Devezh ar gwez

Kanennoù-meur meurbet kaer
Gwerzennoù skañv-gwenniliel
Luganoù fentuzik pe don-brederiet
Koñchennoù tadoù-kozh d’o bugaligoù
Holl hiziv o deus troet en-dro d’ar wezenn
(D’an deiz-mañ gouestlet d’ar gwez.)
… Noziñ ‘rae dija p’eo deut va amezegez :
« Ha bet hoc’h eus soñj da blantañ unan ?
— Unan ? Mil marteze, a-hed va bloavezhioù.
— Ya ! Met hiziv pep den e hini.
Me, emezi, ‘m eus plantet un Althea ! »
(Na gwenn na du na respontis)
Un Althea ! Unan ! Drouklazhet he deus-hi
Kant ha kant dervenn. Favenn. Kistinenn
Hag all, hag o devet en douflez da dommañ
Ar c’houmoul ?
Ya. Met plantet he deus un Althea !
Hag e welout a ray fenoz en he hun
Uhel ha sonn, e benn en Oabl
Soñjit ‘ta… Un Althea !

16 a viz Ebrel 1977







« »