Eured Phyllis ha Christofer

‘Hed an deiz ‘m eus soñjet ennout Phyllis !
Hanternoz eo ha bepred emañ va spered ganit
Pell out ouzhin, hogen ken stok,
Penaos out gwisket ? Penaos out koefet ?
Penaos eo gwisket da bried yaouank ?
Da vreudeur ? Da dad ? Da vamm
Ar Mammoù hag an Tadoù kozh ?
D’an Eur-mañ sonerezh hud ar violoñsoù
E sal-veur Astoria Hotel
Koroll. Koroll bleuñv seiz ha perlez.
Diamantoù o lintrañ war vruchedoù noazh
Dindan sklêrijenn ar c’hleuzeurioù strink
Mousc’hoarzhoù flour. Komzoù melus
Hiboudet izel tost d’ar skouarn
Frondoù soutil ha gwin trellus
Promesaoù berrbadel, berrboell.
Dorn satin un dimezell stardet seven
E dorn gwenn un aotrouig.
Ha warc’hoazh ar Vuhez pemdeziek
Un hent hir o tigeriñ d’ho Tiegezh nevez
Hent ar Vuhez, bemdez disheñvel.
Hiziv bali rozennek. Gwenodenn spernek
Arc’hoazh. Pe milendall zoken.
Padal an eil o tougen samm egile
Ha Plant yaouank o c’henel
Hag o sevel en ho liorzh
Mar plij gant Doue !
Ha daoust ha bet en deus hini pe hini
Ur Bedenn d’an Neñv evidoc’h hiziv ?
E-kreiz lorc’h ha Levenez ar Banked ?
Bennozh Doue war hoc’h Eured mignonez !
Bennozh ar Paour a zoug Eurvad
Hervez lavar an Dud !

14 a viz C’hwevrer 1976







« »