Er C’hlañvdi

E tour an Iliz kozh e tint an Añjeluz
An Añjeluz kreisteiz gant e don hiraezhus
Emaon em c’harc’har gwenn. N’eo ‘met hanter an deiz
N’eo ‘met hanter ar boan ha hanter an enkrez.
— ‘Vit darn ez eo echu ! —
Bemdez ‘vez dieubet hini pe hini all
Bemdez un tremeniad a dreizh war ur ribl all
Ha bemdez unan all ‘zeu da gemer e lec’h
E palez gwenn ar boan, an anken hag ar rec’h
— E gwask ar soñjoù du —
Korfoù brevet ha gwan, kalonoù o wadañ
Eneoù leun a doan dirak an Tremenvan
O nerzh tamm-ha-tamm o steuziñ
O nerzh… Ha siwazh alies o Spi.
Va c’horf paour zo amañ : met du-hont eo chomet
Ar pezh ‘rae va buhez, ‘lec’h ‘m eus atav bevet.
Va daeroù a ruilh puilh pa soñjan em loened
Em daou gi azezet war o c’hab en toull-karr
O c’hedal ‘hed an deiz bepred gant Spi ar c’harr
‘Dle am degas en-dro
E bev pe e marv.
Hag em annoar nevez-ganet em ezvezañs
Hag em holl loened all o c’hortoz va bezañs
Em frouezh o tarewiñ : preizh al laboused nij
Pa n’eus du-hont bremañ nikun evit o hij
Ha mentell roueel an delioù o vervel
Em spered, em hunvre, bemnoz c’hoazh me o gwel
Douar va hendadoù !
Douar sakr va c’havell !

Merc’her 13 a viz Here 1966







« »