Tan

O Tan va breur me ‘gan dit ur c’han a drec’h.
Te ‘zo skeudenn ruz ha gwelevus ar frankiz spontus.
Da zivrec’h a sko trema ‘neñv ha gant da vizied her eo flouriket kerdin an Telennoù.
Meurdezus eo sonerezh da goroll.
Ma vezo echu va deizioù ha ma vo digor ar c’hlouedoù, te ‘devo betek al ludu kerdin va
daouarn ha va zreid.
Va c’horf ne ray nemet unan ganit, va c’halon ‘vo tapet e fulennoù da virvilh hag ar
gwrez devus ‘oa va buhez a lammo davedout hag en em vesko gant da flamm.







« »