Kristina

Da Kristina de Trincaud
Edo-hi o pakañ he gitarenn
— E korn va lagad ‘oa un daerenn —
War-lerc’h ur Recital
A sonerezh spagnolek. Sonerezh klasel :
Albeniz ha me oar ? Un drugar :
… Aluzen ur Arzourez yaouank
D’ur Glañvourez kozh
(Ra vo merket dezhi war gaier an Aotrou)
— Na pegen kaer ! emezon. Em strafuilh
Ger all ebet na gaven
— Er skol emaon emezi
Er Schola Cantorum…
En noz-se dre va hun
Notennoù a gorolle em empenn strobinellet
Notennoù heñvel ouzh balafenned
Balafenned liesliv o tarnijal
En-dro da vleuñv frondus
Aouravalenned Sepharad kozh
Balafenned o doa mouezhioù : espar !

[Miz Mezheven 1967]

Print Friendly, PDF & Email