Sav-Heol

Ur skleurig ruzart ‘us d’ar Run :
Priñs ar Beure zo dihun
Sioul ha goustad e tistign
E rideozioù voulouz ametist.
Spurmantiñ ‘ran e lagad lugern
E prenestr e gambr roz-brug.
O saludiñ an Deiz.

21 a viz Genver 1965







« »