Notennoù ouzh ar barzhonegoù troet gant Anjela Duval

 

Ar Bed Keltiek: ABK , Al Liamm : AL, BarrHeol : BH, Hor Yezh : HY, Traoñ an Dour : TaD, Kan an Douar : KaD.

Priedoù

Kavet e vez an destenn c’hallek war ar memes pajenn hag an droidigezh. Er c’haier 30 e kaver an orin : un tamm paper journal didroc’het diwar Bretagne Dimanche.

Kalon artichaod

Ur follenn distag zo er c’haier, ar barzhoneg e galleg warni, skrivet ha sinet gant P. Simona, gant ar meneg « 2/9/63. Pour Anjele Duval. »

Ul lizher gant P. Simona zo er c’haier 11, skrivet d’an 3/3/65, e-lec’h ma tispleg da Anjela an trubuilhoù yec’hed en doa bet. Ober a ra « arzour » dioutañ e-unan. Gant al lizher-mañ ‘c’haller kompren e oa tresour-dilhad, o klask labourat evit tiez-dilhad bras Pariz. Echuiñ a rae e lizher gant « Je vous embrasse comme votre fils adoptif. »

D’un dañserez du

« Diwar ar barzhoneg “Nedje” gant Camille Roussan, Le Bateau Ivre, Meurzh 1963 » (meneg gant Anjela Duval).

Ar barzhoneg-mañ a gaver etre « Kalon artichaod » skrivet  d’an  3.9.63,  hag  « Here »  savet  d’ar 25.9.63. Setu e c’heller soñjal e oa bet troet a-raok dibenn miz Gwengolo 1963.

Da Frederika : bugel bloaz

Tennet eus Le Bateau Ivre.

Nevesoc’h ha kempennoc’h eo ar stumm (lakaet amañ) a gaver er c’haier 16 moarvat eget hini ar c’haier 10. N’eus deiziad ebet gant hini ebet eus peder zestenn ar c’haier 16, nemet gant an hini diwezhañ (« Mintin », troet d’an 30.10.65). Er c’haier 10 e kaver ar barzhoneg-mañ goude « Au Bateau Ivre », barzhoneg galleg hag a zeu tre goude « Darbodoù ». E c’heller soñjal e oa bet troet er bloavezh 1963.

« A  diguilho  diouzhit  ar  gwriziennoù  kozh » : « gwrizioù » er c’haier 10.
« Evit ma vevi eus e wrez » : « e dommder » er c’haier 10.
« Da holl-viken » : « da viken » er c’haier 10.

Frankiz

« Tennet eus Vérité, kannad parrez Goussainville » (meneg gant Anjela Duval).

Skrivet e oa bet war ur baperenn-gas gant AL siellet gant ar post d’an 12.11.64. Adal ar mare-se neuze e c’hell ar barzhoneg-mañ bezañ bet savet.

An Oaled paour

« Ramon Soley Ceto (catalan) » (meneg gant Anjela Duval).

Mintin

Diwar « Aube » gant Louis Mercier.

Dindan ar C’houmoul

« Ha mar dlean bevañ va buhez » : « tlean » er c’haier.

« Maurice Koné. Barzh eus Aod-an-Olifant » (meneg gant Anjela Duval).

Ar vuhez ?

« Troet diwar “Mourir d’Espagne” embannet gant Grand Écart, gant aotre ar Renerezh » (meneg gant Anjela Duval).

Ar fouet, Ar beure kentañ, An hent kozh Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vezont o-zri skrivet etre « Digomprenusted » (13.6.68) hag « Ul labousig » (30.8.68) en ur c’haier n’eus ennañ nemet skridoù eus ar bloavezh 1968. Bez’ e c’hellfe an tri skrid gant L. Loarer bezañ bet troet d’ar mare-se neuze.

Son ar wreg yaouank

« Adaozet diwar “La Chanson de la mariée” (folklor gallo) » : notenn er c’haier.

Kanenn Bobl a Vro Gambodj (1)

Baldoon Dinghra an aozer hervez AL 132, Genver-C’hwevrer 1969.

Bro-Indez ! pe Bro-Vreizh ?

« Indez pe Vreizh ? » an titl war ABK.

« Hec’h Ene dieubet a bep doan » : « poan » war ABK.

« E Frankiz an anaoudegezh » : « ar ouiziegezh » war ABK.

« Ur Bed m’eo ennañ ar c’homzoù gwirionez » war ABK.

Barzhoneg eus Bro-Indez

N’eus meneget maread ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Me n’on ket a-du » (hep deiziad, skrivet da heul « Hetoù evit an Emsav » (09.01.69)) ha « Barzhoneg eus Bro- Bers » (hep deiziad, skrivet a-raok « An heskennoù dre dan » (27.01.69)).

« Barzhoniezh Bro-Indez » an titl war AL. Baldoon Dinghra an aozer hervez AL 132, Genver- C’hwevrer 1969.

Barzhoneg eus Bro-Bers

N’eus meneget maread ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Barzhoneg eus Bro- Indez » (goude « Me n’on ket a-du », hep deiziad, skrivet da heul « Hetoù evit an Emsav », 09.01.69, hag « An heskennoù dre dan », 27.01.69).

Doue hag an Den

N’eus meneget maread ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Don Karlos Maros » (29.01.69) ha « Pedenn ouzh skeud ar c’hleuzeur » (hep deiziad, skrivet a-raok « Furnez an Tibet », hep deiziad, skrivet a-raok « Mimimadoberoù », 02.69).

Pedenn ouzh sked ar c’hleuzeur

N’eus meneget maread ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Doue hag an Den » (hep deiziad, goude « Don Karlos Maros », 29.01.69) ha « Furnez an Tibet », hep deiziad, skrivet a-raok « Mimimadoberoù » (02.69).

« Prière à la lampe (Arti) », istitl er c’haier.

« Eo ar gwir “arti” » : « Eo ar gwir “arti” (azeulerezh ouzh sked ar c’hleuzeurioù) » er c’haier.

 

Barzhoneg evit ur vamm

An dediañs a gaver war AL ha n’emañ ket er c’haier. Dindan an titl e kaver an notenn « Troet diwar Labour ar Barzh Katalan Ramonsolez  Ceto » er c’haier.

« Bez’ int evel kozhidi gouzañvet ganto re… » : « kozhni » war AL.

Izabel

« Jean Bluteau, “La chanson d’Isabelle” » (meneg gant Anjela Duval).

Da glask a ran Aotrou !

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Bac’hañ » (02.03.71) ha « Itron Varia Vae »    (hep deiziad,  skrivet a-raok « Sonedenn », troet 21.05.71).

Itron Varia Vae

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Da glask a ran Aotrou ! » (hep deiziad, skrivet goude « Bac’hañ », 02.03.71) ha « Sonedenn », troet 21.05.71.

Pedenn an nijlammer

« Marvet war an dachenn a vrezel, 1942 » (meneg gant Anjela Duval).

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg-mañ etre « Sonedenn » (troet 21.05.70) ha « Kounnar ruz » (24.08.70).

Aspedenn ar wezenn

« Testenn gozh an den fur eus Indez-Sina » (meneg gant Anjela Duval).

Gant an ti-moullañ « La Vague » e veneg Anjela Duval e oa bet moullet ar skritell orin.

« Me eo ar Wir Binvidigezh er stad » : « gwir Binvidigezh ar Stad » war TaD.

Peizant

« Paysan » (meneg gant Anjela Duval).

Hegarated

« Adaozet diwar “Bienveillance” gant P. Etienne, breur eus Taizé » (meneg gant Anjela Duval).

Levenez

Anv aozer ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Hegarated » ha « Furnez » troet diwar breur Etienne eus Taizé. Moarvat eo bet troet hemañ ivez diwar ar memes levr.

 

Furnez

« Diwar “Les sentiers du monde” gant P. Etienne » (meneg gant Anjela Duval).

Deiziad ebet er c’haier. Tost-tre eo danvez ar barzhoneg-mañ eus « Hegarated » ha « Furnez ». Moarvat e voe troet er memes mare, da lâret eo fin miz Here 1973.

Ar vaouez kenedus

« Viet-Nam » (meneg gant Anjela Duval).

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Bloaz zo » (fin miz Kerzu 72 d’an abretañ) ha « Santad Bugel » (Gouere 1974), ha hemañ diwezhañ skrivet a-raok « Marv va c’hi kozh » (25.03.73).

Bevañ

« L’Ossuaire de sable » (meneg gant Anjela Duval).

Deiziad ebet er c’haier gant ar barzhoneg-mañ a gaver etre « War  hent an distro » (18.05.74)  ha « Er-maez » (03.08.74).

Ar Preñv hag ar Valafenn

An adstumm a gaver er c’haier 21, hag eñ deiziataet 27.01.69, an hini eo zo bet embannet war Stourm a ran war bep tachenn. Er c’haier 35 e kaver ar stumm kinniget amañ, dindan « Diwar glevet pe lennet ? » na seblant ket bezañ un titl.

« Ur  preñv-paper o komz d’ur valafenn-noz » : « preñv debrer paper », « d’ar » er c’haier 21.

« kalz eus dornskrid Farabi » : « meur a hini eus dornskridoù » er c’haier 21.

« N’em eus ket kavet ar sklêrijenn » : « a sklêrijenn » er c’haier 21.

« Ar birvilh eo a ra bevoc’h ar Vuhez » : « gred » er c’haier 21.

« Ar birvilh hepken eo a ra dezhi divaskell » : « Ar gred hepken a ro… » er c’haier 21.

Digorit ho krez

« L’Ossuaire de sable » (meneg gant Anjela Duval).

Me a gan hiziv

« Diwar ar gelaouenn Présence savoisienne : “Je chante aujourd’hui”, gant Marguerite Bétemps, St.-Christophe-d’Aoste » (meneg gant Anjela Duval). Da heul ar barzhoneg he doa Anjela Duval skrivet er c’haier « Notenn : hevelep planedenn eo hini Breizh ! ha hini ar Val d’Aoste pe gwashoc’h. »

Ma kouezhan em zremenvan…

Embannet e voe ar barzhoneg-mañ war AL 181, Meurzh-Ebrel 1977, gant ar meneg « Brezhoneg gant Anjela Duval ». N’emañ e kaier ebet a-hend-all.

An douar ponner

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Peizanted Breizh ! Selaouit… » (16.02.77) ha « Frankiz » (hep deiziad, a-raok « Tantadoù », hep deiziad, a-raok « Dallentez », 22.10.77).

Tantadoù

Deiziad ebet er c’haier. Kavet e vez ar barzhoneg etre « Frankiz » (hep deiziad, goude « An douar ponner », hep deiziad, goude « Peizanted Breizh ! Selaouit… », 16.02.77) ha « Dallentez » (22.10.77).

Ene ar roz

Bouddha ha Baffa.
Kavet e vez an daou skridig-mañ lerc’h-ouzh-lerc’h war ur baperenn er c’haier 36. Ne oant ket adskrivet e kaier ebet. Moarvat int troidigezhioù.

Pedenn Soljenitsin

« Galleg gant Mucher, École et Vie Rurale, n° 20 » (meneg gant Anjela Duval).

Eñ hag e oa dleet…

« Yvonne Mignot, “Les Heures glanées”, Paysan biologique, n° 31, Kerzu 79 » (meneg gant Anjela Duval).

Karantez

Kavet e vez ar barzhoneg-mañ war ur golo lizher hep deiziad ebet. Diwar « Corbeille de fruits » e galleg e voe troet (n° 63, p. 214 eus embannadur Poésie, Gallimard, troidigezh Hélène du Pasquier).

Print Friendly, PDF & Email