bouez ur gouriz-skoaz, flañchet ar gor, gwasket warnañ d’ober d’ar braoued dont er-maez, lakaet traet warnañ hag ul lien naet. Tad-Kozh ‘oa bet ken gloazet ma oa aet gwenn ‘vel un tamm paper. Ret ‘oa bet reiñ un dakenn gwin-ardant dezhañ pe e vije aet en tu all.

Neuze e oa deut tro Mamm-Gozh : « Hola ‘vat ! eme ar paotr-kozh. Amañ eo drol an traoù ! Hemañ ‘zo ur viskoul ruz, ha gwashaet an askorn dindan. C’hwi ‘oa dleet deoc’h bezañ deut pell ‘zo amañ. Ma feiz, marteze gant bolontez Doue e teuin a- benn memes tra da bareañ ac’hanoc’h. Met darbet eo bet deoc’h e vije ret troc’hañ ho torn diouzhoc’h !»

Pa oa rasket ha naetaet ar gouli, lakaet traet warnañ ha paket, e lâras ar paotr kozh-se da’m zad-kozh : « Tennit ar gouriz-skoaz-se, ma den mat, emezañ, ma vo lakaet d’ho pried. C’hwi n’hoc’h eus ket ezhomm eus an dra-se, met homañ ‘deus tremen ezhomm da vezañ dalc’het he brec’h. » Un tammig mezh en devoa bet Tad- Kozh. Eñ, ar gwazh kreñv, ar c’hi-labour, a oa ken kizidik dirak ar  boan…

Ne oa ket ivez un den hardizh, da vihanañ en e yaouankiz. Kement e veze komzet eus Traoù-Noz, ken spourailhet e veze ar vugale gant kaozioù fromus, ma seblante dezhe adalek ma veze teñval an noz gwelout ha klevout tasmantoù dre-holl. Komzet e veze eus « Paotr e voned ruz », eus an « traouilh-tan », eus « paotr e vomm » pe an « hoper-noz », eus « kannerezed-noz », « lutined » ha « morilhoned » ha me ‘oar. Ar gwashañ ‘oa « Karr an Ankou », hag a bep seurt seblantoù.

Ar merc’hed hag ar vugale ‘oa holl spontik, koulz lâret.

Gwechall e veze kaset ar c’hezeg da beuriñ en noz, e-kerzh an hañv. Ma veze d’ober stagañ antronoz vintin, lakaomp da vont d’an traezh, pe d’ur charre pell, e veze ret kerc’hat ar c’hezeg d’o c’hraou pell a-raok an deiz.

Ur wech bepred e oa aet Tad-Kozh da gerc’hat ar c’hezeg da voueta. Ur skleuren- nig-loar ‘oa, hag e oa dichañset dezhañ gwelout un dra bennaket gwenn o hejañ er penn pellañ eus ar park. Mil aon en doa, ken oa tremenet an Ankou dre e chouk, da lâret eo, en doa bet ur gridienn. Krenañ ‘rae ken en doa poan o kabestriñ ar gazeg

« Ya, evelkent, emezañ dezhañ e-unan, n’eo ket ur bugel on ken, ret-mat eo din gwelout petra ‘zo ahont. Diouzh ma vo e lakain va c’hazeg d’an tus ; eben a heulio ivez. »

Ar gazeg, ivez, a c’hine un tamm o vezañ kaset war an tu enep d’he c’hraou. Tad- Kozh a soñje : « Va c’hazeg ivez he deus aon… » Aet e oa bepred. Ha petra ‘oa an dra wenn-se o hejañ ? Ur bod raden hir, ha stouet evel boaz gant an avelig flour a- zindan ar gwez. Ur bod raden gwenn !…

Kavet e vez e-touez ar plant evel e-touez an dud hag al loened, un albinos ur wech an amzer, da lavarout eo hep liv, ha dindan skleurig al loar a oa fromus da welout an dra wenn-se o fiñval evel d’ober ur sin bennak. 

Disammet ‘oa diouzh e spont ha diwar neuze e soñjas e oa mat ‘n em rentañ kont ha n’eo ket kemer aon. Mamm-Gozh a oa aonik muioc’h c’hoazh. Ur wech bepred e oa bet darbet dezhi bezañ « kac’het ar marv », evel ma vez lâret.

Unan eus ar vugale a oa klañv. Ur wrac’h bennak he doa roet da grediñ da’m mamm- gozh e oa ret kuntuilh ul louzaouenn-bareañ ‘n ur c’hoad a-raok ma veze savet an heol. E Koad-Tromorvan e oa al louzaouenn-se tost un hanterlev eus Roperz-Huon… met petra ne rafe ket ur vamm evit he bugel ?

Pa oa dihunet er beurevezh-se e oa sklaer al loar. Ne ouie ket pet eur e oa : an horo- laj ‘oa chomet a-sav. Ha hi en hent : « Barrek on, emezi, d’erruout du-hont a-raok ma savo an heol ha da guntuilh al louzaouenn war ar glizh. Sklaer a-walc’h eo din d’hec’h anavezout. »

Ma, tudoù gaezh, kavet ganti ar pezh a glaske, e oa o tistreiñ, pa glevas div eur o son e tour Tonkedeg. Div eur diouzh ar beure ! Hec’h-unan-penn e-kreiz Koad- Tromorvan ! ha hi ne grede ket mont er-maez eus an ti goude koan ! Darbet ‘oa bet dezhi bezañ marvet eno gant an aon. N’he doa ket gouezet, emezi, dre belec’h ‘oa deut d’ar gêr. Met bleinet gant hec’h ael-mirer ‘michañs…

Un devezh all, pe kentoc’h un nozvezh, abred en noz memes tra, e oa c’hoarvezet ganti ha gant he bugale ivez, kaout ur spont, met ur spont euzhus.

Va zad-kozh ‘oa aet da gas ur garg keuneud da Lannuon, d’ar c’houlz ma ranke tud kêr ober tan gant koad ; kenkoulz hag ar beizanted. Jediñ a rae Tad-Kozh pegeit amzer en dije ezhomm d’ober e dro donemonea ha diskargañ e geuneud e Lannuon. Setu ma oa boas da lavarout da bet eur war-dro e vije erru er gêr, hag evel ma oa bet atav den d’e c’her, pa zichañse dezhañ dilerc’hañ e veze nec’het Mamm-Gozh gant doan eus ur gwallzarvoud bennak, daoust ma ne oa ket dañjerus an hentoù bras evel an deiz a hiziv, da ziwall e oa memes tra diouzh al laeron kroashent.

Ma, en deiz-se e oa dilerc’h da vat gant an Tad-Kozh. Lavarout a rae Mamm-Gozh d’ar vugale : « It ‘ta betek Park-Penn-an-Ti da selaou ha c’hwi ne glevot ket trouz ar c’harr c’hoazh. » Dek gwech pe ouzhpenn e oa bet ar vugale o selaou. Met netra d’ober. Na trouz karr, na trouz treid-kezeg.

Mamm-Gozh a bede, hag ar re vrasañ eus ar vugale evelti. An eur a dremene, a dre- mene. Roet e oa o c’hoan d’ar vugale a-benn ar fin pa ne servije ket gortoz an tad. Mamm-Gozh, gant an drubuilh, a oa torret he naon.

A-greiz ma oa ar vugale ouzh taol ‘oa klevet un drouz spontus, gwashoc’h eget ar gwashañ tarzh-kurun o ruilhal, o ruilhal gant miñs ar c’hrignol, gant miñs ar gambr, oc’h ober ur storlok spouronus ouzh dor ar pondalez. Hag echu. Trouz ebet mui, met ar re vihan o hopal gant ar spont hag ar re vras semplet. Mamm-Gozh mantret : ur seblant e oa, aet e oa va zad-kozh, karr ha tenn hag all er rinier diwar Pont-Mah

  • ne oa aspled ebet warnañ — en noz du-dall. Beuzet. Kollet holl ! Ne oa ket deut c’hoazh o spered en e blas pa oa klevet trouz ar c’harr er porzh. Unan eus ar re vrasañ a gredas mont betek toull an « Tad eo ! Mamm ! Tad eo ! N’eo ket ur seblant ! Tad eo ! »

Ya, an tad ‘oa ! Bet ‘oa bet ret dezhañ diskargañ e-unan e gant keuneud, e ti un itron gozh na oa gouest da netra, hag e felle dezhi e vije savet ar c’heuneud war ar solier en disc’hlav. Petra ‘raje ? Ne oa den d’en sikour. Hini-ha-hini en doa savet e gant keuneud er solier. Meur a hini en e blas en dije graet demi-tour gant e garg kentoc’h eget kemer un trepan ar seurt-se. N’eo ket souezhus eta e vije bet kement a zilerc’h gantañ hag evel ma ne oa ket a c’houloù gantañ, gant doan pakañ ur goñ- travañsion c’hoazh war ar marc’had e oa deut dre bep seurt hentoù bihan. Graet tro evel-just…

Neuze e oa lâret dezhañ pegen spontet ha pegen spouronet ‘oa bet an tiegezh gant an drouz-se ken iskis na oueze den petra a sinifie. Ma, Tad-Kozh, kent mont da gous- ket goude bezañ graet war-dro e gezeg ha debret un tamm, a yeas gant e letern da welout hag-eñ, en gwirionez, e oa tu da gavout un diskoulm eus ar mister-se. Ne oa ket aet pelloc’h avat evit dor ar pondalez. Eno ‘oa ar penn-kaoz d’an dourni. Ur moell-karr, pe kentoc’h danvez ur moell-karr, bet lakaet da sec’hañ war riz-moger ar solier a oa bet diblaset, ‘michañs gant ur c’hazh o chaseal razhed, kollet e gem- pouez, kouezhet war ar viñs ha ruilhet a bazenn da bazenn betek bezañ skoilhet gant dor ar pondalez. Disammet e oa neuze spered an holl, rak an domaj ne oa ket bras, didammet e oa bet bord ar pazennoù a blasoù, setu tout.

Al lodenn vrasañ eus an dud a grede er seblantoù, en traoù-noz, e Karr an Ankou, hag all. Met estreget eus seurt traoù kevrinus e veze da gaout aon rak erruout a rae laeroñsioù ha torfedoù stank a-walc’h ; daoust ma ne rede ket ar c’heleier evel an deiz a hiziv, e veze klevet a-walc’h evit lakaat disfiz hag aon d’an neb a ranke bale en noz, pe chom e-unan ‘n un ti distok diouzh an tiez all.

Ar momed sellet evel an dañjerusañ a oa koulz an oferenn-bred d’ar Sul. An holl a yae d’an oferenn nemet an hini a veze e dro da chom paotr pe plac’h ar gêr hag a veze bet en oferenn-veure. Ma tichañse d’ur gwalldaol c’hoarvezout d’an eur-se, kaer ‘veze huchal sikour, ne veze den war-dro ! hag al laer pe an torfedour a oa barrek da dec’hout hep bezañ bet gwelet.

Ur sulvezh, bepred e-pad an oferenn, unan eus c’hoarezed Mamm, va zintin Teofil, a oa hec’h-unan plac’h ar gêr. Kaset ganti ar saout er-maez e oa distroet d’ar c’hraou da c’houzeriañ dindan al loened pa glevas unan o vale gorrek ‘drek ar c’hraou. Kroget ‘oa he c’halon da daoudaoliñ gant ar spont. Piv a oa o vale aze e- lec’h na oa darempred ebet hag o tont gorrek evel da gemer e amzer da spiañ an tro-war-dro ? Ha hi da zivarc’hañ dor ar c’hraou warni ha da sevel e solier ar foenn.

 

 

 

Neuze e klevas unan bennak er porzh o c’houlenn : « Amañ n’eus den ? » Div pe deir gwech. Kreñvoc’h-kreñvañ e krias : « N’eus den ? » Ha setu ec’h anavezas mouezh Yann ar Rouz. Disammet ‘oa ‘n un taol. Yann ‘oa klañv a-benn neuze, o treinañ. Se ‘oa penn-kaoz dezhañ da vale gorrek, ha deut ‘soñj dezhañ dont da aveliñ e benn betek Roperz-Huon, e-lec’h ma tremene un hanter eus e amzer.

Dispaket ‘oa prim Tintin Teofil neuze, ha lâret dezhañ chom ganti betek ma vije distro tud an oferenn, rak chomet e oa un tamm dindan he spont. « Ya, eme Yann, propoc’h ‘oa din bezañ chomet er gêr, met pa vezan va-unan du-mañ, ne ran nemet ober gwad fall o welout n’on gouest da vann ebet. Ne’m boa ket soñjet e oan o vont da spontañ tud evel-hen. »

Abegoù a oa e gwirionez da vezañ dindan aon er maread amzer-se. C’hoarvezet e oa bet gwalldaolioù spontus e Tonkedeg en un nebeud bloavezhioù. Traoù euzhus end-eeun. Ken ma lavare ma zad-kozh — hag estroc’h evitañ : « Ne gred ket unan ken lavarout e vez eus Tonkedeg ! »

Re a zismegañs ‘zo sachet war ar barrez, daoust pegen bihan ‘oa niver an dorfe- dourien e-keñver hini an dud a-feson, met a-walc’h ha kalz re evit lakaat brud fall d’ar barrez a-bezh.

Pevar pe bemp torfed euzhus a oa bet lerc’h-ouzh-lerc’h e berr-amzer. Ne vefen ket gouest da reiñ an amzeriad amañ, na pehini ‘oa c’hoarvezet da gentañ, met en amzer ma oa Mamm krennardenn e oa se.

Skolaerez ar bourk bepred, ur plac’h yaouank eus ar barrez, he doa bet ur bugel ha klenket anezhañ. Pe vev pe varv ‘oa ganet ? Diaes e oa gouzout. Bepred, aet e oa- hi d’ar prizon. Soñjit ‘ta, ur skolaerez ! Pebezh skandal !

Ur grennardenn unnek vloaz a oa kavet deiz Nedeleg, gwallet ha lazhet a daolioù kontell en ur park etre ar bourk ha ti he zud. Chomet e oa bet da gofesaat goude ar skol evit komuniañ da Nedeleg an deiz war-lerc’h. Erc’h a rae, hag he zud n’o doa ket graet van o welout ne oa ket deut d’ar gêr en noz-se. Mont a rae a-wechoù da dremen an noz e ti he zud-kozh e-tal ar bourk pa veze fall an amzer. Un tieg, intañv ha tad pemp bugel, a oa dichañset dezhañ gwelout digor ar gloued war ar park-se pa oa o klask war-lerc’h ul loen-kezeg dezhañ deut er-maez eus e graou en noz-se. O sellout er park eo e welas ar verzherez yaouank hanter c’holoet a erc’h, marv-mik pell a oa. Bet ‘oa c’hoazh bec’h war an den-se, rak pell ‘oad bet o kavout an torfedour ha c’hoant o doa darn da damall dezhañ.

Ur wreg yaouank all, he fried war ar mor, a oa bet lazhet ivez ha hi dougerez a dri miz. O chom ‘oa hec’h-unan. Unan all en doa lazhet e wreg, en un doare kriz-meurbet.

Unan gozh all ‘oa kavet marv, ha bet tamallet he mab-kaer da vezañ preset he marv. An  hini  gozh  a  veze  graet  outi  Fañchon  Yann  Voan.  Kozh-bras,  sec’h  evel ur geuneuden. Poan dezhi o chom en he sav. Den ne oa estonet o klevout e oa marv. Met ur beg-a-raok bennak ‘oa ‘n em rampet da lâret e veze dotuet gant he mab- kaer, hag an hini gozh a lâre he dije aon rakañ. Un den doujet ‘oa ar mab-kaer-se, setu a oa bet dizinteret ar paourkaezh kozh ha graet enklaskoù ha kavet ur sila- brenn bennak en he fenn. Dastumet ar Gerg… evel an torfedour, barnet da bemp bloaz galeoù e Sant-Brieg. Va zad-kozh ‘oa bet tapet da « dest » ivez war an afer dre ma taremprede Fañchon an ti evel klaskerez-vara.

Unan eus e vugale, Visantig, pemp bloaz, ‘oa bet penn-kaoz ma oa kondaonet e dad. Goulennataet a oa bet ar vugale gant ar jandarmed ha roet madigoù dezho evit ober dezho komz. Ken abaf e oa ar vugale war ar maez d’ar c’houlz-se.

« Skeiñ a rae da dad gant da vamm-gozh ? eme ar jandarm.

  • Ya, eme ar paotrig. Ar re all a lâre
  • Gant petra e skoe warni ?
  • Un taol skañv ! » emezañ.

Ne oa bet nemetañ o lâret se. Ur bugel pemp bloaz. Marvet e oa kent ma oa distro an tad eus ar galeoù. Hag e lâre e vamm :

« Me ‘gred eo gwelloc’h da Visantig bout marv, rak e dad en dije bet poan o pardo- niñ dezhañ bezañ lakaet anezhañ d’ober pemp bloaz galeoù injust ha malabrepos, rak n’eo ket gwir eo bet lazhet va mamm gantañ. Bet ‘oa kouezhet diouzh he gwele ha bleñset korn he zal. Ar silabrenn-se eo a oa kavet warni. »

Ar Gerg…, distro eus ar galeoù, a lavare « ar binijenn ‘m eus graet er pemp bloaz- se a oa evit traoù dizonest graet ganin a-raok ha na oa ket bet graet din paeañ. Justis Doue eo ! Met Doue ‘oar ne’m eus ket lazhet va mamm-gaer, Doue d’he far- dono. » Gwelit neuze perak e veze ken aonik an dud war-lerc’h kemend-all a dor- fedoù spontus c’hoarvezet en o farrez.

Tapet nec’het e oa bet Tad-Kozh avat gant ar prosez. Soñjal a rae gantañ n’en dije netra da zisklêriañ nemet lavarout en doa gwelet ar Gerg… hag e wreg o vont d’o devezh abred diouzh ar mintin pa oa-eñ o tennañ foenn d’ar c’hezeg. En o stumm ordin’ e oant, un nebeud gerioù ‘n ur dremen ha setu holl.

An tieg e-lec’h m’edont gant o devezh a oa da vont ivez da lâret e oant eno ar beure-se hag e oa erruet daou eus ar vugale da lavaret d’o zud ne ouezent ket petra ‘c’hoarveze d’o mamm-gozh, ne gaozee ket, ne fiñve ket, marteze ‘oa marv… an devezhourien a yae abred d’o devezh, ar vugale ne vezent ket savet c’hoazh. Int a rae o dijuniñ hag a roe he zamm soub d’ar vamm-gozh pa veze prest, met an deiz- se… ne rae van ebet Fañchon gozh…

Adtremenet e oant eta dre Roperz-Huon o vont d’ar gêr hag antreet da gontañ da’m mamm-gozh ar pezh a lâre ar vugale. Ne oa tamm ebet estonet Mamm-Gozh. Anat a-walc’h ‘oa pegen fall ‘oa erru gant ar paourkaezh Fañchon.

Ha Mamm-Gozh raktal da glask un hiviz hag ul liñsel da lieniñ an hini gozh.

« Marteze, eme Varjob, n’eo ket marv.

  • Ingal ‘zo, eme Mamm-Gozh, kaout a ri anezho diwezhatoc’h. Kas anezhe ganit bepred ha mar bez ezhomm d’ober chapel wenn, degas ar vugale da gerc’hat ar pezh ‘vo ezhomm. »

Marv ‘oa an hini gozh kaezh, hag interet ‘oa ivez. Ken ‘oa savet kaoz e-touez an dud a lâre he dije Fañchon aon rak he mab-kaer, ac’hane da lâret, marteze, n’he doa ket bet ur marv naturel, ne oa ket pell, ha dizinteret hag aotopsiet ar vamm- gozh… kaset ar Gerg… d’ar prizon.

P’edo an testoù o vont da Sant-Brieg dre an tren, ne oa ken kaoz nemet honnezh gante ‘vel-just. Lod a lâre a-du, lod all a-enep. Tad-Kozh a lâre n’en devoa netra da rebech d’ar Gerg… An hini gozh, avat, he doa un devezh goulennet digantañ hag- eñ ne oueze ket pelec’h e kavje un tamm ti pe un tamm kraou da feurmiñ. « Me ‘zo a re, emezi, e ti va mab-kaer. — Met, eme Tad-Kozh, n’on ket o vont da gontañ se dirak ar barner bremaik… — Hañ ! Gri avat, » eme unan eus an testoù all. Unan hag en devoa un tamm greunenn ouzh ar Gerg… « Gri, emezañ, pe ‘vi tapet da dest faos, lâret ec’h eus amañ dirak testoù, te ‘oar ? »

Bezañ tremenet da dest faos ? Eñ, an den onestañ hag ar muiañ istimet er barrouz. Eñ, kuzulier ti-kêr ! Eñ ha n’en devoa tamm c’hoant ebet koulskoude da washaat an hini tamallet, hag a selle evel digablus ! Penaos ‘n em denn eus ar gudenn ?

Ma, deut e dro, a rankas asantiñ da lâret ar pezh ne oa ket e-sell, ha ken fromet ‘oa bet ar Gerg… o klevout anezhañ, ma oa deut an dour war e zaoulagad. Eñ ne oa ket engortoz e vije bet kouezhet an testeni-se eus genoù an hini a selle evel ur mignon, ken mat e oa bet Mamm-Gozh en o c’heñver.

Krediñ ‘ran ‘oa bet ur brezel-diabarzh e koustiañs va zad-kozh o klask dibab etre bezañ kemeret da dest faos, ha gwashaat — o, un nebeud ! rak gouzout a rae mode- riñ e gomzoù — ur paourkaezh den a fizie warnañ end-eeun evel un den a-bouez- bras e vennozh.

Tad-Kozh kuzulier ti-kêr

N’oufen ket lavarout da be oad en doa asantet Tad-Kozh mont war ar renk da vont er c’huzul. Bet e oa goulennet outañ ouzhpenn ur wech dija, met n’en doa tamm c’hoant ebet da gemer kargoù all war e chouk. A-walc’h a breder en doa evel-se gant e diad bugale hag e aferoù e-unan. Met aliet e oa bet gant person ha maer da asantiñ kemer perzh en aferoù ar gumun, dre m’en doa un tamm deskamant, kalz  a skiant-vat hag istimet gant tud ar barrez. Ne glaske ket enorioù, kement hag ober e zever e lakaas e anv eta. Hag aet ‘oa e-barzh, en taol kentañ. Ganet ha savet er barrez, anavezout a rae peadra hag ezhommoù pep hini, pe dost. A-bouez e oa e ali eta.

N’ouzon ket pet gwech ar bloaz a’n em vode ar guzulierien hag ar maer. Div guzu- liadeg vras a veze bepred : kuzuliadeg Vae, ma veze votet ar budjed, ha plasamant ar Beorien goude an eost emichañs. Kredapl eo, e ranke an dud bezañ ‘n em rentet kont eus pouez o eost a-benn bout gouest da lavarout peseurt samm a c’helljent dougen. Bloavezhioù mat ha bloavezhioù fall a zo bet a-viskoazh evit ar peizant. Bloavezhioù a erru, en devez a-boan a-walc’h evitañ hag e diegezh. Bloavezhioù all e c’hell diouerout kalz pe nebeut. N’eus forzh penaos n’hell ket reiñ e boan evit netra. Ret eo da bep hini bevañ eus ar vicher eo e hini ha pae ar peizant n’eo nemet priz ar pezh a c’hell gwerzhañ.

Plasamant ar beorien eta ‘oa ur gwall zevezh : trouz ha bec’h ha chao a veze bep bloaz. An daou roll a veze a-benn neuze en ti-kêr : roll ar beorien o c’houlenn sikour ha roll ar re a oa sañset gouest d’o sikour. Pep kuzulier ‘oa da welout piv ‘oa ezhom- mek ha piv ‘oa mat a-walc’h ar bed gantañ ha pet gouest da reiñ. Pep hini en e gontre, rak ar guzulierien a veze dibabet ar muiañ ingal posupl, unan eus pep breu- riezh ar barrez. Ha pa zegouezhe kaout eostoù fall e veze muioc’h a c’houlenne- rien eget a broferien. Ur bara ‘oa ur gont a ed-bara, bep miz. Pa lavaran ed-bara, ne oa ket ordin’ gwinizh-rik : segal-winizh pe heiz-winizh pe teir c’hreunenn.

Lod eus ar beorien a c’houlenne cheñch ti. Klemm a raent e veze roet dezho ed bet tommet pe ed kozh hanter debret gant ar gozed pe e veze graet penn-fall outo pe un dra bennak all. Lod eus ar broferien eus an tu all a c’houlenne ma vije cheñchet paour dezho, m’o dije un dra bennak grevus da rebech dezhañ. En holl, ar c’huzu- lier a ranke mirout evitañ e-unan ar paour n’houlle den outañ. Se ‘oa bet erruet ur bloavezh bepred gant Tad-Kozh, hag an dro-se avat, e oa fachet Mamm-Gozh. Lakaat ur pezh fall da zaremprediñ he zi ! Biskoazh ! « Ma, eme Tad-Kozh, ne vo ket ret dit chom da goñferañsiñ ganti pa’z eo bet roet he c’hont dezhi bep miz, ne’z  po ket muioc’h d’ober ganti. »

Lavarout a rae goude Mamm-Gozh ne oa bet paour na paourez ken seven all en he zi. Soez G. ‘oa hec’h anv, tri pe bevar bugel he devoa, deut holl diwar an avañtur,  o chom en un tamm ti e-kreiz ul lanneg ; na oa warnañ evel dor nemet un draf- valan. Eno e lojent holl, tud ha deñved ha yer. Ur gwele-kloz, ur gwele-taol hag un armel. Gant ur c’hozh gwele-kloz all e korn an ti ‘oa graet kraou an deñved hag ar yer a glude war ar skeul ‘oa da vont d’ar solier. Eno ‘veze an danvez-tan : keuneud- klask ha lann eus al lanneg.

Nezañ neudri a oa micher Soez, ur vicher difonn-tre da vevañ pevar pe bemp a dud. Met setu, « klianted » he devoa ha se a zisplije da Mamm-Gozh. Gwisket ken dilokez e veze ken ma oa ur runkun he gwelout ; ul loeroù gloan gwenn hag ur choukennoù plouz war he botoù-koad a veze ‘n he zreid o vont d’an oferenn, he c’hoef war he bizaj evel ur wrac’h dek vloaz ha pevar-ugent, ma lavare an dud : « Ma ! Me n’ou- zon ket petra a demptus a zo e Soez, n’eo ket figus ar baotred memes tra ! » Met hervez eo koulz dour-poull evel dour-boull da lazhañ an tan ! 

Deut ‘oa da blijout da Mamm-Gozh, ken sioul ha ken hegarat e oa, ha neuze hervez ‘oa onest (!?) en he « micher » ; ne veze ket digoret da frioù-lous yaouank na da dud dimezet, hepken da gozh-tud-yaouank pe da un intañv bennak.

Ha koulskoude teir grennardenn vihan a oa en ti Soez, heñvel-poch an eil diouzh eben hag heñvel ouzh un ozhac’h eus ar barrez anavezet evit bezañ ur penn-ourz ; e wreg hag eñ ne raent ket menaj vat, ar wreg a loje en ti hag an ozhac’h e gwele ar marchosi. Un deiz, ar mous bihan en doa kavet serr-têt Marianna e gwele ar mar- chosi ! Hag e reas an istor tro ar barrez !!!

Tad Soez, G. Kozh, a oa boureller, o vont bemdez d’e zevezh eus an eil ti d’egile, ha p’en dije evet un toullad chopinadoù, d’ar Sadorn da noz da skouer, e veze klevet ur c’hardlev tro-war-dro oc’h ober e gaoz en ur vont dre ‘n hent : « Alapolka !

  • hennezh ‘oa e c’her — Alapolka ! Me n’on ket nec’het na gant maer na gant adjoent, na gant koñseilher munisipal, me ‘labour e tri c’hant dek ti ha tri-ugent ha c’hoazh ne labouran en ti baour ebet ! » Nann sañset, peogwir ne laboure nemet evit ar re o doa « Ha k..c’h evit ar beorien nevez ! emezañ c’hoazh, a-walc’h a reoù gozh a zo ! »

En e di ‘oa seizh pe eizh a vugale, ha merc’hed holl. Pa greske an dud e-barzh e veze goulennet outañ :

« Petra zo bet en dro-mañ ?

  • Ur c’hast vihan adarre ! » emezañ.

Ma feiz, troet ‘oant bet holl pe dost war an tu-se, a-hervez. Unan a veze graet

« Nouch » outi, ur tamm stipadenn vihan anezhi, ha pas gwall fin. « Nouch daou wenneg an touch ! » eme ar gañfarded.

Met distroomp da gastell Soez. Un deiz e oa deut-hi da Roperz-Huon da bediñ Mamm hag he c’hamaladez plac’h yaouank da vont da zebriñ krampouezh-gwinizh deiz Pardon Kerriwalen. An div-mañ a veze o tougen ar banniel hag i gwisket e gwenn- sign. Tostik ‘oa an Dosenn da chapel Kerriwalen, met gwenodennoù hepken da dos- taat. Me ‘lavar deoc’h an div ael gwenn-se o klozañ o zamm brozh en-dro dezho gwellañ ma c’hellent, gant doan eus an drez a dreuze ar wenodenn a gase d’ar glo- tenn-se e-kreiz al lanneg. Peadra ‘vije bet d’ober ur film ! Ma ! bet o doa kafe mat ha krampouezh-gwinizh c’hwek bepred ha plijadur o welout tampon Soez met diouzh o sav o doa ranket debriñ hag evañ, ne oa ket a skabelloù, nemet an oaled. E meur a di paour e veze debret azezet war an oaled, soñj ‘m eus. Muioc’h en o aez e veze an dud war an oaled eget azezet ouzh un daol a veze ur gwele enni, ha Soez ne oa bet biskoazh en he siklud div blac’h yaouank e gwenn, div verc’h kuzu- lierien, c’hoarezed seurezed dezhe o-div, pichoñs ! hi, ar paourkaezh, a veze sellet a-dreuz outi gant an holl. Lavarout a rae un devezh da’m mamm-gozh : « Na pa wel- fec’h ur c’hast pourmenet en ur c’harroñs aour, ho pet truez outi, disprizet ha bou- fonet gant pennoù-mezv.

Bet ‘oa ur mision bras e Tonkedeg ha Soez he doa kontet he buhez d’an tad-misio- ner. Hemañ, emezi, a lavaras kement-mañ : « Ma ne vije ket a verc’hed eveldoc’h, ar merc’hed fur n’o dije ket a beoc’h da vale. » Anavezout a rae an Denelezh.

Ujeni Gwilh-Jañ ‘oa kamaladez plac’h yaouank Mamm. He zad ‘oa ivez kuzulier ti- kêr ha mignon da’m zad-kozh. N’oant hañval avat nemet war un dra : daou gi-labour e oant, met Gwilh-Jañ ne deue ar gomz dezhañ nemet pa veze hantervezv, ha fall ‘oa e dreid, neuze, meur a wech, e tegouezhe dezhañ ober ur ruilh e touflez an hent bras d’ar Sul goude ‘r gousperoù. Pa zilerc’he re e teue Marianna d’e glask. Ha botez da Wilh ! « Porc’hell ‘zo ac’hanout ! Aze ‘mañ da blas ? » — Sakernon- dedistak Marianna, lez ac’hanon da sevel bepred. Na sko ket warnon ! »

Neuze e kleve un eil gousperoù gant Marianna. Tad-Kozh ‘oa bet hag a yae d’e ambroug pa gave anezhañ er stad-se, met hola ! ne veze ket lâret mersi dezhañ gant Gwilh na gant Marianna kennebeut. Erru toull an nor e veze sachet Gwilh en ti a-bouez e vañch ha serret an nor ouzh neb a veze bet o tegas anezhañ d’ar gêr.

An deiz-se ‘oa dres e-pad ar mision bras, e oa o tistreiñ diouzh marc’had Lannuon, hag eñ erru kras-mat, e oa deut ivez d’an iliz. Ar c’hure a oa er gador bepred, oc’h echuiñ ur chapeled. « Bremañ, emezañ, ‘omp o vont da ganañ Kalon dous a Vari, pajenn eizh ha daou-ugent. « Petore pajenn, Aotrou Kure, petore pajenn ? » Ar c’hure na respontas ket, krog ‘oa da ganañ. « Sakernondedistak, eme Wilh-Jañ, ma ne lârit ket din petore pajenn ne’m eus ket ezhomm ma levr ivez. » Hag eñ etrezek ar c’heur hag o tarc’haou e levr-kantik dreist ar balustroù ; hag er-maez…

Va zad-kozh ne veze morse mezv, pa veze da heul un toullad mignoned, pe deve- zhioù ar c’huzul ti-kêr, a gave e du d’ober e dro-regaliñ da gentañ, neuze e kave un digarez bennak da dapout hent ar gêr hep gouzout d’ar re all.

Div pe deir gwech en he buhez, a lâre Mamm din, he devoa gwelet he zad tommet un tamm dezhañ. Neuze ha neuze hepken, e c’hoarie gant e vugale ; ar re-mañ o dije fent gantañ, ken nebeut kustumet e oant bet da farsal gant o zad, met Mamm- Gozh a lâre dezhañ : « Te ‘zo c’hwezh ar boeson ganit. Kerzh da gousket du-se d’ar gambr. Me n’on ket ‘vit gouzañv c’hwezh ar gwin-ardant. » Gwreg evurus ‘oa anezhi !

Pa veze an devezhioù bras-se : plasamant ar beorien ha kuzul ar budjed, e veze ‘pad an deiz er bourk. Neuze e tebre e verenn da greisteiz e ti e vignon an Ao. Moutin am eus komzet dija dioutañ. Ur vatezh kozh ‘oa gantañ. Met eñ a servije ouzh taol, ha da ziskouez pegen dilikat e oa chomet ec’h errue er sal gant daou blad, unan e pep dorn hag e tigore an nor gant e droad dehou, en ur bouezañ gant biz-bras e droad war al lokard. Ne oa ket dañjer dezhañ da fotañ e chaous, na da gouezhañ war e revr.

Ur journal, L’Armorique, a gemerent etre an daou di. Da di an Ao. Moutin e veze kaset bep Sadorn, pe marteze d’ar Gwener. Neuze tro-pad ma oa bugale Roperz-

 

 

 

Huon e skol ar bourk e veze roet dezho d’ar Sadorn da noz, pe goude an oferenn- veure d’ar Sul. Setu e kave Tad-Kozh ar journal da lenn d’ar Sul etre an oferenn hag ar gousperoù. Da fin ar bloaz e veze lodennet ar journalioù war-hanter etre an daou di, neuze e teue an Ao. Moutin d’e adverenn ur sulvezh d’ober al lodennoù.

Nag a gemm an deiz a hiziv er paperoù !

Ur journal ofisiel, moarvat, ‘errue en ti-kêr hag ar maer, ar sekretour hag unan bennak eus ar guzulierien, ar re a ouie lenn, o doa un tamm anaoudegezh bennak er politik. Met an niver bras eus ar bobl ne ouie netra, nemet ar pezh a veze lâret diwar vur ar vered goude an oferenn, ma veze ur c’hemenn d’ober a-berzh ar maer, ar prefed, pe a-berzh ar re a veze war ar renk da vont d’ar Gambr e mareadoù ar votadegoù. An hini a gonte ar c’haerañ hag a baee ar muiañ a voeson a veze an tu kreñv gantañ. Pell eo bet padet an traoù er giz-se.

An tu gwenn hag an tu ruz ‘oa. Eeun ‘oa. Taolioù teod ha taolioù dorn etre an daou du ha fachiri ha kasoni : « Kalotin ! » eme unan, « Kof-Ruz ! » eme egile, ha tammoù rimastelloù savet war ar prim an eil o tresañ chupenn egile.

Tonkedegiz yaouank a oa kontet paotred ar beilh : bep Sul da noz e veze kann. Se da vihanañ pa oa maer an aotrou Trogindi hag a oa un den re jentil, re vat, ha pell diouzh ar bourk o chom. E-pad ma oa bet Reune Nikolaz maer, un den reut anezhañ, e veze siouloc’h ar bourk, rak eñ ‘oa o chom e korn ar bourk.

E-pad ma oa an Ao. Tourneur person e Tonkedeg, pa veze cheu ha kann war ar bla- senn, e save an aotrou person, e tigore prenestr e gambr hag ac’hane e korf e roched e huche d’an emgannerien : « Arsa paotred, c’hoant hoc’h eus ez afen d’ho tispartiañ ! ‘Peus ket a vezh e-tal hoc’h iliz-parrez, e-tal bered ho tud-kozh o’n em lardañ er giz-se ! Alo, pep hini en e roud ha peoc’h war ar jeu, mar plij !!! »

Ar re a gare un tammig o enor a’n em denne, aon gante bezañ anavezet gant o ferson. Al lakepoded, avat, a oa a-vec’h d’ar jandarmed dont a-benn anezhe pa zegouezhent warno kent ma vije torret d’o malis. Graet e veze zoken boutikoù dezhe. War varc’h e veze ar polis d’ar c’houlz-se, ha pa veze teñval an noz e tre- mene ur c’hañfard bennak a-rez d’ar marc’h hag e tibrenne lêrenn an dibr. Un taol- skoaz d’ar c’havalier ha setu-eñ gwintet en tu all, kent dezhañ bezañ ‘n em zastumet e veze karzhet ar c’hañfard.

Gwilh-Jañ ‘n Alan, am eus komzet anezhañ, a oa bet graet prosez-verbal dezhañ ur wech gant ar jandarmed, kavet ‘oa bet o kousket e touflez an hent-bras gant ur pifad, ur c’horfad mezh ‘oa se d’ur c’huzulier hag ur c’horfad drouk ‘oa ennañ.

« O ! emezañ, me a dalvezo an dro-mañ d’an aotrounez, sur-sur n’eo ket marteze. »

Kavet en doa e du. Goût a ouie pelec’h er bourk a raent o diskenn, ha sur ‘oa ez aent o-daou d’an ostaleri asambles — ar pezh a oa kontrol d’o servij.

Un deiz e c’hedas anezho eus un ti bennak ha p’o gwelas aet o-daou en ostaleri evel kustum, ez eas war o lerc’h gant daou dest, ha Gwilh-Jañ d’ober ur gontravañsion dezho d’e dro, ar gwir en doa evel kuzulier ti-kêr. Nec’het-bras e oa an daou jan- darm. Barrek e oant da goll o flas. Hag a-hend-all, an dud a oa o vont d’ober goap.

Gwilh-Jañ ne oa ket un den a vis-fall, met c’hoant an doa d’ober un tamm skol dezhe. « M’ho pije va lezet an deiz all, pa ne lâren netra da zen, ne vijen ket deut da glask tapout ac’hanoc’h en defaot. N’oc’h eus nemet troc’hañ va afer ha me ho lezo da vont ivez. Met war an diviz-se hepken. » N’o doa eta nemet terriñ dezhañ  e brosez-verbal ha mat pell zo. Evel-se e oa graet.

Un tammig bihan a enor ‘oa bezañ kuzulier, met ur gounid ne oa ket. Met unan bennak a rank soursial ouzh aferoù ar gumun. Segaliñ an holl ne c’hell den ober… Al lodenn vrasañ eus ar guzulierien a oa tud diwar ar maez. Menajerien, mererien pe berc’henned atantoù, met hepken tud hag o dije un denn vat, daou, tri pe bevar a gezeg da stagañ, hag anavezet evit bout tud a volontez vat, mat da sikour an dud vihan. Va zad-kozh ne oa ket gouest da refuziñ den ebet. « An hini, emezañ, a deu da glask eo dre m’en devez ezhomm, ha bravoc’h eo kaout da reiñ eget bezañ rediet da vont da glask. »

Meur a zevezh-tenn, pe a bennad-devezh, a rae a-hed ar bloaz evit ur bennozh- Doue da rentañ servij da neb n’en dije na karr na tenn ! Mont da zilojañ ur paour bennak, pe un tieg bihan bennak. Charreat ur c’hant keuneud pe ur gordenn goad da unan, arat ha teilat un tamm douar-patatez da unan all, mont da gerc’hat marc’hadourezh d’ar gar da hemañ pe henhont, mont da gas ur c’hasedad moc’h bihan, pe ul leue bihan d’ar foar da hini pe hini.

Bez’ ‘oa ur c’hemener, J.-F. Malpot e anv, ur bern bugale dezhañ da sevel gant pae e zevezh, gwriat eus an eil ti d’egile, ha setu ma oa ‘n em lakaet d’ober koñserv kig-sall Amerik. Kasedadoù kig-sall druz ha tev a veze da gerc’hat dezhañ eus gar Plouared. Gwerzhañ a rae dre ar munud ar c’hig-se — melen ha rañs — da dudigoù bihan o yalc’h, un nebeudig a c’houneze warnañ, met arabat bezañ figus war ar bañsion, rak ret ‘oa bezañ digor e galon a-benn debriñ eus ar c’hig-se.

Ya, meur a bennad amzer a golle evel-se. Met p’errue amzer an eost e teue hinien- noù eus ar re bet graet evite, d’ober dezhañ un devezh eost, hag ar peurvuiañ eo evit troc’hañ gwinizh eo ‘n em gavent. An ed-bara ‘oa istimet ha doujet dreist d’an trevadoù all. Ya, n’eo ket d’ar mare-se e veze roet gwinizh d’ar yer evel bremañ ; gant ed-du e vezent maget. Hag ar bara a oa un dra sakr, ne oa ket a boubellennoù d’ar c’houlz-se, ne veze graet pailhoroù gant netra. Deiz an dornañ e veze e-leizh al leur a dud, un hanter muioc’h eget ezhomm. Mamm-Gozh a lâre d’ar vugale :

« Diwallit da lâret da zen ebet pegoulz ‘vo dornet amañ, ne vefe na labour na plas da gement-se a dud ! » Gant kezeg war ar manej ez ae ar c’houfr en-dro. Difonn e oa al labour-se, un devezh hanter e pade an dornañ e ti va zud-kozh. Da  ziwezhañ e oa deut ar vapeur hag ur c’houfr brasoc’h. Neuze e veze graet ‘n un devezh, met kalz muioc’h diskempenn labour e oa, ha ne oa ket akuit perc’henn ar vapeur c’hoazh war ar mekanik nevez-se.

E ti ar C’here Kozh bepred, e oa bet brezel-bihan deiz an dornañ. Jobenn, ar wreg, ne gave ket ez ae prim a-walc’h an traoù en-dro. Soñjal a rae e oa sorset ar vapeur- se ‘michañs ; ha ken tost-lous e oa ar Jobenn, ma ne felle ket dezhi reiñ boued d’an dud. Deut e oa d’al leur da lâret da berc’henn ar vapeur : « Roit dezhi ‘ta, Dronioù, ma kemer, ma vo echu ‘benn adverenn ! » (Kuit e vije bet da reiñ koan.) « Damañ die meigne ! Gra vat Jobenn, kemer ‘ra vat. Alo traoù e-barzh ! » emezañ d’ar boue- taer.

Ha traoù e-barzh neuze ‘vat, fagodenn ha fagodenn, kuit a zifretañ, ha vlouf ha vlouf, ken a vouge, dont a raent er-maez a-boan hanter dornet, ya, met ar C’here Kozh a yeas gant e forc’h da gaout Dronioù hag a oa o kas ar vapeur en-dro.

« Petra, emezañ, zo krog en da revr ? Out o vont da drailhañ din ma zamm eost, ma n’out ket ‘vit ober gwelloc’h eget-se, kerzh alese gant ar foeltr gant da gozh vapeur.

  • Damañ avat, eme Dronioù, ar Jobenn ‘zo bet o lâret din : reiñ dezhi hardizh mar kemere !
  • Hañ ? Ar Jobenn ! Ar Jobenn a zo o vont da welet piv ‘zo mestr amañ hiziv ! »

Hag eñ d’an ti gant e forc’h houarn. Graet en dije labour vil sur a-walc’h panevet ‘oa aet ur gwaz bennak war e lerc’h, pa en gwele ken fuloret.

Ma teufe bremañ ar C’here Kozh hag ar re gozh all eus e amzer da welout peseurt koufoniñ a vez graet an deiz a hiziv war an eost gant ar ramzed euzhus a vez o tic’hoûgañ an ed er parkoù ! ha ma welfent petra ‘vez kavet er poubellennoù ! pa ‘z eus milionoù a vugale o vervel gant an naon e broioù ‘zo !

Pa zichañse d’ur paour bennak koll e dammig buoc’h gant kleñved pe gwallzarvoud, e veze aotreet gant ar maer d’ober ur gest evit serriñ un tamm arc’hant da brenañ unan all, neuze e teue da glask ur c’huzulier da vont gantañ d’ober e gest e kement ti a aparchante ouzh e vreuriezh en tiegezhioù gouest da reiñ ha dezho bolontez.

Abalamour d’ar c’huzulier a veze ganto e veze gwelloc’h o c’hest, rak darn, en o enor, ne gredent ket reiñ re vihan aluzon, ha dres war o roud e klevent e pelec’h ‘veze saout da werzhañ. Suroc’h ‘vez prenañ er gêr eget er foar, daoust ma teu da geroc’h a-wechoù, met ar foarioù, hervez ar c’hrennlavar, zo graet da dromplañ ha da vezañ tromplet, ha n’eo ket alies e vez kaset d’ar foar al loen en devez an holl sioù mat met ar c’hontrol a zo gwir.

Ur c’hustum all ‘oa ivez. Pa veze laeret ul loen eus ar park ha pa douete da vat ar perc’henn war unan bennak, en doa ar gwir, gant aotre ar maer, ha heuliet gant daou guzulier, da vont d’ober furchadeg e ti an hini a grede dezhañ bout an hini kablus.

Ur bloavezh e oa bet kollet un dañvad yaouank diouzh ar park, e ti va zud-kozh.  Ar park-se a oa unan eus ar re bellañ diouzh ar gêr ha tost da di unan hag a oa o vevañ diwar nebeut, ha frank e chiletenn. Un den doujet ha dirastell. Ne oa ket arvar da gaout, unan bennak en doa roet da santout da’m zad-kozh pelec’h ‘oa e zañvad, hag eñ da gomz gant ar maer, pe kas ar jandarmed, pe mont e-unan gant daou all ? Nebeutoc’h a istor ‘oa tremen hep ar jandarmed.

Ma, aet e oa eta daou guzulier all hag eñ d’ober un enklask e ti an den-se ha kavet e voe an dañvad. Ar c’hroc’hen hag ar c’hig-sallet en ur pod-pri. Ma veze bet bev c’hoazh en dije degaset e zañvad d’ar gêr, met petra ‘raje pa oa marv ha dispen- net ? Petra ober nemet un tamm skol d’an den-se. Diwall da ober kemend-all ken, na dezhañ na da dud all, pe en dro-se ne vije ket c’hoariet gantañ. Neuze e rankje paeañ pe mont d’an toull. Met, tudoù gaezh, eus perzh kanailhez n’eus nemet viloni da c’hortoz. Div verc’h ‘oa e ti an den-se, ha d’ar Sul nesañ goude — ur gouel-berz bennak a ranke bezañ peogwir unan eus merc’hed koshañ Tad-Kozh ‘oa en oferenn- bred gant he dilhad kaerañ. En em laket e oa an div glinkenn-se a-dreñv he c’hein ha sizailhet dezhi he chal-frañj e n’ouzon ket pet andred. Kollet ar chal a briz vras evel-just…

Ar merc’hed a save korn a-dreñv o chal kent azezañ war o c’hador en iliz evit mirout d’e jogañ, ha setu ar c’horn-se dre gein ar gador ‘oa e-tailh d’an div bezh ifrontet-se da sizailhañ hep na sante eben netra… ha setu ! kollet an dañvad ha kollet ar chal war ar marc’had ha netra d’ober. Ur prosez da neb na oa gouest da baeañ na da rapariñ an domaj ?…

An dud a-feson a rank atav kaout an tu. Koll ha serriñ o genoù peurvuiañ, daoust ha pegement a imor a vez enne. A-hend-all e koustfe c’hoazh ker d’o yalc’h ha d’o enor, rak al laer a vez gaouiad ivez war an dro.

E Roperz-Huon

Un tiegezh kristen e oa ti va zud-kozh evel al lodenn vrasañ eus an tiegezhioù d’ar mare. Pateroù daou benn an deiz. An oferenn bep Sul ha bep gouel ha gousperoù bep Sul pe dost. Ar vijeloù hag ar yunoù d’an devezhioù merket.

Ar c’horaiz ‘oa start d’ar c’houlz-se. Un amzer ‘oa bet end-eeun ne veze ket zoken komzet eus kig e-pad seizh sizhun ar c’horaiz hep na vije lâret « gant resped d’an amzer santel », ar vioù memes tra — ha ger a besked ebet !!! Bloneg, soav ha lard- teuz ‘oa droed, hag amann.

Va mamm-gozh hag he c’hoarezed a yune bemdez e-pad ar c’horaiz, ken ma vezent prest da gouezhañ diouzh o sav a-benn Pask. An dud a yae d’ar park ne yunent ket, nemet an daouzek deizioù ha derc’hent ar gouelioù bras. Ar pevar amzer ‘oa : daou- zek deizioù ar c’horaiz, daouzek deizioù ‘n Azvent, daouzek deizioù Maho ha daou- zek deizioù an Dreinded. Deiz Gwener ar Groaz : neuze an holl a yune, zoken ar bugel bihan war ar vronn, ne veze roet dezhañ da denañ ken m’en dije graet teir c’hriadenn, ar boaz a oa evel-se.

Ne veze ket graet euredoù e-pad ar c’horaiz kennebeut, nemet gant dispañs, evel ma vez lavaret, ma veze un abeg sirius.

Deiz an Deiz-Kentañ-ar-Bloaz e veze an dud abred war ar bale. Ar vugale o deveze mall da vont da hetiñ Bloavezh Mat d’o mamm ha d’o zad, ar vevelien d’o mistri, kent mont da di o zud o-unan m’o dije.

An amezeien a zeue da hetiñ Bloavezh Mat da gentañ da goshañ den a vije er c’hontre ha goude da bep hini hervez e renk er gevredigezh.

Bugale an ti, ma vezent o c’hounit o bara en diavaez pe ma vezent dimezet ha sta- liet war-dro, a zeue holl da di o zud, abred pe ziwezhat, hervez o hent o deveze d’ober ha hervez o labour o deveze er gêr, pe neuze, alies, e veze lakaet un deiz dezhe da zont asambles ha da leinañ da di o zud, tu pe du, met tost-tre da Deiz- Kentañ-ar-Bloaz.

Mamm-Gozh a oa boas da vont d’an oferenn da gregiñ gant ar bloaz nevez. Da eizh eur, am eus soñj, e veze an oferenn pa oan yaouank ha mont a raen-me ivez evel Mamm-Gozh d’an oferenn-veure en deiz-se, ha da hetiñ ar Bloavezh Mat d’ar seu- rezed, e Tregrom.

En amzer va zud-kozh ne veze ket kafe tro-distro evel bremañ, met d’an Deiz- Kentañ-ar-Bloaz avat, e veze graet ur mell podad. E ti tud va zad, end-eeun ne veze morse a gafe nemet d’an deiz-se.

A-benn an noz e veze meur a hini kras-mat, ha klevet ‘m eus eus hiniennoù bet kavet marv an deiz war-lerc’h, kouezhet war vord an hent ha chomet eno da gleriñ, pa veze yen-kaer an amzer.

Un deiz e oa chomet va zonton Jean-Louis Dualenn, ur breur da dad va zad — kozh paotr yaouank anezhañ — war blas an ti, pe kentoc’h traoñ an ti, e Roperz-Huon. Ne oa ket gouest ken da gemer troad ebet met kanañ a rae c’hoazh diwar lein e gein. Marteze e oa lakaet un dra bennak dindanañ, se ne’m eus ket klevet, met re a zañjer ‘vije bet e lakat er-maez gant aon ‘vije bet chomet en hent. Ma, hervez, an div verc’h henañ a oa o kousket en ur gwele-kloz e traoñ an ti, Anne-Marie ha Maivon, ha va zonton a huche war Anne-Marie — ur ganerez dispar ‘oa : « Anne-Marie gaezh ! Anne-Marie gaezh ! Dont a ri ganin hag ez efomp hon-daou da ganañ ur salm dirak aoter Kalon Jezuz d’ar Prus ? »

An div-mañ o doa plijadur leizh o c’hof o klevout Jean-Louis o komz eus mont d’ar Prus, pa na oa ket gouest da chom war droad ebet… ha neuze e teue soñj dezhañ diouzh « Koñli » ha Vire : Ya Vir ! Vir ! Tomm e oa ! Mizerikord e oa tomm ! Mizerere mei !… Bet ‘oa du-hont o vizeriñ e Kamp Koñli, ha chomet ‘oa se war e spered.

Gouel ar Chandelour ‘oa sañset hanterouel ivez. Unan da vihanañ eus pep ti a yae d’an oferenn gant e gantol da vennigañ. Ar gantol-se a veze paket-mat e tiretenn ar pres, ret e oa derc’hel gouloù benniget e pep ti e-ken-kaz ‘n em gavfe unan bennak e par ar marv hag alumet e veze ivez a-wechoù pa veze pounner ha tost an tarzhoù-kurun.

Deizioù Meurlarjez ‘oa devezhioù ar frikoioù. Lazhet e veze al loened e-kerzh Meurlarjez ha friko kalz pe nebeut e-pad tri devezh. Da Verc’her al Ludu e veze c’hoazh ar beorien o klask ar restajoù. Int o doa droed da zebriñ kig en deiz-se. Ebatoù a veze ivez da Sul al Lard ha Lun al Lard ha zoken d’ar Meurzh. An deiz-se eo e veze maskalennoù. Ai ! fromañ a ran netra nemet o skrivañ ar ger.

Nag em eus bet me aon dirak ar maskalennoù pa oan bihan ! Koulskoude na veze ket maskloù euzhus gante evel bremañ ; gant koefoù pe rideozioù pe hepken duet o bizajoù gant huzil pe glaou diwar an oaled, ar merc’hed gant bragoù ur breur bennak dezho hag ar baotred gant kotilhonenn o c’hoar ha pep a vazh, ha Frttt, Frttt ! Sodiñ a raen !

Ma, ma veze ul lodenn eus ar yaouankiz oc’h ebatal, ul lodenn all a veze o pediñ. Lakaet e veze ar Sakramant a-hed an deizioù-se ha dalc’het tud atav en iliz. Bugale an tiez mat, ar gristenien vat, ne daent ket da valarjeziñ, d’adoriñ ar Sakramant ez aent pep hini d’e dro. Ha da Verc’her al Ludu, Mamm-Gozh ne vanke morse da vont da oferenn al Ludu…

Echu Malarjez, krog ar C’horaiz, teusk o genoù gant an dud. Foetet o gwenneien gant ar re yaouank hag ar yun hag ar vijel diraze evit seizh sizhun. Devet e veze sant Malarjez d’ar Merc’her ; ar vugale o kanañ :

Sant Malarjez, troadig-kamm, Tri deiz zo n’eus debret tamm, Tri deiz zo ‘mañ ‘n e wele, Klañv-fall eo sant Malarjez !

Bez’ ‘oa darn hag a veze ar c’horaiz gante e-pad ar bloaz. E-touez kanaouennoù diniver Tad-Kozh ‘oa unan o kregiñ gant ar poz-mañ :

Biskoazh n’on bet estonet ‘Vel klevout un’ va bugale

D’ar Pantekost ‘c’houll ganin-me : Ar C’horaiz, va zad, echu eo ?

Ar C’horaiz, va bugale

‘Vit un darn zo, a vez bemdez !

 Emichañs ar vugale o doa bet un tamm kig en aluzon digant unan bennak, ha gant doan da bec’hiñ o tebriñ kig an deizioù difennet a c’houlenne digant o zad hag echu e oa ar C’horaiz.

Paourentez ‘zo kalet, met na n’eo ket pec’hed, a lavar ur ganaouenn all. Ya, kalet eo emichañs e pep seurt stumm. Rak ar paour a c’hell tremen hep kalz a draoù, met darn ‘zo a c’houzañv muioc’h dre ma’z int lorc’hus.

Bez’ oa, hervez, tost da di va zud-kozh, ur pilhaouer, paour-du, gant un tiad bugale, un tamm kozh marc’h kozh treut en doa da vont en-dro, ha neuze pa veze aet war gein e varc’h a hope d’e wreg : « Marjan ! Lakit ar gleurc’hioù war an tan, ‘benn teir eur pe deir eur hanter, a-benn peder eur ec’h erruiñ er gêr… hey Piti ! » (Piti ‘oa ar marc’h).

Neuze d’ar Sul da greisteiz e veze war dreuzoù e zor gant un tammig askorn oc’h ober seblant d’e grignat, ha pa wele tud o tremen o tont diouzh an oferenn, e hope da Varjan : « Roit kig d’ar vugale-se, Marjan ! me ‘zo trawalc’h ganin ! » An askorn- se a veze ar memes hini ‘pad ar bloaz !

Sul ar Beuz

Sul ar Beuz ‘oa sañset gouel ar vugale, kaset e vezent da avieliñ an deiz-se, ar pezh a oa iskis a-walc’h, rak hir-spontus e oa an oferenn en deiz-se. Met an avieliñ-se en amzer Bask ‘oa sañset Pask ar vugaligoù, « Paskig an Û » evel ma lavare an aotrou ‘n Aoregan, person Tregrom.

Evel da vont d’an Tantad, pep den ha pep bugel a ranke kaout e voked beuz, bihan pe vras. Darn a lakae ur bodig lore e-touez ar beuz. Ar c’hentañ bod o tont eus an iliz a veze evit ar vered, pep hini war vez e dud a blante ur bodig beuz binniget.

El lojeiz da gentañ, er parkoù goude, betek an hini pellañ hag an hini disterañ, e oa ar c’hiz kristen da lakat un tamm beuz. D’ar Sul d’abardaez, goude ar gouspe- roù, e veze ar beizanted hag o bugale oc’h ober tro ar goumanant da blantañ beuz. Lod a lakae o bod e-kreiz ar park, lod all e kostez ar c’hleuz e-lec’h ma ne veze ket drailhet gant ar binvioù, ha pa veze mat ar bloaz e kroge meur a vodig beuz da vountañ ha d’ober ur vodenn pa ne vezent ket troc’het en ur dic’harzhañ, kuzhet ma vezent dindan ar raden hag ar geot hir. Deut eo bet an dud da zilezel tamm-ha- tamm hengounioù kristen o bro, ha despetus eo. Na trist e kavan-me gwelout ar boked beuz binniget chomet da weñvin war varlenn ar prenestr hep n’en dije bet nikun nerzh-kalon a-walc’h da vont da veuzañ gantañ o douaroù…

Gant Sul ar Beuz e krog ar Sizhun Santel, ar c’hleier o vont da Roma da Yaou- Gamblit. Ar vugale a grede parfet ez ae ar c’hleier da Roma. Ne veze klevet kloc’h ebet, na noz na veure,  na  kreisteiz,  o  son  an  añjeluzoù  ken  ma  tistroent  d’ar Sadorn.

« Ha dre belec’h e tremenont o vont da Roma ? a c’houlenne ar vugale.

— Dre an hent-bras sur, avat. It du-hont d’ar peulvan hag e welot anezho o tremen. N’hoc’h eus nemet serriñ ho taoulagad ha digeriñ ho kenoù hag o kwelot. Hastit ! » Morse den ne wele kloc’h ebet o vont dre an hent bras da Roma, nag o tistreiñ ken- nebeut.

Gwener ar Groaz ne oad ket sañset da vont d’ar park goude kreisteiz, na sañset da gaout kouez o sec’hañ war ar c’harzh, ha dreist-holl ne oa ket mat kannañ, na birviñ dilhad an deiz-se, se ‘vije birviñ gwad hon Salver. Hag a blasoù ‘oa ar gre- denn penaos an hini en dije kouez er-maez an deiz-se a varve er bloaz-se. Diwallet e veze, eta.

Da deir eur, eur ma varve hor Salver war ar groaz, e teue an holl d’an ti hag e kroge ar pedennoù betek ma veze poent mont da goaniañ al loened. Va zad-kozh a oueze dre ‘n eñvor an holl bedennoù, kantikoù, gwerzioù ar Basion hag a zibune bep bloaz an holl lidoù war o hed.

Va zintin Janig — Mère Sainte-Anne-de-Jésus — he doa savet ur barzhoneg kaer war Gwener ar Groaz :

Le Vendredi-Saint

Là-bas au doux foyer que j’aime Je me rappelle qu’autrefois, Lorsque sonnait l’heure suprême Où Jésus mourrait sur la croix Autour d’une pieuse mère, Enfants,  nous  nous  réunissions Et sous l’effort de la prière

S’inclinaient gravement nos fronts C’étaient des paroles ardentes Émanant d’une sainte foi

Que disaient nos lèvres tremblantes Je veux les redire encor moi :

« Pour nous, je le crois fermement Jésus a versé tout son sang,

Il n’est ni grâce, ni pardon Que dans sa mort, sa passion. Ô Jésus, par ta Passion Donne-moi la contrition

Qu’elle brise à jamais mon cœur Au souvenir de ta douleur !» Mère Sainte Anne de Jésus (1896)

Sul Fask

Ar c’hleier o vrallañ, an drask o kanañ :

Kig hag û! Kig hag û! Kig hag û da Bask Hag ur botoù-lêr nevez d’an drask !

Levenez an Dasorc’h ! Jezuz savet eus a varv da vev ! hag echu ar C’horaiz, amzer hir ar binijenn ! joausted e pep lec’h, e pep kalon. An hañv, an amzer vat, ar gou- koug e deroù Ebrel, ar parkoù o c’hlazañ, ar broñsoù o c’hwezhañ war ar skourroù, ar gwrimennoù dastrewet a vleunioùigoù : roz-kaouled, roz-kamm, fleur-amann, roz-koukoug, hag all.

O ! barradoù grizilh a veze c’hoazh a vare da vare, ha rev-gwenn : « skoulad ar gou- koug » ‘veze lâret ! Darn a lâre ‘veze fall an amzer dre ma veze an Aotrou Doue en imor fall. E-pad amzer Bask, pa veze ar bec’herien o tiskargañ o c’houstiañs eus pouez holl bec’hedoù ar bloaz, rak tu pe du da Sul Fask e rae pep kristen e Bask, an tad hag ar vamm a familh a gustume mont o-daou asambles d’ober o fask. Evel- se e rae va zud-kozh, ha gant o dilhad kaerañ, zoken ma veze un devezh pemdez. Ar c’hiz a oa.

Lun ha Meurzh Fask ‘oa gouel ivez, oferenn ha gousperoù. Mamm-Gozh, evel-just, ne vanke morse da lidañ gouelioù ar Werc’hez, da vihanañ pa n’he doa mui a vabi- goù o vezañ ret aberzhiñ en o c’herz an deverioù na vezont ket ken ret ha mervel…

O Fask a veze degaset d’ar gêr d’ar re glañv ha d’ar re gozh na vezent ket gouest da vont betek an iliz. Ma veze unan bennak war-dro, er stad-se ez ae hini pe hini eus an tiez nesañ d’asistañ al lid : da sikour kempenn an ti, ar gwele, hag an hini klañv da vezañ nouennet war ar memes tro. Ma vije peorien e veze kaset ar pezh a felle evit kempenn en-dro d’ar c’hlañvour : liñsel ha pallenn gwenn, beuz ha dour benniget hag ar gantol c’houloù bet benniget da Chandelour.

D’ar Yaou-Bask e veze pardon Krist e Tregrom. Darempredet eo bepred ar chapel- se. Met gwechall e veze oferennoù e-pad ar beure, an hini gentañ da bemp eur, an eil da c’hwec’h eur, an div-se ‘oa oferennoù ar belerined. An oferenn eizh eur a veze er vourc’h, an oferenn-bred adarre e Krist, goude kreisteiz a veze gousperoù ha prosesion.

Eus a-bell e teued da Grist, d’an oferinier-vintin-se. Tud am eus anavezet, oadet dija, hag a veze o komuniañ bep bloaz en oferenn gentañ, hag int o tont eus Tonkedeg.

Va zad-kozh, evel meur a hini eus e barrez, a deue bep bloaz ivez da Grist, da gerc’hat dour a veze skuilhet war gein ar saout. Bez’ ‘veze un daol vihan gant ul lien gwenn-kann warni, hag a veze goloet a bezhioù amann fichet-brav, degaset e prof d’an Aotrou Krist ; evit ar saout eo e veze graet ar birc’hirinded.

Bez ‘oa un dro-lavar fentus pa oan yaouank ; eus un den moal e veze lâret : hennezh ‘zo gouest da dromplañ Krist kozh, o lakaat anezhañ da gemer e benn evit ur pezhiad amann !

Miz Mae

E miz Ebrel e kousk an ozhac’h hag e vevel,

Da viz Mae e lavar ar wreg d’ar vatezh: Deomp ivez! Da Ouel sant Mark e kousk pep hini ‘n e bark,

Ha neb n’en deus park ebet a gousk en hent ! Etre Jord ha Mark e ya an heiz d’ar park.

Da viz Mae, lamm ‘ra ar segal dreist ar c’hae !*

Nag a grennlavarioù o tont e beg va c’hreion ! Pres ha mac’hom a veze war ar bei- zanted e mizioù an nevez-hañv. Prientiñ ha hadañ : heiz, lin, patatez, beteravez — deiz Gwener ar Groaz ‘oa an deiz mat —, ar melchon-goañv war ar c’herc’h pe an heiz ; hir an deiz da zerc’hel evel-se hep ehan. Setu ma kroge ar « c’housked da greisteiz » e-tro foar sant Jord evit ar wazed. Ar merc’hed a c’hortoze miz Mae.

A, miz Mae ! miz ar Werc’hez, miz ar pardonioù o tigeriñ, miz ar bleuñv, ar bala- fenned, ar geot glas-gwer o pallenniñ ar pradoù a voulouz, ar gwez o poaniañ da zirollañ o broñsoù hag ar gwenan o fraoñval.

E miz Mae e veze lakaet ar Werc’hez war he zron e pep ti ; war un estajerenn pe barlenn ur prenestr e veze sternet un tron gant tull gwenn ha bleunioù tro-dro.

Neuze, bep noz, e veze pedennoù miz Mae en iliz-parrez, met e pep ti kristen ivez, goude ar pateroù-noz e veze kanet kantikoù d’ar Werc’hez. Na kaer e tlee bezañ an daolenn-se e ti va zud-kozh ! Holl, nemet Mamm-Gozh hag he mab, a oa kane- rien dispar — ar pezh na vire ket ouzh an daou-mañ da ganañ ivez da heul.

A-benn fin miz Mae e veze erru bihan ar bern patatez kozh alies, ha Mamm-Gozh a rae neuze yod ed-du da goan. Bo ! pa ne veze netra all, an holl a ranke debriñ tamm pe damm, pe blije dezho pe ne rae ket, Mamm bepred, an hini vihanañ, he dije doñjer ouzh ar yod ed-du, met krozet e veze dezhi : « Petra ‘c’hoarvez d’ar machin fall-mañ ! Sed’ amañ ‘n ardoù ! »

Dre gaer pe dre heg, mont a rae ul loaiad bennak ganti d’an traoñ memes tra. Met rebech a rae dezhi. Chom a rae ar c’hwezh en he fenn. Ha pa groge da ganañ da heul ar re all e teue c’hwezh ar yod ed-du da heul he mouezh. Setu ma ne oa bet biskoazh gouest da glevout an Ave Maris Stella hep santout c’hwezh ar yod ed-du, emezi. Fentus eo ! Ha fentus eo ar vugale end-eeun. Va zintin Janig a oa ken devot ken ma wele he fater o vont d’an neñv, emezi ! Ar « Bater » a yae sonn evel un tenn, an « Ave Maria » evel ul labous o nijal en avel, an « Doue hepken ‘adori » a yae a- viziez hag a-weñv. Pe wir pe ijinet ? Dre he spered emichañs e wele an traoù-se pa veze o pediñ.

Ha setu he breur, un tamm farser anezhañ, a rae goap outi. Pa veze un dra bennak ha ne save ket eeun, e lâre : « A-viziez hag a-weñv evel pater Jann o vont d’an neñv. » Evel-se e veze itriket lavarennoù.

P’emaon o komz eus miz Mae e teu un tamm danevell fentus war va spered.

Ar c’hiz a oa, pa veze koataet un ti nevez da lakaat ur boked bennak war al lein, ha neuze d’ober trouz gant kastolorennoù pe kozh veselloù. Se ‘oa ar « maout- mae ». Eus a-bell a veze klevet an todion-se. Met se n’errue ket alies. N’eo ket bemdez e veze savet tiez nevez war ar maez d’an amzer ma komzan anezhañ. Ar vugale a chom pell diouzh ar bourk, ne oa ket souezhus ma ne ouezent ket ar c’he- leier.

Un deiz bennak bepred o doa klevet bugale Roperz-Huon un todion etrezek Koatavi. Ha petra ‘oa oc’h ober an trouz-se ? Ar maout-mae e ti Fanch Kefloù a oa lâret dezhe. Ar maout-mae ‘oa e gwirionez, peogwir e oa Fañch Kefloù o sevel un ti nevez. Met ne oa ket displeget d’ar vugale penaos ar maout-se ne oa tamm ebet hañval ouzh un dañvad, hag ur wech bennak, prest goude-se, e oa ar gemenerien e Roperz-Huon o wriat, ha diviet an neud a-greiz an deiz.

Setu ma lavaras ar c’hemener d’ar vugale, daou pe dri anezho, mont davit neud da Gerfinid e-lec’h ma oa o chom. Ne oa ket pell, ur pennad hent-treuz : an Hent-Glas a veze graet anezhañ. Erru hanter-hent e welas ar vugale-mañ ur bagad deñved o peuriñ war vord an hent hag en o zouez ur maout, feson drouk-hardizh dezhañ. Ur maout hag a chome da sellout talarek outo hag o tont da glask reiñ penn da unan anezho. Kroget ar spont hag ar spouron er vugale gaezh, hag int d’ar pimperlamm war o c’hiz d’ar gêr en ur grial toaz d’ar forn. Fromet e oa bet Mamm-Gozh, se ‘zo sklaer, o klevout ar griadeg-se.

« Petra ‘zo, bugale ? Petra ‘c’hoarvez ganeoc’h ?

— Maout-mae Fañch Kefloù ! Deut eo dimp ! »

Neuze e oa displeget dezhe petra ‘oa ur gwir maout-mae. Met re diwezhat e oa. Ha neuze, forzh penaos, ur maout en doa o spontet. Hini anezho na zistroje davit neud da Gerfinid evel-just. Setu ma rankas ar c’hemener sevel diwar e dorchenn ha mont e-unan. Hemañ sur a-walc’h ‘oa ket bet spontet gant ar maout.

E fin miz Mae pe e deroù miz Mezheven e vez pardon Tonkedeg ha Pardon Sant Kare, da Sul ar Pantekost. Ur pardon bras e oa hag eo bepred Sant-Kare : pevar devezh e pade : Sadorn, Sul, Lun ha Meurzh. Eus a-bell e teued e pirc’hirinaj da Itron-Varia Druez Sant-Kare. Tud Tonkedeg, peogwir ‘oa o fardon d’ar Sul, a yae lod anezhe d’ar Sadorn pe d’al Lun.

E Tonkedeg e veze nebeut a stalioù na termajied. Holl pe dost ez aent da Sant Kare, met ur prosesion kaer a oa memes tra. Gwechall end-eeun e oa un doare fanfare bet stummet gant ar gureed. Bannieloù kaer ha pounner a oa ivez. N’eo ket sioc’ha- ned ‘oa gouest da reiñ avel dezhe.

Soñj ‘m eus da glevout va zad o kontañ un dro c’hoarvezet gant ar banniel bras deiz ar pardon. Kreñv-spontus ‘oa an avel bepred ha poan o doa ar baotred o terc’hel sonn ar banniel en ur ober tro ar prosesion. Teo Bernabez ‘oa krog ennañ, ur paotr kreñv-hardizh, kalz kreñvoc’h a gorf eget a spered, hervez. Met pep hini a rank ober gant e lod. Ma ! pa oa o plegañ e korn ar vered da dapout roud an nor-dal e oa deut ur c’haouad avel-diroll, ma tiredas ar c’hure da lârout d’an Teo : « Dalc’hit mat, Bernard, diwallit ! — Fididouic’h, Aotrou Kure, derc’hel ‘rin avat ! »

Raw ! Ur gorventenn. Pleget ar banniel en desped d’an Teo. Kouezhet ar c’har a- dreuz war vur ar vered, torret e daou, aet ar banniel dreist ar vur ha chomet ar c’har etre daouarn an Teo. « Lâret em boa deoc’h derc’hel mat ! eme ar c’hure.

  • Fididouic’h, Aotrou Kure, hag am eus graet avat, chomet zo un tamm ganin ! Sed ! »

Pardon ar barrez a vez ur gouel bras evit ar vugale paour ha pinvidik. En deiz-se e veze ar gwir da brenañ un tamm madigoù bennak ha dreist-holl da gaout lod digant an dud yaouank. Hag e pep ti, koulz lâret, e veze krampouezh gwinizh en deiz-se. Krampouezh pardon ! ha kafe ! ma veze tud yaouank e-touez ar gerent o chom er parrezioù tro-war-dro e vezent pedet da zont pe d’o merenn pe d’o adverenn, da vont goude d’ober un tamm tro d’ar pardon gant tud yaouank an ti. Ma vezent eus a-bell e choment da lojañ. Evel-se e veze evit familh Mamm-Gozh.

Ne veze pardon ebet hep un adpardon. Al Lun e veze diduamantoù, c’hoarioù, gou- renoù, redadegoù, hag all. Ha peogwir ez eo Lun ar Pantekost gouel dre-holl e veze amzer d’ober an adpardon war an ton bras.

Pemzektez goude ar Pantekost emañ Sul ar Sakramant. Merc’hed Roperz-Huon a veze hini pe hini anezhe o sikour ober ar repozouer bep bloaz, adalek ma oant gouest d’ober un dra bennak betek ma oa dimezet an hini yaouankañ. Mont a rae ar merc’hed yaouank karget da fichañ ar repozouer betek Kastell Kergrist da gestal bleunioù gant mannioù. Ne oa ket nemeur a liorzhoù bleuñv war ar maez. Bleuñv burlu ha bleuñv balan a veze distilhet da lakaat war an hent dre lec’h ma tremene ar prosesion, ha neuze bec’hioù elestr a veze troc’het diwar ribl ar rinier pe ar gwazhioù. Astennet e kelc’hioù war an douar gant ur vozad bleuñv balan e-kreiz ar c’helc’h. Brav-tre da welout. An tiez a veze pallennet gant liñselioù, rideozioù gwenn pe zoken pezhioù lien, spilhennet warne bokedi, alies fleur paper, a bep seurt liv hag a servije meur a wech.

Mamm a ouie ober fleur paper ha fleur gloan ivez war orjalennoù munut-munut stummet evel bezvoud. Ober a rae ivez, emezi, un doare kantolorioù-skourr gant un tamm danvezenn skañv ha boull anvet Tarlatane. Al lampoù-se a veze ispilhet en iliz evit ar gouelioù bras-dreist : ar gouzoumenn, fin ar misionoù, pa zeue an eskob pe unan eus e berzh.

D’ober seurt kinkladurioù ‘n em vode un nebeud merc’hed yaouank e ti Jann Hervioù, ur plac’h yaouank-kozh ha kabac’h a oa o chom er bourk. C’hoar e oa d’an Ao. Hervioù bet person e Kaouenneg. Gantañ ‘oa o terc’hel ar presbital betek e varv.

O adverenn o deveze ar merc’hed-mañ digant an itron gozh. Kafe mat ha bara gwenn skañv, hi avat he dije chokolad. Neuze pa veze debret adverenn e veze lavaret dezhe : « It d’ober un tamm tro d’ar jardin da ziazezañ hoc’h adverenn, mar dit diouzhtu da labourat ho po poan-benn. » Ar re-mañ o deveze fent ‘vel-just… poan- benn ? Diwar un tamm bara skañv hag un tasad kafe ! Int er gêr a zebre ur skudellad soub hag ur bezhiad bara-menaj d’o adverenn hep poan-benn na poan-stomog ivez…

Mamm-Gozh a rac’hoane un tamm o welout ar merc’hed oc’h ober bitrakoù evel- se : fleur-paper dantelez, hag all. Met Tad-Kozh, hervez, a veze lorc’h ennañ gant e verc’hed dornet-mat, ha koulskoude ne oa ket paotr ar fañfarluchoù. Eus ur plac’h yaouank re stipet e lavare « ur grampouenn bardon » *.

Bez’ ‘m eus bepred em c’herz ha derc’hel a ran d’an dra gant kalz a zoujañs, ur golo-gwele e kotoñs gwenn graet pa oa plac’h yaouank gant va mamm. Ur pezh labour kaer eo, ha hervez, e oa padet daou vloaz an oberiaj anezhañ ha Mamm- Gozh o krozal : « Amañ e vije bet nezet daou bezh lien abaoe ‘meur o c’hoari gant an tammoù dantelez-se ! »

War an deiz ne veze ket kistion da goll amzer gant seurt traoù, ‘met goude koan e nozioù goañv. Pa veze nav eur e veze ret-mat mont da gousket, sañset, met Mamm a gase ganti un tamm lutig-rousin da draoñ an ti e-lec’h ma oa he gwele hag a chome d’ober dantelez e kuzh, met Mamm-Gozh, ma wele ur skin sklêrijenn dre zindan dor traoñ an ti a c’halve war Mamm : « Oc’h ober petra ‘out aze ? Lazh ar gouloù-se ha kae ez kwele ! Arc’hoazh n’houllo den sevel adarre ! »

Mamm-Gozh a zihune abred-abred ha peoc’h ebet ne roe d’ar re all da gousket. Tad-Kozh ivez hag a oa ur c’housker-beure kentoc’h eget ur c’housker-noz a veze graet dezhañ diblouzañ abred. D’ar c’houlz ma oa paotr yaouank, hervez, en deveze mil aon da sac’hañ en e wele, pa veze dreist-holl da vont da charreoù e- maez ar gêr. Rak ret ‘oa bout leuniet o c’hof d’ar c’hezeg a-raok stagañ ha loc’hañ da c’houloù-deiz.

Mamm a oa hañval-tre ouzh he zad war ar poent-se. Kouskerez-veure e oa. Va zad, eñ, ‘oa kousker-noz… ha ma feiz, me ‘zo an eil hag egile. Ne vern da bet eur ‘n em astennan, raktal e teu ar c’housked… hag an hunvreoù ! Bale ‘ran bro dre va hun- vreoù. Koll va hent ivez ! ha neuze gant an nec’hamant e tihunan em gwele, graet ur veaj hir hep fiñval !…

* Krampouenn = Krampouezhenn e Treger.

 

Gouel Yann

Iskis eo. Biskoazh ne’m eus klevet Mamm o komz eus hetiñ e ouel da’m zad-kozh. Jean-Marie ‘oa hag e vab ivez eveltañ. Ne oa ket ar c’hiz war ar maez da hetiñ tra all nemet ar Bloavezh Mat.

Gouelioù bras a veze e Lannuon gant Gouel Yann hag a vez bepred. Met tra ma oa bev va zintin-gozh Maivon e Plûned eo da bardon Sant-Yann eo ez ae ar vugale. Ur chapel dediet da sant Yann ‘oa tostik da Grec’h-ar-Mor war douar ar Genkiz ‘oa a gredan. Un digarez ‘oa da vont da welout an dintin gozh hag a oa un dintin heritaj sañset, ha neuze breur va zad-kozh ‘oa e vugale damoad gant re Roperz-Huon ha naturel e oa dezho kaout darempred ur wech an amzer. Ret e oa tremen diouzh an dintin gozh, aet un tammig en he bugaleaj, rak e-kichen ti he niz all e oa o chom hag he douar a oa gantañ war hanter — emichañs e veze un hanter bihan hag un hanter bras ! An hini gozh kaezh ‘oa bet a-viskoazh war flac’hioù ha ne dae ket da welout petra ‘veze er parkoù. Gant ma he dije bet bara, patatez ha boued d’he saout ha d’he femoc’h e oa a-walc’h. Ur vatezh a veze ganti, a-wechoù unan eus he nizezed. Va zintin Maivon ‘oa bet ur bloavezh, met pa oa aet Anne-Marie da seurez ‘oa bet ret dezhi dont d’ar gêr.

E-pad ma oa o c’hoar gant an dintin gozh ez ae aliezik an div yaouank d’he gwe- lout. Neuze ne veze ket graet yod da greisteiz. Patatez ha kig-sall a veze aozet dezhe gant o c’hoar, met an dintin gozh a veze ret lakaat he lod da boazhat, peilhast ha tout ‘n ur besel all. Na oa ket gouest da zebriñ patatez peilhet. Blaz an dour a veze warno !

Va zonton Paotr, eñ, ur paotrig fin, a oueze an tu da vezañ erru-mat ganti. Kontañ a rae boulc’hennoù dezhi : un deiz, emezañ, ‘oa bet o lenn e blanedenn e Lannuon hag e oa lâret dezhañ en devoa un dintin gozh hag a yafe da oad Matuzalem.

« Hola klev ! hola klev ! emezi. Pe oad ‘oa hennezh ?

  • Nav c’hant nav bloaz ha tri-ugent !
  • Hola klev ! hola klev ! Se ‘dalvez pevar real din ! Sell aze pevar real da gaout ur botoù-koad nevez soukoù-lêr da vont d’an oferenn. »

Un deiz ivez e oa prenet ur vilin-gafe e Roperz-Huon hag ar merc’hed bihan da gontañ se d’o zintin gozh :

« Hola klev ! Ur vilin-gafe ! Ha penaos eo an dra-se ? Me ‘garfe gwelout ur seurt milin avat !

  • Ma ! eme Mamm-Gozh d’an div vihan. Kentañ tro ez eot du-hont e vo ret deoc’h kas ar vilin d’an hini gozh. »

Graet e oa an taol peogwir ‘oa ret tremen diouti hag ar vilin-se a oa eno evel un dra dreistordinal ha fougeal a rae da gement hini a dremene :

« Ya, sell, ‘zo degaset din eus ti Chañ-Mai ! Sell aze un dra gurius, hañ ? » Paourkaezh Tintin Gozh ! Nag a draoù kurius he dije gwelet ma vije bet war an douar kant vloaz diwezhatoc’h. Ha ma vije aet da oad Matuzalem ! Ganet ‘oa e-pad ar Reveulzi Vras ha bet ‘oa, hervez, badezet en ur c’hraou gant ur beleg kuzhet e ti he zud.

Gouel Yann a oa dreist-holl an « Tantad ». Pell, pell a-raok e veze bugale ar c’hontre o klask peadra d’ober an tantad. Kement tamm kozh koad spern, lann, treujoù- kaol. Hag ar skourroù troc’het gante war ar Prad-Sec’h da c’hoari prosesion ha redadeg kezeg. Holl e vezent dastumet er C’hroashent etre Roperz-Huon ha Komanant-Sugard. D’an noz Gouel Yann e veze mall da lonkañ koan ha da redek etrezek an tantad. Ur c’houstell danvez-tan a veze dija war blas. Met kement hini a zeue d’an tantad a zegase ivez e lod, bihan pe vras : ur forc’had drez pe spern, pe teir fagodenn lann — balan a oa nebeut er roud-se —, keuneud a bep seurt. Tad- Kozh a errue gant un torchad plouz hag ur fagodenn lann sec’h da enaouiñ an tantad. Pennglinet, e strake un alumetezenn pe e teue ur c’hlaouenn gantañ eus an oaled ‘n ur gozh votez hag un alumetezenn sklos kanab.

Kaer ha fromus eo an tan en noz ! Ul lid deut eus donder an amzerioù e tle bezañ ha deut da vezañ ur c’hiz kristen peogwir er pardonioù bras eo an eskob e-unan a enaou an tan. Kanoù ha pedennoù a veze en-dro d’an tantad ha c’hoari gant ar vugale. Lec’h ma veze an tantad war an uhel e veze gwelet eus a-bell. Ar vugale a grape war ar c’hleuzioù da gontañ an tantadoù tro-dro.

D’echuiñ, pep tieg a gase gantañ un etev pe daou pe dri. Ur vertuz a oa enne. Pellaat a raent ar c’hurun. Pa veze tost ha pounner an tarzhoù e veze lakaet un etev eus Tantad Sant Yann en tan war an oaled. Tantad Yann a veze atav derc’hent Gouel-Yann ne vern pe da zeiz e tegouezhe. Tantad Pêr ha Tantad Gwir-Sikour a veze d’ar Sadorn da noz derc’hent ar pardon. Pardon Pêr a veze da Sul nesañ goude an nav warn-ugent a viz Mezheven. Gwech e kouezhe neuze d’ar memes deiz ha Pardon Gwengamp a vez ar Sul kentañ a viz Gouere. Neuze ne veze nemet un tantad evit an daou ouel. Tantad Yann a oa ar c’hentañ hag ar muiañ darempredet. Ar c’haerañ ‘oa ivez dre ma oa ar bern danvez-tan ar fonnusañ. Ar vugale a serre kement seurt a c’hell an tan kregiñ e-barzh ha ne chome evit an tantadoù all nemet un nebeudig pailhoroù. Ha pa vez ret mont d’ar bern keuneud ez aer dre voder.

 

Sant Eler

Deiz Pardon Gwengamp e vez ivez Pardon Sant-Eler. Un trev eo parrezig Sant Eler eus parrez vras Louergad. Patron ar varichaled, an orfebourien hag ar c’hezeg eo sant Eler, an holl en goar.

Stank-meurbet eo ar beizanted o vont da bardonañ da Sant-Eler gant o c’hezeg ha fichet-brav e vezent, un drugar o gwelout. Kerc’haet mat, skrivellet a-ratre, tor- chet ken e luc’he o blev, siret o c’harn evel botoù-lêr o ferc’henn, plañsonet o moue gant darn. Ne veze ket al lorc’h tout e Pariz, en deiz-se. Ar baotred yaouank dreist- holl a rae o c’hrobis war gein o c’haerañ kazeg, ma luche outo ar pennhêrezed.

Ar pezh ne vire ket outo da gaout gwir devosion ha da c’houlenn a galon izel digant sant Eler prezerviñ dezhe o c’hezeg. Evit-se e oa graet an doare perc’hirinded-se.

O tistreiñ eus ar pardon e veze graet pennadoù trotal, zoken daoulammat. Eus an eil penn d’egile da Langeraodren, war-dro seizh pe eizh kant metrad, e oa bravañ pennad hent ‘oa posupl kaout d’ober ar redadenn. Hag en daou du d’an hent ‘veze tud, bugale, tud-kozh ha tud yaouank ivez, ‘n o c’hoazez war ar c’hleuzioù o sel- lout ouzh ar redadegoù kezeg. Eno e oa digoust. Ne oa ket ret paeañ d’antren er

« redva ».

Evel-just ne vanke ket va zad-kozh d’an devosion-se. Met pa oa deut e vab da zen yaouank eo-eñ eo a yae. Ne veze ket kaset an holl gezeg. Ar re mat da vale hag e stad vat. An hini ‘n en dije nemet ur c’hozh sprec’henn maltourn a yae marteze ivez da Sant-Eler, met gant ur vured en e c’hodell da zegas ur banne dour d’ar gêr, goude e bedenn hag e brof d’ar sant.

 

Pardonioù tro-war-dro e-pad an hañv

Plouared, Ploubêr, ar Seizh-Sant, Louergad d’ar c’hentañ a viz Eost, Itron-Varia-‘n Erc’h, Lokmaria-Benac’h hag ar chapeloù. E parrez Tonkedeg e oa en o sav en amzer va zud-kozh : Kerriwalen — chapel ar vreuriezh —, Sant-Gwenole e-kichen ar Sterven, aze ‘veze da vont da di Fañch ar Rouz, kamalad da’m zad-kozh ; Sant- Weltaz war hent ar c’hastell, al Lok, ar Gêrveur, ar chapel-mañ a oa a-fas da chapel Kerfaouez e parrez Ploubêr. En em gunujenniñ a rae hervez ur fentigell, an daou gloc’h. Kerfaouez gant he c’hloc’h skañv o vrallañ a lâre evel-henn : Gisti laeron ar Gerveur ! Gisti laeron ar Gerveur ! Ar Gêrveur gant he c’hloc’h pounner a responte : ‘Vel ma omp ac’h omp ! ‘Vel ma omp ac’h omp !

Sant-Ivi e-kichen Logivi ha Sant-Melar, ur chapel baour toet e soul, hervez ma lavare ma zad. Pardon Kerriwalen a veze graet an eizh a viz Gwengolo. Hennezh ‘oa pardon ar gêr da vugale Roperz-Huon.

Ur c’hiz kristen ‘oa seniñ glaz da gement den a varve e breuriezh ar chapel ma oa stag outi. Ur paour a veze paeet da son glaz teir gwech bemdez da nebeutañ.

Ouzhpenn chapeloù ar barrez a zaremprede ar gristenien. Kement sant dezhañ ur chapel war e anv — ha kement santez ivez — ‘oa pedet evit kleñved-mañ-kleñved, unan evit al laerez, unan evit ar remm, unan evit ar goulioù pe evit ar gorioù pe evit ar boan-benn pe evit ar boan-gein. Sant Laorañs bepred e Kawan * a veze pedet evit ar boan-gein hag e ouel ‘n em gav an dek a viz Eost. E-kerzh an troc’hañ ed, micher hag a ro poan-gein, pe a roe gwechall rak bremañ n’eo ket ret plegañ da droc’hañ ed !!! Mont a rae eta tud da bediñ sant Laorañs abalamour d’ar boan-gein. Mamm-Gozh hag he c’hoar Teofil, o-div techet da gaout poan-gein o vediñ, ‘oa aet ivez ur bloavezh da bardonañ da Sant Laorañs. Erru ‘oant a-raok ar gousperoù ha tostaet d’ar c’heur d’ober o devosionoù ha goude e lakajont pep hini anezho o-div o zammig prof er plad metal pozet war un daol vihan ‘tal ar balustroù. E-kichen   an daol ‘oa ur paotr yaouank o tiwall ar plad hag ur c’hloc’hig bihan gantañ. Pep pezh-moneiz a gouezhe war ar plad a rae ur hej d’e gloc’h : drin, drin, drin ! d’an hini gentañ ; drin, drin, drin d’an eil ha drin drin drin d’ar re war-lerc’h. Ar merc’hed-mañ ‘oa ar wech kentañ dezho da welout ar c’hiz fentus-se hag int da zirollañ da c’hoarzhin, ar paotr yaouank a grogas ar fent ennañ ivez hag ur c’hoarzh diremed da zirollañ er chapel ken ma rankas an div-mañ mont er-maez eus ar chapel pa ne oant ket gouest da harz c’hoarzhin gant paotr e gloc’h, hag evit ar gousperoù e chomjont er porched.

 

Red ar vuhez e Roperz-Huon

An amzer a dremene e Roperz-Huon evel e lec’h all, bloavezhioù mat ha bloave- zhioù fall. Kleñved, kañvioù er familh hag e-touez an amezeien. Pep darvoud dege- meret gant ur spered kristen, e doujañs Doue, karantez an nesañ ha resped evit memor ar re aet da anaon. Ne veze morse lavaret anv unan aet d’ar Bed All hep lavarout « Doue d’e bardono ». Ar Vretoned a zo ur bobl hag a enor ar re varv. Morse a-hed ar bloaz ne vez kement a dud en ofisoù evel deiz gouel an Hollsent. Morse kement a dud war an hent o vont eus an eil parrez d’eben war vez ar familh. N’eus pobl ebet marteze ken truezus ouzh ar c’hlañvour, an emzivad, ar paour. Pobl ebet sur a-walc’h o lakaat kement a oferennoù gant o Anaon…

Daoust ma’z eus kalz a gemm er gevredigezh, e chom doujañs bepred e-keñver an hengounioù, padal kalz a voazioù kristen a zo o vont da get. Re abred e vez kaset ar vugale er-maez eus ar gêr a-boan ma’z int barrek da lavarout « bara » m’eo poent o flantañ er skol e-lec’h ma tremenont ur c’hard eus o buhez o teskiñ ur mil bern traoù na servijont dezho da netra er vuhez nemet da skrabat paper ha da chakat babouz… Echu o studi ? ! ? ez eont e kêr, evit al lodenn vras, pep hini eus e du, pell diouzh o zud alies. Ar re gozh a rank mont d’an ospis erru ur gont a vez pa ne chom hini ebet eus o bugale war o zro.

Er stumm-se, penaos derc’hel bev ar spered kristen ? Ar relijion ? Unvaniezh ar familh ? Enor ar barrez ? Penaos derc’hel d’ar yezh, d’an hengounioù, da istor ar vro ? An dud a lavar ar Progre, ret eo mont da heul ar Progre ! Hag eo se un Araokaat ? M’en goulenn. Ya, ya, bremañ e vez graet empennoù elektronek ! Posupl, met daoust ha posupl eo ivez ober un ene elektronek ?

Re am eus lavaret dija. Rak ne’m eus na skiant na deskamant a-walc’h evit mont war an dachenn-se. Re a riskl a zo evidon da ‘n em goll. Distroomp eta da Roperz- Huon gwechall.

Etre eured va zintin Maivon ha hini va zintin Teofil e oa bet tost da zek vloaz. Met etre an div eured-se e oa graet div seurez hag ur soudard e-pad pemp bloaz… Sikouret kalz e oa bet an dintin Maivon e-pad ma ne oa nemeti da sikour. Unan eus ar vugale a oa savet e Roperz-Huon. Deuet ‘oa da « zidon » da di e dud-kozh evel ma oa ar c’hiz d’ober d’ar vugale maget gant o mammoù ha chomet e oa betek ma oa en oad da vont d’ar skol. Kolladenn an holl e Roperz-Huon. Mat a oa e c’henoù abred ha permetet e oa dezhañ ar pezh na oa ket permetet d’e vamm na d’ar re  all e Roperz-Huon : bountañ e fri er gaoz.

Ur paotrig dilu ‘oa Edouarig ha plijout a rae dezhañ mont abred da heul ar c’harr. Un deiz e oa bet darbet dezhañ bezañ lazhet.

Tad-Kozh ha Yann ar Rouz ‘oa o teilat ur park tostik d’an ti, e Park-ar-Spernenn. Edouarig d’o heul bep karg. Un dro bepred, ma oant o-daou o tennañ teil eus ar c’harr, unan e pep penn, ‘oa aet ar paotrig da vountañ e benn etre emprennoù ar rod, tu diavaez — da lâret eo an tu enep d’an tu charre. An daou vern teil diwez- hañ ‘oant, ha pa grogas Tad-Kozh e landon e gezeg da zont en-dro e klevas Yann o hopal : « Ar paotr bihan ! Ho ! » Ar c’hezeg o loc’hañ, troet ‘oa ar rod evel-just ha gwintet Edouarig d’an douar, ha na bu na ba. Evel ma oa en tu enep, hini eus ar baotred n’o doa gwelet abred a-walc’h penaos ‘oa e benn etre an emprennoù. Ar vugale a ra kement sotoni ‘zo, na welont dañjer ebet neblec’h. « Ho ! a grias Tad- Kozh, kerkent war ar c’hezeg. Petra ‘zo ? — Ar paotrig ! Ar paotrig ! eme Yann. Ma Doue, lazhet eo, ne c’harm ket, marv eo ! »

Tad-Kozh a grogas er bugel hag a zeuas primañ ma c’helle gantañ d’an ti en ur lezel Yann da’n em dennañ gant ar c’hezeg. Eñ ha ne veze morse fiziet kezeg ennañ !

Pebezh trubuilh ! Semplet ‘oa Mamm-Gozh. Ar merc’hed a oa o c’horo da enderv p’o doa klevet ar griadeg e oant deut d’an ti buan. Unan ‘oa ur bodezad laezh ganti, lezel a reas he fodezad war blas an ti ha tostaat d’ar paotr a oa astennet bepred dilavar war ar bank-tosel e-tal an tan, ur bluñeg dindan e benn, an tad-kozh hag ar vamm-gozh simudet gant ar glac’har. O, Santez Anna vinniget ! sed amañ un taol ! ha penaos lavarout d’e dud. An eil a selle truezus ouzh egile hep kaout respont ebet.

« Sell, ar c’hazh Didie o lipat laezh ! » eme ar paotrig a-greiz-holl, ‘n ur zigeriñ ul lagad, e anaoudegezh o tont dezhañ ; war an taol e welas ar c’hazh o lipat laezh er bodez war blas an ti ! — ar c’hazh ne oa ket an drubuilh evitañ — ha deut dezhañ ar gomz-se a gleve e dintined o lavarout gwech pe wech d’ar c’hazh laer. Lâret en doa

« ar c’hazh Didie » ; en ur mare all e vije bet lâret dezhañ : « ‘Vez ket lâret Didie, se ‘zo touiñ Doue ! » Met neuze d’ar momed-se ma soñje gante holl ‘oa marv pe o vont da vervel, e oa re a joa o klevout anezhañ o komz e c’hellit krediñ ha ne oa ket c’hoant krozal dezhañ. Nann, daoulinet ‘oant holl end-eeun da drugarekaat Doue ha Santez Anna vinniget da vezañ miret e vuhez d’ar bugel. N’en doa netra torret, met ar stroñs hag ar spont eo ‘oa bet a-walc’h dezhañ da semplañ.

Ur bugel kaer e oa Edouarig. Mamm-Gozh a blije dezhi kas anezhañ ganti da vale d’ar Sul goude kreisteiz pe d’ur gouel bihan bennak. Un deiz bepred ‘oa d’ober mont en tu all da vourk Tonkedeg da welout ur gamaradez vras da’m mamm-gozh, Mari Renaour ‘oa hec’h anv. Tro hanter-hent d’ar bourk e santas va mamm-gozh ‘oa loskaet he c’hoef war he fenn. Dibrennet ‘oa al lasenn skoulmet a-dreñv ha kouez- het war he divskoaz. Ne oa ket bet prennet mat dezhi gant ar merc’hed. Hi ‘oa mac’hagnet he bizied diwar meur a viskoul-ruz ha ne oa ket gouest da brennañ he c’hoef hec’h-unan.

Hag ar paotrig Edouard da lavarout dezhi : « Te ‘vat, Mamm-Gozh, ‘zo un “ebes- tel” gant da goef dibrenn. Me ‘m bo mezh diouzhit o tremen ar bourk e-mod-se.

  • Ma, paotr bihan paour, n’on ket gouest da brennañ ul las moan evel-se. Petra ‘servij dit ? — Sell, Mamm-Gozh. Kae war bennoù da zaoulin aze war ar bern-mein * ha me ‘brenno da las dit. N’on ket bras a-walc’h en da »

Aet ‘oa Mamm-Gozh war bennoù he daoulin hag Edouarig gant e vizied diampart o klask skoulmañ al lasennoù hag erruet tud dres d’ar momed o tiflukañ war an hent bras diouzh ur wenodenn bennak.

« Petra ‘zo erru ganeoc’h, Visanta ? a c’houlennas ar plac’h, soñjal a rae e oa kouez- het klañv en hent.

  • Atoe sur, hemañ ar paotr fall-mañ a oa o lâret din en dije mezh diouzhin o tremen ar bourk gant ma c’hoef dibrenn, hag e felle dezhañ prennañ anezhañ din, met re vihan eo hag am eus ranket daoulinañ.
  • O, gortozit Visanta, me avat a zo o vont d’ober an afer-se deoc’h ! Gwelomp. »

A-benn neuze ‘oa luziet ha skoulmet krenn al lasoù gant Edouarig ma ne oa ket aes dizober hag adober evel ma ‘oa dleet.

Pa ‘oa etre c’hwec’h ha seizh vloaz e oa aet d’ar gêr abalamour da’n em dommañ ouzh e dud hag ar vugale all ha da vont d’ar skol asambles gant e vreur koshañ, met e Roperz-Huon e oa kavet goullo an ti pa oa tec’het Edouarig. Ouzhpenn ur wech ‘oa bet trubuilh gantañ koulskoude. Un deiz e oa kollet ar paotr, kollet-naet. Kaer ‘oa klask anezhañ, gervel anezhañ, respont ebet. Nec’het an holl e Roperz-Huon. Pelec’h ‘oa ‘n em vountet, pe etrezek pelec’h ‘oa aet ? Bihan ‘oa c’hoazh, en e chakedenn end-eeun.

Ma, kavet ‘oa bet e park an amezeg nesañ. Graet moaien gantañ da grapat dreist ar c’hleuz. Chomet ‘oa kousket en nant kreiz-tre div blañchennad patatez, ur var- lennad piz glas gantañ en e damm chakedenn. Piz a veze hadet war ar patatez gwe- chall, piz evit ober soubenn er c’horaiz dreist-holl. Ne veze ket debret piz-glas nemet gant ar vugale, en-kriz. Penaos en doa graet Edouarig da c’houzout ‘oa piz e tu all d’ar c’hleuz ? N’ouzon ket. Met soñj am eus da glevout Mamm o lâret, pa oa dornet ar piz goude an eost, e oa kaset un tamouezad piz sec’h da Chañ-Loui Birioù, an hini ‘oa ar park dezhañ, d’e zigoll eus ar piz en doa kuntuilhet ar paotr bihan. Ne oa ket war e goll an amezeg ! met un den sellant ‘oa hervez, ha va zad- kozh, daoust pegen dister e veze an domaj, a felle dezhañ rapariñ, en e enor hag en e goustiañs.

Mamm a oa chomet stag ouzh an niz-se, dre ma oa bet savet en o mesk e Roperz- Huon, ken stag all ‘oa ouzh he filhorez Marie-Angèle, an hini a zeue war-lerc’h Edouarig. Ar bugel-mañ ‘oa bet tost ar marv dezhi pa oa triwec’h miz bennak. Kouezhet e oa bet diwar he skabell vihan e korn an oaled e-barzh ur c’hlaouiennad tan. Poazhet spontus he bizaj hag he daouarn. Mamm ‘oa bet e ti he c’hoar ur miz pe ouzhpenn o sikour ober war-dro he filhorez. Chomet ‘oa bet merket he bizaj ha chomet peg-ha-peg bizied he dorn mat, met ne oa ket difeson tamm ebet, ha pa oan-me ganet he doa dija ur bloaz warn-ugent. Evel-just pa ‘oa filhorez va mamm ‘oa lakaet da vaeronez din. Kalz a resped ‘m eus bet eviti e-pad he buhez hir. Marvet eo d’an oad a c’hwezek vloaz ha pevar-ugent, er sizhun santel 1979, Doue d’he fardono. Kalz keuz am eus bet dezhi. Chomet ‘oa hec’h intentamant hag he memor ganti betek he marv. Un dra gaer.

Start ‘oa bevañ d’ar mare-se. En amzer a ya eus 1882 da 1897 ‘oa bet graet kalz a beorien nevez. Priz izel war al loened, an ed, ha kement tra, ha mil boan o wer- zhañ, pa na vez ket a zisamm d’al loened e vez produet nebeutoc’h. Koll eus an daou du, priz vihan ha nebeut. Pet ha pet merer a yae ar werzh warne pa vezent erru da zleout daou pe dri bloavezh gouel-mikael d’o aotrou ? Ha pet yaouank a chome dizimez pe a yae ‘maez ar vro pa oa ken risklus ‘n em staliañ e menajoù ?

Va zonton Paotr — ar paotr nemetañ e ti va zud-kozh —, tapet gantañ un tamm grad oc’h ober e goñje hag aliet gant an ofiserien da chom en arme a oa bet pell en daoust. Ne oueze ket kaer petra ober. Suroc’h ‘oa an arme eget an douar d’ar mare… hogen Tad-Kozh a oa bet a-viskoazh e soñj gwelout e vab o chom en e blas e Roperz-Huon, dre resped evit an anv hag evit ar vicher. Holl e dud ‘oa bet labou- rerien-douar a-hed kantvedoù.

Va zintin Teofil ‘oa chomet hep dimeziñ ken ma vije distro he breur eus an arme. Pell a oa e oa darempredet gant un den yaouank eus Ploubêr, e dud ‘oa ur menaj bras a lorc’h gante e-kichen kastell Kergrist, muioc’h a voged evit a dan, hervez. Derc’hel a raent ton ha tontur ha se a goust ker d’ur mare ma oa izelbriz produoù an douar ha ma oa ret sellet ouzh ur gwenneg.

Ar paotr yaouank ‘oa un den kaer, den a-feson, paotr jentil gant an holl. Ne zispli- je ket da’m zud-kozh ha va zintin n’he doa darempredet hini all ebet, neuze eta pa oa erru ar breur er gêr, echu e amzer soudard, e oa dimezet an dintin Teofil gant Frañsig Gwezhenneg. 

An  eured ‘oa graet e Kergrist, ur breur all dezhañ a zimeze  war ar memes tro.  Un eured a fa ! evel ma vez lâret. Kement pe vuioc’h a zistarlac’h evel ma oa bet gant eured va zud-kozh er Genkiz-Vras, er C’houerc’had, trizek pe bevarzek karr ha gwetur pe charabañ ‘oa tennet er-maez ar grañjoù d’ober plas da staliañ an taolioù evit ar pred-eured. Ur « vapeur » da dornañ ‘oa e-barzh ivez, kezeg-servij ha koleoù bras ! « Lorc’hajoù » eme Tad-Kozh, « Chas bras ha brizilhonoù ! » Nebeut a amzer goude an eured e oa ar seziz warne ! Peadra o doa hag e kavjont arc’hant war o douar da sevel ar seziz. Harpet o doa eta un nebeud amzer, met ret ‘oa bet pladañ. Va zintin ‘oa aet da di he zud-kaer e sell da chom er plas war o lerc’h met ret e oa bet dezhi distreiñ da di he zad ha d’he gwaz mont er-maez ar vro ! Daou vugel he doa a-benn neuze. Kavet he doa ti e Milin-Gergrist. He gwaz a c’houneze mat e Pariz o labourat en Hôtel Continental, degas a rae arc’hant bras dezhi da sevel ar vugale. Met pebezh kemm ! ha pebezh ranngalon evit he zud !

Daou vloaz goude e c’hoar e oa dimezet ar Paotr. Graet gantañ e zibab : chom er vro, chom en douar daoust ma oa start ar vuhez, un tamm dre resped evit kavell e ouenn, evit kontantiñ e dud ha muioc’h c’hoazh evit kaout asant an hini a gare pell a oa ha n’en dije ket karet evit priz ebet mont da chom en kêr. Ur plac’h kapapl a gorf hag a spered, eus ur familh istimet, ha tailhet d’ober ur vestrez-tiegezh. Marv ‘oa he zud ha perc’hennez ‘oa d’un tamm brav a beadra, met chomet un tamm dle warni. Arrebeuri kaer ha lienaj fin, beselloù ha binvioù he devoa, met nann loened. He douar a oa dalc’het gant he c’hoar dimezet. Ne oa ket re frank an traoù ganti evel kalz a dud all d’ar mare amzer-se ha poan he dije Marijobig o kaout he gouel- mikael. Evel ma ne oa ket ar c’hiz gant an dud a renk ha dezho peadra da vont da c’hounit ne oa ket re druz ar peuriñ ganti. Met he maeronez a oa o chom er bourk a gemere anezhi alies da sikour derc’hel ha kempenn he zi. Evel va mamm, dornet mat ‘oa Marijobig Keufeuloù ivez hag ober a rae labourioù kaer evit he maeronez. Ar pezh na vire ket outi da begañ war al labour c’hros en-dro d’ar menaj. Plijout a rae kalz da’m zad-kozh, ur plac’h fur ha speredek, en oad parfet, ar c’hontrol bev eus ur bompinell.

Ha neuze an traoù a zo drol. Bet en doa eñ ivez un tamm goud evit he mamm-hi pa oa den yaouank. Met pennhêrez pinvidik ‘oa homañ hag he mamm — da lavarout eo mamm-gozh Marijobig — ‘oa sorc’hennet da fortuniañ he merc’h gant un den pinvi- dik-bras. Fentus ‘oa an hini gozh, Môn an D. Un deiz e lâre evel-henn d’he gwaz Pipi ‘r B. : « Hon merc’h-ni, Pipi, ‘zo ur fortun, hañ ? — Heu… eme Bipi. — Hon merc’h-ni,  Pipi,   ‘deus  pevar-c’hant  skoedig  leve !  — Ya   pe  g…c’h ! eme Bipi.

  • ‘Deus ket, Pipi ? Gireg, Sant-Memor, al Lia hag amañ, hag ar pezh a douchomp deus an Dannod ? Findañ Pipi, se ‘zo un objed !!! — Ya ! eme — Ya, Pipi, an hini en devo hon merc’h-ni en devo re a chañs, ha ma he devez ur butuner hag ur rouler ‘devo ur maleur ! — Heu ! » eme Bipi. Ne seblante ket Pipi ‘r B. bezañ latennet ken mat hag e wreg, Môn an D.

Ma, tudoù, bet he devoa ur butuner hag ur rouler ; den a-feson avat ; met paotr disoursi. Savet en doa evelkent un ti kaer e Koatavi met marvet ‘oa abred hag e wreg, Mari B., a oueze derc’hel he feadra.

Un tammig ‘oa plat da gomz, an hini gozh-se, Môn an D. Un deiz ‘oa erruet er park da c’houlenn digant va zad-kozh : « Petra, Chañ-Mai, ne vijec’h ket kap da lâret din pelec’h e kavfen ur mevel bihan, ur paotrig mat da labourat, nebeut a c’hopr ha kontant da zebriñ tri bred patatez bemdez ken a foeltro eno ? — Ma feiz, nann avat, Môn, n’on ket kap da lâret pelec’h e kavfec’h ur seurt labous avat rak ne dleont ket bezañ stank er vro-mañ. »

Un tamm fent en deveze Tad-Kozh o kontañ diwar-benn Môn. Me ‘gred e oa chomet gantañ un tammig ergenn en he c’heñver dre ma oa bet roet da santout dezhañ ne oa ket uhel a-walc’h e galite da glask bezañ mab-kaer e ti Pipi ‘r B.

Met distroomp d’an traoù sirius. An eost ‘oa o tostaat ha prim a-walc’h e oa aet an traoù abalamour d’ober an eured a-raok an eost. Va zad-kozh ‘oa pell a oa o klask dilezel Roperz-Huon gant e vab hag e-sell a se en doa miret un atant bihan e-kichen ha graet un tamm kempenn d’an ti. Koumanant-Sugard ‘oa anv al lec’h. Tost-tre ouzh Roperz-Huon. Prest ‘oa eta d’en em dennañ eno gant e verc’h yaouankañ hag e wreg. Mamm-Gozh ‘oa sorc’hennet abaoe pell ivez da c’hallout tremen hec’h holl amzer o nezañ. Se a blije dezhi kenañ ha Mamm, a oa dija daou vloaz warn-ugent, a gavfe deiz pe deiz da fortuniañ ivez.

Graet e oa an eured e Roperz-Huon an daou pe an dri warn-ugent a viz Gouere peo- gwir da zisoc’hañ diouzh an eured e oa aet an daou bried nevez da bardonañ da Santez-Anna-Prad — d’ar c’hwec’h warn-ugent a viz Gouere emañ gouel Santez Anna. An eost a groge raktal hag ar pried nevez a rankas mont d’ober e eizh devezh warn-ugent e fin miz Eost d’an arme gant ar grad a adjudant e Gwengamp emichañs hag ac’hane da ober ar pleustradegoù bras da heul e rejumant.

E Roperz-Huon ‘oad o tilojañ dija meur a dra da gas da Goumanant-Sugard : plouz, foenn, koad, keuneud, binvioù, patatez, hag all. Ar wreg yaouank a oa deut ganti he matezh Soaz Gw. ha krog oa an div-mañ da gemer plas ar vamm-gaer hag ar c’hoar-gaer : Mamm ha Mamm-Gozh. Ma oa stad e Mamm-Gozh o vont d’he menaj bihan, Mamm, emezi, a oa gwasket he c’halon. Daou vloaz warn-ugent evurus he doa tremenet e Roperz-Huon e-lec’h ma oa ganet, en tiegezh kristen-se leun a vugale laouen, en ti-se hag he doa gwelet sevel pa oa bihanik. Ar parkoù-se m’he doa labouret enno ha c’hoariet en he bugaleaj. Ar stank-kannañ, ar gwez gwregon ha polos, ar gwez per ha koper, an avalenned, ar saout badezet ganti, ar c’hezeg he devoa kaset war an alar, an ogedoù, an drañcherez ha ma oa deut hag aet d’ar park ken alies war o c’hein. Holl e chomfent aze, nemet ur vuoc’h ha daou bemoc’h. Gwir eo, an ti hag an douar e-lec’h ma oa va zud-kozh o vont da chom a oa ivez o feadra, met aze o doa gwelet mererien atav. Na oa ket kavell ar  Ouenn. 

Ne dalvez ket keuziañ, ar vuhez ‘oa evel-se, met gwashoc’h ‘oa o vont d’en em gavout. Ar paourkaezh mamm-gozh n’he devoa ket bet ar c’hras da vont da zis- kuizhañ d’he menaj bihan. Aet e oa prim-ha-prim d’ur welloc’h bro.

An amzer ‘oa tomm-spontus e deroù miz Gwengolo ha Mamm-Gozh a oa deut soñj dezhi da vont da zibab un tamm greun a-douez ar pailhoroù chomet goude gwen- tañ e-barzh ul loch war al leur. Tomm ‘oa dezhi o voullat, ken touforek ‘oa an amzer met avel-sil ‘oa ivez e-barzh al loch distouf betek an hanter. Tapet he doa poan- gostez eus an tomm ha yen-se. P’edo o tebriñ hec’h adverenn a lâras-hi d’ar merc’hed : « Bremañ, emezi, pa eo leun ma c’hof, eo brav din lâret ez on klañv, met e gwirionez ‘n em santan ket em charreoù, poan ‘m eus em c’hostez. — Ma ! It ‘n ho kwele ‘ta neuze, Mamm ! a lâras ar verc’h-kaer. Marteze e tremeno se deoc’h buan. »

Ar baotred a oa o kas plouz da Goumanant-Sugard hag ar merc’hed o kannañ. D’abardaez, distro diwar ar stank, e lâras Mamm ‘n ur antren en ti.

« Amañ n’eus na tan na gouloù ? Amañ n’eus den war-dro ?

  • Nann, eme Mamm-Gozh eus he gwele-kloz, ranket em eus plegañ da vont em gwele. » Den ne gomprene e oa skoet d’ar

Diwar an deiz-se ne glemmas mui war boan-gostez, netra nemet fallentez : gwan ha skuizh, met kustum e oa da gaout goradennoù hag a-raok e veze klañv ha fall un nebeud devezhioù, soñjal a rae-hi, hag ar re all ivez, e oa o tanzen ur c’horadenn adarre.

Sevel a rae hec’h-unan ha mont er-maez an ti da gemer ur banne aer fresk ha d’ober hec’h ezhommoù, met tamm ne zebre, sec’hed dezhi noz ha deiz.

Pardon Kerriwalen a oa d’ar Sul an eizh a viz Gwengolo ha desped a rae dezhi man- kout da vont evel bep bloaz d’an oferenn d’ar chapel ken devot a oa bet ordin’ da Werc’hez Kerriwalen.

An dintin Teofil ‘oa c’hoazh e ti he zud-kaer e Kergrist — nepell diouzh Kerriwalen, met en tu all d’al Leger e Ploubêr. Deut ‘oa d’an oferenn da Gerriwalen gant he faotrig a oa c’hoazh war ar vronn ha da glask he lein da di he zud evel-just, soue- zhet na oa hini anezho e Keriwalen.

P’he doa gwelet ‘oa klañv he mamm a oa stonket ha ret ‘oa bet dezhi tec’hel da ouelañ gant doan trubuilhiñ an hini glañv. Mamm, emezi, a gave iskis gwelout he c’hoar ken fromet-se. Ne wele ket-hi e pe stad ‘oa Mamm-Gozh. Ur rezon he doa Teofil da vezañ ankeniet met war an taol ne c’helle ket en lâret.

Mamm-Gozh, pa veze klañv, a lâre atav d’ar vugale : « Diwallit bugale da reiñ da c’houzout da zen ebet ez on-me klañv,  pe vo tud o tont da derriñ ma fenn din.   Me ‘m eus ezhomm peoc’h.”

D’al Lun ‘oa d’ober mont d’an ti-forn d’ar bourk. Ar verc’h-kaer eo a oa aet ha ne oa ket manket da lâret ‘oa klañv he mamm-gaer dirak merc’hed an ti-forn. ‘Benn an abardaez ‘oa krog an dud da erruout da welout Visanta. Unan eus he mignone- zed bepred ‘oa bet hardizh a-walc’h — e-skeud dresañ ar pallennoù war he gwele — da dastornat he zreid. Sklaset e oant ha se ‘kreiz an tommder vras ‘oa en deizioù- se. Roet he doa da santout d’ar merc’hed ‘oa gwall dalc’het o mamm, daoust ma ne glemme ket.

Setu an deiz war-lerc’h ar beure e c’houlennas va zad-kozh diganti : « Mar karez ‘vo lâret da Anne-Marie dont da welout ac’hanout. N’eo ket krog ar skol c’hoazh, me ‘gred ‘vo lezet da zont. — Ya, me ‘zo kontant. Un digarez ‘vo dezhi dont d’ar gêr. Na ve nemet dont-ha-mont. » Ha va zad-kozh kerkent ha da stagañ war ar wetur da vont da Bederneg. Ha roet ‘oa aotre dezhi gant he superiorez da chom betek ma krogje ar skol d’al Lun nesañ, e-ken-kaz ma vije ezhomm outi da sikour ober war- dro he mamm.

Erru er gêr ha gwelet e pe stad ‘oa he mamm e skrivas raktal da Mère Anne de Jesus, he c’hoar ‘oa e Pleneved-Yugon, da lâret dezhi, ma oa tu, dont da welout he mamm. Se ‘oa d’ar Meurzh. D’ar Merc’her ar beure, an dintin seur a oa aet d’an oferenn d’ar bourk ha da saludiñ an aotrou person goude an oferenn. Hemañ ‘oa estonet o welout anezhi : « Un dra bennak, emezañ, a zo a-nevez ? — Ya, Mamm ‘zo klañv, Aotrou Person. Doan ‘m eus ne vefe grevus. — Mont a rin betek Roperz-Huon emberr, mar gallan, » emezañ.

Deut ‘oa. Ur beleg a zo kustum diouzh an dud klañv hag e oar gwelloc’h evit nikun pe e vez grevus e stad pe ne seblant ket. Setu ma kinnigas da’m mamm-gozh degas dezhi ar gomunion peogwir e oueze pegen devot e oa. Kontant-bras ‘oa evel-just.

« N’ho pezo ket ezhomm da’n em zirenkañ, emezañ da’m zud-kozh. Me ‘degaso ar c’holist bihan ganin. » Distroet e oa kerkent ha deut e sac’h-nouenn gantañ war ar memes tro.

Er c’heit-se, va zintin seurez ha Mamm o doa aliet Mamm-Gozh da vont da wele   ar gambr : « Trankiloc’h e viot, Mamm, eget amañ ‘tal an tan. Ganimp-ni o pasepiañ e-pad an deiz. — Me ne ran forzh, emezi, met ret ‘vo deoc’h ma sikour da sevel   ar viñs. »

Evel-just e oa naetaet ha fichet da zegemer an Aotrou Doue — meulet ra vezo — ha setu e oa bet sakramantet d’ar Merc’her d’abardaez ha respontet ganti d’an holl bedennoù. E peoc’h Doue ‘oa ha seblantout a rae un tammig gwelloc’h. « Memes tra, a lâre va zad-kozh, ret eo lâret d’ar medesin. Kerkent ha gouloù-deiz arc’hoazh ar beure ez in d’ar C’houerc’had. » Ne oa ger a bellgomz d’ar mare-se, na ger a varc’h-houarn kennebeut, da vont primoc’h dre an hent.

En noz ‘oa ‘n em gavet berr warni hag ar c’hwezenn o tiruilhal war he c’horf. Ret ‘oa bet digeriñ ar prenestr da reiñ aer dezhi. Mamm hag he c’hoar en-dro dezhi e-pad an noz. Tad-Kozh n’oa ket kap da bad en e sav. Aet e oa da c’hourvez — n’eo ket da gousket — un eurvezh bennak hag en hent neuze etrezek ar medisin, hag ac’hane da Run-Rioù da lâret da Varivon e pe stad e oa he mamm. Ne oa ket deiz c’hoazh pa oa war an nor e Run-Rioù. Spontet e oa bet an dud o welout anezhañ d’an eur-se, graet gantañ ‘tro teir lev hent en noz. Prim e oa staget ar wetur rak Tad-Kozh a oa war he dreid ha deut an dintin Maivon hag he gwaz da Roperz-Huon goude tremen dre ar C’houerc’had da glask an doktor Even. « Mont a ran bre- maik, emezañ, mar gallan, a-raok ar bizitoù-beure. » Met ne oa ket deut raktal, rak ur gwilioud preset ‘oa ‘n em gavet kerkent ha setu ma oa tost d’un eur goude kreis- teiz pa oa degouezhet e Roperz-Huon.

Va zonton Lukaz, pried va zintin Marivon, n’en doa graet nemet tremen da welout e vamm-gaer. Foar Blouared a oa en deiz-se — foar ar prizioù ‘vel ma veze graet outi —, bremañ ‘vez lâret Komis Agrikol, ha loened a oa da vont d’ar foar ha ne chome er gêr nemet ur vandenn vugale yaouank hag ar servijerien. Ret ‘oa dezhañ distreiñ. Se ‘oa ar Yaou, an daouzek a viz Gwengolo 1889.

P’erruas ar medisin e oa dija kalz tud er gambr.  Feuls ‘oa an Ao. Even. Kroget   ‘oa da grozal kerkent. « Emaoc’h o skuizhañ an hini glañv,  emezañ, it a-dreñv,  mar plij. »

Sevel a reas Mamm-Gozh hec’h-unan en he c’hoazez en he gwele, d’an doktor da selaou outi. Prestik e lavaras dezhi : « Ma feiz, Visanta, ur vizit trist eo va hini. » Mamm-Gozh ne c’houlennas ket hiroc’h digantañ.

Neuze e reas sin d’ar familh da vont gantañ er gambr vihan, hag eno e klevjont ar setañs. « N’eus netra d’ober, emezañ, ur fluxion de poitrine hag he c’halon beuzet er gwad, ma tremen an noz, an noz ‘vo ur c’halvar eviti ! Setu amañ un tamm louzoù-souplaat ma vez re a vec’h warni. N’hellan netra ouzhpenn. »

Kent mont kuit e tistroas da gichen an hini glañv hag o kregiñ en he dorn a lâras dezhi : « Kenavo Visanta ! Er Bed All ‘n em welfomp ! » Keniterv e oa da Mamm-Gozh ha mont a rae dezhi dre « te ». Mamm-Gozh a lâre « Ao. Even » dezhañ. « Lâr Jakez din, » emezañ. Met an deiz-se ne respontas ket Mamm-Gozh d’e « genavo » nemet gant ur sin.

Mantret e oa an holl, pried ha bugale. Troc’het ‘oa pep esperañs. Kent mont a-raok, en doa lâret an aotrou Even, pa welas a vanke daou eus ar vugale : « Me ‘zo o vont da gas un depech en roud, kerkent ha ma vin distro. Roit din ar chomlec’h ha lezit se war va c’hont. »

Tud a zalc’he d’erruout. Tud aet a-ratozh da varc’had Lannuon da brenañ un dra bennak da zegas da’m mamm-gozh hag a oa ken karet gant amezeien ha mignoned ha zoken ar beorien bet mat eus an ti, a zeue da glevout eus he c’heloù gant daou wennegad madigoù.

Un eur hanter goude ma oa bet ar medisin e varve Mamm-Gozh, Doue d’he fardo- no ! O welout ‘oa antreet en he zremenvan ‘n em lakaas Mère Saint Lucien da lâret a vouezh uhel pedennoù an dud war o zremenvan. Respont a reas Mamm-Gozh betek ar fin, he mouezh o krenañ ma stroñse he gwele, an dour o tiruilhal outi, he merc’hed o tisec’hañ ar c’hwezenn diwarni. An holl a oa daoulinet nemet va zad- kozh a oa en e sav e penn ar gwele evel Mari e-harz ar Groaz. Pa ne responte ken Mamm-Gozh, an holl a soñje e oa tremenet. Mère Saint Lucien a spurmantas he muzelloù o fiñval c’hoazh, a stouas a-us dezhi o lakaat he skouarn a-rez he bizaj. Neuze e klevas ar gerioù diwezhañ-mañ : « Pedit c’hoazh bugale, pedit c’hoazh ! »

Adkregiñ ‘rejont c’hoazh da bediñ, beuzet en o daeroù. D’ar momed-se, va zad- kozh, trec’het gant ar glac’har, a semplas. Va mamm-gozh all pe an hini ‘oa deut  da vezañ mamm-gozh din c’hwezek vloaz goude, Filo Delinan, ‘oa dres o sevel er gambr a ‘n em gavas just da zegemer anezhañ etre he divrec’h, o virout outañ da gouezhañ war bazennoù uhelañ ar viñs. Hi eo a lâras neuze ar pedennoù da erbe- diñ Ene an Hini Dremenet ouzh Doue an Tad. Hi a sikouras ivez lieniñ ar c’horf hag ober ar chapel wenn. Kentañ ma oa aet en implij ar pezh labour kaer en dantelez graet gant va mamm e oa evit golo Mamm-Gozh en he chapel wenn.

An depechoù kaset gant an doktor Even ‘oa merket warne : « Mère morte, enterrée demain ». Ha netra ken.

An dintin Anne de Jésus ne oa ket e Pleneved-Yugon. Aet ‘oa da Blerneg da dremen un devezh bennak a-raok kregiñ gant he c’hlas. Ret ‘oa bet mont d’he c’hlask ha kas dezhi traoù da cheñch evit dont d’ar gêr.

Poaniet-spontus e oa bet, hi ken tener, ha rebech a rae d’ar re all perak ne oa ket degaset keloù dezhi kentoc’h m’he dije gwelet he mamm e bev c’hoazh ur wech, met ne oa den engortoz eus ar marv.

Ar « Paotr » ‘oa er pleustradegoù-bras. Lakaet e oa war an depech « à la suite     du régiment », ha prim en doa bet ar c’heloù, met krediñ a rae parfet e oa ur fazi.

« Ne vern, emezañ, un digarez din da vont d’ar gêr eo. Met me ‘zo sur n’eo ket ar paper-mañ evidon. »

Deuet e oa gant an tren betek gar Kerofern ha goude a-dreuz Koadoù Kergrist, Pont- Runfaou, krapet gantañ an dosenn etrezek Kerriwalen, tost ‘oa d’ar gêr ; pa dostaas d’ar chapel e klevas glaz o son. Neuze ‘oa skoet un taol en e galon, hag un doue- tañs. « Daoust va Doue ha gwir e vefe ar c’heloù ‘m eus bet ? N’eo ket posupl ! » Prestik e kejas gant ur vaouez kozh ‘oa dres o tont eus lârout he fater gant Mamm- Gozh. « O, Paotr paour, emezi, pebezh glac’har evidout ! »

Ne oa ket ret lâret muioc’h, komprenet en doa ha darbet e oa bet dezhañ semplañ d’e dro. Ur vamm  vat  a golle.  Ur vamm  a gare  hec’h holl vugale,  met he devoa c’hoazh un dra bennak ouzhpenn evit ar mab nemetañ a oa chomet ganti diwar dek bugel. N’en doa nemet c’hoarezed.

Ar c’hoar vihan pan erruas, a oa bet ret he sikour da zont en ti, liv ar marv en he c’herc’henn, rannet he c’halon.

Ma oa glac’haret he bugale gant he marv, meur a baour a ouele dourek dezhi ivez.

« Kollet am eus, eme unan, gwellañ dant ‘oa em fenn.

  • Me ‘oa o troc’hañ ed-du, eme un’ all, pa’m boa klevet ar c’heloù. Ret ‘oa bet din azezañ war ma dramm gant an efed a reas da’m c’halon.
  • ‘Oa ket div ‘seurt dezhi er barrez, eme un’
  • Mamm ar beorien a oa Dalc’hmat e lâre : Pa vin marv, grit va obidoù e klas ar beorien ha roit karitez vat d’ar paour. »

Ne oa ket bras a-walc’h iliz Tonkedeg deiz an interamant. Meur a baour a oa chomet en-dro d’ar porched. Beleien ha seurezed a oa kalz en obidoù : mamm div seurez a oa. An div familh a oa tud a relijion evel ma vez lâret.

He mamm-gozh dezhi ‘oa Visanta Malledant ha klevet ‘m eus komz eus pevar beleg Malledant : kerent tost dezhi. Daou anezhe a oa bet marvet e-pad an Dispac’h bras.

Unan anezhe bepred, ‘oa person e Plounerin hag ur werz ‘oa bet savet dezhañ. Un nebeud pozioù a oueze va mamm anezhi. Me ne’m eus dalc’het soñj nemet eus ur ger bennak :

…an aotrou Malledant,

Un den fur, un den savant, Un den vertuus ha divin, Person e parrez Plounerin.

Familh an Oliered a guzhe ivez beleien en amzerioù-se.

Ur gwall daol e oa evit va zad-kozh koll e bried ha war ar memes tro tec’hout eus e venaj, hep kontañ ar frejoù bras ‘oa bet : ober un eured hag un interamant en ur ober tri miz. Ouzhpenn ar glac’har, ar frejoù, ‘oa ivez luziadenn ar susit. Ar vugale ‘oa holl major. Ar gwir o doa da gaout o lod eus traoù o mamm hag an div seurez ‘oa dindan kuratoriezh ar gouent. Ret e oa ober paperoù dre noter.

Ar mobilier a oa da chom gant ar mab, gant paeañ o lod d’an div c’hoar n’ho doa bet netra c’hoazh : Frañsoaz ha Teofil. Homañ ‘oa sañset da vezañ bet sikouret da sevel menaj met troet e oa an traoù da fall e ti he zud-kaer ha n’hellent ket he sikour. An div seurez ‘oa kontet dezhe evel lodmobilier ar skoliata hag an troñsad a oa da fournis d’ar gouent. Va zad-kozh en dije graet re a boan dezhañ gwelout gwerzhañ ar mobilier. Setu e oa chomet a blaen-font gant ar « Paotr » en e lavar. Un tammig somm da bep hini eus e ziv c’hoar. Ar c’hoar henañ he devoa bet pell a oa al lodenn vrasañ. Unnek vloaz ‘oa tremenet, ne oa nemeti dimezet, nemeti da sikour. Bez’ e oa-hi bremañ ‘n ur feurm bras, Run-Rioù, e plas he zintin Annivon,ur c’hoar da’m mamm-gozh. Homañ ‘oa pell a oa intañvez hag he bugale o doa fortu- niet gant tud a vicher. Ne oa hini da chom war he lerc’h. Setu, peogwir e kreske ar vandenn e ti Maivon ‘oa ret kreskiñ ar menaj ivez, da gaout bara dezhe holl.

Met un doare islonk e oa Run-Rioù er bloavezhioù kentañ evit va zud-kozh. An douar ‘oa e stad fall, eostoù fall a veze. Chañs fall e oa bet gant al loened. Tud da labou- rat ne oa ket, nemet evit paeañ, hag ur vandenn vugale da vevañ, da skoliata. Pa’n em gave berr an traoù gante da belec’h ez aent da glask sikour met da di o zud, aze ne oa ket ret paeañ.

Met an dintin Maivon, savet ganti he chouk diwezhatoc’h, a oa bet d’he zro made- lezhus e-keñver he c’hoarezed hag he zad, chañs he devoa da gaout ur pried mat : den diseblant ha yen da welout, met ur gwir gristen ha tener e galon. Prest atav da rentañ servij. Ne oa ket aet da gozh. Met bugale vras a oa dija.

Ur vuhez nevez

Ma na fazian ket, ‘oa graet an eizhved tost-tre da interamant va mamm-gozh rak ret ‘oa da bep hini distreiñ dindan berr-amzer. Ar « Paotr » d’e rejimant, ar seure- zed d’o skolioù. Moarvat ‘oa bet un diviz bennak etre o zad hag ar vugale a-zivout an ingalasionoù a vije d’ober, evel e pep lec’h, war-lerc’h ar marv.

Kemmet e oa dre ret mennozhioù va zad-kozh. Bremañ e soñje ober raktal e bartaj, da lâret eo ingaliñ ar peadra, ken e re e-unan, ken re e bried aet da anaon, etre ar vugale, ken ober reservasionoù da aotren dezhañ bevañ hep dienez en e gozhni. Met e rankje pep hini eus e vugale kemer, da heul e lod a leve, e lod ivez eus an dle a oa chomet war ar prenabloù graet gant o zud.

E-kreiz an enkadeg vras edod. Kaer ‘oa bet, pa na oa ket ranket adwerzhañ, evel ma rankas meur a hini ober — ha war goll bras. Prenet o doa va zud-kozh, a-hed o buhez evit naontek mil skoed a zouar. Pa soñjer ‘oa dek gwenneg bemdez priz an devezhour, daou wenneg al lur bara, pevar real ur botoù-koad d’ar Sul, dek gwen- neg an dousenn vioù, pemzek pe driwec’h gwenneg al lur amann, pevarzek real ur c’hant kerc’h, ugent real ar c’hant gwinizh !

Al loened evit mann, peogwir e oa tud hag a ranke leuskel kezeg bihan en avantur Doue da glask o chañs hag evel-se evit pep tra e-pad pemzek vloaz, eus 1882 betek 1897. Enkadeg Méline e oa bet anvet ar maread amzer-se.

Va zud-kozh, dre forzh labourat ha diouerout kalz a draoù e-pad o buhez, o doa gallet stourm ouzh ar gorventenn ha miret pep a damm douar d’o bugale. Bennozh Doue war o memor. Gras d’o foan ha d’o intrudu ma’m eus ar chañs da vale bemdez war douar sakr va zud-kozh. Douar teir gwech sakr evidon, Douar va Bro, Douar va Zud ha va Zud-Kozh, Douar ma on ganet anezhañ, maget gantañ e-pad pemzek vloaz ha tri-ugent tremenet. 

Evit distreiñ da Roperz-Huon, e-kreiz ar c’hañv, an tregas da zilojañ, ar frejoù da baeañ a bep tu. Rouantelezh va zud-kozh o vont a-dammoù… na c’hwerv seurt degouezhioù. Eeunet an aferioù, ret ‘oa ‘n em staliañ e Koumanant-Sugard. Gouel- mikael a oa hag ar plas a oa miret difeurm er bloaz-se evit kempenn al lojeiz un nebeud e-sell e vije dimezet ar mab — ar pezh ‘oa erruet — hag ez afe ar re gozh da chom eno, gant un nebeud douar, ur vuoc’h-laezh, daou bemoc’h, ur yar bennak hag ur c’hog da ganañ war ar bern teil. Daou zen e-lec’h tri ‘oa bremañ da vont. Daou zen mantret, brevet gant ar glac’har. Ur roue a guita marteze e balez hag e dron gant nebeutoc’h a ranngalon… Ne oant ket taolet er-maez. Ne oant ket hep ti nag aoz, nag hep gwele da gousket en noz. Gant o grad vat o doa lezet o chañs gant ar re yaouank. Met santout a ran bepred strafuilh va mamm bep tro ma konte din he zamm buhez.

Er beure kentañ, pa oa savet Koumanant-Sugard, e oa aet da benn an ti da sellout ouzh siminal Roperz-Huon o tivogediñ. An tan en oaled-se ne oa mui he zan. Chipod Tad-Kozh, ma oa bet azezet warnañ da bep noz c’hoañv e vuhez, ‘oa chomet e- barzh met morse, biskoazh goude, n’en doa bet ar c’hras d’azezañ warnañ. Kollet en doa e dron.

Daeroù puilh he doa skuilhet Mamm er mintin-se, emezi. Marteze ma vije aet pell he dije bet distaget aezetoc’h diouzh ar gêr.

Tamm-ha-tamm bihan e oant deut da’n em ober eus o chomaj nevez, diouzh o buhez nevez, an eil o skorañ egile.

Va zad-kozh a oa gouest c’hoazh da labourat. Bihan ‘oa e venaj bremañ ha chom a rae amzer gantañ da vont da sikour e vab da Roperz-Huon. Ar mab evel-just a rae dezhañ e labour-tenn.

Met bremañ e oa kemm, ne oa mui ar mestr o c’hourc’hemenn. Bremañ eo eñ a veze lavaret dezhañ d’ober petra mont. E ali a roe, se ‘zo sklaer, hag un ali mat a roas a-hed e vuhez da neb a c’houlenne digantan. Ur rezon ouzhpenn : evit e vab.

Ya, alies e veze o labourat e Roperz-Huon, dedennet bepred gant an douar-se a zo un hual hud evit ar gwir beizant a oa anezhañ. Met dont a rae d’ar gêr d’e bred, evit ma na vije ket Mamm hec’h-unan, penn-ouzh-penn gant hec’h asied pe gen- toc’h he skudell. Mamm ne oa bet morse sot gant yod, hag en tiez mat e oa ar boaz da gaout yod-kerc’h bemdez da greisteiz. Mamm-Gozh ivez ne blije ket dezhi yod- kerc’h, nemet ar c’hrign eus foñs ar gaoter. Va zad-kozh, eñ, ne rae forzh petra. Heñvel e oa va zad-me.

Ha setu Mamm he doa tapet an tu da ober patatez da greisteiz, gant laezh-trenk ha laezh-kailhibot. Un tamm kig-sall e foñs ar gastolodenn. Nemet d’ar Gwener e veze yod-gwinizh.

Mamm ne dae ket nemeur da labourat da Roperz-Huon. Ur vatezh ‘oa deut gant ar wreg yaouank. Ne oa ket ezhomm ouzhpenn. Mamm a rae ar menaj ha war-dro al loened, mont d’an ti-forn hag ober krampouezh bep sizhun. Kannañ, gwriat, feriñ hag ober tammoù stamm evit he c’hoar vras, bugale dezhi a-leizh an ti hag ur streu- vell vras. Ne oa ger gant homañ da gaout amzer d’ober stamm. D’ar c’houlz-se ne veze ket kavet stammeier da brenañ er stalioù. Stammerezed a vicher a oa, unan bennak. Met alies an dud kozh ‘n em dennet en o c’hozhni ‘n un tamm pennti eo a rae stamm evit o bugale hag o bugale-vihan.

Ne’m eus ket klevet Mamm o lâret he dije bet nezet kalz. Va zintin Teofil, hi, a neze he c’hanellad-neud goude he c’hoan, er goañv. Mamm-Gozh a garje bezañ bet e-pad an deiz war he c’harr-nezañ, met ne neze ket ken fin ha va zintin Teofil dre ma ne oa ket libr he daouarn.

Menaj vat a raent o-daou : Mamm ha va zad-kozh. Pounnerglev ‘oa-eñ pell a oa, met Mamm he doa kalz a basianted — n’eo ket eveldon-me ! — hag ur vouezh kreñv, aes da gompren. Ober a raent kaoz kaer o-daou. Kontet hag adkontet e oa bet dezhi gant Tad-Kozh, dre ar munud, e vuhez a stourm hag a boan evit derc’hel bara ha serriñ un draig bennak evit e vugale war e lerc’h. Memoret mat e oa an tad-kozh evel kalz a dud eus e oad ha ne oant ket bet peurleuniet dezhe o c’hlopenn er sko- lioù gall, ken ma ne chomje ken a blas evit an traoù pemdeziek. Skiant-prenet e skol ar vuhez hag e levr bras an natur a rae gante tud fur ar peurvuiañ, tud kristen hag a oa renet gant o c’houstiañs, tud hag a oueze pediñ, a oueze meizout, a oueze barn, tud na oant ket dallet gant levrioù, gant skinwel na radio !!!

Ne oa ket ankounac’haet Mamm-Gozh, nann, met ret e oa bevañ. Deut e oa ar c’han hag ar c’hoarzh, ar vousfentelezh adarre d’an tad-kozh, ha Mamm a selaoue hag   a soliere kalz traoù en he c’halon hag en hec’h empenn.

Hini anezho o-daou ne oa kousker-noz. Chom a raent da luduenniñ en-dro d’an tan ha da gontañ, da ganañ pe da « gomediañchiñ » evel ma lâre Mamm. Tad-Kozh a oueze dre ‘n eñvor pezhioù-c’hoari hir-spontus : Buhez Pevar Mab Emon, Buhez Jenovefa, Buhez Santez Trifina ha me ‘oar. Ur strollad c’hoarierien bezhioù a oa bet lakaet war droad gant ur c’hure bennak bet e Tonkedeg. Er strollad e oa tud yaouank eus Plûned ivez ha zoken tadoù a familh. Ur bern tud a oa ezhomm da c’hoari seurt pezhioù ha n’oa ket stank-stank ar re o doa deskamant da lenn an tes- tennoù-se, ken hir ha ma oant. Despetus eo evelkent n’he dije ket Mamm ‘n em lakaet da skrivañ kanaouennoù brezhonek Tad-Kozh. Gwir eo, biskoazh ne’m eus gwelet anezhi o skrivañ an disterañ ger e brezhoneg. Poan a-walc’h he dije ouzh e lenn end-eeun. En askont ma oa bet desket dezhe o c’hatekiz dre ‘n eñvor n’ho doa ket tapet an tu da lenn brezhoneg. Ar c’hantikoù ‘oa memes tra, Tad-Kozh a oueze dre ‘n eñvor an holl gantikoù.

Ar c’hiz a oa o tont, da heul ar skol c’hall, da zeskin chañsonioù gallek. Evel-just er skol ne veze kanet nemet galleg hag ar baotred, bet oc’h ober o servij-soudard er broioù-krec’h, o deveze desket ivez kalz pe nebeut a rimadelloù gallek. 

Erwan an Alan, ar c’hemener a laboure e ti va zud-kozh, a oueze kalz a sonioù gallek, met pa veze o wriat e-unan ne rae nemet kanañ. Pa oueze ‘veze tud en-dro d’an ti na gane ket gant aon na vije desket ar sonioù. Pa oar an holl anezho, emezañ, n’int mui istimet netra. Met ouzhpenn kanañ a rae, sevel kanaouennoù e- unan a rae ivez. Bet ‘oa bet torret ar c’hloc’h bras e tour Tonkedeg o vrallañ evit ur vadeziant. Va zintin Teofil a oa bet en ti-forn, ha, pa oa erru er gêr he doa lâret : torret eo ar c’hloc’h bras ! Erwan an Alan a oa dija ouzh taol, pa glevas ar c’heloù- se, ‘oa bet fromet ha ne oa kaoz ebet gantañ met eus se e-pad lein. A-benn ‘oa noz en doa savet ur son, hir-mat ha brav-tre. Mamm a oueze ar son. Kanet en doa Erwan anezhi dezhe ur wech. Ne oa ket a-walc’h evit deskiñ, met ne oa netra d’ober, ne lavarje ket div wech.

Ha setu un deiz ma krede dezhañ e oa aet an holl d’ar park, e oa aet Mamm-Gozh d’ar gambr da c’houlenn digantañ kanañ dezhi e son nevez, n’en doa ket kredet lâret nann. Mamm ‘benn neuze, a oa sioul-sioul e traoñ an ti, dres dindan ar gambr vihan ma oa Erwan enni o wriat. Ha setu tapet ganti ar son, e div wech hepken.

Kleier nevez a oa prenet neuze, pe gentoc’h, kaset e oa ar re gozh d’ar fondiri, d’ul labouradeg e Normandi, hag evit badeziant ar c’hleier nevez en doa Erwan savet ur werz neuze ha kanet e oa bet ouzh taol gantañ deiz al lid, rak chantr ‘oa ivez.

Ha tra souezhus, o son ar vadeziant da vab henañ ar Jestalen e oa torret ar c’hloc’h bras ha kentañ ‘oa bet brallet ar c’hleier nevez ‘oa da eil bugel ar Jestalen, evit e vadeziant. Pêr, Erwan hag Anna ‘oa anv ar c’hleier nevez.

Pêr a gomañs ar c’harilhon Erwan goude ‘gondu an ton Hag a-veg an tour gant Anna ‘Reont un akord ar bravañ.

Pa vez ‘r paour bennak desedet Un nebeud glaz a vez sonet

An eil a lavar d’egile :

Ur paour ‘zo marv adarre.

Pa vo ur pinvidig maro

An holl a ouezo tro-war-dro Kloc’h heg an tour a vo bridet Karilhon sur a vo sonet.

Ne’m eus ket soñj eus muioc’h. Domaj eo, sur.

Seblantout a ra e oa meur a varzh-pobl d’ar mare-se. War gement darvoud a c’hoar- veze e veze savet son pe werz, ha se gant tud ar vro. Tud eus ar bobl. Lod a zo dalc’het soñj anezho dre m’eo bet dastumet o skridoù hag embannet, lod all a zo bet chomet dizanavez a-viskoazh. Piv a save an ton ? Bez’ e oa meur a son war ar memes ton. Bez’ e oa ivez meur a don evit ar memes son. Lod a veze lakaet war  un ton kantik bennak, lod all war don ur rimadell bennak da zañsal. Ouzhpenn Yann ar Gwenn ha Yann ar Minouz, hag a oa anavezet-kaer e Bro-Dreger, e oa ivez tud eus ar barrez ha ne’m eus gwelet o anv e neblec’h. Ent-se Jobig ar Paperer hag a oa ur « sans-culotte » en amzer an Dispac’h : mont a rae gant e varc’h en iliz Tonkedeg, mont a rae ivez a solier da solier da glask beleien kuzhet en tiegezhioù kristen. E c’her-stur ‘oa, hervez klevet : « Masakriñ an istokrated ha favoriziñ ar sitoaianed ». Dimezet ‘oa bet ivez, met pell ‘oa bet o kavout ur plac’h hardizh a-walc’h da lavarout ya d’ur seurt labous. Dre gaer pe dre heg e oa deut a-benn d’ober dezhi sevel en e gambr, er vilin baper. Ha goude, ar poezon anezhañ, a savas ur son dezhi evit diskar hec’h enor ha mirout outi da vont gant unan all. Daoust ma oa faos ar pezh a lavare en e son, ar plac’h yaouank-se ‘oa kollet he brud vat :

Ma ouije pennhêrez Grall, petra ‘dije kollet E kambr ar baperiri, biken ‘vije bet aet  Met aner huanadiñ, hag aner de’i gouelañ

Pa deus kollet hec’h enor, ‘gavo ken da brenañ.

Pa oa graet an eured a lâras evel-henn d’an dud : « Deut eo ! emezañ. Poan zo bet. Met koustout a ray dezhi ! » Ur verzherez ‘oa bet gantañ.

Ne’m eus ket soñj petore fin ‘oa aet da Jobig ar Panerer, ha ne’m eus ket soñj ken eus an anv-familh kennebeut met anavezet em eus diskennidi dezhañ ha ne oant ket gwashoc’h eget an dud all. Krog ‘oa ivez sonioù Prosper Proux da vezañ anave- zet e-touez ar bobl hag un tamm goude re Chañ-Loui ‘r Gwiader, Emil Nikol, hag all. Gant ar votadeier e veze savet flemmganoù, an eil rumm o klask diskar levezon ha brud ar rumm all. Kavet e veze seurt « kantikoù » war ar journal L’Électeur des Côtes-du-Nord. Soñj am eus, pa oan bihan c’hoazh, eus ur poz :

…’ranko kaout ‘vit an deizioù

Seizh kemener en e di da dailhañ vestrennoù Hag ober hini Fañchig betek e ziv votez

Ha takoniñ foñs bragoù kabaler Kar-an-Traezh…

Ya ‘ta, kabaliñ ‘veze graet, an ostizien a rae o rann en amzer ar votadegoù-se, ha paotred ar journalioù ivez… ha kann ha trouz, ha bec’h, ha chas etre harperien ar baotred war ar renk.

Unan a oa e parrez Tonkedeg a oa e anv-badez Louis-Napoléon… Républicain quand même emezañ d’ar prefed deiz ar « c’hoñseil revizion ». Hennezh ‘oa ivez ur rimas- teller, graet en doa pep a boz da guzulierien Tonkedeg, met ken divalav, ken ne’m eus dalc’het soñj eus netra.

Ur barzh a oa e bro-Dreger ivez en amzer va zad-kozh. Nebeut koshoc’h egetañ. Ginidik e oa eus Kamlez, e vamm ‘oa ur gannerez. Traoù kaer-dispar en deus bet skrivet Imari an Tomaz-se. Mamm a oueze meur a hini eus e ganaouennoù, dreist- holl an hini titlet : « An Tour de Frañs ». N’eo ket hini paotred o biloioù, nann, ne oa ger a viloioù d’ar c’houlz-se met eus « Les Compagnons du Tour de France ». 

Komzet em eus bet da veur a zen eus an Emsav eus ar barzh-se. Den ne anaveze an anv-se na netra eus e oberennoù. ‘Benn ar fin, un den gouiziek o klask danvez evit un dezenn a zo bet kouezhet war ul levrig bihan-bihan, bet moulet en e amzer

—1870, Lannuon — gant un nebeud barzhonegoù hag en o mesk  an « Tour  de France ». Ur chañs eo bet, met sur on n’eus el levrig-se nemet ul lodenn vihan-vihan eus e oberoù. Brogarour ‘oa.

Ya da, me a gar va Breizh-Izel, Gant va c’halon, gant va ene Ha dezhi sur, me a vo fidel Bete ’tiskennin ‘barzh va bez.

Ma teu re abred falc’h an Ankou Da forsiñ va gwad da yenañ C’hwi a gano dre va chañsonioù Va  Breizh-Izel!  Va  Breizh-Izel! Va bro eo a garan…

Pinvidik-bras ‘oa deut da vezañ. Un uzin en devoa er Charente tost da Angoulême, ur stal vras e Pariz, orolajoù, montchoù ha me ‘oar.

Pa oa marvet e vamm e Kamlez pe Berwenan, en doa goulennet digant Hernod skulpter-maen ober dezhi ur maen-bez kaer. Graet ‘oa unan eus ar c’haerañ d’ar baourez-kannerez ‘oa bet-hi al lodenn vrasañ eus he buhez.

Pa c’houlennas Tomaz e gont digant Hernod, ‘oa respontet dezhañ gantañ ober e briz e-unan. « Neuze, eme an Tomaz, ma prizez va labour evel ma prizan da hini e roin dit un orolaj eus va re gaerañ ha na vo ket ret dit sevel dezhi he fouezioù, rak kant vloaz a dle mont en-dro bep gwech ma vo savet dezhi he fouezioù ! »

Ne’m eus gwelet nag ar maen-bez nag an orolaj. Ne’m eus graet nemet klevout. Evit klozañ kaoz ar barzh ankounac’haet-se e verkan amañ daou boz eus e werz an

« Tour de France ». P’edo o tistreiñ eus e droiad hag a oa padet bloavezhioù hir hag

evel ma ne oa ket gantañ e zaoulagad en e c’hodelloù en devoa gwelet ha meizhet kalz a draoù.

Salud bro va c’havell Ti va mamm a welan Erru eo ho pugel

Joaus ‘vel fleur an hañv

Pebezh joa d’ur Breton Gwelout c’hoazh e gloc’hed Presbital e berson

hag e vuiañ-karet.

Krapet ‘n ur gwele-kloz Diwar e bank-tosel

Ha kemer da repoz

War ur c’holc’hedad pell.

Estreget sonioù ha gwerzioù, estreget istorioù ha koñchennoù a veze gant Tad-Kozh hag e verc’h. Evel ma oa bet e vuhez-pad er barrez ec’h anaveze pep familh war hed daou, tri, pevar rummad tud, ha gouzout a ouie skeudenniñ pep hini, hervez e zoare emzalc’h, e dammoù techoù, an darvoudoùigoù c’hoarvezet gantañ, fentus pe fromus, glac’harus pe droch hepken.

Re gristen e oa Tad-Kozh da vagañ kasoni ouzh den, re speredek e oa d’ober goap ouzh den, daoust m’eo kontet Tregeriz goaperien-daonet. Met ur vousfentelezh ‘oa en e anien ha goût a ouie farsal ha n’eo ket ober al lu gant an  dud.

Istrogelled ‘oa e Tonkedeg evel e pep lec’h. Unan bepred, Moñs K., hemañ en doa pariet lavarout « gwrac’h » d’e vamm hep na ouije homañ.

Setu un deiz ma oa an dud ouzh taol e oa savet kaoz eus un intañvez bennak oc’h addimeziñ, hag ar Moñs da lâret d’e vamm : « C’hwi, Mamm, ma’n em gavfec’h intañvez a addimezfe ivez, me ‘zo sur. — Findamchik, eme an hini gozh, ne rafen ket, na ne rafen, sur-mat. — Grac’h, emezañ, grac’h. — Na rafen, pa douan, a-walc’h ‘m eus bet eus ho tad amañ. — O, grac’h, emezañ, grac’h. »

An hini en doa graet ar pari ‘oa kroget da c’hoarzhin hag e oa lâret d’an hini gozh e oa arabat dezhi fuloriñ, ne oa nemet ur fars. « Ur fars, eme an hini gozh, evel-se ‘vez komzet ouzh ur vamm. Hemañ zo un diaoul anezhañ bepred. »

Evel ma oa moñs, n’helle ket ober an holl labourioù. Neuze veze lâret dezhañ gant ar re all : « Gra an dra-mañ, gra an dra-hont pa rez ken ? Pa rez ken ?»

‘Benn ar fin ‘oa skuizh o klevout se : « pa rez ken ». Hag eñ o terc’hel d’ober tra pe dra e-pad an deiz ha bemdez.

Un deiz e oa glav oc’h ober ha deut e oa d’ar gêr gleb-teil, ma lâras e vreur dezhañ :

« Ma, pa’z out gleb, gleb out. Kerzh da gerc’hat ur varazhad dour d’an ti c’hoazh.

  • Ya, ma teuez da sikour ac’hanon da sammañ. »

Pa oa ar breur o sikour Jakez da sammañ ha hemañ o tiskar ar varazhad dour e-barzh kerc’henn egile. « Bo, bremañ pa out gleb, gleb out. Kerc’h dour da’z tro, pezh a gari. »

Ken kañfard ‘oa, ken ne oa gouest e vamm da blegañ anezhañ, hag en askont ma  oa bet muturniet e veze truez outañ. Sede ar vamm o lâret d’ar person — ur person nevez ‘oa, hervez : « Ret ‘vo deoc’h, Aotrou Person, ober un tamm skol da’m mab n’erruo da gofes evit Pask. N’eus ket tu d’ober dezhañ sentiñ e mod ebet hag un druez eo skeiñ war ur bugel mac’hagnet. Grit un tamm sarmon dezhañ, mar plij. »

Aet ‘oa ar Moñs d’ober e gofesion evel ar re all, met teñval a-walc’h ‘vez diabarzh ar gador-gofes ha ne oa ket re sur ar person e oa hemañ e bichon hag eñ da c’houlenn digantañ : « N’eo ket c’hwi eo Moñs K. ? — Nann, emezañ, me eo Jakez, me ‘zo daou vloaz koshoc’h eget ar Moñs. »

Setu ne oa ket krozet dezhañ peogwir ‘oa Jakez eo a oa. Ya, Jakez ‘oa, sur, ha gaou ebet ne lâre pa lâras ‘oa daou vloaz koshoc’h eget ar Moñs peogwir ‘oa daou vloaz dija pa oa ‘n em gavet moñs.

Unan all bepred ‘oa skarbet ken a oa, da lâret eo en doa treid da ziarbenn touse- ged. E vab a oa ken skarbet hag e dad. Hag an tad a lâre dezhañ :

« Nondondistak, Imaritig, bale eeun ‘vel da dad ivez ! » An tad ne wele ket e oa e dreid a-dreuz met gwelout a rae re e vab hag an dud o dije fent…

Me ‘gred e oa ar memes hini — un ingravet anezhañ — a veze war e ilin en e wele o sellout ouzh e wreg o troc’hañ soub da zijuniñ hag a lâre dezhi : « Souboù bihan, Naig kaezh, souboù bihan ! » Al labour ne veze ket muzuliet d’an devezhourien, met ar boued ? ! ?

Un ti pinvidik a oa er bourk, met tud pizh ha skragn ‘oa o chom eno. Ar c’hiz ‘oa evit kouignaoua da zegas ur sac’had bleud, ‘tal toull an nor pe war bazenn izelañ ar viñs. Peorien a dremene sof-kont d’ar mare-se ha da bep hini e veze roet ur vozad vleud ; a-blasoù ne veze roet nemet un dornad. Met en ti a gomzan anezhañ a veze plantet an dorn serret er sac’h ha ne chome nemet ar pezh a bege ouzh an dorn. Pell e pade ar sac’had ? !…

Un den pinvidik all ne roe aluzon da zen. « N’hoc’h eus nemet labourat ! » a lâre d’ar beorien. Met ne roe ket labour dezhe. Ma, pa oa marvet, e oa karget ar pez- hioù ugent realed arc’hant eus traoñ e bres gant an tamouez. Ne oant ket aet gantañ d’ar Bed All !

Bez’ e oa ur paotr fentus hag a soñje gantañ bezañ finoc’h eget ar re all. Pa oa kis- tion da dornañ ed-du, ec’h ijinas un itrik evit lakaat an dornerien da c’hwistañ. N’ouzon ket pe c’hwec’h pe eizh dorner ‘oa war al leur. Bepred poazhet en doa vioù kalet hag e roe pep a vi d’an dornerien, a bep eil ha hep gouzout d’ar re all. Neuze ar paotr kozh, diwar an treuzoù, a huche : « Dalc’h ‘ta ! Paotr e û. Dalc’h ‘ta ! Paotr e û ! » Paotr e û a sache solut war e c’hwist. Met holl e oant paotr e û, peogwir o devoa bet holl pep a hini e kuzh. Hag holl e sachent.

Ma veze kontet fentigelloù, truezet e veze ivez war stad un darn. Tud reuzeudik, tud kouezhet en dienez vras dre ‘n abeg d’ar chañs fall. Tud hag ‘oa ar wall blane- denn warne ‘pad o buhez, evel ar familh-se m’o devoa tri bugel ha n’o devoa ket o c’hont. Diwar bemp ne oa nemet daou reizh hag evel pa ne vije ket glac’har a- walc’h c’hoazh en ti, unan eus ar merc’hed, an hini a vanke ar muiañ dezhi, he doa bet ur bugel hag ar bugel, dre ma save, e oa gwelet e oa ken gwazh hag e vamm ha drouk war ar marc’had. N’oa ket c’hoazh echu d’ar wall blanedenn, un  toullad bloavezhioù goude e oa ‘n em gavet adarre ar plac’h paour dougerez, hag an dro- se ‘oa bet daou, deut a-raok ar c’houlz, marvet a-boan badezet. Ar vamm-gozh a oa bet se taol ar marv eviti. Pa he devoa gwelet an daou grouadur-se o tont war an douar e oa rannet he c’halon : re zo re, ez an da’m gwele, emezi, evit nompas sevel ken !

Marvet e oa an deiz war-lerc’h ha n’en dije bet kalon ebet en e greiz an hini na deuje ket a zaeroù en e zaoulagad dirak ur seurt taolenn. Ar vamm-gozh en he chapel wenn, sterniet war an daol, an daou ael bihan war ar bank-tosel, unan e pep penn ‘n ur banner-gwial gwerniset gant gouelioù gwenn, en o sae-badeziant. Kement hini a zeue da lâret e bater a ranke moustrañ war e zifronkadennoù. Ha paour war ar marc’had. Penaos ne vijent ket ? An dud paour-se n’o doa na tu na paramant da labourat. O zamm douar ‘oa dezhe met da vevañ kement a dud, hep tamm sikour ebet eus an diavaez… Anavezet ‘m eus unan eus o breudeur, an hini ‘oa evel pep den. Met va Doue evel un Ankou e oa, e dammoù dilhad e-pign outañ, un tamm kozh kazeg treut ha sterniet gant un akipaj takonet gant fisel. Un druez   o gwelout ! A betra e komze c’hoazh Tad-Kozh hag e verc’h e-tal an tan goude koan ? Emichañs eus red ar vuhez. Ha daoust ha gallout a raje ar Paotr derc’hel e grog e Roperz-Huon ? Ur wreg vat en doa dibabet, met an amzer a oa ken kriz evit ar pei- zant. Bep bloaz, da ouel Mikael, e veze unan bennak o leuskel, dre ret, e zouar ha kalz a re yaouank a glaske mont pe war vor, pe en arme, pe da archer. Ur mab a di n’oa ket sañset da vont da vevel : se a oa debriñ bara ar beorien, ha neuze, piv ‘oa gouest da vevañ ha da baeañ servijerien pa ne veze graet arc’hant a netra, daoust ma oa dister gopr ur mevel hag ur vatezh.

Meur a venajer o welout ne oa ket tu da vevañ eus an douar a glaske reiñ un tamm skol d’o bugale, dezhe da’n em zibab ‘n ur vicher all. Met se a gouste ker ha pri- moc’h ha se ez ae ar stal da stalig hag ar stalig da netra. Setu ar pezh ‘oa c’hoar- vezet e ti va zud-kozh all e Runambêr, ur menaj a bevar a  gezeg.

Chomet intañvez gant nav bugel da sevel, va mamm-gozh Filo, daoust pegen mat e oa da labourat, ne oa ket bet gouest da zerc’hel he bugale er vro. Va zad, ar mab henañ, ‘oa etre seitek ha triwec’h vloaz pa oa marvet an tad hag an hini yaouan- kañ ‘oa daou vloaz, unan all e roud hag a oa aet da goll dre ma ‘oa bet re c’h- lac’haret ar vamm gant marv he fried.

Va zad ‘oa chomet gant e vamm da benn-menaj, betek ma oa gouest an hini diwez- hañ da c’hounit e vara hag aet e oa abred war ar mor. An div blac’h a oa lakaet e pañsion e Lannuon, unan e ti Dimezelled ar Gwiader, ur skol brevez, eben e Sant- Jozef e ti seurezed hag e ziske micherioù d’ar merc’hed : gwriat, feriñ, brodañ, ober ar gegin, hag all. Unan eus ar baotred, an drivet, bet kaset d’ar skol da Wengamp, a oa aet d’an arme, evel isofiser. Edo monitor war an embregerezh-korf e Joinville-le-Pont.

Ar bevare ‘oa aet da c’hounit ivez da Bariz, klasket plas dezhañ gant e vreur, Reune, an isofiser. Pipi ‘oa ur paotr e benn-e-unan, ne chome ket pell e pep plas. An daou goshañ a oa chomet ar pellañ, met setu ma weljont a-walc’h ne vije hini anezhe gouest da gemer plas o zud, na da vevañ eus o douar, ez eas ivez an eil da Bariz, ur paotr dilu e oa, aet ‘oa da servijiñ en un otel ha dimezet prest goude gant ar verc’h. Savet ‘oa un otel evite en Enghien. Mat ar jeu gantañ, ‘met ‘oa bet marvet abred a-walc’h.

Neuze ‘oa ret lezel ar menaj e Runambêr hag ez eas va mamm-gozh da zerc’hel he zammig peadra da Geranroue. Va zad a chomas ur momed ganti hag a lakaas sevel ur c’hrañj nevez. N’oa ket labour a-walc’h evitañ er gêr, hag evel ma oa « mab a di » evel ma veze lâret, ne oa ket e-tailh da vont da zevezhour, eñ hag a oa bet penn-menaj pevar a gezeg e-pad ouzhpenn dek vloaz. Peogwir e oa tri breur dezhañ dija e Pariz pe war-dro, ez eas ivez da glask e chañs du-hont.

Da gentañ, da heul kenvroiz, e kavas plas e Gagny, e-lec’h ma veze produet legu- majoù. Ne oa ket gwell vras ar pae eno, hag aet e oa dres e soñj serriñ arc’hant ha distreiñ ar primañ ma c’hallje — ma wellaje ar bed gant ar beizanted — evit sevel un tamm menaj war e gont ha kemer pried en e Vro. Rak an hini a gare ne felle ket dezhi mont du-hont.

Prim e kavas ur plas da c’hounit bras — sañset. Dre hanterourezh ur c’henvroad dezhañ, e oa bet kemeret evel « paotr ar pakajoù » e kompagnunezh ar Wagon-Lit war an Orient-Express. Mont a rae eus Gar Lyon-Pariz da Galais da gerc’hat touris- ted pinvidik, un devezh e Pariz hag ac’hane da Vintimille, ha se div wech ar sizhun. An tren, zoken an express, na vale ket ken prim hag an deiz a hiziv. Eus Pariz da Vintimille e lakae un devezh hag un nozvezh. Kemend-all da retorn, hag an nozvezhioù e veze e roud, ‘gouske nemet div eur bemnoz war blañchod ar vagon tamolodet ‘n ur pallenn.

Tud pinvidik-mor, leun o c’hrabanoù a aour ha na vezent ket berr gant ar gwerzh- butun ‘oa pratikoù an Orient-Express.

Soñj am eus eus un danevellig pe ziv, klevet gant va zad a-zivout ar miliarder anvet Gordon Bennett, pinvidikañ den ‘oa er bed d’ar mare-se. Ma, trimbalet en deus va zad e valizennoù d’an aotrou bras-se, un tamm mat a louz, emezañ. Un nozvezh, c’hoariet gantañ « lapavan » gant div bolez koant a oa d’e heul, debret hag evit leizh o c’hof a draoù fin, e oa bet kroget an « dibadapa » ennañ e-kreiz an noz, ha ret e oa bet d’an implijidi sevel da cheñch e liñselioù d’an aotrou ha da naetaat ar stal en-dro dezhañ.

Setu ma c’houlennas paotr ar gambr — sañset — digant mestr ar vagon : « Petra ‘vo graet eus al linselioù-mañ ? N’hellan ket ‘velkent o lakaat e sac’h an traoù da gannañ ! — A, nann ‘vat, eme ar mestr, grit un tamm pakadenn ganto ha stlapit anezho er-maez gant ar foeltr… »

Kredapl eo, an deiz war-lerc’h ar beure, pa gavje ur c’hantonier hent-houarn bennak, ar pakad liñselioù lien fin brodet en anv kompagnunezh ar Wagon-Lit e raje daou soñj : pe kas anezho gantañ — gant ma ne oa ket re dechet da gaout sav- kalon ! — pe o stlepel ‘n un toull bennak. Met da briz ebet evel-just n’aje d’o c’has d’an « objets trouvés », gant ar vezh.

Ur wech all ‘oa un itronig koant gant un tamm ki-loull gwenn-sign hag a faote dezhi ez aje ganti da gousket. Ar reolenn ne bermete ket. Ret e oa dezhi lezel ar c’hi war gont an implijidi a gouske ur momed en o siklud dezhe o-unan. Met an tamm ki fall- se ne oa peoc’h ebet eus e c’henoù pa ne oa ket aet gant e vestrez, ha setu va zad o kas anezhañ da fourgon ar glaou, abalamour dezhañ da repoz. Ma oa gwenn an deiz a-raok, e oa du-pod an deiz war-lerc’h, ruilhet ha diruilhet gantañ e-touez ar glaou o klask dont kuit da gavout e vestrez. Pa oa savet an itron ha gwelet e pe stad e oa ar c’hi, ‘oa dirollet da dodioniñ war va zad ha galvet ar mestr ha graet dezhañ gwalc’hiñ ar c’hi gant dour tomm ha savon c’hwezh-vat ha sec’hañ anezhañ ha me ‘oar. Ha kollet gantañ e werzh-butun gant ar chuchuenn-se…

Pan errue an tren d’ar beure du-hont er c’hreisteiz e veze bugale er garioù o kinnig d’an douristed avaloù-orañjez e-pad ar sezon. Pa ne werzhent ket o holl varc’ha- dourezh e teuent da ginnig d’an implijidi ar peurrest kazi ‘vit netra : un togad evit daou wenneg.

Meur a Vreton a oa o labourat en atelieroù an hent-houarn e gar-Lyon e Pariz.     Ar re-se a oa start o labour ha na c’hounezent ket pae bras, evel ar re a veaje e tren an aotrounez. Gwir eo, ar vagajisted-mañ a oa dalc’het e noz ivez peogwir an tren a chome a-sav er garioù bras etre Pariz hag an terminus : Lyon, Valence, Avignon, Marseille, Nice ha me ‘oar. War-sav e rankent bezañ evit diskenn ha sevel ar malizennoù e-lec’h ma tiskenne ar veajourien, hag ivez, ret ‘oa dezho gouzout galleg da nebeutañ, ha hiniennoù yezhoù all. E govelioù an atelieroù e oa disheñ- vel : aze ‘oa ezhomm tud kalet ha kreñv dirak ar fornezioù-se e-pad an deiz, pe o skeiñ war an tomm, rak pep tra a veze graet c’hoazh gant an dorn. Klevet em eus va zad o tezrevell unan a oa e vicher sachañ daouzek eur bemdez war ar vegin-vras ‘tal genoù forniez ar c’hovel. Ha pae bihan ; spontus e veze sachet war boan ar paour neuze.

Un deiz bennak e oa erruet « enseller » al labour el labouradeg bepred ha paotr ar vegin, hag a oueze e tlee dont en doa graet e soñj klemm dezhañ : o lârout dezhañ e oa re start e labour,  re vihan e bae… ha setu penaos, en e c’halleg-saout,          e komzas d’an « inspecteur » : « Tu sais lire, Monsieur l’Inspecteur ? — Qu’est-ce qu’il y a ? — Ben, lis le lettre à mon papa, toujours demander l’argent. Moi quatre gosses à manger, mon femme toujours malade. Et moi toujours tirer, toujours souffler.

 

 

 

N’eo ket brav, Monsieur l’Inspecteur…

  • Et vous êtes payé combien, mon brave ?
  • 3,50 francs, Monsieur l’Inspecteur.
  • Tranquillisez-vous, mon brave, on va voir ça… »

Diwar an deiz-se, e oa lakaet e zevezh en 20 real. Ur galon en devoa memes tra

« Monsieur l’Inspecteur ». Met nag a gemm e buhez an ouvrier ! 14 real bemdez da vevañ c’hwec’h a dud ha kas c’hoazh ur gwenneg bennak d’e dad da Vreizh, hañ ? Ober daouzek eurvezh bemdez e tommder-ruz ar c’hovel o sachañ war chadenn ar vegin-vras !!! Adrien Tangi, kamalad labour ha kamalad kambr gant va zad, a ana- veze an den-se. Ar paourkaezh Bretoned o tivroañ dre ret, hep tamm deskamant, hep micher ebet, ne oa nemet al labour c’hros ouzh o gortoz e Pariz, hag el lec’hioù all, ar pae bihan hag an dispriz…

Va zad, daoust ma c’houneze mat, ne blije ket kaer e vicher dezhañ er Wagon-Lit. Aze ne dremene nemet krokanted, pennoù-bras, tud cheuc’h. Ret atav bezañ oc’h ober siouplaeoù dezhe, saludiñ ha trugarekaat sioul ha plaen ha brav ha komz outo à la troisième personne mar plij, hag an dud-mañ ‘oa aotreet dezhe bezañ diver- gont e-keñver an implijidi ha sellant ha diaes da gontantiñ. Va zad hag a oa prim ha feuls end-eeun, ne gave ket e gont o voustrañ atav war e imor, re wirion e oa e natur evit gallout, hep poan, komz flour pa en deveze lec’h da fuloriñ. Eñ hag en doa gourc’hemennet d’e vreudeur yaouank ha d’an devezhourien, a gave iskis bezañ kaset ha degaset gant pompinelloù ha krakaotrounez o redek ar bed evit o flijadur.

Met ret ‘oa gounit arc’hant… rak ne oa ket bet bras e lodenn pa oa gwerzhet ar mobilier e Runambêr, un tamm iñvantor a oa bet graet d’ar vugale pa oa marvet o zad, met evel ma oant c’hoazh bugale ha kalz frejoù d’o sevel, ne oa ket graet kalz iñvantor dezhe, daoust ma oa priz an traoù kalz uheloc’h d’ar mare eget na oa d’an ampoent ma oa gwerzhet ar mobilier. Trist e vez gwelout traoù e dud o vont gant an estren en hanter imporneant ha tristoc’h c’hoazh pa na bren den, defot a arc’hant.

Er c’heit-se, va zad-kozh a wele ar memes taol o c’hoarvezout gant tud-kaer e verc’h Teofil. Gwerzhet ar stal e Kergrist, ret ‘oa bet d’he fried mont ivez en kêr da c’hounit e vara ha bara e familh. Muioc’h kerse e oa bet c’hoazh gant hennezh rak brasoc’h ton ‘oa e ti e dud eget e ti tud va zad.

Va zad, ouzhpenn ma kave kerse bout aet eus a vestr da vevel, ‘oa ivez ur preñv all o krignat e galon. E vuiañ-karet, Frañsoazig, a oa o vont war he fevar bloaz warn- ugent. Kavet ganti meur a fortun vat, evel ‘mañ ar c’hiz da lâret, e c’hortoze bepred. Ma soñje gant an dud : « O, honnezh, ma varfe he zad, a yafe ivez da seurez evel he div c’hoar all !”

Ne oa bet biskoazh, emezi, e soñj da vont d’ar gouent. Plijout a rae dezhi chom da harpañ he zad en e gozhni. Ken mat ‘n em glevent o-daou. Bremañ avat pa oa tu da Deofil da zont da di he zad, e-lec’h chom da laouriñ en he milin, e Kergrist, e c’hallje d’he zro ivez, digeriñ he divaskell ha nijal er-maez an neizh, hi al labousig diwezhañ da gemer e nij.

Aferoù ‘oa chomet da reizhañ etre Mamm-Gozh hag ar vugale. Va zad a oa sañset da zougen dorn d’e vamm ha d’ar re ‘oa c’hoazh minored.

Deut e oa eta d’ar vro. Serret gantañ gant poan un tamm arc’hant, ha n’on doare penaos, graet prim-ha-prim emglev gant va mamm hag a asantas ‘benn ar fin lava- ret ya. En em anavezout a raent a-viskoazh ; an daou atant a oa kichen-ha-kichen, ar parkoù mesk-ha-mesk.

Va zad-kozh a istime va zad evel ur poanier mat hag un den reizh. Feuls un tamm met na zalc’he ket imor, ha prest da rentañ servij atav. Kamalad paotr yaouank ‘oa gant va zonton Paotr, mab nemetañ va zud-kozh, evel ma oa bet kamalad bugel gant bugale Roperz-Huon. C’hwec’h vloaz ‘oa etre va zad ha va mamm.

D’an 13 a viz Here 1891 ‘oant euredet en iliz Tonkedeg. Ar pred ‘oa graet er bourk. Ne oa ket a blas e Koumanant-Sugard da staliañ ur friko-eured, daoust ma ne oa ket graet kalz a zistarlac’h, ne oa nemet daou vloaz e oa graet un eured hag un inte- ramant. Frejoù war frejoù.

Deut ‘oa neuze va zintin Teofil en he flas da di va zad-kozh pa oa aet va mammig paour d’ar gêr villiget, e-lec’h ma n’he doa biskoazh gallet en em dommañ, daoust ma oa meur a hini eus hec’h anaoudegezh, kerent ha mignoned laouen d’he dege- mer.

Gant va zad-kozh, n’he doa ket nec’hamant da gaout, e verc’h Teofil a oa ken mat ha va mamm en e geñver. Ne’m eus ket anavezet anezhi : marv e oa eizh bloaz kent ma oan-me ganet, met diwar ar pezh am eus klevet gant va mamm, a-hervez, e oa ur plac’h vat, brav rannañ fav ganti evel ma vez lâret ; mat ‘oa dezhi dalc’hmat ar pezh na blije ket d’ar re all.

Tad-Kozh ne vije ket bet gouest da zerc’hel e di hag e damm menaj e-unan rak ne oa ket paotr a gegin tamm ebet, na goro, na ribotat, nag evel-just ober bara ha krampouezh. Ne oa ket ar c’hiz d’an ampoent gant ar baotred d’ober war-dro an tiegezh. Pa zichañse d’ur gwaz chom intañv, e kave ur vatezh war an oad d’ober war-dro an ti, ma ne vije ket merc’hed bras a-walc’h pe ma vijent dija dimezet. Ur vatezh-tiegezh a veze graet anezhi, evel ma veze graet ur vatezh-vihan pe ur vatezh-bugale eus un eil matezh en tiez pinvidik.

Ne oa ket faro atav kaout afer gant ur vatezh-tiegezh ha kavet ‘veze hiniennoù hag a zeue a-benn d’ober yalc’h diwar goust ar mestr. Ret ‘oa alies d’ar mestr serriñ e zaoulagad war veur a dra. Aesoc’h e oa lakaat unan er-maez eget kaout unan all en he flas, d’ober gwelloc’h egeti.

 

Ar vuhez nevez e Pariz

Sioul ha brav e vevas Tad-Kozh hag e verc’h Frañsoaz e-pad daou vloaz. Pa oa aet da heul he fried ‘oa deut ar verc’h all en he flas, met d’he heul ‘oa daou vugel yaouank, paotr ha plac’h. Natur eo d’un tad-kozh karout e vugale-vihan met siou- lañs an ti a oa aet da get, hogen an dud kozh a gar ar sioulañs.

Diouzh he zu, Mamm, du-hont er gêr vras, a oa kemmet-tre he buhez. Tiez e-lec’h parkoù, galleg e plas brezhoneg, tud dizanavez e-lec’h parrouzianed anavezet   holl ganti. Hec’h-unan en he lojamant pa veze va zad da heul an tren war-zu ar c’hreisteiz, ha ma veze peder nozvezh e roud.

Prim avat e oa kavet roud outi, ur Vretonez gant he c’hoef oc’h ober hec’h ample- doù a vez merzet e-touez an dud all, ha klasket kaoz outi. Koef Treger ‘oa ket da faziañ ! Bro-Dreger a zo bras-divent ha n’eo ket Tregeriz ‘vanke e Pariz. Pa’n em gave etre kenvroiz en harlu ‘n em santer raktal kar pe bar hag e vez tennet kaoz diwar meur a genvroad en e gartier : he breur-kaer, pried Teofil, he breudeur-kaer, tri breur va zad en-dro da Bariz. Mamm ne oa ket kollet-naet, ha galleg mat a oueze, daoust ma ne oa ket bet stank ganti an darempredoù er yezh-se abaoe ma oa deut er-maez ar skol.

Va zad ivez ‘oa barrek war ar galleg, ne oa ket chomet pell er skol koulskoude. Da zek vloaz ‘oa lakaet dezhañ ar vourrell en e gerc’henn. Bet e oa dija end-eeun o klask e « santifikad » da zek vloaz. « Priz ar C’hanton » a veze graet eus an arnodenn-se.

Pevar baotrig ‘oa aet er bloaz-se gant an aotrou Rault da Blouared da glask « Priz ar C’hanton », an aotrou Rault ‘oa eus Breizh-Uhel, ha ne ouie ket a vrezhoneg. Dimezet ‘oa da Varjob Roparzh eus Tonkedeg. Homañ ne ouie nag A na B, na ger gallek ebet !!! Fentus e oa se. Diouzh ar beure ‘oa d’ober ‘n em gavout er bourk e ti ar skolaer. Abred, rak ur c’hwistad hent a oa d’ober da vont betek Plouared. Marjob bepred, ‘oa prest ar c’hafe ganti hag a lâre d’ar baotred vihan : « Debret bara, bugale, ma rampo an avel diwarnoc’h !!! ha skoit pezhioù gallek gant an aotrounez-se bremazon ! »

Runambêr ‘zo ur c’hardlev bihan eus ar bourk war roud Plouared. Setu a-benn ma oa ar vandenn o tremen dre Runambêr e oa stag ar charabañ gant Charlez Dualenn da gas anezhe betek bourk Plouared. Met ne oa ket chomet eno da c’henaouegiñ gant e gazeg da c’hortoz an arnodenn d’echuiñ : « Da zont d’ar gêr, emezañ, ho po an holl amzer. Amañ ‘oa ret erruout a-benn an eur ha berr eo ho kalon c’hoazh un tammig. Chañs vat deoc’h ! ken emberr ha bet gant ho cheu ! »

 

Ma, rasket ‘oant o-fevar, ha trist o genoù o foetañ hent an distro. Ar skolaer ‘oa chomet da roulañ gant skolaerien all, ha deut d’ar gêr dre an tren goude betek Kerofern.

Va zad-kozh, Charlez, a oa ur paotr reut, n’ouzon ket kaer petore degemer ‘oa graet da’m zad o tistreiñ gant e gofad-yod.

Komzet e oa bet eus kas anezhañ da Lannuon er bloaz war-lerc’h. Met pa glevas an aotrou — perc’henn Runambêr — ar gaoz, e oa deut da lavarout da’m zad-kozh :

« Petra ‘glevan, Charlez ? Emaoc’h e-sell da gas ho mab d’ar golaj ? Propoc’h eo deoc’h derc’hel ar c’hañfard-se er gêr da labourat, sur. »

An aotrounez a veze ret o selaou, ha ne blije ket dezhe gwelout bugale o mererien o kaout kement a zeskamant evel o re.

Chomet ‘oa er gêr eta hep santifikad ebet. Met ne gollas ket kalon. Diwezhatoc’h, pa oa deut un eil skolaer er barrez, e oa kroget d’ober « skol-noz » ha va zad, tost evel ma oa d’ar bourk, en devoa darempredet aketus ar skol-noz e-pad daou pe dri goañv ha tapet memes tra un tammig deskamant prop evit ur peizant.

E Tonkedeg ne veze ket digarez da gomz galleg a-stroñs, met erru e Pariz pe e lec’h all e kavent gratis bout gouest da’n em zibab gras d’o zammig galleg.

Ne oa ket bet pell an heritour kentañ oc’h erruout en ti. Er bloaz war-lerc’h an eured e oa ganet ur paotr bihan. Siwazh ne oa ket evit ren. Deut e oa re abred ha, d’ar mare-se, ne veze ket graet war-dro ar vugaligoù gwan-se evel bremañ. Ret ‘oa bet kristeniñ anezhañ gant doan na vije marvet hep badeziant, rak sañset ‘oa da vezañ badezet e Breizh ha ganet ivez panevet e oa erruet soupresamis. Dek devezh hepken e oa chomet bev, ha koustet e oa ker d’e vamm a oa bet tri miz war he gwele goude ar bugel kentañ-se, paket ganti un danijenn-skevent. D’ar c’houlz-se, ma ne oa ket dizoloet c’hoazh an antibiotikoù, e pade pell ar seurt kleñvedoù.

Ha setu ! aet e oant da Bariz da serriñ un tamm arc’hant da sevel menaj, ya, met an arc’hant espernet e-pad ar bloaz a oa aet en tri miz da baeañ ar medisin, louzoù, hag ur Vretonez kozh a oa kavet dre chañs da zont war-dro an hini glañv ha na asante da briz ebet mont d’an ospital. Ne vern penaos, eno he dije ranket paeañ ivez peogwir he doa un tamm peadra ha va zad o c’hounit gopr mat. Ne oa kistion ebet, na da bell goude, eus Itron Varia ar Sekurite Sosial.

Neuze e soñjas va zad klask labour tostoc’h d’ar gêr, pe da vihanañ, ma c’hallje dont d’ar gêr da noz pa vije echu e zevezh. Ne oa ket ur vuhez d’e wreg bezañ hec’h-unan, tremen hanter amzer en noz ha hi klañv.

Kavet en doa plas e ti ur mac’hadour greun en gros, tost-tre d’e chomaj. Eno e oa ur vagazin vras, tost d’ar gar : plouz, foenn, kerc’h, heiz, brenn hag a bep seurt greun bihan evit laboused. Brasañ pratik an ti a oa ar zoo, pe evel ma veze graet outañ d’ar c’houlz-se : « Jardin ar Plant », rak ar plant hag al loened a oa war ar memes domani d’ar mare. Aze e veze ezhomm ur bern boued evit al loened ha temz evit ar plant.

Marchosioù bras an tramway ‘oa memes tra, int a implije ur bern boued-kezeg ha taouarc’h da c’houzeriañ dindane. An holl chalboterezh a oa dre gezeg. Ne oa ger c’hoazh a girri dre-dan. N’eo ket teil a rae diouer d’ar broduerien legumaj !

Va zad, hag en devoa labouret kalz ha pell gant kezeg, ‘oa lakaet da gas marc’ha- dourezh. Ken d’ar varc’hadourien vihan, ken da Liorzh ar Plant ha da varchosioù bras kompagnunezh an Tramway (Tramgirri). Ur vicher start e oa : sac’hadoù daou c’hant ar peurvuiañ da gargañ ha da ziskargañ. Tammoù gwerzh-butun a dape ivez ouzhpenn e bae, ha ret ‘oa ober an dro prim pe e veze trouz, n’eo ket gant ar patron met gant ar batronez a oa rac’hoanerez ken a oa hag he fri partout ! hag ar mab oc’h ober e c’hrobiz, o tiskouez d’an implijidi pegen kreñv paotr ‘oa : tapout a rae ur sac’had a zaou c’hant dindan pep kazel hag a yae gante eus an eil penn d’egile d’ar vagazin hag a oa bras-spontus. Se ‘oa ober goap eus ar vevelien hag a veze e-pad an deiz o choukata sac’hadoù pe boutelloù plouz ha foenn, ken ma vijent heug a-benn noz, met an aotrou-mañ ‘oa brav dezhañ bezañ kreñv pa ne rae nemet skrabañ paper er burev…

Un deiz, va zad en doa tapet tomm o tiskargañ ur c’harrad marc’hadourezh ‘n ur vagazin vihan bennak ha tapet hanter diwisk o tistreiñ dindan ur barrad arnev. Kroget e oa an derzhienn ennañ ha ret ‘oa bet dezhañ mont d’ar gêr a-raok an noz, gant a glañv ‘oa. Ma ! deut ‘oa ar batronez betek e di da welout hag-eñ ‘oa aet en e wele !… disfizius ‘oa, spontus. Marteze e oa bet bourdet tro-pe-dro gant tud lezi- rek oc’h en em dougen klañv ‘vit un disterdra. Honnezh, an itron-se, a oa dir war he fas.

Diwezhatoc’h, pa antreas va zad evel kocher pe blenier war an tramway e reas dezhañ un testeni faos, merket warnañ, du war wenn : « Y. Duval, la moitié du temps malade, ne peut pas sentir la poussière. Impossible d’en faire un cocher dans Paris.” Ha kaset an testeni-se da gompagnunezh an Tramgirri, o soñjal na vije ket kemeret va zad. C’hoant bras ganti da virout un implijad ken barrek ha ken onest.

Met tremenet dirak ar medisin, ne oa kavet netra dezhañ. Neuze e oa diskouezet dezhañ paper an itron ha lâret dezhañ, ma karje e vije graet ur prosez dezhi ; va zad ‘oa ket paotr an istorioù. Ne oa graet netra d’an itron vrav-se, met emichañs, ul lajad « touiñ Doue » ha salmenniñ diwar he fenn.

N’ouzon ket just a-walc’h pegeit amzer e oa bet e ti ar marc’hadour-greun-se. Ar pezh a ouzon e oa dija war an tramway pa oa ganet va c’hoar vihan.

Se ‘oa pevarzek pe bemzek miz hepken war-lerc’h ar bugel kentañ. Ganet e oa Maria-Adèle e 1893. Deut e oa Mamm, en dro-se, da di he zad da Donkedeg abretoc’h ‘vit diwezhatoc’h, bete-goût na vije erruet ganti adarre ar memes tro hag ar wech kentañ.

He c’hoar Teofil hag he bugale a oa gant Tad-Kozh. Aze en em sante en asurete rak bet ‘oa skaotet ar wech kentañ ha kollet he bugelig. Paourkaezh Tad-Kozh ! Poaniet gantañ kement da gaout pep a atant d’e vugale. Setu div anezhe dija war e gein. Gwir eo, bez’ o doa pep a bried da c’hounit bara dezho, met, emichañs, ne oa ket sellant Tad-Kozh oute, hag an div-mañ ne oa ket figus o beg.

Pa oa deut va c’hoar vihan war an douar, ne oa ket bras ar bern outi. Bihan ha skañv evel ur poupig, met stummet mat ha seblant bevañ ganti. Ne oa ket souezhus e vije bet divalav he ment, re vuan war-lerc’h ar c’hleñved e oa bet koñsevet, a-raok m’he devoa he mamm adtapet he nerzh.

An div, ar verc’h hag ar vamm, o doa ezhomm aer vat ar vro, sioulded ar maezioù da greñvaat. Fin Gwengolo ‘oa anezhi. Divizet ‘oa e chomjent da dremen ar goañv e Breizh. Va zad, deut da vadeziant e verc’hig, a gave garv distreiñ e-unan, met yec’hed e wreg hag e blac’h bihan da gentañ. Ne oa ket bet didrubuilh digrotañ ar poupig bihan-se : ne gemere nemet nebeut-nebeut a laezh war an dro ha menel a rae kousket war ar vronn. Da gentañ, Mamm he doa goret hec’h estomak en un tu ha marteze n’oa ket kalite vat he laezh goude, met ne faote ket d’ar bugel kemer gant ar chut-gomm. Ne greske ket buan he zammig korf met abred ‘oa anat e vije speredek. Tad-Kozh ‘oa sot-nay ganti, hervez. « Fallig Tata-Gozh » a rae diouti.

Koantik-tout e oa. Melen he blev ha glas he daoulagad. Va zad ivez a oa glas e zaou- lagad met e vlev a oa du, hervez, rak a-benn am eus-me soñj e oa gwenn-sign e bennad blev stank.

Seizh miz e oa chomet Mamm e ti Tad-Kozh. Nebeut a arc’hant a zegase va zad dezhi, met gouzout mat a rae ne oa ket en dienez e ti he zad. Un deiz, avat, ec’h erruas ul lizher digant rener kreizenn an tramway da lavarout dezhi, ma ne zistro- je ket, e oa o vont da reiñ e gont da’m zad. En em lakaet e oa da evañ, enoeet e-unan, ha poan en dije oc’h erruout d’an eur da gemer e servij, rak daouzek eur- vezh bemdez a rae ar vicherourien d’ar mare-amzer-se. Un devezh diskuizh bep pemzektez hepken, a-vrigadennoù ‘oa renket an implijidi. N’eo ket ar memes hini a loc’he d’ar memes eur gant e wetur. Pep hini d’e dro a rae ar servij-noz hag ar servij kentañ diouzh ar mintin. Ar wetur diwezhañ a echue da ziv eur diouzh ar beure. Honnezh a oa ar peurvuiañ evit degas en-dro ar re a yae d’an teatr pe d’ar balioù-noz.

Ar wetur gentañ a loc’he da beder eur diouzh ar beure, evit ar re o doa pell da vont d’o labour. A-hend-all e veze ur wetur bep eur. Stok ‘oa porzh bras an tramgirri ouzh chomaj va zud — treuz ar ru nemetken. Ha pa vanke unan d’erruout da gemer e servij d’an eur just, e teue ar mestr da hopal war va zad :

« Duval ! vite, il n’y a personne pour sortir la voiture. » Sede, devezhioù ‘veze e veze kazimant hep kousket.

Neuze, un dra all c’hoazh : pa veze kezeg yaouank da zeskiñ, eo dezhañ e vezent roet. Met en degouezh-se, n’en doa eur rekis ebet d’ober e droiad : gwechoù ‘zo e veze eneberezh gant ar gazeg nevez, ret dezhañ diskenn ha bleniañ anezhi dre ar brid.

Setu, un implijad prizius ‘oa va zad hag e talc’he e vestr dezhañ. Setu perak en doa skrivet da’m mamm distreiñ ma vefe dalc’het penn d’e charreter.

An hañv ‘oa o kregiñ. Tremenet he doa dija mizioù tomm ar bloaz kent e forn c’horet lojamantoù ar gêr vras. Penaos e raje ar bugelig gwan, savet en aer vat, evit padout e todion ha tommder Pariz. Ret e oa mont koulskoude ha ne oa ket da lâret « miaou » !

Tad-Kozh en doa trubuilh ivez hag an dintin Teofil he doa aon n’hellje ket an hini vihan harpañ. Gwelloc’h, emeze, e vefe dit lezel da blac’h bihan gant ur vagerez er vro un nebeud mizioù c’hoazh. « Ha pelec’h ? » eme Mamm, a ranne he c’halon etre an daou zever. Diouzh un tu he fried, diouzh un tu all, he bugel. « Damañ avat, eme Tad-Kozh, goulenn digant Naig-Vras aze e Koatavi. Honnezh he deus savet nous- pet bugel ha biskoazh hini n’eus bet marvet ganti. »

Kar e oa Naig-Vras da’m zad. Un tamm menaj a oa ganti hag he gwaz ‘n Ajad. Saout ‘oa e-barzh ha pa zegouezhe dezhi bezañ dilaezh e teue da gerc’hat laezh d’he magadelloù da di va zad-kozh. Ne oa ket tu da gaout gwelloc’h diskoulm d’ar gudenn eta.

Ne oa ket ur rivin lakaat bugale e magerezh d’ar c’houlz-se : pemp skoed ar miz ! Tri devezh labour da’m zad. Evel-just ar gwiskiñ a oa war gont tud ar bugel hag a-hend-all e veze graet meur a brof d’ar vagerez. Pa veze degaset dilhad evit ar vagadell e veze lakaet da heul a bep seurt traoù evit ar vagerez.

Distro d’ar gêr, e kavas Mamm kalz a draoù da renkañ en he zi ha mignoned o tont d’he saludiñ ha da glevout keloù eus ar verc’hig hag eus ar vuhez er vro. Kreskiñ a rae ar Vretoned en-dro da Bariz, an eil o reiñ roud d’egile, o klask labour evit darn all.

Mamm ‘oa en em gavet prim a-walc’h da vezañ anavezet ha kemeret evel un doare

« asistantez sosial » a-raok ar ger. Kement a Vretoned dizesk a oa war hed-taol dezhi, ma veze alies o skrivañ evit unan bennak, o vont da gas anezhe du-mañ du-hont ; o vont da welout unan klañv bennak en ospital, pe da heñchañ ar re na ouezent na roud na rabez ; gwriat hag ober stamm evit reoù n’o dije ket amzer o- unan en askont ma labourent en diavaez pe en ur stal-labour pe d’ober menajoù.

Alies, evel-just, e skrive da c’houlenn keloù eus Maiaig. Bep miz ‘veze ur mandad hag ur bakadenn da zegas da Dintin Naig. Bep miz ivez, a-hervez, e veze d’ober paeañ al lojeiz ha bep miz ivez ‘veze plaset un nebeudig war al « Levrig Espern ». Ret ‘oa, kousto pe gousto, serriñ un dra bennak ha bevañ diwar nebeut. Eus ar vro e veze kaset sac’hadoù patatez dezhe ha kig-sall. N’eo ket war zigarez ma vevent e kêr e veze gante ur bañsion aotrou.

Tremen a rae ar mizioù. An hini vihan a chome izil ha bevañ a rae gant boued un evn evel ma lâre Tintin Naig. Doan he dije atav e pakje un tamm kleñved bennak rak ne seblante ket kaout nerzh da drec’hiñ war gleñved.

Eveek ha fentus ‘oa ar plac’h bihan, o komz hag o kerzhout abred-tre. Plijout a rae dezhi dont war vrec’h he magerez da gerc’hat laezh da di he zad-kozh. Neuze, gant he mouezhig labous e huche kent mont en ti : « Laezh da Vaiaig kaezh digant buoc’h Tata-Gozh kaezh ! »

Met un tata-gozh all he devoa ivez : Tata ‘n Ajad kozh, pried he magerez. Ret e veze derc’hel tost dezhi pa veze an Ajad kozh o vont d’ar park pe ‘z aje war e lerc’h dre vesk an dour hag ar fank.

Un deiz he doa lakaet Mamm-Anaig da ouelañ. Krozet e oa bet dezhi : oc’h ober ar c’hontrol e oa ‘michañs, ha hi er-maez an ti da huchal a-bouez he fenn e-kreiz ar porzh : « Mammig Pariz kaezh ! Deus da gerc’hat Maiaig kaezh d’ar gêr ! » Adalek an deiz e veze lezet en hec’h opsion. « Ar bugel-mañ, eme Naig, ne vevo ket. Homañ he deus re a skiant. »

Pa oa triwec’h miz e oa aet d’ar gêr. Daoust pegen karantezus ha pegen eveek a oa, Naig he doa mall o welout anezhi o vont kuit gant he zud, gant doan e vije bet marvet war he c’hein ha gant doan ivez da vezañ tamallet dezhi na oa ket bleunius- kaer he magadell, daoust ma oa graet war he zro gant ar brasañ aked.

Tad-Kozh a gave kalet ivez an disparti. Bez’ en doa bugale vihan all, ur bern. Da gentañ, bugale Teofil ha bugale ar Paotr, tost dezhañ ha leizh an ti e ti Maivon, e Run-Rioù ; met Maiaig ‘oa « Fallig Tata-Gozh », ne oa ket ezhomm da lavarout muioc’h.

Un abadenn a oa bet, hervez, o tistokañ an hini vihan diouzh he Mamm-Anaig. Homañ ‘oa aet d’he c’has da di he zud e-skeud mont da welout unan bennak eus he merc’hed aet ivez da chom da gêr ar sklêrijenn. War ar memes tro e oa da zistreiñ ganti da Vreizh ur bugel all da vagañ, e dud o vezañ eus Tonkedeg.

Glac’haret-naet e oa Maiaig pa gimiadas diouti he Mamm-Anaig, ha fell a rae dezhi distreiñ ganti da Vreizh. N’echue ket ar pokoù hag an difronkadennoù eus an daou du. « Soñj az po ouzhin, Maiaig kaezh ? — Ya, Mamm-Anaig kaezh ! » Hag e talc’he krog e gouzoug he magerez gant he divrec’hig gwan. Rannet he c’halonig tener.

Ar galonig tener-se he doa kement ezhomm eus a garantez evel m’he deus ar vleu- nienn eus an heol, hag evel m’eo pounneroc’h ar gwad eget an dour, e oa ‘n em staget prim eus he mammig Pariz hag eus he zad. Natur eo. N’he doa ket ankou- nac’haet diouzhtu ar pezh a oa bet hec’h endro abaoe ma oa gouest da verzout ha da santout.

Saout a dremene dre ar ru ma oa bremañ he c’hêr. Saout o vont d’ar Villette war  o zreid, n’eo ket evel bremañ. Setu kentañ ma klevas un deiz ur vlêjadenn ha hi da dripal : « Buoc’h Tata-Gozh kaezh o vlêjal. Klev anezhi, Mammig ! » Lakaet ‘oa bet da sellet dre ar prenestr ouzh ar vandenn o tremen dre ar ru. « O ! saout Bati ! » emezi.

Bati ‘oa o chom e Koatavi e-kichen ti Mamm-Anaig hag e wele e saout o vont d’ar park.

Pa skrive Mamm d’he zad, e felle d’an hini vihan ober skrabadenn ivez e korn al lizher hag ober un « af » dezhañ. An tadoù-kozh ‘oar lenn kement skritur-bugel a zo evel-just, gant daoulagad o c’halon.

Iskis e oa ar bugel-se. Abred-spontus e oueze dishañvalout ar pezhioù-moneiz o kouezhañ war ar pleñch, diouzh o zrouz, gwelloc’h eget an dud vras. Morse ‘n em dromple, hervez. Lakaet e veze da dreiñ he c’hein, lezet ur pezh da gouezhañ ha goulennet diganti petra ‘veze : « Ur gwenneg bihan ? pe ur pezh daou wenneg ? pe ur pezh pemp gwenneg ? pe dek ? pe pevar real ? pe eizh ? » hag all.

Ne c’hwite morse da reiñ ar respont mat. Graet e veze end-eeun un tammig ar

« sirk » ganti ha pakañ a rae gwenneien, a-wechoù, da brenañ « boñboñ ». Met ne oa tamm sot ebet gant ar madigoù. Abred ivez he doa desket rimastelloù-bugel hag ouzhpenn, ur wech deut da vout barrek war ar galleg, e tisplege barzhonegoù hir he zintin Sœur Anne de Jésus ken ma chome batet an dud o selaou ar bompinell vihan a oa anezhi.

Siwazh ar vugale ken donezonet, ar peurvuiañ, o devez nebeut a yec’hed. Krog e oa da vont d’ar skol, tostik-tre ouzh ar gêr, pa oa skoet gant ur gwall gleñved : pneu- monie double. Pemp bloaz e oa tost. E par ar marv e oa bet pell, ar medisin o tont d’he gwelout bemdez, aon bras dezhañ da welout ar c’hleñved o sevel d’he fenn : ar méningite a oa ouzh he gedal.

Pebezh glac’har d’he zud hag adarre nag a frejoù. Peadra, ur wech ouzhpenn, da riñsan ar « pod-espern » ha da astenn an harlu er gêr villiget.

Ma oa dija bihan he nerzh gant va c’hoar vihan, eo sklaer e oa aet da netra goude ur seurt kleñved. Lavarout a rae Mamm din : « Ar bugel-mañ ‘zo koustet he fouez a aour derc’hel anezhi en buhez ha ret he lezel da vervel a-benn ar fin d’an oad a zek vloaz ! »

 

 

 

Ar medisin a lavare da’m mamm : « Ar bugel-mañ n’eus ket a ‘natur’ enni. N’he deus nemet spered. Na gasit ket anezhi d’ar skol a-raok seizh vloaz rak trawalc’h a ouezo bepred. »

Me ‘gred koulskoude e vije bet ken evurus er skol o c’hoari gant bugale all, eget en ur ranndi e kêr e-lec’h ma veze ar peurliesañ eus an amzer azezet o c’hoari hec’h- unan gant bitrakoù, pe o sellout ouzh skeudennoù — umajoù — Épinal. Fiñval e-kreiz an aer vras ‘zo kalz yac’husoc’h evit ur bugel. Mont a rae Mamm ganti da Goad Vincennes pa veze brav an amzer. Ne oa ket pell eus Montreuil-sous-Bois e-lec’h ma oa o chomaj a-benn neuze.

Gwashañ tra ‘oa lakaat anezhi da zebriñ : morse n’he dije naon. Kig-kezeg ‘oa lâret gant ar medisin reiñ dezhi. Mamm, hi, ne oa ket gouest da c’houzañv ar c’hwezh eus ar c’hig-kezeg. Setu eo va zad eo a ranke prientiñ dezhi he c’hig, pa veze war- dro, da goulz ur pred bennak, rak n’en devoa eur, koulz lâret, d’erruout d’e bred, se a veze diouzh e droioù.

Met distroomp da Donkedeg. An tad-kozh a veze bemdez o c’hortoz keloù eus e Vaiaig. Kavet am eus e foñs un diretenn, lizhiri, pe ar pezh a chom eus lizhiri, goude tremen pevar-ugent vloaz. Tad-Kozh a oa bet er skol en e amzer e bourk Tonkedeg gant Frer Gabriel. Lennet ha skrivet tammoùigoù gantañ goude, a-hed e vuhez. Lennet muioc’h eget skrivet, ‘michañs. N’eo ket fazioù a vank en e skritur met lava- rout a ra ar pezh a fell dezhañ lavarout en un doare sklaer-meurbet, daoust ma lamm a-wechoù dreist ur ger. Ar gozhni…

Adalek 1894 betek 1902 am eus kavet tammoù mogedet ha troc’het dre ar plegioù, a-boan lennapl evit lod. Reiñ e rae keleier da’m zud eus kerent hag amezeien an div familh peogwir Tad ha Mamm a oa ganet ha savet kichen-ha-kichen, an eil hag egile o doa ar memes amezeien hag anavezout a rae an eil familh egile.

 

Lizhiri

Setu amañ ur pennad bet skrivet gant Tad-Kozh da’m zad da vont da heul lizher va mamm. Emichañs e oa se en amzer ma oa deut d’ar vro da gaout hec’h eil bugel.

 

Mon cher beau-fils

 

Je ne peut laisser échaper la lettre de Françoise sans te remercier de ton aimable lettre par la quelle tu me souhaitait bonne et heureuse année, tant que moi mon cher fils je souhaite autant pour ma plus grande joie et satisfaction.

Mon cher fils je n’ai pas besoint de te dire que mon âge ne me permet plus d’être un homme, à 72 ans ont est plus en déclin. C’est en vieillesse mais pendant que le bon Dieu me laissera je dois le remercier, car je voie bien d’autres plus jeune que moi et sont disparue : le Parquier Jean Pierre de Mynihi, Queuffeulou Jn Mie du Moulin Chateaux, Roux françois du Sterven et Perrine le Caër femme pierre Luccas elle laisse quatre enfants en bas age et le dernier né est mort Je pense qu’il aura a faire a plaine a plaine ventre a Runamber il a encore rien payer pour la St Michel dernier, il n’a rien du chofage pour faire du feu et voie qu’il a débatre 8 ou 9 arbres sans autorisation. Je pense que si Jean Louis Nicolas est été au monde il l’aurait couf- fé a coup sur. Je te dis que Pierre Philipe va toujours au même train. Mon cher fils……ce peti- te lettre sans finir de t’aimer en te souhaitant la santé et le bonheur que je peux désirer a  un enfant que j’aime du plus profond de mon cœur. Ton dévoué père

 

Ollivier (sinadur)

Ger evit ger, lizherenn evit lizherenn, em eus eilskrivet an tamm paper-mañ. Ne gredan ket ober ofañs da vemor va zad-kozh, Doue d’e bardono, o lezel fazioù graet gantañ en e lizher. N’eo ket an holl beizanted eus e oad a oa gouest da skrivañ galleg difazi. Ul lizher all eus miz Gwengolo 1894 (an 2).

 

Mes chères enfants

Je vous écrit ces peut de mots pour répondre a votre aimable lettre par la quelle vous m’avez fait savoir que vous étiez bien portant tant que moi je porte bien Dieu merci et je désire que ma lettre vous trouvent de même pour ma plus grande joie et satisfaction. Je vous dit que malgré la contradiction du temps on a battu nos blés a Ropers-Huon le mercredi 22 et le jeudi 23, la récolte a Ropers Huon est bonne. Jamais je n’ai vu tant de paille comme il y a cette année, moi j’avait achetér une partie du froment de la vente pierre Luccas qui m’avait couté trop cherre. Luccas de toutes sont récolte n’avait rien de Bon que la pièce nomé Oguello-Cato-goz. a la St Michel il va au Sterven pour tenir 5 journaux de terre … ? … … ? … … dimanche j’ai été chez Marie Yvonne et j’ai été surpri de voir que les blés était batu la Récolte de Run-Rio faible et les pommes de terre sont très mauvais cette année et partout la moitié pourri, pour ce qui regarde petite Maria elle arrive ici toutes les dimanches et plusieur fois sur la semaine elle mange touttes les choses comme les autres et elle est forte elle se soutient sur ses gembre.

Mes cherres enfants ceux qui me plonge dans… ?… c’est de savoir que Théophile doit me quit- ter pour aller a Paris pour rejouindre son mari. Je ne s’aurait a quel coté de roulé ma boule, depuis ce nouvelle je n’ai pu me consolé. Je ne voulait pas aller boucher les foyers d’autrui car je ne suis plus en age de faire le devoir d’un journalier plus je fait plus on me demande croyant que je suis un homme de 25 ans, car jamais Marie-Joseph ne m’a dit : vous devez être fatiugué. depuis que j’ai quitté Ropers-Huon je n’ai pas eu l’avantage de posé mon arrière sur mon vieux Chipot

Votre Dévoué père Ollivier

(sinadur)

 

 

— si vous voulez avoir un peut de lard ditte moi sur la première et je vous enverrait : ma vian- de n’est pas très bonne.

Paourkaezh Tad-Kozh ! savet gantañ leizh an ti a vugale, ha ne oueze war be tu treiñ bremañ en e gozhni. E ti Varivon e oa re a streuvell, ur bern bugale da lojañ, plas ebet evitañ. E ti ar verc’h-kaer e oa plas met ne oa nemet ur verc’h-kaer. Ne oa netra nemet pep mad da lavarout diouti hag an holl istim en doa Tad-Kozh eviti.

Met un doare all he doa da vevañ. Ha ne oa ket bet hini e bried hag e verc’hed e-unan. Ar pep gwellañ a veze en ti a veze roet d’ar vugale ha mat ‘oa se. Met en amzer Mamm-Gozh e veze al lodenn wellañ d’an tad-kozh, en ‘oa dezhañ al labour startañ, an devezh hirañ. Ezhomm ‘oa da zerc’hel anezhañ en e nerzh hag ouzh- penn diskouez dezhan e ouezent piv ‘oa tad ar bara — evel ma veze lâret alies eus an tad a familh. Ar peurliesañ e tistroe un darn vat eus e lod da rannañ etre ar vugale. Kemm e oa er vuhez, met morse ne oa ‘n em bermetet da lâret an disterañ ger gant doan da feukañ e verc’h-kaer hag a oa anezhi ur wreg vat hag ur vamm evezhiant.

Pa oa aet an dintin Teofil da Bariz eta, e oa bet ur chañs evitañ kaout ur verc’h- vihan d’e vreur da zont da zerc’hel e di. Chomet e oa gantañ pemp bloaz : betek ma oa dimezet. ‘N em glevout mat a raent eta. E vugale a c’halle bezañ didrubuilh war ar poent-se.

Derc’hel a rae bepred e damm menaj hag ur pemoc’h ‘veze lazhet bep bloaz, setu neuze ‘veze kaset o lod d’ar Barizianed.

Amañ ul lizher all. Hemañ eus 1897 : Ebrel.

 

Mes chèrres enfants

Je viens vous écrire ces peut de mots pour vous donnée de mes nouvelles en vous disant que je suis en bonne santé et je désire que lettre vous trouvera du même pour ma plus grande joie et satisfaction.

Mes chèrres enfants pour vous montre ma reconnaissance et mon bon souvenir je vient vous envoyer un petit colis pour vous faire goutté de mon pors. Je vous dis aussi la nouvelles de Ropers-Huon. ils sont tous en bonne santé et ils m’ont priez de vous donne de leurs nouvelles. Je vous dit aussi que lundi dernier est été Célébré dans la Cathédrale de Tonquedec en Solanité la sérémonie du Baptême de l’enfant de Monsieur Duval controleur a Paris. Je croie que vous avez attendu que Anne Marie Duval a donné le jour a une autre petite fille il y a deux ou trois semaines. Je viens vous annoncer la mort la femme de Yves Marie Poulennec de Kergroahan une femme bien aimé par ses voisins. elle n’était âgée que de 23 ans elle laisse  2 enfants et une autre dans son saint en Conception de 4 mois, elle était inhumé à Tonquédec vendredi et le lendemain Allain le Meur était aussi inhumé au Vieux-Marché. Le Meur vivait tout du boisons et il avait passé une nuit a belle étoile et il était suscombé quelque jour après. C’est demain que je dois aller a sont Octave et samedi octave la femme Poulennec a Tonquedec.

 

Je vous……que Jacques C…… va laisser son ménage pour aller a Paris a ramasser de l’argent. il se vente de dire qu’il gaingnera plus de cents francs par jour a dansé dans les Café Consert. il a loué son métairie a son frère Jean Mari (Vras) et Yves Marie C… a fait moyen de mettre la Brunette en état de grosesse et il veut mettre la charge sur le fils du moulin Kergrist. C’est les fils C… sont les plus renomé a Tonquedec a ce moment…

Mes chèrres enfants je termine ma courte lettre en vous souhaitant la santé et le Bonheur que je peux désirer du profond de mont Cœur. Joséphine se joint à moi pour vous dire le bonjour

Votre Dévoué père Ollivier

(sinadur)

Santet e vez ar mousfent pa lavar : « a été célébré dans la Cathédrale de Tonquédec en solennité la cérémonie de baptême de l’enfant de Monsieur Duval, contrôleur à Paris » !!!

C’hoar yaouankañ va zad, Janivonig, ‘oa dimezet ez-yaouank d’un Duval all — ne oant ket kar — eus Tonkedeg. Ur plas mat en doa ha stumm aotrou bras warnañ pichoñs. Mab ‘oa da dud paour ; e vamm a veze en-dro o tastum vioù. Va zad ‘oa paeron d’e c’hoar hag e ti va zad, e Pariz, ‘oa bet graet an eured. Ur frejoù ouzh- penn. Met va zud a anaveze buhez Pariz a-benn neuze hag o doa doan evit ar c’hoar yaouank-se o tont war-eeun eus ur gouent e Lannuon e-lec’h ma oa bet lakaet evit deskiñ ur vicher skañs, gwriat, brodañ ha me ‘oar. Ar c’hentañ ar gwellañ ‘oa dime- zet anezhi gant un den a-feson hag a anavezent a-bell zo ha deut da vezañ un tamm krakaotrou.

Al lizher-mañ ‘oa sañset a-raok an hini amzeriet eus miz Ebrel.

 

Tonquédec le 3 janvier 1897 Mes chèrres enfants

Je réponds à votre aimable lettre par la qu’elle vous m’avez fait savoir que vous jouissait de votre santé et en même temps vous m’avait souhaitez bonne et heureuse année et moi Mes Chères enfants je vous souhaite bonne et heureuse année, prospérité dans votre petit ména- ge et union et a Maria la grâce de Grandir et embrasser pour moi ses deux petit joues rouge. Le premier jour de lan nous avons fêter le samedi 26 X fêtes st étienne. Luccas et Marie- Yvonne était venus aussi que leurs enfants. la pauvre Theophile navait pas pu venir car elle ne vait pas mieux. on avait trinqué à la santé des absents. Je va voir Théophile chaque quin- zaine c’est triste de la voir elle ne peut pas se remue qu’avec des béquilles et avec beaucoup de souffrance. Je vous dis aussi que la veuve Francois Le Roux a payé son loyer depuis la St Michel. Mais le Moal na pas encore payer. mais ce n’est que comme à l’ordinaire car il n’ar- rive jamais de bonne heure. quand il arrivera je les donnerai a Théophile comme vous maviait dis. J’avais vu l’autre jour Jean-Marie Duval votre frère il mais dit de vous faire ses Compliments il est a St Malo pour s’engager au campagne de St Pierre et Miquelon il mavait dit qu’il aura 950 francs pour 10 ou 11 mois de travail à présent il est émancipé il y a 2 ou 3 semaines. Je vous dis encore que François Ollivier ton cousin dit « Pod Job » a eu le malheur de cassé son jambe en tombant sur le sol de la maison. C’est le Malheur car se nait pas bles- sé c’est tout a fait cassé il n’est pas sur qu’il sera oblige de soufrir une imputation. Mes chères enfants je ne vois plus d’autre chose qui peut vous intéresser et je finis de vous écrire sans finir de vous aimer et je vous dit que nous portont tous bien par ici tant a Ropers Huon qu’a Convenant-Jugard. Josephine est deuil par le Malheur de son père.

Je vous prie de Mexcusez de mon écriture car il y a plus de 8 mois que je nai été prie dans aucune plume

en attendant le bonheur de vous voir je suis votre dévoué père Ollivier

(sinadur)

 

Joséphine se joint a moi pour vous souhaité Bloavez mad.

Ne welan ket petore koñvers a oa bet etre va zintin Teofil ha Mamm pa lavare-hi reiñ da Deofil gouel-mikael Traoñ-an-Dour. Hanter-kant skoed ar bloaz a bañsion digant pep bugel en devoa graet Tad-Kozh. Hag ar Moal Kozh, merer va mamm, a baee da’m zad-kozh. Eñ a vire hanter-skoed a bañsion hag a gase ar rest da’m zud. Marteze e oa e-sell va zintin da zistreiñ prim da Bariz pa oa deut d’ar Vro klañv. Siwazh ! marvet ‘oa e Run-Rioù e ti he c’hoar hag interet e bered Plouared.

Ul lizher eus ar memes amzer, skrivet gant Mère Anne de Jésus da’m zud evit hetiñ Bloavezh Mat. Komz a ra diouzh he c’hoar Théophile ivez :

 

… j’ai reçu des nouvelles de Ropers-Huon où tout le monde est bien et de Run-Riou. Théophile souffre toujours. Les remèdes comme les soins restent sans succès pour sa maladie. Pauvre sœur. C’est encore consolant qu’elle soit près de Marie-Yvonne qui est si bonne, si affectueuse et qui la soignera comme une mère. Quelle peine si on la savait entre les mains d’inconnues et d’étrangères. Ses enfants vont à l’école : Édouard à Plouaret et la petite Adèle au Vieux- Marché où elle couche.

J’embrasse le petite Marie sur les deux joues. Il me semble qu’elle doit avoir les jambes longues assez pour aller à l’école du moins si vous avez à proximité un asile tenu par des reli- gieuses.

Hag all.

Deut ‘oa an dintin seurez eus Bronn da welout he c’hoar glañv da Run-Rioù. Kavet ‘m eus al lizher eus an 21 a viz Genver, ha war al lizher-se o deus skrivet pried an hini glañv, hag ar c’hoar seurez : setu hini he fried da’m zud.

 

Cher beau-frère et chère belle-sœur.

Je suis arrivé à Run-Riou mardi matin. J’ai trouvé la chère Théophile bien malade, pourtant  il y a un peu de mieux. Elle prend un peu de nourriture, mais la toux ne cède pas et la fièvre fait sentir ses accès bien forts l’après-midi. La nuit dernière n’a pas été bonne. Les parents de Plouaret se montrent très bienveillants. Mon beau-père est ici depuis hier matin et Jean- Marie et Marie-Josèphe y ont fait aussi une apparition hier après-midi.

 

J’ai écrit a M. le Directeur de l’Hôtel pour annoncer mon retour. J’arriverai donc lundi pro- chain 25 janvier et je vous donnerai plus amples détails sur la position de la malade. J’attends le Dr Even qui a promis de faire une visite ce matin.

Marie-Yvonne vous envoie ses meilleurs Gourc’hemennou. Croyez à mon attachement. Guézennec F. çois.

Gwezhenneg, pried tintin Teofil, a laboure en Hôtel Continental, ur plas mat da c’hounit.

War an eil kostez eus al lizher e oa keloù adarre eus Run-Rioù.

 

Chère Yves et Chère Françoise,

Vous avez deviné ma présence à Run-Rio. Oui, j’y suis arrivé mardi, quelques heures après François… Françoise comprend à mon cœur si sensible ce qu’il a été pour moi de voir Théophile en cet état, mais j’ai pu prendre sur moi pour maîtriser mon émotion. Prions Chère petite sœur pour celle que le Bon Dieu veut nous ravir trop tôt.

Hier j’ai vu une grande partie de la famille, ton absence n’était que plus pénible…

En passant par la gare de Belle-Isle-Bégard, j’ai envoyé un billet à Mère Saint Lucien pour lui dire que je m’en retournerai cette après-midi aussi je compte la voir tantôt.

Cher Yves et Françoise, laissez-moi vous renvouveler mes souhaits de bonheur et vous assurer de mon souvenir affectueux. Je n’aurai probablement pas la permission de m’en venir une seconde fois alors que le malheur ait de nous frapper ce qui est inévitable et même prochainement mais nous serons tous unis dans la prière et la pensée.

Ken a vo, votre sœur qui vous aime.

Sr Anne de Jésus fille de Ste Marie

 

Pa oa en em rentet kont ma mamm eus stad he c’hoar e oa deut ivez d’he gwelet ha dre chañs edo c’hoazh hec’h anaoudegezh ganti, ne oa ket kreñv he mouezh ken met gerioù fromus he doa da gimiadiñ diouzh he familh. Lâret ur c’henavo er Bed All da bep hini, o zrugarekaat holl eus o madelezh en he c’heñver e-pad he c’hleñ- ved. Fiziet he bugale e providañs Doue. O zad, emezi, a baeo evite ha skoliataet e vefont er Vro. Edouard, amañ, da heul e gendirvi hag Adèle a yelo gant Mère Saint Lucien da Bederneg.

Pa santas e oa o vont da dremen e reas sin da’m mamm da dapout ar gouloù binni- get en ur lâret ar gerioù diwezhañ-mañ : « Erru eo va Eur da c’hras Doue ! »

Un dremenvan sioul e-kreiz pedennoù ul lod eus ar familh. Aet ‘oa d’ar peoc’h marteze gwellañ hini e oa e-touez bugale va zud-kozh. Doue d’he fardono.

Klevet ‘m eus va c’henitervez Adèle, he merc’h, o lâret pegen glac’haret e oa bet gant marv he mamm. Pa oad deut da gemenn ar marv d’ar gouent ha da gerc’hat ar vugale, Adèle ha div verc’h va zintin Maivon, an hini vihan-mañ ‘oa o c’hoari hag o choloriat stad enni o vont d’ar gêr gant ar wetur deut d’o c’herc’hat. C’hwec’h vloaz ! ne gomprene ket petra ‘oa ar marv, hag ar seurez da foetañ an hini vihan ha da grozal dezhi evit he lakaat da chom sioul, gant ar vezh !

Met erru e Run-Rioù dirak he mamm er chapel wenn, ‘oa darbet dezhi bezañ sem- plet. Komprenet he doa petra ‘oa ar marv. He mamm an hini ‘oa eno, divuhez, dila- var, dic’hoarzh, liv ar c’hoar warni, ne wele mui ken he daoulagad, ne gleve mui he mouezh. Kroget ‘oa ar bugelig da zifronkañ, rannet he c’halonig. Ne oa den eus ar re oa test d’an daolenn-se gouest da zerc’hel war e zaeroù…

E tal ar c’halvar

En hec’h amzer diwezhañ he devoa goulennet Teofil digant he zad kaout ar c’hras da vezañ beziet e plas he mamm e Tonkedeg.

« Va flac’h, eme Tad-Kozh, te ‘wel mat e kozhan ha va yec’hed a ya bemdez war fallaat. A-greiz-holl e c’hellan bezañ galvet d’ar Bed All, ha mar bez bolontez Doue, e c’houlennan bezañ interet e plas Visanta. Kompren a rez va rezon ?

  • Ya, ma Kompren mat a ran. Neuze, me ‘garfe bezañ interet amañ e Plouared, e plas va zintin Anivon, e-tal ar c’halvar. Holl familh ar Baskiaoued hag ar Riaoued a zo e bered Plouared ; bez’ e vezin aze eta e-kreiz va familh. »

Graet ‘oa hervez he dezo ha prenet ar plas e-lec’h ma eo aet war he lerc’h he fried, he merc’h, he div c’hoar dimezet hag he daou vreur-kaer, he nizien hag he nize- zed ; holl bremañ etre daou vez, stok-ha-stok.

Er memes bered emañ ivez teir c’hoar va mamm-gozh hag o friedoù hag o bugale hag unan eus he breudeur hag e familh. An daou vreur all a zo e Plounevez-Moedeg, ha pet rummad a gendadoù ? An div c’hoar seurezed a zo unan e Pederneg, eben e Pleneved-Yugon.

Ar breur nemetañ, ar Paotr, a zo e bered Tonkedeg e plas e dud, eñ hag e bried. Er vered-mañ emañ ivez al lodenn vrasañ eus familh va zad met eñ n’emañ ket peo- gwir ‘oa o chom er C’houerc’had hag ar barrez-mañ a oa stag gwechall eus Plouared hag ar vered ‘oa e Plouared.

Pa varvas va c’hoar vihan e oa prenet dezhi ur plas e-tal ar c’halvar e-kichen bez ar familh diouzh tu va mamm ha va zad ha va mamm a zo aze ouzh va gortoz pa blijo gant Doue va gervel — Doue d’o fardono holl ha da sikouro ar re vev en amzer drubuilhus-mañ.

Poanius eo soñjal er re a zo chomet o c’horf war dachennoù a vrezel pell diouzh o Bro ma ne oar den resis a-walc’h e pelec’h e kouskont. Ma ne c’hell ket o c’herent nesañ mont da zaoulinañ war o bez ha da lakaat warnañ ur boked bleuñv da Ouel an Hollsent.

 

A! Monet da ludu e Douar sakr e Vro! Kemmesket gant ludu sakr e Gentadoù !

Va faeron, Yves-Marie Ollivier, mab pennhêr va zonton Paotr, hag a zlee kemer e blas e Roperz-Huon, a zo chomet e gorf war an dachenn e 1915. Edouard Gwezhenneg, fuzuilher-mor, kollet du-hont e mizioù kentañ ar brezel ’14. Ha pet ha pet all ? Va amezeg nesañ, miliner ar Pont-Kozh, biskoazh ne oa bet keloù ‘bet dioutañ. N’eus gouezet morse pelec’h ‘oa marvet. E wreg hag e deir merc’hig a c’hortoze c’hoazh da fin ar brezel pa ne oa mortuaj ebet. Siwazh !

Ni, ar re ac’hanomp a oa bugale d’ar bloavezhioù-se, ne oa ket seder hor bugaleaj. Ne oa hini ac’hanomp a gement n’he dije kollet kar pe bar pe amezeg. Nag a dud mac’hagnet ha klañv, klañv da vervel war-lerc’h ar gaz ypérite pe me ‘oar petra. Nag a intañvez, nag a vinor !

Eus ar brezel ! eus ar gernez ! eus ar vosenn ! hon diwallit Aotrou.

Bruzhunoù am eus kavet c’hoazh eus ul lizher skrivet gant Tad-Kozh e miz Meurzh 1896. Met an tammoù ‘zo en dantelez ha dibosupl lakaat daou c’her an eil war- lerc’h egile.

Hemañ a zo ul lizher skrivet da’m mamm gant he c’hoar, Sœur Anne de Jesus, eus Koumanant-Sugard e-lec’h ma oa deut gant he c’hoar, Mère Saint Lucien, da dremen daou zevezh, evit urzhiañ o aferoù e ti an noter…

Setu pennadoù a ziskouez pegen fromet e oa o tistreiñ da di he zad goude meur a vloavezh — en Urzh Bronn ne zeue ar seurezed da welout o zud nemet bep dek vloaz ! nemet war ar marv pa ne veze ket re a roud d’ober.

 

Broons, 7 juillet 1894 Bien chère Françoise

Tu as dû reconnaître mon écriture dans l’adresse du colis que Théophile t’a envoyé la semai- ne dernière et constater par là mon passage à Ropers-Huon. Oui, j’étais à la maison mercre- di soir 27 juin. J’y ai passé la nuit et je suis partie le lendemain 28, ce ne fut pas long, tou- tefois assez de temps pour voir des changements de nature à oppresser mon cœur : l’absen- ce de ma pauvre mère, ton éloignement étaient capables de me causer une forte impression. Heureusement les petits neveux étaient là pour dissiper mes chagrins. Mon frère est venu nous chercher à Pédernec mercredi dans l’après-midi. Quand je suis arrivée chez nous j’ai été bien surprise de voir tous ces petits marmots que je connaissais à peine de nom, de les entendre causer continuellement ; ils voulaient nous montrer tout ce qu’ils avaient de beau, ce qu’il y avait chez eux. Les premières paroles d’Yves-Marie ont été : « Chez nous il y a deux pouliches. »

Ma sœur Mère Saint Lucien leur avait porté à chacun une petite musique qu’ils appelaient des clairons, jamais, me semble-t-il, ils ne durent avoir pareille fête. Ils étaient montés tous quatre dans l’auge auprès du puits et là ils donnaient des sérénades… j’avais du plaisir à les voir heureux. J’aurais dû commencer par vous donner des nouvelles de mon père. Il est bien et s’il ne courbait pas un peu il serait tout droit comme le vieux chêne. Dans les deux mai- sons on est donc bien. Tu sais, n’est-ce pas que le petit Eugène est mort il y a quinze jours.  Il parait qu’il était toujours très faible et le vaccin aura déterminé sa mort. C’est un ange du ciel, il ne faut pas le regretter.

Ta petite fille est arrivée chez mon père, peut-être une demi-heure après nous. Elle est tout- à-fait gentille et mignonne mais ne veut pas qu’on la regarde. Je lui ai passé une petite médaille à son cou et l’ai embrassée mais jamais nous n’avons pu l’avoir dans nos bras, ni moi, ni Saint Lucien, elle était pourtant aimable et commode avec les petits cousins et cou- sines qui embrassaient sans cesse la petite ia ia. Elle a déjà plusieurs dents et elle commen- ce à s’en servir : chez nous elle avait une crêpe qu’elle était attentionnée à déchirer et elle en mangeait de petits morceaux. Annaig-Vras a l’air d’en prendre bien soin. Je reste toujours au mercredi soir. Le lendemain matin nous avons assisté à deux services pour ma mère, pour éviter qu’il y eut du monde, mon père avait recommandé des services pour un particulier mis par un particulier. Penses qu’à l’église je n’ai reconnu ni recteur, ni vicaire, ni sacristain, ni enfant de chœur. J’étais là comme une étrangère. Tout se renouvelle, me suis-je dit, excep- té les hommes qui vieillissent et marchent à leur insu et d’un pas rapide vers leur Éternité. Après la dernière messe et la récitation de quelques prières ferventes sur la tombe de notre pauvre mère regrettée, nous sommes revenues à la maison où nous n’avons peut-être pas passé une heure. Il n’y avait pas de temps à prodiguer. J’ai vu encore une fois la petite ia ia mais pas plus disposée que la veille à embrasser ses tantes.

Nous avons encore eu un moment de déplaisir avec tous ces petits, puis il a fallu partir, nous nous sommes dirigées vers Plouaret. Faut-il te dire ici que tu as manqué tout au long de notre voyage et de notre station. Ma pauvre Françoise, nous ne sommes donc plus pour nous revoir en ce monde, mais au ciel nous nous réunirons.

Nous sommes allées à Plouaret, mon père, Théophile, mon frère, Marie-Joseph et nous deux. Nous sommes arrivés chez Marivonne à une ou deux heures, Yves-Marie et Marie-Yvonne sont assez bien ainsi que leurs enfants. Cependant la dernière n’est pas forte du tout. Jean-Marie s’était présenté au certificat d’études la veille mais n’avait pas réussi. C’était assez pour affliger sa mère.

De là nous nous sommes rendus à l’affaire capitale chez Le Gac. Il n’y a eu que ma sœur Saint Lucien et moi qui avons dû renouveler nos dettes puisque vous autres vous avez pu secouer cette charge. Je crois que Sœur St Lucien va écrire à Guezennec. Quant à moi, de crainte d’essuyer un refus je ne veux point demander à le faire. Je te prie donc de ne pas m’oublier auprès de lui, il parait qu’il est bien bon pour Théophile il doit même se priver pour lui envoyer tant mais enfin il sait bien que l’argent est bien employé. Tu ne manqueras pas aussi de souhaiter un affectueux bonjour à Yves. Je pense bien à lui afin qu’il conserve la foi et qu’il soit préservé d’accidents au milieu de ses travaux. Je souhaite que vous soyez heureux tous les deux et que la ville de Paris ne vous soit qu’un séjour passager. Je regrette de n’avoir vu aucun Duval. J’ai demandé de leurs nouvelles, ils sont tous bien. Je dis « aucun Duval » sans penser que la petite Maria est une copie vivante de son père. Dieu lui fasse la grâce de deve- nir plus forte et d’être votre joie.

 

Je ne finirai pas ma lettre sans te dire mon retour. J’ai couché avec ma sœur Saint Lucien chez les sœurs du Vieux-Marché le jeudi soir, et le lendemain, presque à midi, j’étais à Broons où j’ai repris mes occupations ordinaires avec une ardeur nouvelle.

Ma chère Françoise, je te demande bientôt une lettre, tu me laisses y compter et te dire que je prie sans cesse à ton intention. Au revoir donc. Crois bien à l’affection la plus sincère de ta sœur.

Anne de Jésus

Nav miz hanter ‘oa Maiaig d’ar mare-se peogwir e oa ganet ar 25 a viz Gwengolo 1893. N’eo ket drol na c’houlennje ket pokat d’he zintined seurezed. Ar re-se ne oant ket gwisket evel an dud all, gant o c’hoefoù sternet en-dro d’o bizaj hag ur pezh gouel du war o fenn ha war o chouk, brozhioù hir ha ledan betek an douar hag ur mell chapeled koad e-pign ouzh o gouriz gant greun-paterennoù kement ha kraoñ-poullig ! Daoust petra a soñje-hi, eo an umajoù-mañ ?

An tad-kozh, sur-mat, a oa laouen e galon. Setu ma oa pemp eus ar vugale asambles gantañ e ti Varivon, ne vanke nemet Mamm. Met evel ma ne oa ket c’hoazh tri miz abaoe ma oa distroet da Bariz, ne c’helle ket dont adarre war he c’hiz. Bremañ e komprenan al lizher all-se gant Tad-Kozh ma komze ennañ eus gouel-mikael Traoñ- an-Dour, a roje, emezañ, da Deofil. Hep mar eo an dintin Teofil, hag a reseve arc’hant bras digant he fried, eo he doa avañset arc’hant da’m mamm da dilasañ eus an dle ‘oa chomet war he lod, evel ma oa war lod pep hini eus ar re all pa’n devoa graet Tad-Kozh e bañsion ha roet e beadra d’e vugale. Setu dre ma touche Mamm he gouel-mikael e chome gant Teofil betek ma oa echu ar gont.

Tremen a rae ar bloavezhioù gant o samm a drubuilh, a gañv, a levenez ivez. Joa ‘ra d’ar re gozh gwelout o bugale-vihan o kreskiñ, o tont da vezañ tud d’o zro, tra ma’z eont-i war ziskar. Mont da welout ha da sikour tammoù ar re eus e vugale a  oa chomet en douar, kaout keloù eus ar re a oa aet ‘maez ar vro, pe d’ar gouent, ‘oa prederioù an tad-kozh en e gozhni.

Maiaig, « fallig Tata-Gozh », ‘oa degaset d’ar skol da Bederneg gant an dintin Mère Saint-Lucien. Kavet em eus lizhiri bihan skrivet ganti d’he zud. Ne oa tamm heñvel ebet ar bugel-se ouzhin-me, he c’hoar. Karantezus-tre eo al lizhiri-se. N’eo ket me a vije bet tuet da skrivañ na da gomz gant gerioù bihan « moumoun » e-giz-se eus va zud ! Daoust ha dislivet e vije bet warni spered Pariz ? Pe e oa se en he natur ? Neuze e tlefe bezañ ivez em hini peogwir hor boa ar memes tad hag ar memes mamm. Met pep hini en deus e anien.

Setu un tañva eus spered va c’hoarig war-dro seizh-eizh vloaz moarvat.

 

Cher petit papa.

Ma petite lettre va te parvenir avec un peu de retard. Mais les vœux qu’elle contient sont déjà partis de mon cœur vers le trône de Dieu et si je suis en retard ce n’est pas que je t’ou- blie, non, mais je ne pensais pas que le Saint Yves était demain.

Bonne fête donc cher papa et que ton saint patron t’obtient toutes les grâces que tu as besoin pour être heureux ici-bas et aller un jour au Ciel.

Et toi, maman chérie, comment es-tu ? Dis le moi bien vite, car je ne dure plus et tante pleure d’envie d’avoir de vos nouvelles.

Aviez-vous reçu ma lettre d’il y a trois semaines ? Quand arriverez-vous me voir ? Je compte les jours.

Eugénie Leroy envoie ses vœux de bonne fête à papa et ses respectueuses affections à maman.

Aurevoir, bonne fête petit papa, bonne santé petite maman et arrivez vite me voir. Votre petit chat

Maria Duval (sinadur)

War-lerc’h Maiaig, e traoñ he lizher, e oa ur ger gant Mère Saint Lucien o c’houlenn prim keloù eus yec’hed he c’hoar. Emichañs e oa klañv Mamm d’ar mare — n’eo ket deiziadet al lizher (met un 18 a viz Mae e rank bezañ).

Hemañ ‘zo, emichañs, eus an amzer gentañ ma oa e Pederneg. N’eo ket ken asur he skritur.

 

Bonne petite maman.

Que ne suis-je petit papillon. Je prendrais vite mon essor pour aller à Montreuil souhaiter sa fête à ma bien-aimée mère. A ma place j’envoie ce petit billet avec mes plus affectueux bai- sers te dire de la part de ta petite Maria Bonne et Heureuse fête. Je vais aussi bien prier ta patronne la bonne sainte Françoise de t’obtenir tout ce que tu as besoin……… pour aller……… samedi afin de prier…… [un tamm a vank].

Et toi petit papa crois-tu que le petit chat t’oublie ho ! non, non, je t’aime trop pour cela. Je pense à toi et à maman souvent et je prie le bon Dieu de vous bénir et de vous payer de tout ce que vous faites pour moi. J’ai été à confesse ce matin. Jugez quelle fête pour moi ? J’avais d’abord peur mais je me suis bien tirée et je n’ai pas été grondée, au contraire. Cher papa  et bonne maman dites bonjour pour moi à toutes mes connaissances anciennes que j’aime beaucoup surtout Mme Gentilhomme et petit Albert, Mme Ménayer, Mme Duval, Mon oncle Nicolas, J. Mie Lucas, Adèle et Edouard Guézennec sans oublier Françoise Guerniou et Marcelle.

Au revoir cher papa et bonne maman.

Votre petite Maria qui vous embrasse dur, dur, dur !

 

Maria Duval

 

War-dro seizh vloaz ‘oa Maria d’ar mare-se a gredan, moarvat e veze difaziet he brouilhed-lizher dezhi rak na chom nemet nebeut-tre a fazioù e-barzh he lizher.

1899 pe 1900 e tlee bezañ — n’eus meneg eus deiziad ebet. Met komz a ra diouzh Adèle hag Edouard, bugale an dintin Teofil. Ankounac’haet e oa ar plac’h vat-se abred. Addimezet ‘oa Gwezhenneg da unan a laboure er Bouillon Duval ha degaset ‘oa bet ar vugale da Bariz. Al lezvamm he doa ur verc’h ivez a oa o sevel e-barzh en he bro Franche-Comté. Kaset e oa daou vugel Teofil ivez du-hont d’ar skol asambles gant Berthe, merc’h o lezvamm Julia. Klevet em eus Adèle o kontañ he buhez, taolet ha distaolet evel ar peurvuiañ eus ar vugale a goll o mamm abred. Hervez ma lavare, e oa brav d’ar vugale du-hont er Franche-Comté (Frank- kontelezh), e pañsion e oant e ti ur skolaer hag a oa kar pe bar da Julia. Ar vro a zo kaer. Koadoù a grap ar menezioù, gwez kistin ha lus hag all. Met an tad-kozh e Roperz-Huon, daoust petra ‘soñje eus kement-se ? Ouzhpenn mil lev ‘oa e vugale- vihan dioutañ. Evel labousedigoù kouezhet diouzh o neizh ! Dastumet gant an estren.

Komz ‘ra Maiaig ivez eus Jean-Marie Lucas, mab henañ Marivon, a oa oc’h ober e amzer-soudard e Pariz d’ar mare hag a veze sav-taol e ti e dintin Françoise evel- just.

Komz ‘ra ivez eus Soaz Gwernioù ha Marcelle ; homañ vihan ‘oa filhorez da’m zad. He zad hag he mamm ‘oa eus Tonkedeg, aet ivez da c’hounit gwenneien da Bariz. Mme Gentilhomme ‘oa gwreg ar blenier a oa da heul va zad war e drammgarr. Hennezh ‘oa paotr an arc’hant, va zad na rae nemet bleniañ ar c’hezeg. E baotr bihan, Albert, ‘oa filhor da’m mamm, ma ne fazian ket.

Komz ‘ra ivez eus Mme Ménager ; eno he devoa Mamm ur filhor ivez, Émile. An dud- se ‘oa Breizhiz ivez, eus Sant-Laorañs-Bear. An tad a laboure en uzin emichañs, hag ar wreg a rae war-dro he seizh bugel. Ne oa ket un hunvre o buhez e kêr Bariz pe Vontreuil, se ‘zo memes tra. Setu ‘oa ‘n em lakaet-hi d’ober un tamm koñvers kil- hevardon. Bep Gwener e veze kavet e-barzh : kig-sall, silzig, kig-moc’h a bep seurt degaset d’ar gar dezhi eus Breizh e pakadoù erbedet. Evel ma oa paour-du, e teue bep Gwener da amprestiñ arc’hant digant Mamm da vont da dennañ he fakadoù kil- hevardon eus ar gar. Neuze ar verc’h henañ ha hi a rae tro o arvalien : Bretoned o chom er c’harter-se, da gas e damm kig da bep hini. Pa veze echu ha touchet an arc’hant e veze degaset ar c’hont da’m mamm kerkent, hag he zamm kig da dremen ar Sul ha na veze ket an tamm disterañ. Met ne gemere gounid ebet war an tamm-se, priz-fakturenn a veze lezet ganti, evit ar servij a rente dezhi o prestiñ arc’hant bep sizhun d’ober he c’hoñvers gagne-petit.

Ul lizherig all c’hoazh eus ar memes bloaz, a gredan, rak ar memes skritur eo.

 

Chère petit papa et bonne maman.

Avant de finir mes vacances de Pâques je viens vous écrire cette petite lettre pour vous dire que je les ai passées gaîment.

A Plénée j’ai été gatée par tout le monde. C’était à qui m’aurait donné le plus de choses et la plus caressée. Malgré tout j’étais pressée de retourner à Pédernec car je n’étais pas har- die là-bas. Nous avons eu beaucoup de plaisir. En allant on m’a fait voir la ville de Guingamp, et puis nous nous sommes amusées tout le temps dans le train.

J’ai aussi été à St Eloi et à Plouaret où tante Marie Yvonne s’est mise en quatre pour me faire plaisir et elle m’a donné une pièce de 1 F pour avoir du bonbon.

Je pensais trouver grand-père à Plouaret mais le temps était trop mauvais. J’ai regretté car j’aurais voulu le voir. Tonton René était à Plouaret la veille de mon arrivée.

Je suis grosse comme une boule. Tante Ste Anne de Jésus ne m’aurait pas reconnue tant j’ai bonne mine.

Petite maman si tu m’envoie une robe envoie-moi une bleue. J’ai un beau chapeau et de belles bottines pour aller avec.

Je vous prie, cher papa et bonne maman de dire bonjour à tout le monde pour moi, ne m’ou- bliez pas surtout auprès de Mme Ménager, de Mme Gentilhomme, Mme Duval et de leur famille.

Au revoir cher papa et bien aimée petite mère. Votre petite Maria qui vous embrasse bien bien dur. Maria Duval

Tad-Kozh e Pariz

1900 : an Diskouezadeg Hollvedel e Pariz. Trenioù « plijadur », sañset, war al linen- noù a gas eus an holl rannvroioù d’ar gêrbenn. Trenioù kalz gwelloc’h-marc’had evit sachañ an dud da welout Pariz ha da zispign o zammoù gwenneien.

Ma, setu Tad-Kozh hag e vab, an tonton Paotr, oc’h ober o soñj mont ivez d’ober un tamm tro. Pell-pell a oa edo e verc’hed o pediñ anezhañ da vont d’o gwelout. Bremañ eo marv unan anezhe, met he bugale ‘oa du-hont, ha na pet ha pet all eus e gerent hag e amezeien !

N’ouzon ket e pe vare ar bloaz e oant aet, me ‘gred e oa goude an eost pa oa dibre- set al labourioù pennañ. E ti va zud e lojent o-daou. Ne oa ket a weleoù a-walc’h met graet e veze paillasse par terre eme Mamm ; an hañv tomm e oa. Pres vras a oa e Pariz e-skeud ar diskouezadeg-veur-se. Va zad a oa bet a-boan dezhañ kaout un devezh dieub da vleniañ anezhe dre Bariz. Met va zonton Paotr hag en doa graet ul lodenn vat eus e amzer-soudard e Pariz a oueze ar roud, ha Mamm ivez a-benn neuze. Hi hag a oa un dra bennak evel un asistantez sosial, a-raok ar ger-se. Hi hag he devoa bleniet meur a Vreizhadez yaouank etrezek e-lec’h m’o dije da vont, o sikouret da gaout lojeiz ha labour, o bizitet en ospital pa vezent klañv pell deus o c’herent, eus o Brod evel ma lavar ar werz kozh « Janed en Kêr ».

Dont a rae Bretoned Tonkedeg da welout Chañ-Mai ha Paotr Chañ-Mai ha pedet hag aspedet e vezent da vont da welout nouspet familh. Bez’ ‘oa Soaz Gwernioù, a  oa bet matezh e ti Tonton Paotr, dimezet da Louis Jafrez. Bez’ e oa Soazig Perrot, dimezet d’ur marichal eus Tonkedeg ivez, a laboure war e gont e-unan : ober bin- vioù evit implijidi Kêr-Bariz. Bez’ ‘oa familh va zad : Reune Dualenn, adjudant e Joinville-le-Pont ; Imari o terc’hel otel en Enghien ; François o servijiñ ‘n un ti- debriñ pe un dra bennak evel-se ; Janivonig, dimezet d’un Duval all ivez, hemañ kontroller e Pariz. Bez’ e oa ivez bugale da Loeiz Dualenn, kendirvi da’m zad. Bez’ ‘oa Jean-Marie Lukaz Run-Rioù, e vab-bihan oc’h ober e amzer-soudard e Pariz. Bez’ e oa evel-just e vab-kaer Gwezhenneg. Hemañ addimezet da Julia Tournoux hag e vugale vihan Adèle hag Edouard.

Met mignoned hag amezeien va zud e 248 rue de Paris e Montreuil-sous-Bois ‘oa tout o tont da ziskouez o brasañ joa ouzh va zad-kozh hag e vab. Ken erru mat ‘oa Mamm gant an dud-mañ… Iskis eo, met hervez ma lavare perc’henn an ti-se, an 248, da’m mamm, e veze kemmet lokatourien e-barzh ken alies ha bep tri miz. Hag adalek ma oa deut va zud da chom e-barzh, den ne glaske mui dilojañ. Ne vefen ket gouest da lavarout perak e gwirionez.

Prim e oa tremenet ar sizhun-se eta gant Tad-Kozh. Gwelet gantañ familh ha kenvroiz. Muioc’h a amzer emichañs en doa tremenet gant ar re-mañ eget o tic’houzougañ ouzh marzhoù ar gêr-veur ha traoù souezhus an diskouezadeg etre- vroadel — pe gentoc’h hollvedel.

« Ma, eme Tad-kozh, ur gêr gaer eo Pariz, memes tra, ret eo lâret ar wirionez. Met, met netra evidon-me, n’eo trec’h da Donkedeg, e Breizh. Ar Vretoned n’emaint ket er gêr amañ. N’emaint ket ‘n o bro. Un dra bennak a zo a-dreuz pa’z eo ret dezhe dont betek amañ da c’hounit o buhez ! »

Ya, un dra bennak a oa sur a-dreuz hag a zo aet war washaat a-hed ar c’hantved- mañ, siwazh ! A-vilionoù eo bet lonket Breizhiz gant Gastopolis. Lod o deus gallet tec’hel prim a-walc’h gant un tammig yalc’had da sevel un dra bennak en o bro. Lod all, trec’het gant kleñved ha droukchañsoù, a zo marvet du-hont er vizer. Lod all a zo chomet betek o retred ha deut neuze da vervel en o c’horn-bro, met ar re-mañ eo ar peurliesañ chomet o bugale du-hont, dimezet alies gant tud eus pro- viñsoù all. Diskoulm ebet ken d’o c’hudenn, teuzet o fersonelezh vreizhat e mes- kailhez ar c’hwec’hkogn.

Me ‘gred, war hent an distro, e tlee Tad-Kozh kanañ evel Tomaz Kamlez o tistreiñ d’e vro :

Adieu Kapital Frañs diaes, koant ha treitour…

M’ hoc’h ali yaouankiz, mar kirit va c’hrediñ Nan it ket da Bariz, da glask ‘n em istruiñ Rak e-pad o buhez ‘reont ar memes tra Diroutinet un deiz int sotoc’h ‘vit ar wa(z). (In « Itinerer an Tour de France » — 1870)

Ne oa ket dinec’h spered Tad-Kozh o tistreiñ eus Pariz evelkent, rak e nizez Joz, a oa gantañ tost da bemp bloaz ‘oa, ‘oa o vont da zimeziñ d’un den yaouank eus Tonkedeg ivez ; ha penaos e raje adarre e-unan da eizh vloaz ha tri-ugent treme- net ? Mamm a oa deut da zegas Maria d’ar skol da Bederneg, marteze end-eeun he doa beajet asambles gant he zad hag he breur o tistreiñ eus Pariz gant an tren « pli- jadur » marc’had-mat sañset, hag a chome a-sav e kement gar ‘zo etre Pariz ha Brest. Kouchet an dud e-barzh evel foenn er solier.

Chom a reas Mamm gantañ betek fin ar bloaz peogwir e oa aet Joz gant he fried da zerc’hel un tammig atant e Tonkedeg bepred. Met Mamm n’helle ket chom re bell e-maez ar gêr. Va zad a oa null da zerc’hel ti e-unan ha ‘n em daol a raje adarre da evañ.

Ret ‘oa kaout un diskoulm d’ar gudenn ha n’oa ket aezet. Tad-Kozh a yae e yec’hed prim war ziskar. E galon ‘oa skuizh, div wech e oa bet ret kaout ar mezeg war e dro : un wech e ti e verc’h e Run-Rioù, ma oa aet di war e dreid gant un devezh moues- tijenn ; prest ‘oa da vougañ pa oa erruet. Ret e oa bet gervel ar medisin war e dro ha kas anezhañ en-dro d’ar gêr gant ar wetur. Ur wech all e oa o sikour hadañ ed e ti c’hoar Erwan ‘n Alan, ur vaouez kozh o vevañ diwar nebeut gant menaj ur vuoc’h. Un dachenn winizh a hade bep bloaz, ha Tad-kozh a yae da sikour da heul term Roperz-Huon. Poan en doa bet en deiz-se o tont d’ar gêr. An deiz ‘oa bet gleb ha mankout a rae e galon hag e alan dezhañ. Ar medisin a zifennas outañ labourat ha mont e-unan en roud dreist-holl pa vije amzer voug.

Trubuilhet-spontus ‘oa o soñjal e vije ret dezhañ lezel e venaj bihan, e di e-unan, ha mont, evel ma lâre, war oaled tud all. Met ouzh ar ret n’eus ket a remed.

E ti e vab e oa e blas hiviziken. Aze ‘oa an diskoulm nemetañ. E gêr gozh a oa eno. Eno e oa ganet. Eno e oa ganet ha savet e familh. Eno e oa marvet e bried karet. An ti-se a oa savet gantañ. Na oa ket aze ur santimetrad-karrez a zouar a-gement n’en dije skuilhet warnañ e c’hwezenn.

Mestr Roperz-Huon ‘oa e vab, gwir eo. Ur mab doujus ha degemerus. Met bez’ ‘oa ur verc’h-kaer, ur plac’h speredek, ur plac’h a-benn, ur wreg vat, ur vamm vat. Met un dra bennak dilavarus ‘oa etrezi hag he zad-kaer. Istim ha doujañs he doa evitañ, ne c’helle ket bezañ a-hend-all : un den a seurt gant Tad-Kozh. Setu e doare komz a-vremañ a vefe lâret : n’edont ket o-daou war ar memes hedad-gwagennoù. N’o doa netra an eil da rebech d’egile koulskoude. Met setu, re a bersonelezh o doa an eil hag egile…

An div seurez a oa deut un nebeud devezhioù e vakañs da di o zad. Mère Anne de Jésus ‘oa dija gwall glañv ha bet he doa aotre da zont d’ober un diwezhañ gwela- denn d’he zad, ha da Roperz-Huon ma oa chomet ken stag he c’halon outañ. Saint Lucien ‘oa lezet da zont ganti ivez un devezh bennak. Poaniet e oant o-div gant tru-builh o zad. Kaer o doa klask e frealziñ. Re galet e kave e blanedenn. Gwir eo pa vez savet un tiad bugale gant kalz a boan en un amzer ma oa ken start derc’hel bara ha ne oa hini anezhe chomet gantañ da zerc’hel e di en e gozhni…

Mont a rae a-wechoù betek bevenn an dispi : « Lakit ac’hanon aze, emezañ, e-kreiz Park Penn an Ti ha grit un dennadeg warnon… » Ur ranngalon ‘oa d’e vugale klevout kement-se.

Mamm, goude bezañ kuzulikaet gant he fried, va zad, chomet e-unan e Pariz, a zivi- zas chom c’hoazh gantañ un nebeud sizhunvezioù gant doan e kouezhje klañv gant ar glac’har. Met se ne c’helle ket padout. Maiaig ‘oa lakaet e pañsion e Pederneg gant he zintin Mère Saint Lucien, en oad ‘oa da vezañ skoliet. Ha Mamm a rankas distreiñ adarre davet he fried pe ‘vije bet aet ar stal da fall gantañ, pa ne oa bis- koazh en em lakaet da ober e venaj e-unan. E-skeud debriñ er-maez, e veze evet ivez !

E nizez Joz ‘oa dimezet. Setu-eñ e-unan, ar paourkaezh Tad-Kozh. Un devezherez kozh, Soez, a veze o kannañ hag o sikour ober a bep seurt e ti va zonton Paotr, a oa deut gantañ da c’hortoz ma’z asantfe lezel e stalig evit mat.

Kavet ‘m eus lizher ma zonton Paotr da’m zud o kemenn dezhe e oa erru Tad-Kozh e Roperz-Huon hag e oa renket pep tra. Setu an tenor anezhañ :

Tonquédec le * janvier 1901 Cher beau-frère et chère sœur

Je viens vous informer que nous avons fini d’arranger les affaires de mon père, il a même quit- té le Convenant Jugard depuis samedi et il s’est installé chez moi dans la petite chambre.

La vache a été vendue jeudi à Lannion 195fr. mais naturellement c’était pour lui. Le cochon  a été vendu 154fr.

Il s’est réservé son armoire, son lit, son horloge avec son coffre, quelques effets de literies, divers autres objets tels que verres, bols, chaises etc. Le tout pouvant valoir 130 à 140 F ce qui porte à 480fr. ce qu’il a pris sur son mobilier.

Pour les meubles meublants on a fait 2 lots dont un nous appartient et l’autre à Marie-Yvonne. Le 3e lot a été compensé par du blé. On tirait au sort, mon père tirait pour vous et voici le  lot qui vous est échu :

Le lit qui faisait face à la porte, estimé . . . 25 F. La table avec ses bancs, estimés . . . . . . . . . 8 F. Le banc-dossier, estimé   . . . . . . . . . . . . . . . 3 F.

Le buffet, estimé   . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 6 F.

La baratte, estimé . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 3 F.

La grand marmite, estimée  . . . . . . . . . . . . . 9 F.

 

La brouette estimée   . . . . . . . . . . . . . . . . . 9 F.

Total . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . 63 F.

* Amañ un darchadenn, n’eo ket lennapl an deiziad.

 

Je tâcherai de vous les conserver pour le mieux. Marie-Yvonne a eu la grande armoine esti- mée 60 F et moi j’ai eu du blé en compensation.

La literie a été partagée en 3 parties égales ainsi que la vaisselle que mon père n’a pas gardée. J’ai mis voytre part de côté, vous les aurez quand vous voudrez. Quant au bois de chauffage et le peu de paille qu’il y avait, nous les avons enlevés, Lucas et moi par moitié, mais voici ce que nous nous sommes convenus de vous donner quand vous viendrez au pays et pour la part qui vous est due :

chacun de nous : 100 fagots, un mille de paille, un mille de légumes et 500 livres de patates

Il se peut que je ne serai pas exempt de commentaires, mais j’ai eu à cœur d’avoir fait pour le mieux.

Nous ne savons pas encore ce que nous ferons des récoltes, mais, ma part, je suis content de l’abandonner, ce qui doit me revenir, pour être exempt de payer le loyer.

J’espère une réponse pour me dire que vous acquiescez à ce que nous avons fait, mon père   à l’air d’être content depuis qu’il est arrivé.

Nous nous portons bien tous et désirons que vous y êtes de même. Votre dévoué frère

Ollivier (sinadur)

As-tu parlé à Guézennec de ses terres ?

N’ouzon ket perak e komze Tonton Paotr eus récoltes. Emichañs ‘oa bet hadet dija ed, kerc’h ha gwinizh e Koumanant-Sugard pa oa dilojet Tad-Kozh.

An douar-se a oa d’an dintin Teofil, an hini ‘oa marv dija, met Gwezhenneg, he fried, a oa kulator d’ar vugale, heritourien a-berzh o mamm ha perc’henn eta da Goumanant-Sugard ha dleourien, evel pep hini eus bugale Tad-Kozh, d’ar bañsion divizet er rezervasion.

Emaomp eta e Genver 1901. Tad-Kozh a rae ar pezh a c’helle e Roperz-Huon, siou- lañ ma c’helle, doan dezhañ atav da vezañ a re er gaoz. Mab henañ Tonton Paotr, Imari — va faeron diwezhatoc’h — a oa er skol e bourk Tonkedeg. Léontine ‘oa kaset da Bederneg ivez, asambles gant Maia. Ne chome neuze nemet Marie-Angèle, tri pe bevar bloaz, ur bugel futet, ul latenn dezhi. Ne vanke ket a gaoz d’an tad-kozh, met sav-taol e veze kollet e vazh aet gant an hini vihan. Pa’z ae gantañ da gas ar saout d’ar park e felle dezhi kaout bazh an tad-kozh da gouch war ar saout :

« Damañ din ar vazh-se, Ta-Kozh. C’hwi zo ‘r vezh gwelout anoc’h gant ar vazh-se. Roit ‘nei din da gouch ar saout ! » Seder ha fentus ‘oa, ha dever enni !

Va zintin St. Lucien a zeue ur wech an amzer da zegas an div vihan da welout o zud hag o zad-kozh. Ur « c’hourier » a oa oc’h ober an treizh etre Lannuon ha Gwengamp hag a dremene dre Bederneg ha dre Donkedeg. Marc’had Lannuon d’ar Yaou, marc’had Gwengamp d’ar Sadorn. Ha Maiaig, petra ‘rae ? Miret he « boñboñ » — p’he dije — da zegas d’he zad-kozh… Deut ‘oa Tad-Kozh da vezañ sot gant sukr. Mamm a zegase ivez dezhañ pakadoù dre ar post. Iskis eo. An tadoù-kozh, peurvuiañ eo a bren « boñboñ » d’o bugale-vihan.

Ar paourkaezh Tad-Kozh ! Ur glac’har bras ‘oa da gouezhañ warnañ c’hwec’h miz goude ma oa deut da di e vab. Marv e verc’h Sœur Anne de Jésus. E noz Gouel-Yann 1901 ‘oa marvet trumm hec’h-unan, taolet ganti he gwad.

Klañv-bras e oa pell a oa. Degemennet ‘oa bet d’ar familh mont d’he gwelet. Tad- Kozh, a gave re skuizhus dezhañ ober ar veaj da Bleneved-Yugon, a baeas o zren da Varivon ha d’e vab Tonton Paotr. Ha, hervez am eus klevet goude, da bell goude evel-just, graet he doa ur sarmon d’he c’hoar ha d’he breur. An daou-mañ o doa bet al lodenn vrasañ eus mobilier va zad-kozh. Peogwir Marivon a oa bet e-pad dek pe daouzek vloaz o vezañ sikouret e kement stumm eus ar gêr pa ne oa nemeti dimezet. Mont a raed da sikour war al labour pa’n em gaved foulet gant al labour. Pa’n em gave berr ar boued-loened, pe ar boued-tud, n’he doa nemet dont d’ar gêr da gerc’hat, kuit a voneiz, se ‘zo sklaer.

Va zonton Paotr neuze, pa oa chomet ar menaj war e gont e Roperz-Huon en doa bet ar mobilier en e lavar, rak Tad-Kozh a lâre ordin e oa gwelloc’h gantañ gwelet anezhe tout o vont gant an dour eget gwelet ar werzh warne.

Degaset he devoa Mère Sainte Anne de Jésus soñj d’an daou-mañ eus ar pezh o doa profitet, ha lavarout dezhe ‘oa o dever sikour o c’hoarezed. Va mamm pa zistroje d’ar vro, ha bugale Teofil ‘oa bremañ ul lezvamm warne hag a sachfe ar muiañ posupl evit he merc’h hec’h-unan. « Te, va c’hoar Marivon, ac’h eus graet dija da zever frank o tegemer da c’hoar Teofil en he c’hleñved mervel hag o soursial ouzh he bugale. Te, va breur, a ranko dit, pa zeuy da c’hoar vihan d’ar vro, sikour anezhi da gemer he lañs. Da zever eo. »

Prometiñ a reas ar breur ha dalc’het en doa d’e bromesa. Trugarez dezhañ. Hag an dintin Marivon ivez, daou vloaz goude, pa oa ranket degas Maia war ar maez, war urzh ar medisin, c’hwec’h pe seizh sizhun a-raok ma oa dieub Traoñ-an-Dour, he doa degemeret anezhi gant he mamm ha marvet e oa va c’hoar vihan ganti evel ma oa marvet Teofil. Doue d’o fardono holl…

Pa oa erruet ar pellskrid e Roperz-Huon da gemenn ‘oa marv Mère Anne de Jesus e oa an dud o verniañ foenn e park nesañ d’an ti. Tad-Kozh ‘oa ivez gante ha bet ‘oa ken skoet gant ar c’heloù ma oa kouezhet war e vern foenn, hanter semplet. Ken fall ‘oa e galon dija. Setu ‘oa aet div eus e verc’hed ‘n ur ober pevar bloaz ! Homañ da vihanañ na chome ket a vugale war he lerc’h. Met ur plac’h a dalvoudegezh vras e oa. Ur gwall goll ‘oa bet d’ar gouent-vamm. Ezel ‘oa eus kuzul ar gouent, mamm- briolez e Pleneved ha hi yaouank-flamm c’hoazh. Da c’hwec’h vloaz ha tregont e varve. Ouzhpenn ober skol hag he c’harg a superiolez e roe ivez kentelioù prevez da zimezelled ar c’hastell e Pleneved. Ha pa oa graet ar c’hadastr nevez er gumun ‘oa-hi eo he doa graet ar pep brasañ eus al labour. Setu pa oa marv, ar maer hag e guzul o doa kinniget ur bez dezhi er vered « da viken ». Ar Palmes Académiques he doa bet ivez hervez. Livañ taolennoù a rae ivez. Se ne’m eus ket gwelet, met he barzhonegoù a brizan kalz rak al lodenn vrasañ anezhe a zo bet awenet gant he yaouankiz e Roperz-Huon.

Ul lizher digant Mère St Lucien da’m zud goude marv he c’hoar a lavar pegen erru mat ‘oa ha pegen prizet.

 

J.M.J.

Cher beau-frère et bien-aimée sœur

Vous me pardonnerez de ne pas vous avoir répondu plus tôt. Mon cœur encore tout saignant me laisse à peine la force d’accomplir mes devoirs les plus indispensables. Quel coup de Dieu ! J’ai beau faire je ne puis tirer la vue et la pensée de la pauvre petite sœur Anna de Jésus de mon esprit.

Je crois fermement cependant, que notre chère regrettée est mieux là-haut qu’ici-bas et qu’elle intercède déjà en faveur des siens auprès de Dieu car la mort étant l’écho de la vie, la sienne a dû être bien précieuse aux yeux du bon Dieu.

Chère Françoise, je t’ai gardé le petit chapelet de Ste Anne de Jésus pour souvenir. C’est un chapelet qu’elle a souvent égrené et baisé, celui qu’elle tenait entre ses doigts glacés dans sa chapelle mortuaire, celui qu’elle avait au cou en mourant.

Si je n’écoutais que mon égoïsme, je l’aurais gardé pour moi comme une précieuse relique. Je me demande comment te l’envoyer. J’ai si grand-peur qu’il ne soit perdu. Je vous envoie ci-joint un petit brin de ses cheveux et une petite image (des siennes) pour chacun de vous.

Que vous dirais-je maintenant ? Je suis allée voir mon père avec la petite Maria le jeudi        4 juillet. Ce même jour il y avait des messes pour Ste Anne de Jésus, mais n’ayant pas été avertie, je n’ai pu y assister à mon grand regret. Mon père va passablement sans être fort. Il tousse toujours beaucoup et a toujours la courte haleine. Je le trouve cependant un peu plus fort que l’autre fois.

Marie-Yvonne était à la maison. Elle est bien, ainsi que toute sa maisonnée et celle de Ropers- Huon. Yves-Marie a passé son examen du certificat d’études avec succès.

 

Jeudi dernier j’ai été assister au service d’octave de la pauvre petite Ste Anne à Plénée. Ceci m’a encore renouvelé toute ma douleur et cependant il faut que je m’y fasse une raison en tâchant de me résigner à la Sainte Volonté de Dieu. Je sais que son sort est plutôt à envier qu’à plaindre.

L’assistance était aussi nombreuse au service qu’à l’enterrement : douze prêtres, une cin- quantaine de religieuses et une grande foule de monde. Il n’y a qu’une voix pour dire que notre pauvre sœur est haut dans le ciel. Une sœur converse de Jugon me dit : j’ai supplié ma Mère de me laisser venir sur la tombe de Mère Ste Anne de Jésus pour demander ma guéri- son. Pauvre sœur, si elle a quelque puissance auprès du bon Dieu, je sais qu’elle n’oubliera pas les siens. En attendant prions beaucoup pour elle aussi, car il faut être si pure pour entrer dans le ciel.

Et maintenant un petit mot de la chère petite Maria. Elle est bien portante, joue et travaille presque trop, mais mange avec moins d’appétit depuis les grandes chaleurs, aussi elle s’est beaucoup coulée. Elle ne peut plus aussi prendre de l’huile et je lui ai acheté une bouteille de Malaga qu’elle prend mélangé à du vin de Quinquina. Elle ne souffre pas, de nulle part et s’amuse comme dix, mais c’est la chaleur qui lui ôte l’appétit.

J’oubliais toujours de vous demander lequel des 2 catéchismes, breton ? français ? il faudra qu’elle apprenne. Elle sait joliment de l’un et l’autre.

Eugène Leroy arrive du pardon de Plouaret, Marie-Yvonne n’était pas contente que la petite Maria ne l’avait pas accompagnée, mais la petite ne voulait pas aller sans moi. J’oubliais de vous dire que la petite Maria n’a pas vu sa bonne grand-mère comme elle avait promis de venir jusqu’à chez mon frère. Je n’ai pas cru devoir envoyer la petite Maria, par une telle chaleur jusqu’à Kerrangwez. Mais nous avons attendu inutilement jusqu’à 5 heures. Maria avait beaucoup de chagrin de ne pas la voir et je partageais sa peine.

On m’a dit que votre bonne mère était très peinée, que vous ne lui écriviez pas plus souvent. Pourvu que Guézennec ne nous tracasse pas avec le petit bien de la pauvre Ste Anne. S’il venait à le faire vendre ce serait très désagréable pour tout le monde et pour moi en parti- culier. Je crois qu’Eugènie partira à la fin de l’autre semaine pour Paris. Nous attendons la réponse de Jean-Marie. Si elle y va elle ira vous voir avant de retourner à Pédernec. Je vais voler un peu de papier à Maria. Offrez ma religieuse affection à Guézennec et à Julia et embrassez les deux enfants pour moi s.v.p.

Skrivet ‘oa a-dreuz hag a-hed al lizher-mañ. Berr ‘oa ar paper gant Tintin Seur. Komz a ra eus kemer paper Maria. Marteze ‘oa ur follennig all da heul, distag ha kollet ?

Doan he doa Mère St Lucien en dije lakaet Gwezhenneg, ar breur-kaer addimezet, gwerzhañ peadra Sœur Anne de Jésus. Un hanter eus ar feurm anvet « St-Jean » a oa da bep hini eus an div seurez, an hanter-se ‘oa eta da rannañ etre ar breur hag ar c’hoarezed peogwir ne gemerje va zad-kozh nemet e rezervasion ; indivis ‘oa ar peadra-se etre an div c’hoar, met goude e oa bet ret renkañ an traoù dirak noter hag ober ur partaj. Diwezhatoc’h, unan eus bugale Teofil, ezhomm dezhi arc’hant da brenañ un ti-koñvers, a lakaas ar feurm e gwerzh. Prenet e oa bet gant an dintin Marivon ha dalc’het ganti hag he bugale betek m’o doa dilezet o menaj bras e Run- Rioù. An daou feurm-mañ a zo stok-ha-stok o douaroù.

Eugénie Leroy-mañ a zo kaoz diouti e meur a lizher a oa ur verc’h-vihan d’ur c’hoar da’m mamm-gozh : Annivon, dimezet d’un Nikolaz. He merc’h, Jan Run-Rioù, kaerañ plac’h ‘oa e kanton Plouared, hervez, a oa dimezet da unan diwar an hent- houarn. Eugénie a oa he merc’h hag ur breur he devoa : Eugène ! Marvet ‘oa o mamm abred hag Eugénie ‘oa bet savet e Pederneg gant tintin Mère Saint Lucien. Dimezet eo bet gant mab ur c’hoñversant bras eus bourk Tregrom ha marvet ez-yaouank, hi hag he bugel bihan. Mont a rae dija d’ar skol.

Komz a ra Tintin Seur eus Maia en he lizher. Ne oa ket solut. Kavet em eus ul lizher eus an amzer-se a gredan. Deiz ebet warnañ evel kustum.

 

Bon petit papa et maman chérie

 

Je termine ma journée de la Foire du Mene Bre * en vous envoyant mes plus affectueux bai- sers et en vous répétant combien je vous attends avec impatience.

 

J’ai vu Tante Marie-Yvonne aujourd’hui et elle m’a dit que vous deviez arriver avant la fin du mois. Ah, je compte les jours ! oh non, les heures !

 

Gare à tes joues je les mangerai. En attendant ce bonheur, je me porte bien. Je travaille bien, je suis dans la première classe, dans la première division.

 

Eugénie a été reçue hier une des premières du canton. Elle n’est pas forte.

 

Allons bonne petite maman et cher papa, je vous quitte en vous priant de présenter mes res- pects  à  toutes  mes  connaissances  amies,  surtout  à  Mme  Ménager,   à  Mme  Duval,  à    Mme Gentilhomme et à tout le monde.

 

J’oubliais de vous dire que grand-mère a été me voir et qu’elle m’a arrondi ma bourse. A ces jours bien aimés parents.

Votre petite Maria qui vous saute déjà dans les bras et vous embrasse bien fort, bien dur.

 

Maria Duval

Ne gomprenan ket mat petore hini eus foarioù Bre ‘zo keloù e-barzh al lizherig-mañ ha n’eo ket deiziadet. Ma oa ar foar nevez, se ‘vije eizhtez dres a-raok marv Mère Anne de Jésus a oa marvet deiz Gouel Yann. Maria a seblante gortoz he zud kent fin ar miz. Met ne oa ket deut Mamm evit marv he c’hoar kennebeut. Bet ‘oa klañv-hi ur pennad mat ‘tro an amzerioù-se, un « esperañs » eus ur bugel he doa bet ha troet an traoù da fall ha chomet pell klañv goude. Krediñ a ran end-eeun ne oa ket aet Maia d’ar gêr e-pad miz Eost ar bloaz-se. Ne bade ar vakañsoù bras nemet ur miz pe bemp sizhun d’an ampoent ha chomet ‘oa an hini vihan e Pederneg gant he zintin.

* Foar Menez-Bre ‘veze d’ar 17 a viz Mezheven. Foar Ouel-Eost d’an 2 a viz Eost. Foar Vaho-Bre d’an 22      a viz Gwengolo.

Hag an tad-kozh, petra ‘oa e vuhez e Roperz-Huon e-pad en daou vloaz-se, ma oa bet, evel ma lâre, war oaled tud all ?

Ne oa ket gouest ken d’ober e lod er park evel ur gwaz. Ober a rae, a ouzon a- walc’h, ar muiañ ma c’helle. Mil maneur a zo d’ober war-dro ur menaj na c’hou- lennont ket nemeur a nerzh. Kentoc’h muioc’h a basianted : troadañ binvioù da skouer, spisañ kerdin, fichañ klouedoù pa vez torret bizhier e-barzh, pe er skeulioù, pe er c’hrivizhier, hag all. Ober skubellennoù bezv, lakaat dent er restell-eost. Un dra hag a c’houlenne kalz a amzer hag a basianted e oa c’hwennat ar c’harotez gwenn. Bez’ e veze hadet plañchennadoù a-hed ar park evit ar c’hezeg d’ar c’houlz-se. Ne oa ket ar c’hiz da reiñ beterabez dezhe. Ar c’harotez-se ‘oa pitouilh- tre da c’hwennat, diwar bennoù an daoulin, ha ret ‘oa gwelet sklaer. Tad-Kozh, eñ, ‘n devoa kollet ul lagad — hep nemeur a boan, hogos, ha hep gouzout dezhañ. Santout a rae, emezañ, evel pa vije un dra bennak o fiñval hag o treiñ e diabarzh  e lagad. Un deiz ma oa o sellout etrezek Kastell Kergrist e tu all d’al Leger, evel ma oa an heol a-fas dezhañ e lakaas e zorn war e lagad dehou evel ma vez graet da vizeal. Ne welas netra gant e lagad kleiz. Born e oa ha ne oueze ket. Netra d’ober, ar gozhni.

Dic’harzhañ, delioua a oa alies labour ar re gozh er mizioù du, ha drailhañ skilioù d’ober tan. Ret ‘oa memes tra kaout un tamm nerzh evit se. Evit drailhañ patatez da hadañ ‘kerzh Pask ‘oa ret ivez gwelout un tamm sklêrijenn. Koulz ar foenn, kement hini, bihan ha bras, kozh ha yaouank a-gement a veze gouest da fiñval ur forc’h a veze kavet labour dezhañ ; ferc’hier-koad da dreiñ ha da verniañ, ur forn- houarn da zirechañ ha da zarbar.

Ha mont a rae ivez va zad-kozh da di e verc’h d’ober krogadoù, evel drailhañ pata- tez. Mat e oa da vale, met adalek ma oa kroget e galon da c’hoari ar c’hontrol outañ, ne veze ket lezet d’ober kement-se a hent war e dreid, peogwir ‘oa kezeg ha gwetur e ti e vugale. D’ar Sul ne oa ket pell eus ar bourk e Roperz-Huon, e c’hel- le mont d’an oferenn pa ne veze ket re griz an amzer betek ar mizioù diwezhañ. Penaos e tremene goude kreisteiz ar Sul gantañ ? Amañ eo ret din faltaziañ. Hag evit-se soñjal em zad pa oa deut kozh. Mont d’ober un tamm gweladenn da bark- mañ-park, da drevad-mañ-trevad. Gwech moarvat e teue mignoned d’ober ur gao- zeadenn gantañ. Ne lavaran ket da lakaat ur c’hornedad. N’en devoa biskoazh implijet tamm butun ebet. Koulskoude, evel ma lâr ar son : ar butun ‘zo ur mignon d’an den ‘vez e-un’.

Daoust ha kanañ a rae bepred Tad-Kozh  evel pa oa en e gêr e-unan ? Traoùigoù  d’e vugale-vihan marteze. Lenn ar journal, unan ar sizhun, an Électeur des Côtes- du-Nord.

Emichañs ‘n em denne d’e gambr da vemoriñ e amzer dremenet : e vugaleaj evurus etre e dad, e vamm hag e vreur ; ar skol gant Breur Gabriel, hag an iliz, kolist ha chantr goude, desket gant ar gureed yaouank o doa savet ur strollad muzikerien : ar c’horn, an taboulin, ar glarinetenn ha me ‘oar. O, n’eo ket da grediñ e vijent ampart-kaer war ar sonerezh met evit peizanted Tonkedeg e oa se ur « grad » sur-mat. Ha neuze ar strollad-se ‘oa ivez ar brasniver anezhe eus strollad ar c’hoa- rierien pezhioù ha n’eo ket pezhioù bihan patronaj ‘veze gante, met misterioù ha trajediennoù meur : pet soñj ! Buhez Santez Trifina, Buhez ‘r Pevar Mab Emon… Tad-Kozh a c’hoarie roll Renod ha pennadoù all c’hoazh. An derzhienn domm a oa oc’h ober he reuz en amzer-se, ha setu hiniennoù a vanke, neuze ar re ‘oa mat o memor ha prim da zeskiñ a zegouezhe dezhe c’hoari ivez rolloù ar re na vezent ket evit dont.

Iskis eo skritur levr Buhez ‘r Pevar Mab Emon. Kalz a c’herioù gallek e-barzh, galleg hanter vrezhonekaet.

Sonioù pe gwerzioù diwar-benn Napoleon veur hag a oa chomet ar soñj anezhañ bev-mat da amzer va zud-kozh. Bonapartist e oa Tad-Kozh, hervez ma mamm. Daoust d’ar bern tud en devoa bet aberzhet Napoleon en e vrezelioù, kalz tud o doa miret ur soñj vat anezhañ rak goude ar reveulzi vras eo eñ en doa lakaet digeriñ an ilizoù. Familh va zad-kozh o doa bet kuzhet beleien e-pad ar reveulzi vras, e riskl  o buhez. E familh va mamm-gozh e seblant e oa bet kont memes tra. Gwelet ‘m eus ur ganastell e ti va maeronez, derv kizellet ha marellet a goad ivin o tougen aroue- zioù ar relijion. Un doare tabernakl ‘oa e-kreiz gant stumm ur c’halur. War daolenn ar ganastell-se e veze lâret an oferenn. Emañ c’hoazh e ti un nizez din.

Napoleon III neuze, an hini en doa paket e damm digant Bismarck, hennezh ‘oa eus remziad va zad-kozh. Ha bet ‘oa Tad-Kozh ivez enrollet e-pad ar brezel er gward-

« nasional » a veze o tiwall ar vourc’hizien da gousket en noz. Mamm ‘oa tri bloaz, va zad ‘oa nav bloaz. Soñj en doa da welet Erwan ‘n Alan, ar c’hemener-barzh, o taoulinañ war blasenn Runambêr, o lakaat e skouarn ouzh an douar da selaou ha klevet ‘veze ar c’hanonoù o tennañ du-hont war harzoù Breizh ! Santet e veze an douar o stroñsañ, emezañ ! ar vugale a grede…

Soñj en doa ivez an Tad-Kozh eus ar bloavezh spontus 1846 ma oa bet naonegezh er vro. Aet an trevadoù da fall ha ne zeue ket a draoù eus ar broioù all, hag ar pezh   a zeue a veze evit ar re ‘oa kreñv o yalc’h. Mont a rae bagadoù tud yaouank da glask ormel d’an aod en devezhioù mare-bras, seier-kerc’h gante da glozañ o feskerezh. Kontet e veze ar patatez da lakaat da boazhat, pep hini e gont. Klevet ‘m eus va zad o tezrevell unan bennak na oa ket gwell ruz war al labour hag a lâre d’e vreur :

« Gra an dra-mañ-tra evidon ha me roio ur batatezenn dit eus ma lod emberr da noz ! » Pa vez klevet ha gwelet an traoù mat a vez kavet er poubellennoù an deiz ha hiziv !!!

Soñjal a rae va zad-kozh en e re varv. Nag a hini aet eus e familh. E dud, e dud- kozh eus ar C’hrec’h-Balan, e vreur Job, e vreudeur-kaer hag e c’hoarezed-kaer, e verc’hed e-unan, e amezeien, e vignoned, e gamaladoù-skol ha paotred yaouank, e niz Frañsoa-Mari an Danteg aet d’an Amerik ha na oa bet biskoazh keloù anezhañ, mab e oa da Janed Paskioù a oa marvet a gredan, pa ne oa c’hoazh nemet ur babig. An Danteg, e dad, ‘oa pinvidik sañset. Kaset e oa bet ar paotrig-mañ d’ar skolioù bras, hag eno en doa desket bezañ aotrou ha paotr disoursi. Pa oa deut d’e oad gour en doa klasket kaout lod e vamm ha skarzhet d’an Amerik da glask fortun vras. Doue ‘oar pelec’h eo chomet e relegoù.

Hag an darvoudoù bras evel e bloaz ’80 pa oa aet ar pontoù gant an dour bras dirol- let, holl bontoù al Leger war-bouez un nebeud tre. Ma oa bet dour da zistroadañ pontoù mein-benerezh e oa bet kalz a zistruj all ivez. Difoñset an hentoù, diskaret lojeiz ha gwez pa oa ken goet an douar en-dro dezhe, sac’het loened er c’hrene- gelloù, kaniet an douar war ar c’hostez ha dihadet an tachennoù nevez-hadet, an douar o tont gant an dour betek an touflez ken ma’z ae ar park hag ar c’hleuz ‘n ur rez. Ur glac’har e oa bet an dour-beuz-se evit ar vilinerien a oa ken stank en amzerioù-se koulz war an dour bras evel war an dour bihan.

Gwashoc’h eo an dour eget an tan Peogwir an dour a lazh an tan.

Evel-se e lavare ar re gozh. Met aon bras o deveze an dud rak an tan-gwall. Pa veze komzet eus Tan e veze lavaret da heul : Doue ra viro !

Ul lodenn vras eus al lojeiz ‘oa dindan toennoù plouz, e-pad an hañv ne oa netra lakaat an tan da gregiñ el lojeiz plouz-se.

Pa oa deut ar bapeurioù da dornañ — da gas ar c’houfr-dornañ en-dro — e oa bet c’hoarvezet ur gwallzarvoud spontus e Tonkedeg, er Gergastell a gredan, ma ne  oa ket e Run-ar-C’huzh. Bez’ e oa bepred ur gêriadenn a bevar pe bemp menaj, holl dindan toennoù plouz ha tostik a-walc’h an eil d’egile. Deiz an dornañ ‘oa kroget an tan, emichañs fulennoù savet dre siminal ar vapeur ha kouezhet war ur c’houstell-ed. Tomm ha kras an traoù, un dakennig avel oc’h atizañ an tan, daoust ma oa kalz a dud war al leur ne oa ket bet tu da lazhañ an tan, primoc’h ez ae eget ma c’helle an dud — lakaet a-chadenn-degas-dour war ar plas. Riñset e oa ar gêria- denn, eost ha lojeiz, a-vec’h ma oa bet saveteet an dud hag al loened, un tamm lienaj, ur besel, un tamm meubl bennak, ur bern tud a oa ‘n em gavet war al lec’h koulskoude. Gwelet e veze ar flamm eus a-bell. Darn eus an dud a grede dezhe ‘oa tost-tre hag o doa graet levioù ha levioù. Ne oa ket evel bremañ paramantet pao- tred-an-tan, na pellgomz d’o gervel, na karr-tan ebet. Kloc’h-galv ‘veze sonet, tud ar barrez a gleve evit ul lodenn, se ‘oa diouzh roud an avel. Ne oa ket ivez a stan- kadoù-dour prientet evel bremañ.

Perc’henn ar vapeur a oa sellet evel kablus ha penn-kaoz d’an darvoud. Lakaet e oa war an douar noazh hep bezañ gallet digollañ ar paourkaezh tud o doa kollet pep tra. Nebeut a-walc’h a dud a veze asuret d’ar c’houlz-se, ken bihan e oa an arc’hant. Tiegezhioù mat ar barrez a roe pep hini hervez e volontez hag e beadra : boued tud ha boued loened, lienaj hag ur gwenneg bennak d’ar re a gouezhe seurt droukchañsoù warne. Ar c’hiz ‘oa da lâret : « War-lerc’h an tan e vez chañs ! » Marteze evit reiñ un tamm esperañs d’an dud glac’haret e veze lâret kement-se.

Dont a rae ivez war spered va zad-kozh an torfedoù euzhus c’hoarvezet er barrez en e amzer hag o doa ledet ar spont hag ar vezh war Donkedegiz evit bloavezhioù. Ne gredan ket e veze techet Tad-Kozh d’ober re a soñjoù du. Goût a oueze en em ziduiñ gant e vilbern chañsonioù, krennlavarioù, rimadelloù ha fentigelloù, hag a- hend-all, en gwir gristen e rene e vuhez, e santimantoù o klotañ gant liderezh ar bloavezh kristen en Iliz Katolik.

Evel ma oa bouzar — pe da vihanañ, bez’ en doa teñvalglevout — ne oa ket gouest da heuilh ar gaoz pa veze meur a hini o tivizout dirazañ, hag e veve eta diwarnañ e- unan, diwar e hunvreoù, diwar e eñvorioù. En holl, ar peizant n’eo ket ur c’homzer- kaer — daoust ma vez kavet memes tra ur piler-e-c’henoù ur wech an amzer. Nann, un doare diviz mut a zo etre an douar, traoù ar parkoù, ar gwez, al loened ; hag ar c’houmoul ; hag ar stered, hag ar peizant — ar gwir beizant ! Neb n’en deus ket bevet e holl vuhez el labour-douar n’eo ket gouest da intent ar pezh a lâran. Santadurioù ‘zo n’o deus ger ebet d’o displegañ e yezh an dud. Trouzoù zo n’o deus anv ebet. Mil arliv ivez n’int ket renket e skeul glasel al livioù dre ma kemmont koulz lâret a eur da eur a-hed an deiz.

Heol ! Livet ‘c’h eus e roz va fark A oa louet emberr…

(Ronan Huon en Evidon va-unan)

Tad-Kozh, abaoe m’en doa lezet e venaj gant e vab, en doa roet ivez e zilez e kuzul an ti-kêr. E vab ‘oa bremañ kuzulier ha dibabet e oa da eilmaer, da « adjoent » evel ma vez lâret en Treger. Mari-Añjelig a oa yaouank-tre c’hoazh p’he devoa kemeret un tamm brav a lorc’h eus karg he zad, pichoñs ! « Me eo plac’h  bihan  an adjoent, » emezi d’an hini a gave anezhi war an hent o vont da di Soez-Kozh, an devezherez a oa o chom en tu all d’an hent.

Plijout a rae d’an hini vihan mont da latenniñ gant Soez-Kozh ha da zastum kaoc’h- kezeg ganti. Tad-Kozh en devoa graet ur skubellenn vihan beuz-bleiz dezhi, staget un tamm feilh bennak ouzh ur vazh-koad skañv d’ober un doare paliked, ha bec’h d’ar c’haoc’h-kezeg — teil ar paour. Met ne oa ket padet pell ar jeu : unan bennak a oa tremenet ha kroget d’he goapaat. « Hola, emezañ, plac’h bihan an adjoent o kaoc’hkezeka ? Foei ! gant ar vezh ! » Feuket ar bugel evel-just, ofañset he c’halite. Echu ‘oa pardon ar c’haoc’h-kezeg gant Mari-Añjel.

Maer ar gumun a oa pell eus ar bourk hag e kave alies an dud aesoc’h dont da gaout an « adjoent » hag a oa ur c’hilometrad hepken eus bourk Tonkedeg hag ouzhpenn, aesoc’h ‘oa tostaat dioutañ eget d’ar maer. Chom a rae sioul da selaou ouzh pep den ha klask a rae un diskoulm da bep kudenn pa veze posupl. Komz a rae d’ar maer ha plaenaat an traoù pa c’helle. Setu an tad-kozh a wele kalzik a dud hep mont en hent. Klevout keleier eus e vugale ‘oa, se ‘zo sklaer, an dedennusañ evitan, ne’m eus kavet lizher ebet eus an daou vloaz diwezhañ-se skrivet gantañ.

Er bloaz 1902 e oa deut Mamm da gerc’hat Maiaig da fin ar skol ha da welout Tad- Kozh. Kalz traoù, emichañs, o doa da gontañ an eil d’egile, ha soñjal a raent mar- teze e oa ar wech diwezhañ dezhe d’en em welout.

Maiaig a oa bet da Bask o tremen un devezh bennak e Roperz-Huon gant he c’heni- tervez Léontine. Kavet ‘m eus ul lizher eus ar bloaz-se. Setu :

Bon papa et bien-aimée maman.

 

Je voulais vous écrire depuis ce vendredi, mais tante a préféré attendre l’arrivée du colis, lequel nous est arrivé ce matin.

 

Mille et mille fois merci, bien aimés parents, de toutes vos bontés pour moi. Merci des sar- raus, des bas, des cravates, des rubans et aussi des bonbons. Je vais les goûter tout à l’heu- re et je donnerai quelque chose à Léontine.

 

J’ai grandi un bon coup mais je ne suis pas forte, je suis pourtant à boire et à manger toute la journée. Si je pouvais prendre de l’huile je serais plus forte, mais impossible. Je n’ai mal nulle part, je mange très bien et je dors de même. Depuis 2 jours on me fait sortir une heure le matin et une heure le soir me promener au jardin.

 

Ne me plaignez pas et surtout ne vous tracassez pas trop avec moi. Je ne suis pas malade. C’est la crue [ar greskañs] qui m’a affaiblie.

 

J’ai à combattre tous ces temps. J’ai envie d’aller à Tonquédec et envie de rester ici.

 

Si je ne vais pas avec Léontine, j’irai avec Eugénie à Plouaret et de là j’irai passer un ou deux jours à Tonquédec.

 

Je vous prie cher petit papa et bonne maman d’offrir mes plus tendres affections à toutes mes connaissances de Montreuil en particulier à Mme Ménager, à Mme Léonard, à Mme Binet et  à Mme Racine.

 

Je vous quitte en vous envoyant mes mille baisers et en vous redisant Merci ! Merci ! Votre petit chat qui vous aime de tout son cœur et vous embrasse fort.

Maria Duval

Léontine a skriv war gein al lizher :

 

Cher oncle et bonne tante

 

Moi aussi je viens vous envoyer un petit bonjour et surtout un grand remercîment pour la belle cravate que vous m’avez envoyée.

 

Quoique je me plaise beaucoup à Pédernec je vois avec bonheur arriver les vacances de Pâques car je suis pressée de revoir Ropers-Huon. Nous aurons du plaisir Maria et moi, nous nous promènerons un peu partout et nous irons surtout voir tante Marie-Yvonne.

 

Au revoir cher oncle et chère tante

Votre affectionnée nièce qui vous embrasse en vous redisant merci. Léontine Ollivier

 

Triwec’h vloaz ha tri-ugent ‘zo tremenet abaoe m’eo bet skrivet al lizher-mañ gant div verc’h-vihan da’m zad-kozh, e 1902. E 1903 e varve Maria, va c’hoar vihan.

He c’henitervez Léontine a zo marvet dec’h, an 30 a viz Mezheven 1980. Arc’hoazh emañ hec’h interamant e Bulien, Doue d’he fardono ; an dour a zo em daoulagad ha va c’halon a zo en dristidigezh. Ne chom mui ganin eus familh va mamm nemet ur genitervez-kompez : Marie-Angèle, c’hoar yaouankañ Léontine. Evel c’hoarezed e oa an div-mañ din.

Lezel a ra Léontine war he lerc’h bugale, bugale-vihan ha bugale d’he bugale-vihan, en o zouez un Ollivier bihan. Aet eo an anv-familh da anv-badez, Doue ra vennigo anezhe holl !

An daou a viz Gouere. Taol-pellgomz eus Bulien. Aet eo en douar ar genitervez karet. Un engroez a dud ouzh hec’h ambroug. Oferenn interamant latin ha brezho- neg. Ar brezhoneg komzet ganti hag en-dro dezhi bemdez-Doue eus he c’havell d’he bez, he yezh hag he c’hoef ! Hag he mousc’hoarzh ken kaer, ken ‘vo bet a-walc’h gantañ nemetken da ober da sant Pêr, porzhier an Neñv, digeriñ frank an nor dezhi da antren e Baradoz an Aotrou, he mousc’hoarzh hag he mouezh heñvel ouzh trouz aour o titirinañ a rae anezhi ur rouanez. Ra vo e Levenez Doue !

Marv va zad-kozh

Da vakansoù bras ar skol e oa deut Mamm da gerc’hat he flac’h bihan ha da welout he familh ; he zad dreist-holl, ha ne oa ket en e chareoù, pell ac’hane.

Maiaig, kennebeut, ne oa ket yac’h, en gwelet hon eus en he lizher diwezhañ, ha n’eo ket an hañv e Pariz a raje vad dezhi. Met ret ‘oa dezhi bevañ mareadoù gant he zud, memes tra.

Trubuilh he doa Mamm o tistreiñ da Bariz gant ur bugel klañv hag o lezel Tad-Kozh ken klañv all. « Pa grogo ar skol e vo degaset an hini vihan adarre da Bederneg hag e teuin ganeoc’h un devezh bennak adarre ha Maiaig a deuy d’ho kwelout ur wech an amzer gant he zintin.

  • Mar ben bev c’hoazh, » eme Tad-Kozh.

 

Va c’hoar vihan ne oa ket e-tailh da retorn da Bederneg pa addigoras ar skol. Etre daouarn ar vedisined e oa hag he c’hleñved ne oa ket diouzh bezañ dizañjer evit ar skolidi all. Pa oa freskaet un tamm an amzer e oa adkroget da zebriñ gwelloc’h, hag addeuet un tammig nerzh dezhi. Er memes amzer, ar c’heleier a zeue eus Roperz- Huon a-zivout Tad-Kozh ne oant ket evit sioulaat anken va mamm. Edo bremañ Tad- Kozh war e wele hag o c’houlenn gwelet e verc’h. Un tamm a-raok Nedeleg e oa deut Mamm eta da welout he zad ha war ar memes tro da zegas Maia d’ar skol, peogwir e oa gwellaet he yec’hed.

Vakañsoù Nedeleg ha Deiz Kentañ ar Bloaz ‘oa. Maia hag he c’henitervezed a’n em zidue evel ma c’hellent en-dro da Roperz-Huon e-pad ar vakansoù. Mamm, hi, ‘oa ‘n em staliet e-kichen gwele Tad-Kozh. Ne felle ket dezhañ gwelet anezhi o tec’hel ur munud, hervez. Pa ranke diskenn e veze raktal ouzh he gervel. Mamm ‘oa ‘n em lakaet d’ober stamm — ne chome morse dibreder — met se ne oa ket mat d’an Tad- Kozh. « Lez ar stamm-se a-gostez, emezañ, amzer az po d’ober stamm pa vin-me aet d’an douar ! »

Met ‘n em skuizhañ a rae o komz dibaouez ha Mamm a lavare dezhañ : « Ma vijec’h bet gouest da gousket ur pennadig, va zad, e vije torret un tamm ho terzhienn…

  • Amzer a-walc’h am bo da gousket pa vin aet d’ar bed all… » Hag e talc’he da gontañ, evel o tirollañ film e vuhez penn-da-benn.

Ar c’hleñved a rae e reuz. Dindan un nebeud deizioù e oa ‘n em lakaet da alteriñ. Mamm n’e zislavare ket. Ober a rae selloù drouk outi pa na selaoue ket aketus.

Tintin Saint Lucien a zeue ivez da dremen ur pennad gantañ hag e verc’h Marivon memes tra. Tud all a veze o tont bemdez da glevout eus e geloù ha da zegas un draig bennak dezhañ evel m’emañ ar c’hiz. Lod a save d’ar gambr met graet e veze sin dezhe da ziwall da skuizhañ an hini klañv.

Marvet e oa deiz diwezhañ ar bloaz 1902. Poanius e oa bet e dremenvan evel ma vez da galz a glañvourien-galon. « Pounner eo ! pounner eo ! a lâre ur wech an amzer. Klask a rae sevel e zaouarn diwar al liñsel. Mamm a groge neuze en e zorn, d’en distokañ, hag e seblante bout divec’hiet ur momed. « Tosta du-se Visanta, ro un tamm plas din ! »

Se ‘oa bet unan eus e c’herioù diwezhañ. E-kreiz pedennoù e vugale, sparfet a zour benniget e oa nijet ene ar c’hristen rik, an tad karantezus, ar pried feal, ar peizant kalonek ha reizh, ar c’haner brezhoneg difaezhus, ar Breizhad.

Un den a-feson a oa bet e-pad e vuhez, va zad-kozh Roperz-Huon. Joa d’e Anaon!

D’an 2 a viz Genver 1903 ‘oa kaset ha diskennet e plas e bried e bered e barrouz, er bez-se en doa dibabet eviti hag evitañ, tostik-tre da zor an iliz a sko war-zu ar blasenn.

Kaer e oa bet an obidoù. Kanet an oferenn-interamant gant tri beleg, seurezed a oa kalz ivez hag ar c’huzul-kumun en e bezh gant ar maer er penn, keid-all e oa bet kuzulier hag e vab bremañ adjoent. Ar familh pell ha tost, an amezeien, ar vigno- ned, ar beorien ha koulz lâret unan eus pep ti ar barrez.

Met an hini en doa douget ar muiañ a gañv dezhañ, an hini a oa ar muiañ glac’ha- ret he c’halon gant marv he zad-kozh ‘oa Maiaig, « Fallig Tata-Gozh » a gare kement anezhañ evel ma kare-eñ anezhi.

An holl a ouele er vered o welout ar bugelig-se, ken dister e yec’hed, o tifronkal e-tal ar bez, ma rankas Julia, eil pried Gwezhenneg, deut ivez eus Pariz, kregiñ en hini vihan-mañ ha kas anezhi da gemer un dra bennak d’an ostaleri e-kichen. An amzer a oa yen ha dañjer ‘oa d’ar bugel paour da bakañ he marv eno, e-pad an amzer hir a bade al lid diwezhañ er vered : pedennoù ar beleg, pedennoù an hini a veze o lâret gras. Skuilh dour benniget war an arched hag ar poull-bez, pep hini d’e dro ; pa oa kement a dud !…

An eizhved a oa graet adarre kent ma kroge ar skol abalamour da’m zintin Mère   St Lucien ha da seurezed Pederneg hag ar C’houerc’had. Ha tud a-leizh adarre. Ar c’hiz ‘oa da reiñ da zebriñ ha da evañ d’an holl dud deut d’ar servij en un ostaleri er bourk, ur pred skañv met tomm. Ar gerent a zebre asambles. Goude ar pred e veze adarre pateroù, grasoù ha kalite d’ar beorien, d’ar re a veze o anv war ar roll.

Lavaret en doa Tad-Kozh d’e vugale an deiz end-eeun, ma ne fazian ket, ma oa degaset dezhañ e sakramantoù diwezhañ war-dro an Nedeleg : « N’o pet ket damant, bugale, d’ober pep tra evel m’eo dleet ganin. N’o pezo ket a frejoù da gaout diwar ho kodell. Bez’ em eus aze em fres peadra d’ober frejoù ma inter- amant. »

Bez’ en doa e gwirionez, hag ouzhpenn ‘oa kavet war lañser uhelañ e bres daou rollad pezhioù aour : pevar c’hant skoed da rannañ etre e vugale. An tad-kozh mat- se n’en doa morse dispignet ur gwenneg en aner, ur gwenneg evit e blijadur e-unan ; ne oa ket ennañ tech an avaristed. Goût a oueze reiñ, goût a oueze derc’hel, goût a oueze ober implij vat eus traoù ar bed-mañ. Met d’an amzer ma ne oa retred ebet evit ar re gozh, sikour ebet evit sevel ar vugale na sikour ebet d’ar re glañv, e oa ret-mat kaout ur berenn ouzh ar sec’hed pa veze tu. Graet en doa dle alies da brenañ douar. Se na oa ket heñvel ouzh ober dle en ostaleri da lonkañ. Ma oa chomet dle gant e vugale war o douar eo dre ma oa bet deut ken fall war draoù an douar e-pad pemzek vloaz, eus 1882 da 1897, pa ne oa priz ebet war al loened, nag ar greun, pa n’helle ket ar merour paeañ e c’houel-mikael ne oa ket gouest da sevel ar samm-se diwar e chouk, ha mil bennozh Doue a lavaran c’hoazh da’m zad-kozh da vezañ lezet gant va mamm ha ganin goude, an tamm douar treut-mañ en deus evelkent hon maget hag a ra c’hoazh va dudi. Ne’m eus ket gallet e greskiñ kalz. Kresket em eus, avat, niver ar gwez warnañ ha stourm a ran evit ma ne zeuio ket an diaoul « bull » d’ober dioutañ ur « sahara ». Ra blijo gant Doue mestr an Natur !

 

1903

Mamm ‘oa distroet asambles gant va zad un nebeud deizioù goude an obidoù. Maia a oa lezet e Pederneg da c’hortoz ma teujent en-dro d’ar vro peogwir da Ouel- Mikael 1903 e oa sañset ar merour, ar Moal kozh, da lezel Traoñ-an-Dour.

An traoùigoù am eus komzet outo uheloc’h a oa chomet e Roperz-Huon abaoe ma oa deut va zad-kozh eus Koumanant-Sugard. Bremañ goude e varv e leze c’hoazh e bres gante. Ar gwele, e wele, ‘oa lezet gant Soez-Kozh, hi hag he doa sikouret ober war e dro e-pad ma oa bet chomet war e wele. Lienaj ha beselloù a oa ivez da’m mamm. Bez’ em eus c’hoazh em zi, traoùigoù bet da’m zad-kozh, a sellan evel rele- goù doujet : ur gloge houarn, ur plad don gant ur c’hastell kaer evel kastell Kergrist, lienaj kotilh ar gêr, binvioù bihan hag all, hag un tamm eus levr Buhez ar Pevar Mab Emon.

Korf va zad-kozh ‘oa kaset da vered Tonkedeg. E ene, spi am eus, a oa aet war-eeun da Balez an Dreinded. E eñvor, avat, a zo bev bepred e-touez e vugale-vihan, an nebeud a chom diouto, kement ha ken alies eo bet roet din da skouer gant va mamm — ha va zad ivez, an holl istim ha doujañs en doa evit e dad-kaer — ken ma’n deus bet ul levezon vras war va buhez penn-da-benn… Evel ma lavar ar c’hatekiz :

  • Pehini eo ar gwellañ stumm da enoriñ ar sent?
  • Kemer skouer war o vertuzioù…

Graet em eus diouzh va gwellañ da gemer va zad-kozh da skouer. Siwazh ! n’on ket deut a-benn da vale war e roudoù penn-da-benn. Re a feulster en deus treuzkaset din va zad, Doue d’e bardono. Va mamm n’he deus ket lezet ganin a-walc’h a basianted hag a habaskted ha poan am bez oc’h ober ar c’hempouez etre an daou heritaj-se. Gwech eo bet trec’h unan, gwech eo bet trec’h egile. Evel-se emaon… Evel-se on graet hag evel-se on chomet !

Kasit kuit hoc’h anien naturel

Dont a ray en-dro d’ar pimperlamm !

Al lizher-mañ ‘zo bet skrivet gant va c’hoarig tri miz hanter goude marv Tad-Kozh, deiz Sul-ar-Breuz 1903.

 

Cher papa et petite maman,

 

Me voici encore ou plutôt me revoici enfin, car il me semble vous entendre dire : savoir quand nous recevrons des nouvelles de notre petite Maria ?

 

Quelles nouvelles vous donnerai-je ? Je me porte bien, je suis gaie comme un pinson. Je m’amuse bien et je travaille, me dit-on, très bien. J’ai commencé une belle frileuse noire, mais c’est un dessin bien appliquant, aussi je ne vais pas au galop.

 

J’ai vu Tonton Paotr, Tante Jobig et Marie-Angèle il y a quinze jours. Tante Mère St Lucien fut attrapée, elle était à Louargat et ne les vit pas.

 

J’avais eu 7 sous, 5 avec Tante Jobig et 2 d’avec Marie-Angèle. J’avais eu aussi une demi-dou- zaine de crêpes de froment d’avec ma tante. Ils veulent absolument que j’aille avec Léontine pour les fêtes de Pâques. J’avais eu des nouvelles de Grand-Mère, elle est très bien, elle comptait venir me voir avec Tonton Paotr.

 

Eugénie Leroy est à-peu-près guérie. Je lui ai écrit un petit mot lundi. Je suis pressée de la voir.

 

Bonne maman et cher papa, j’ai pleuré de joie en apprenant que vous êtes décidés à venir au pays à la St Michel, car pour moi, je préfère mille fois la campagne à la ville.

 

Si nous n’avons pas de quoi avoir de bonnes choses comme à Paris, nous aurons toujours des pommes de terre et du lard, du pain bis et du bon beurre et surtout du bon air.

 

Allons bon papa et bonne maman, je vous quitte en vous priant de ne pas m’oublier auprès de Mme Léonard, Madame Binet, de Mme Alexandre, de Mme Racine, etc.

 

Souhaitez-leur un affectueux bonjour de ma part.

Au revoir. C’est le bouquet * aujourd’hui ici et on part pour la promenade. Recevez les mille baisers de votre petite fille qui vous aime de tout son cœur. Maria Duval

Daou damm bruzhun eus ul lizher all, skrivet war-lerc’h hemañ, hervez ‘m eus kom- prenet :

 

…je peuk ** encore un peu mais moins que par le passé. Je mange bien. Je dors bien et m’amu- se bien et surtout je ris bien avec Sœur Noël qui me dit des contes toute la journée, en retour je l’aide à faire la cuisine. Toute  la journée je suis à bourrer : lait, œufs, bouillon, sirop,  vin, etc.

Goude Pask ne oa ket bet er c’hlas nemet un nebeudig amzer. Difennet ‘oa gant ar medisin skuizhañ an hini vihan glañv e mod ebet. Va zintin Mère St Lucien — hag a oueze e petore stad e oa koulskoude — a zalc’he da ampelliñ da gas ar c’heloù d’he zud, ken kriz ‘oa da glevout e oa kondaonet o bugel nemeti.

Mère Sainte Agnès, ar superiorez, a gemeras war he c’hont ar c’hemenn-se. He dever e oa. Ha setu un deiz oc’h erruout ar c’heloù gant he mamm da zont raktal da gerc’hat he merc’h war urzh ar medisin.

Tra ma vez buhez en den e vez esperañs. Krediñ a rae Mamm e vije saveteet. Diskouezet e oa bet d’ar vedisined ampart, bourret a louzeier. Unan bennak a lâras da’m mamm mont ganti da gaout ur medisin bras d’un ospital.

Bouquet : boked Pederneg a veze deiz Sul ar Breuz, un doare pardon bihan ‘oa se.

** Diouzh ar brezhoneg peukal = pasaat.

Hemañ a lavaras :

« Kasit ar bugel-se raktal war ar maez !

  • Met, eme Mamm, ‘oa-hi er skol war ar maez. Emañ a-baouez distreiñ ganeomp !
  • Immédiatement la clé des champs ! emezañ, n’eo ket traoù
  • Ni, eme Mamm, a dle distreiñ d’ar vro a-benn tri miz ac’hann. ‘Vefe ket tu da c’hortoz ?
  • Ce n’est ni dans trois mois, ni demain, mais il faut partir immédiatement. C’est à ce prix qu’il vous reste une chance de la garder… »

Pelec’h mont, pa oa marv Tad-Kozh ? ha ne oa dija mui en e gêr e-unan. Pelec’h nemet da Run-Rioù, da di an dintin vat he doa roet repu d’he c’hoar Teofil. Amzer ar respont d’erruout hag en hent gant nec’h ha gant morc’hed degas ur bugel klañv en un tiad tud yaouank ha bugale, an hini vihanañ ne oa nemet triwec’h miz.

An aotrou Even, a oa medisin er C’houerc’had, a rae war-dro Maiaig ha souezhet- mik e veze o welout pegen seder he pegen serzh e chome homañ war he zreid er stad ma oa.

Lavarout a rae da’m mamm — kerent e oant : « Truez am eus ouzhit, emezañ, me am eus kollet pemp bugel hag a oar petra eo, met pemp all ‘zo chomet ganin, ha te ne’c’h eus nemet unan hag emañ o vont eus a-dre hon daouarn. Me ‘zo medisin met n’on ket Doue. Ne ran ket a vurzhudoù. »

Mont a rae Mamm ganti da gemer an aer da dosenn Rubezenn, unan eus parkoù Run- Rioù war un uhelenn a-us d’ar gar, ennañ seizh devezh-arat, ul lec’h kaer eo, ma weler ac’hane Menez-Bre ha chadenn ar Menezioù Are ha nouspet tour.

Ul lizher digant Mamm d’he fried :

 

Plouaret le 12 août 1903 Cher époux

J’arrive encore te donner des nouvelles de notre chère enfant, qui, hélas ne sont guère meilleures ; comme je te disais sur ma lettre de mercredi que j’allais voir le Docteur Even, il a trouvé que la petite allait plus mal, elle avait le poumon gauche congestionné et une gran- de déchirure, il a donné une potion pour lui cicatriser le poumon, puis il a ordonné une vési- catoire (qui l’a beaucoup affaiblie) malgré cela elle se plaint toujours de la poitrine et de son côté. Son nez saigne toujours, dimanche elle a eu une hémorragie qu’elle s’est trouvée mal, il a fallu l’inonder d’eau froide pour l’arrêter.

 

Elle n’engraisse pas beaucoup. Je l’ai pesée jeudi, elle a diminué une livre. Elle ne pèse que 37 l. Hier on a fait des crêpes, elle a assez bien mangé.

 

Cher époux, j’ai reçu ton colis depuis samedi. Maria te remercie de t’être dérangé pour elle.

Remercie aussi infiniment Monsieur et Madame Racine de leur bonne volonté pour vous. Quand je reviendrai je leur apporterai quelque chose.

 

Bien le bonjour aussi à Madame Ménager et à Mme Alexandre.

 

Tout le monde ici te dit bonjour. La moisson est avancée, si le temps le permet on pense battre la semaine prochaine.

Je n’ai pas encore été à Tonquédec. Je ne sais pas si je pourrais y aller. Mon frère et sa femme sont venus me voir dimanche chez eux aussi la moisson est avancée.

Augustine Philippe est morte samedi. Que te dirai-je encore ? Je tâcherai de t’écrire dans la fin de la semaine. Je dois aller un de ces jours voir le médecin. Je te dirai le résultat.

Encore une fois bonjour à M. et Mme Racine. Au revoir cher époux.

Ton épouse fidèle Françoise

Maria envoie un baiser à tout le monde et surtout à son père.

Emaomp amañ an 12 a viz Eost. D’an 10 a viz Here e varve va c’hoar vihan. Stourmet he doa eta a-rez daou viz. E Run-Rioù e oa chomet da vervel. Re fall e oa dija da Ouel-Mikael da vezañ degaset da Draoñ-an-Dour, a oa bremañ goullo.

Teir sizhun a-raok he marv, e oa degaset he Fask dezhi. Dek vloaz ha gouzout a rae katekiz ha pedennoù mat-tre. Graet e oa un tamm lid e Run-Rioù. Gwisket dezhi he robenn ruz-tan ha lakaet war ur gador, he mamm daoulinet en he c’hichen. Amezeien a oa deut da asistañ ha goude ‘oa graet un tamm degemer d’ar re ‘oa eno. Maia a lâras lakaat anezhi en he gwele. Skuizh e oa ha fromet sur-mat. Speredek evel ma oa, he doa komprenet ster ar pask-se degaset dezhi hec’h-unan, un nebeud mizioù kentoc’h eget ma oa sañset d’ober he Fask solanel.

Diwar an deiz-se n’he doa kemeret nemet beradoù dour fresk. Un devezh warn- ugent he doa stourmet ouzh an danijenn-empenn. Ne oa pare ebet d’an ampoent d’ar c’hleñved kriz-se.

Va zad a oa galvet neuze ha roet e zilez eus e garg en tramgirri, ur vicher a blije dezhañ koulskoude, ken sot ha ma oa gant ar c’hezeg.

Rener ar stasion a lavare dezhañ e rae ur sotoni o tilezel ur plas mat, ur charretour ken   mat   oa   ma   n’oa   bet   morse   pennabeg   d’an   disterañ gwallzarvoud.

« Ar sotoni, emezañ, ‘zo bet dont da Bariz. Va daou vugel a gollan ha va gwreg n’eo bet nemet kinglañv er gêr villiget-mañ… Keuz am eus da’m c’hezeg met va dever eo distreiñ d’ar vro… »

Ne oa distroet eus du-hont nemet al lienaj, an dilhad-gwele, ar beselloù. An arre- beuri ‘oa re ger degas anezhe eus keid-all. A-hend-all, meubl mod kêr ne zereent ket ouzh un ti plouz. Lodenn mobilier va mamm hag ur pezh meubl bennak eus ti va mamm-gozh all ne oant ket a-walc’h da leuniañ an ti. Lakaet e oa ober ur pres hag ur c’hased-orolaj e Tregrom gant David amunuzer. Labour vrav ha solut en doa graet.

Met hag a vije bet en ti kaerañ meubl Kastell Versailhez e vije bet goullo bepred. Pa oa aet ar bugel nemetañ, al labousig seder, d’ar Bed all…

Prenet e oa bet ur plas dezhi e bered Plouared e-kichen bez ar familh. Prenet ur biramidenn mein benet. Prenet ur gael houarn goveliet d’ober tro ar bez. Hec’h heritaj ‘oa ! Krisañ planedenn evit va zud ! Pa ne oa mui a spi da gaout bugale all goude kement a gleñvedoù.

Dre betore burzhud eta e oan-me deut er bed-mañ, triwec’h miz goude marv va c’hoar ?

N’on ket bet ur bugel burzhudus avat. Met gwelloc’h eo evit netra… rak n’int ket bet dilezet en o c’hozhni. N’o deus ket ranket mont war oaled tud all evel Tad-Kozh Roperz-Huon. Kement tra a oa e Traoñ-an-Dour a oa chomet war o c’hont betek marv an hini diwezhañ, bremañ ‘zo nav bloaz warn-ugent…

Joa d’o Anaon !

 

 

 

Print Friendly, PDF & Email