Eus va Gwele

Teir doenn c’hlas o leinoù ruz
Ur groaz houarn en oabl ludu
War lein an doenn uhelañ
he c’hinvi gwer
Laboused-mor o prederiañ
war an amzer
Ur skrevig louet e benn stouet :
Kroazazeuler.
En-dro din ‘met sabad ha foar
Repoz n’hellan
Ha dremmoù ruz ha dremmoù koar
Palez ar boan
Klemmoù. Klemmoù ha garm ha rec’h
Anken ha nec’h.
Boudiged mistr o gouelioù gwenn
A zeu a ya
Mousc’hoarzhoù laouen war o dremm
‘Klask hadañ joa
‘Klask hadañ joa gant had ar Spi
‘Klask hadañ Feiz, gant ar Garantez.

Lannuon, miz Here 1966

E galleg

Print Friendly, PDF & Email