Piv zo ganet ?

Piv zo ganet ?
Hag e pe Lez ?
Priñs pe briñsez ?
‘Mañ holl gleier ar vro-mañ
En aezhenn flour o vrallañ
Ur bole sioul a Levenez
— Kleier mut ar bisoù-kelvez —
‘Hed ar c’hleuzioù, ‘hed ar girzhier :
Badeziant an Nevez-Amzer
Doue d’hen bennigo !

Meurzh 1975







« »