Anjela Duval e-kreiz he c’hantved * – Francis Favereau

Anjela Duval — Marie-Angèle Duval, hervez paperoù ar Stad —, bet ganet er C’houerc’had pe Kozh-Varc’had er bloaz 1905 ha marvet er bloaz 1981 en Lannuon, eo tremenet he holl vuhez pe ‘gozik el lec’h ma oa-hi bet ganet, savet ha maget, peuzgoude penn-kentañ ar c’hantved-mañ, un tamm mat kent ar Brezel bras eta, en kêrig souchet Traou-an-Dour (pe « Traoñ-an-Dour », mar karer), ur pennkêr distro a-walc’h eus ar C’houerc’had, ar barrezig diwar ar maez bet kentoc’h un drev eus Plouared (betek ar bloaz 1866), kêr ha penn-kanton, sed don en argoad Lannuon e Bro-Dreger.

Stad a oa enni o vezañ chomet peizantez penn-kil-ha-troad e-giz-se, bet poltredet en he dilhad-bro hag en he c’hoef a Dregeriadez zoken da vare he yaouankiz ma talc’hed tamm pe damm gante c’hoazh, etre an daou vrezel, ha hi chomet eno da zelc’her tiegezh (pe « menaj ») he zud en o dilerc’h (marvet he zad er bloaz 1941, hag he mamm dek vloaz war-lerc’h). Pennhêrez Traou-an-Dour e oa-hi eta, end-eeun, pa oa marvet diganto he c’hoar henañ Maia (aet da anaon da zek vloaz, mes chomet dre an eñvor e barzhonegoù zo) hag ivez ur breurig (Charles), a-raok ma oa-hi bet ganet. Plac’h yaouank kozh e oa manet diwar neuze, ‘keta, peogwir ne c’houlle ket e mod ebet heuliañ en « harlu » (poz ar varzhez), pell pe belloc’h, an den he devije bet karet, an den a vor a-hervez he devoa bet pleustret anezhañ d’an ampoent (e-tro 1924-1926), ma oa bet gwell ganti chom da labourat douar e-serr he zud hag en o ziegezh a oa da neuze unan erru krenn (gant un ti-annez nevez, savet er bloaz 1912, da skwer).

N’he doa heuliet ar skol, skol-lojañ brudet seurezed Tregrom, ar barrez tostañ, nemet eus he c’hwec’h vloaz d’he daouzek vloaz (1917) ; padal, goude bezañ bet ‘wazh eus ur c’hleñved-eskern, he doa bet heuliet tammoù kentelioù dre lizher a-c’houdevezh, evel a veze graet d’ar merc’hed yaouank a-ziwar ar maez d’an ampoent. Ha gant-se e oa reizh a-walc’h war ar galleg eta, ouzhpenn gouzout brezhoneg a-vihanik ha bezañ gouest d’e lenn riel, peogwir e oa bet katekizet en brezhoneg, evel a oad kustum d’ober bepred en hec’h amzer. Setu, etre an daou vrezel-bed, e kustume lenn kazetenn vrezhonek Dirnador (ar Moal) embannet evit Tregeriz, Breizh sed ketpar Feiz ha Breiz, a-raok treiñ ouzh ar gelaouenn gatolik Barr-Heol, savet gant Klerg er bloazioù hanter-kant. Kroget e oa-hi ivez da rimañ tammoù barzhonegoù en galleg, da gentañ, kement ha disammañ he c’halonad, he gwalc’h doan ha kañvoù pa vo lavaret, rak ‘pad ur reuziad mat e oa bet diaes he fenn, emezi, war-lerc’h marv he mamm garet ; kement ha torriñ hirvoud he buhez hec’h-unan e oa ivez ma skrive e-giz-se da noz gant un tammig kreion dister, emezi goude-se, ma oa tremenet didorr-kaer eus ar mod skrivañ galleg ar c’hiz-se (hervez patromoù ar skridoù he doa desket er skol, e-bihan, se zo sklaer) d’ar gwerzaouiñ e brezhoneg ar c’hiz-mañ, muioc’h diouzh he doare dezhi hec’h-unan pelloc’h, seul aesoc’h a-se ma eo bet maget he gwerzennoù etretant gant al lennegezh vrezhonek, kozh ha nevez, goude bet dizoloet ganti war an diwezhad (Kalloc’h, Roparz Hemon, Maodez Glanndour, Ronan Huon…), a-nes ankouaat skrivagnerien a lec’h all, e galleg hag all (evel barzhonegoù Claudel, Péguy, ha dreist-holl troidigezhioù diwar Tagore pe barzhed all eus broioù ar Sav-heol a gustume lakaat en brezhoneg gwech ha gwezh all ivez 1.

Ouzhpenn hanter-amzer e oa erru, peogwir e oa-hi war-dro hanter-kant vloaz p’he doa staget da skrivañ barzhonegoù en brezhoneg (er bloaz 1960 dres), diwar atiz daou veleg : an aotrou G. Dubourg (a oa kure ha skolaer kristen er C’houerc’had, d’an ampoent-se, un emsaver hag ur gwall vrezhoneger anezhañ, bet ouzh he gwelet en he zi er bloaz 1958), neuze dindan levezon « Klerg » (an aotrou beleg Marsel Le Clerc, bet ‘pad pell person Bulien, e-tal kêr Lannuon), a-nes disoñjal Ivona Martin a oa sekretourez gant Roparz Hemon. Hag embannet int bet, da gentañ, e pajennoù liesskrivet kannadig brezhonek Dulenn, Ar Bed Keltiek (adalek miz C’hwevrer 1962), pa gave gant Roparz Hemon e oa danvez e gwerzennoù « an dimezell Duval » (evel a skrive en ul lizher), kenkoulz hag er gelaouenn gatolik a Vro-Dreger, Barr-Heol, m’eo bet an daou benn-skrivagner-se ar re o deus ambrouget hag amheuliet anezhi zoken war hent ar varzhoniezh vrezhonek, da gomañs. Pezh a blije dezho en he gwerzennoù, moarvat, e oa gwrizioù don hag anterin ar beizantez — distank ha rouez ar ouenn anezho el lennegezh vrezhonek pelloc’h, ma oa mouzhet ar « bobl » ouzh ar yezh hag an emsav, hervez kont — koulz hag an ton anezho a oa stag ouzh mennadoù an trede emsav, skritur hag all. He c’hentañ dastumad, Kan an douar, rakskridet brav gant Klerg, hag embannet er bloaz 1973 gant Al Liamm (ma oa bet roet dezhi evitañ ar priz Y.-B. Kalloc’h er bloaz-se end-eeun) eo diwarnañ eo deut he brud, hini ur varzhez-peizantez o poanial war ar bed-mañ hag oc’h aroueziañ gwashañ ma c’halle ar gwall reuz deut war ar vreizhadelezh, na bout e oa tapet lañs a-nevez diwar neuze gant yezh ha sevenadur ar vro (pemp bloaz endeo war- lerc’h distok Mae 68).

Embann a ray testennoù all a-benn neuze e-barzh meurig a gelaouenn, e-giz Hor Yezh, Skol, Skrid 2, koulz hag e-barzh kelaouennoù all an emsav brezhonek ha broadelour evel Al Liamm, Ar Bed Keltiek, Barr-Heol, ma oa bet anavezet kentañ drezo 3 ; mes kenkoulz all ec’h embanno traoù e-barzh ar gelaouenn all, a-heligentañ gant ar re-mañ diwezhañ koulskoude, war-fed ar skritur diantao, sed Brud 4, ha goude-se Brud Nevez 5. Kaer eo gouzout, pa vez lennet pennadoù-barn ar gelaouennadenn Brud, e veze roet pour kentoc’h eget triñchin dezhi evit he skridoù, ha mel gant ar gloge pe al loa-bod zoken, dindan bluenn ar rener anezhi, P.-M. Mevel, da geñver embannidigezh he levriad kentañ (1974), evel da c’houde c’hoazh (1982…).

Deut kalz brud dezhi neuze, neketa, hag e berr amzer, na petra ! Mar deus deut kement-se a vrud dezhi, trumm a-walc’h, ez eo hep mar ebet en askont d’un abadenn gaer bet skignet war an tele er bloaz 1972 6, rak diwar neuze e vo anavezet gant pezh a vez graet anezhañ publik a-vras an tele benniget, an ORTF d’ar poent-se, sed an dud vat boas da sellet bemdez-Doue ha bemnoz a-walc’h ouzh o zele, evel ma teue e teue. Ma oa laket souezhet, ha souezhet-net gant he feson, Bretoned e-leizh ha betek kalz Frañsizien. Ha brudet peuskerkent gant brezhonegerien ha divrezhonegerien, kenkoulz all ha muioc’h c’hoazh marteze, ar vaouez kozh ha fur, taer da zisklipañ he soñjezon avat, pa ne oa bet lennet he barzhonegoù betek-henn nemet gant bagadig ar vrezhonegerien desket, ha reizh diouzh doare al lennegezh-se, sed un nebeud kantadoù ken, a-hervez. Diwar neuze avat e teuy he zi, plaen-ha-plaen, erru kontet dister kentoc’h eget paour, pa vo lâret, da sachañ tud e-leizh hag a bep tu, a-vil-vern zoken, o reiñ bod ur wech dre vare ivez, laouen avat en dro-mañ, da re ar « rummad yaouank », barzhed ha kanerien reuziad « kounnar Vreizh », evel Servat pe P. Keineg 7. Ken gwazh all e teue hiniennoù di a-wezhioù kement ha mont da bourmen da Sul, e-skeud kuriuziñ ha genaouegiñ, evel tud ar c’hêrioù o tiverrañ o amzer vak, kousto pe gousto, tra ma oa berr hini ar beizantez kozh, arru « foulet » alies, pezh a lako anezhi diaes ha gwall diaes, betek kas da « bourmen » lod eus al « laeron amzer » a deue  stankoc’h-stank war he zro ; hag ar vrud-se he deus tapet, betek en he bro, da vezañ hek kalz pe nebeut gant an « estren » (sed tud dizanavezet dezhi o tont d’he direnkañ).

Fonnus a-walc’h eo hec’h oberenn restet en he hed, ‘mod-all : pevar dastumad barzhonegoù 8 ‘n hini zo deut war-lerc’h an dastumad kentañ, erru brudetoc’h, Kan an douar  9. Ha gwerzhet stank a-walc’h eo bet hemañ, unan eus ar werzhidigezh wellañ bet d’ul levr e brezhoneg abaoe pell zoken, emezer (tri mil skwerenn bennak), sede ar bras eus he gwerzennoù, e-tal meurig a levr all, diouzh doare ar c’homz-plaen (danevelloù, eñvorennoù, skridoù all) ha lies pezh all bet moulet tu-mañ tu-hont, e-giz ur gaer a destenn anvet « Leve ar paour » 10, nebeud amzer a-raok he marv, ma oa bet roet ur priz lennegel all dezhi war an diwezhad evit he fennad-skrid (priz P. Trepos er bloaz 1979).

Diouzh tu an oberoù e komz-plaen e kaver, da gentañ, un teskad soñjennoù personel-tre, maget diwar-benn an natur e-serr daremprediñ he douareier, parkeier, pradeier, koadeier, lanneier, loeneier, hag all, Kaier al Louarn  11, goude-se « Peder danevell verr » 12, ha neuze ul levr eñvorennoù diwar-benn he zud-kozh, Tad-kozh Roperz-Huon 13, a-raok ur mañier pezh skrid-buhez bet embannet dalif, e anv Me, Anjela 14. Ouzhpenn ar re-mañ he deus skrivet forzhig traoù all 15, darn avat chomet a-strew e pajennadoù meur a gelaouenn, evel Al Liamm, hag ur wechig dre vare Ar Helener (kelaouenn bedagogel A. Merser), Bleun-Brug (1966), Brud, Brud-Nevez pe Dihun (1973), ha Bretagnes 16, Imbourc’h, Wanig ha Wenig…

A-barzh mervel he doa fiziet he c’haieroù, traoù diembann e-barzh enno a-wechoù, en emell he mignonez Ivona Martin (ma vemor ar vignoniaj savet etrezo o-div en he barzhoneg « E koun eus va zad ») ; pa oa deut houmañ da go-zhañ d’he zro avat, he deus roet anezho an troc’had-se da Ronan Koadig (hag eñ e-unan bet tost ouzh Anjela Duval e fin ar bloavezhioù dek ha tri-ugent).  Savet ez eus bet ur gevredigezh « Mignoned Anjela », en amboaz da embann pe da adembann an holl skridoù-se, bras ha bihan, pe munutoc’h siken, diwar he dorn, ha deut zo ul levriad kentañ er-maez er bloaz 1998, Stourm a ran war bep tachenn, a-ziwar ur bomm bet distaget ganti kent. Da heul e tlefe bezañ graet un embannidigezh nevez eus he holl oberoù all eta, gant sikour embannerien barzhez Traou-an-Dour, a-gent. Div oberenn all zo bet adembannet evit ar re yaouank, a-hend-all, gant ti-embann An Here : Ki bihan ar feunteun (1983) ha Rouzig ar Gwiñver (1989).

Penaos displegañ brud trumm ar varzhez-peizantez a Vro-Dreger, deut he anv barzhez d’en em skignañ dre ar vro a-bezh, ken prim hag ur veradenn eoul oc’h en em ledañ kerkent ha ma vez skuilhet war ar billig tomm-berv, anes soñjal e doare ar bloavezhioù-hont, e pleg ar bloazioù en-dro da 1968, re ar « glaou bev » o ruziañ en oaled hag ar « poultr » o tistoniñ en noz, gwezh ha gwezh all ? Kudennoù savet e framm Bro-C’hall, ha larkoc’h, da vare an « Tregont Bloavezh Glorius », sañset, n’oufed ket disoñjal anezho kennebeut, ha hi deut dre-se da vezañ skeudenn an « diwezhañ peizant bev », evel a veze sellet deus outi. Arabat tevel ivez ez eus bet lakaet lod eus he barzhonegoù e meur a yezh all,  en  he  bev  (kembraeg  ha saozneg, muiikoc’h eget galleg… betek nevesoc’h zo). Gouzout a ouzer pegen lavar-dislavar eo an diskourioù diwar-benn ledenez Breizh en ugentvet kantved : cheñch mod a-grenn en doareoù da vevañ ha da broduiñ, ken gwazh all (sed « fin ar beizanted », pezh a fell deomp lavaret gant komz ar « beizantez diwezhañ » anezhi), e-tro kreiz ar c’hantved (1950), a-badal e weled kendalc’h war lies tachenn all, o tremen evel a read eus an eil enkadenn d’eben, hag e-skeud ober kañvoù hir pe hiroc’h evel a rae ar Vretoned d’ar bed kozh aet da fall, ma oa deut ur bed all war-wel, eus an diavaez, anvet an « araokaat », hag e save forzh tud a-du gantañ, pep hini hervez e vod avat, evel ma oa kont e-kreiz he Bro-Dreger, un takad kontet « ruz-tan » (ha hi kentoc’h eus tu ar re wenn, a-gozh diantao).

Gant-se ez eo bet Anjela Duval, treuzet ganti he c’hantved pe dost, un test gwirion eus ar c’hemmadennoù deut diwar ar cheñch mod hag ar cheñch bed a oa c’hoarvezet en hec’h oad-gour, kemmoù mat degouezhet raktal hag eo-hi bet gwazh kentoc’h evit gwell anezho peurvuiañ, siwazh dezhi, war-fed al labourerezh-douar paneve ken, mes ken gwazh all eo bet dezhi an distok spered manet kuzh en he c’hreizon, ha hi chomet ‘gozik difiñv ha diflach, da c’houzout, e-kreiz ur bed hag a zalc’he da dreiñ founnus, founnusoc’h-founnus ivez, pe da vrallañ zoken en-dro dezhi. Sed aze eo dichañset pe chañset da Anjela Duval, ar mod-se, hag e ve diwar he c’houst, kaout ur plas dezhi hec’h-unan, en nespet d’he c’hoant ha pa ve  (« N’eo ket ma micher… », emezi eus ar sevel gwerzennoù), e-skeud en em ouestlañ hag en em engouestlañ a-bezh, korf hag ene, koulz lavaret, da skrivañ brezhoneg evit hentez ha broiz.

Dre orin he zud (kerent, skoliañ, micher, kontreiz en-dro dezhi…) ema-hi plom c’hoazh er bed kozh he deus bet he ganet hag he maget, kent dezhi kemer susit he zad, e-dilerc’h he mamm, sed ur gevredigezh frammet peusklok, hini an dud diwar ar maez evelti, brezhonegerien anezho e-giz gwechall hag evel a-viskoazh, ha berr-ha-berr pezh a anver a-wechoù ar « blokad a-ziwar ar maez », ma oa talvoudoù « Feiz ha Breiz » ar re nemeto, pe dost, betek gant kalz tud eus kreiz Treger, kontet « ruz » koulskoude, daoust ma save an dud aezet a-walc’h eus tu ar reuzeudien bet tizhet gant ar blanedenn. Bed he yaouankiz eo hemañ eta, ha n’eo ket droukheñvel ouzh « oad aour » an amzer gozh, kent d’ar brezel kentañ dont da beurhejañ anezhañ, evel a ziskouez depegn P.-J. Helias 17 kenkoulz all en e levr brudet, Marh al Lorh, da skwer.

Padal e oa dispac’het-net seurt bed kozh, klok ha klenk, adal ar bloazioù tri-ugent endeo, ken war fed ekonomiezh ar vro ha traoù ar pemdez, ken a-fed sevenadurezh dre vras. Kemend-all a c’haller kaout un damliv anezhañ e barzhoniezh Anjela Duval, stummet hervez ar mod kozh, mes awenet hag engouestlet hervez ar mod nevez. Kentañ tra bet degouezhet da neuze e oa ar mekanikoù nevez-flamm-flimmin seul taol (dre dan) ha prestik-prest reuz ha bec’h an adlodennañ pizh-ha-rac’h evel ma veze graet kentañ, ha d’e heul disac’hadeg kleuzioù an Argoad e-skeud lardañ teknokrated, evel a ouzoc’h. Pezh a dalveze kement ha dispenn hec’h ardremmez eus ur pell d’egile, neuz ar vro garet o vont dineuz pelloc’h d’he meno, ken ar gwez, ken ar feunteunioù, ken ar gwazhioù pe al loened munut ha mut 18… Diwar ar gwall diskaradeg-se, ma oa kresket tiegezhioù zo diwar-goust hiniennoù all, c’hign-c’hagn etre amezeien da heul, frankaet ha godronet hent pe leur mod-all, pezh a gari, ha pezh a blije da lod, e oa nebeutaet ar gouerien, didudet kalz parrezioù, ken a oa aet peuzgoullanter ar maezioù hepdale, ha gwashaet ar re yaouank da zivroañ, sa Paris alies.

E keit-se e paouezed d’ober gant ar brezhoneg, betek ‘lec’h ma oa chomet bev-mat, daoust da bep tra, evel e kreiz Treger pe ‘kostez Kerne-Uhel, pa oad dihanet da gomz anezhañ, ouzh ar vugale diantao, war-bouez takadoù pe heniennoù zo, o kinnig « terriñ ar chadenn » ha dre-se kas ar yezh d’he marv, a-nes gouzout dare, a vije bet lavaret… E-se e oa un asez « fin ar bed » dezhi, ma santed an douar o tisvalañ dindan an treid, pa oa oc’h ober e dalaroù, a vije kredet, seul wazh ma oa bet distoket tamm pe damm emichañs gant an efed a-ziwar-lerc’h Mae 68 kement talvoud pe dalvoudegezh a oa re he framm-spered da gentañ : breizhadelezh a-gozh (poz ar « ouenn » a deu ganti evel gant kalz), roll ar familh hag ar relijion, ar masifiañ a rae emzalc’h an dud dre-holl, ar c’hudennoù peuz-holl o tont da vezañ bedel pe e par ar bed-holl pelloc’h… Kement-se holl ha kemend-all a gemmoù a vez kavet  da lenn e lec’h pe lec’h en he gwerzennoù, pe en he skridoù all, ar pezh a ziskouez a-walc’h he deus bet skiant abred e oa-hi, dre gaer pe dre heg, un test a bouez eus seurt cheñchamant bed, betek e par he buhez personel, unan a boan hag a gañv, reuziet ha ma veze gant doare kriz ar bed nevez-se (e-lec’h ma laosker ar re gozh a-gostez pe m’o c’haser d’an ospital da vervel, ha hi o pennekaat ken aheurtet ha tra a-enep reuz an « araokaat », ma wele a-walc’h a oa degemeret gwall vat, padal, gant kellies amezeg, den-kar pe genseurt, dreist-holl ar beizanted yaouank, aet war ar galleg ha da heul ar jeu nevez-se).

En em gavet e oa-hi hec’h-unan-penn eta er vuhez nevez-se, deut warni e-kreizik-kreiz argoad Bro-Dreger, dilodennet kalz douaroù ha difreget kalz traoù enni, ma oa difetet he broig, da welet, tra ma ne veze ken anv nemet eus modernaat Treger ha Tregeriz, aroueziet ken kaer all gant ar « radom » gwenn-kann-se e-kreiz al lanneier e bleuñv 19. A-benn neuze, avat, e oa distonet tro pe dro trouz ur gwall daol bennak, graet a-fed-noz gant « paotred ar vechenn », sed stourmerien guzh « Talbenn Dieubiñ Breizh », ma oa aet d’un asez mamm-gozh pe « maeronez vrezel » zoken evit darn, bet harzet ha bac’het ‘pad pell ‘kostez Paris (lizheroù he deus bet skrivet da lod). Kement-se holl a draoù, ar gozhni o tont warni ouzhpenn dijaik, hag ar c’hleñved war-briz, a lako hec’h awen gentañ da zuaat tamm pe damm, erru teñvaloc’h liv he barzhonegoù ha romanteloc’h o stumm eget doare he re gentañ, a dra sur, taeroc’h pe feulsoc’h, laouen, hervez ar soñjennoù he doa maget d’ar c’houlz-se.

E-maez an « amzerioù nevez » e chomo eta, dre m’he doa choazet : diarbenn a rae sorc’henn ar modernaat « standard » hag an araokaat benniget, dre-harz pennfollañ pe mont e breskenn, hervez an doare-beviñ a wele o kemm ken buan en-dro dezhi, kement ha ken bihan m’emañ pelloc’h (evel kalz peizanted pe peizantezed evelti, etre bras ha bihan, pa oa pennhêrez un tiegezhiad tud bet en o aes, kement-se, na bout ‘vez graet ur goueriadez paour anezhi a-nes gouzout he doare, hervez tud he farrez), ha m’emañ chomet evel a-fetepañs war dreuzoù  ar  « gevredigezh nevez »-se a  venne ar galloud bennigañ, zo kaeroc’h ! Tre evel he c’hompaer P.-J. Helias en he goude e ve gallet lavaret eo ar bed ‘n hini zo cheñchet tro-war-dro dezhi, ha neket hi kement-se, naren ! E-se, avat, edo « maez ar jeu » penn-da-benn, sed e-maez reol nevez al labourerien-douar o vont da heul o amzer, « war-raok ha neket war-dreñv », ‘kuita, ha seul vui ma oa-hi troet en barzhez, un dra dibaot ha ken dic’hortoz all e-touesk ar beizanted, unan hag a save he mouezh zokennoc’h, o tisklêrian he c’hounnar, eilet gant tonioù ar ganerien yaouank, broadelourez taer-ha-taer an tamm anezhi (pezh a oa anat pa sikoure paotred yaouank an FLB, barnet kriz) ha, war ar memes tro, ur rak-ekologourez anezhi e-mesk tud ha ne oant ket nemeur !

Ha hi aet pelloc’h-pell diouzh safar ar bed nevez-se — gwashaet he buhez pemdez a-hend-all gant ar gozhni hag ar c’hleñved — e seblant pelloc’h komz deomp dont eus ur bed all (poz P.-J. Helias hemañ adarre). Alese e teue tres ur « post-romantik » war he gwerzennoù, un disterañ, o varzhoniañ da sevel klemmgan pe marwnad, rak andoniet-don emañ he barzhoniezh en hengoun an XIXvet kantved, koulz hag e-barzh hini peuznevez an XXvet brezhonek war un dro 20.

Kadarnaet kement-se gant Y. ar Berr, just a-walc’h,  en  ur  studi  eus  he  flas evel « test » he amzer : « Testeni an tav, testeni an nac’h, testeni an harlu diabarzh, testeni an digenvez e-touesk he nesañ 21… » Chañset dezhi e oa bet savet ur chadennad eus ar skrivañ eviti hec’h-unan d’an embann, ma eo bet diskuliet evel-se, d’ur poent eus an istor a-vremañ o vont a-du gant se, pegen dibar e oa he c’homz, na oad ket war-c’hed anezhi, ha hi dilerc’het e-keñver tro an amzer, ha diaes da rummadiñ a-fed he c’hened. Enket etre kevredigezh ar « re-veur » pe « re garg » ha kevredigezh ar goullo, douget he deus testeni dreist-holl eus ar reuz buhez ma oa dezhi beviñ e-giz-se en « negativ » en ur bed ma n’he doa mann ebet ken d’ober ennañ nemet faltaziañ ur gevredigezh-enep, enni meinigoù, plantennoù ha loenedigoù tro-dro dezhi…

Stumm gwerzaouiñ ar varzhez-peizantez n’eo ket pezh a gont ar muiañ. Pa ne oa ket bet gwall bell er skol, ne anaveze ken ‘met patromigoù ar skolioù bihan a-gozh (gwerzennoù poeted evel Hugo, Lamartine, neuze Péguy, Claudel…), ha pimpatromoù ken klasel all brezhonegerien « skol Walarn » (evel Roparz Hemon a chomo e vestr… dre lizher, aleshont, en Iwerzhon), ken a vo dizoloet ganti modernelezh ar skrivañ komz-plaen barzhoniel e-giz Tagore ha re all… Ha prouiñ a ra he c’harnedoù evel he zestennoù diwezhañ e oa-hi douget d’ar varzhoniezh ‘giz an hollved, o tont alies a bell bro (Azia…).

Sklaerañ nevezenti he deus degaset a-wel ar varzhez-peizantez eo kentoc’h ar rann — ha rann-galon da heul — o c’hoari etre an hengoun hag ar modernaat. E-se e teu distrujadeg an natur, o tisac’hañ kleuzioù ha girzhi a oa he holl ardremmez, heuliad un adlodennañ empennet gant teknokrated (skeud patrom labourerezh Europa oc’h en em ledañ amañ endeo), da vezañ drama he buhez, un diframmadeg ene ivez peogwir, diwar- bouez ur spered hogozig « animist » e zoare, re-bar da gemmesk an traoù en devosion a-gozh ar Vretoned ivez, ha hi eus rumm ar re a oa chomet « Breizhad ha katolik bepred » evel ma oa-hi emichañs, e teu ar gwez, ar mammennoù-dour, ar geotoù, ha kement zo, da vezañ lod eus he zud pe he c’hoskor, hag eus he ziegezh, koulz ha loened mut a-leizh ur gwir levriad anevaled bev.

Memes mod eo evit divroadeg ar yaouankiz,  heget da vont kuit da vare an « Tregont Bloavezh Glorius », evel a vez lavaret… abaoe, peotramant donedigezh touristed e-leizh, re-bar d’un aloubadeg, hag i kazus hag otus, kent d’an douristed finaat pelloc’h, hervez kont, pe c’hoazh kistion ar brezhoneg hag e blas e-barzh ar vro, pa veze klasket bepred deskiñ galleg hepken, ha diwar-goust ar paour-kaezh brezhoneg, evel yezh nemeti ar « vroad » vras dilerc’h ur c’hant vloaziad spered jakobin ha framm-spered Breizhiz a oa gwazh eus « yezh ar vezh » e skeud ar Stad-nasion sakr.

Nec’hiñ a rae eta he breizhadelezh etre gouzañv ar blanedenn ha sevel he c’hein, endra ma oa disteraet talvoudegezhioù deut a-gozh, bep ma teue Breizh da heñvelaat ouzh Bro-C’hall, a-gasoni hag e vije, kent d’ar « bedelaat » a-vremañ o vont lies-sevenadurel tamm pe damm bezañ degemeret gwelloc’h. Ha kement-se eo danvez lod eus he barzhonegoù, mennozhioù deut da vezañ diouzh ar c’hiz pe diouzh liv an amzer o ren, mes goude he marv, evel a weler an deiz hiziv gant boom pe lammgresk an ekologiezh ha doare nevez ar vreizhadelezh oc’h adsevel dindan hon daoulagad. Setu, gant fallaenn ar patromoù mac’hom o ren betek hec’h amzer (ken war ar maez, ken war-fed ar yezh pe ar sevenadur), e teu droukklemmoù pe droukpedennoù Anjela Duval da vezañ drougziougan e-keñver an amzer da zont, goude ma ne oa ket gwall gaer kent profedez en he bro, he Bro-Dreger end-eeun, daoust d’ar skeudenn  pe  « imaj »  santel bet roet diouti, lennegezh evit hon amzer, na petra, un tamm e-giz pa vije aet skiant-vat Yann Gouer da vagañ barzhoniezh ha, kaeroc’h zo, gwerzennoù ur varzhez.

A-douesk ar varzhed eus ar mareoù, ur varzhez an hini zo deuet brud dezhi ar muiañ eta. Un tamm mat, marteze a-walc’h, abalamour d’he zremen war an tele e galleg, ma oa bet gwelet un nozvezh eus fin ar bloaz 1971, eme lod, ha hi « gwir beizantez, barzhez en he stad fraost, kizidik-kenañ, lemm ur souezh he spered 22. Studial hec’h-unan he doa bet graet, ha kroget he deus da skrivañ war an diwezhad, mes savet he deus meur a gant barzhoneg, forzhig anezho bet lakaet war gan goude gant hini pe hini (F.vDanno ha re all). Termenet he deus he buhez dre un nebeud geriennoù eeun-hag-eeun, rannet ganti her ma c’halle, avat : « karet a ran an douar, ar beizanted, ha Breizh dreist pep tra. Stourm a ran war bep tachenn » 23. Pe c’hoazh gant ar gerioù- mañ : « ar feunteun gozh on-me… koustiañs fall ar bed » 24.

Lorc’h enni eus he stad a beizantez (ha ne oa ket paour kent, pa oa-hi pennhêrez ur menaj etre bras ha bihan), o vagañ disfiziañs ouzh ar sevenadurezh a-vremañ (hini ar mekanikaat ha modernaat dalc’hmat), karantez don en he c’halon evit Bro-Vreizh, avat, setu penaos eo bet poltredet gant P.-M. Mevel pa oa deuet he eil levriad e-maez, ha war e veno e oa he barzhonegoù « ar gwella tra bet embannet (e brezoneg) abaoue 50 vloaz » 25, da lavaret deoc’h a-c’houde levr Kalloc’h. Hag eno, just mat, er gwriziennañ don-se (don en « douar » ‘lec’h m’emañ he gwrizioù)  hag  en  andoniañ ken don all (er c’hultur brezhonek re-bar d’ur « feunteun Varenton » dizoloet a-nevez, ha hi manet hec’h-unan pelloc’h), emañ ar pep gwellañ eus ar pezh a venne reiñ da c’houzout ha da intent deomp, hag he deus graet, daoust ma n’eo ket ken stank-se ar re o deus he lennet (pa n’he deus ket troet he barzhonegoù e galleg e mod ebet, na ne felle ket dezhi), ken a vo embannet troidigezhioù eus hiniennoù zo (gant P.-J. Helias, e deroù ar bloavezhioù pevar-ugent).

Ouzhpenn an tizh graet d’he bed a-vihanik, un dra disklêriet ha dikriet ganti a-gri-forzh (drouktizhet maezioù he bro, peuzdistrujet an argoad, dic’houennet pe dost ar beizanted, ha divrezhonekaet kalz Bretoned gant ar skol ha dre wall tud ar vugale, evel a ouie a-walc’h), hag estreget he diaesterioù personel he deus bet diskuliet tro pe dro ivez (beviñ hec’h-unan-penn, diharpet gant ar gozhni o tostaat, reuz ar c’hleñved ha skeud ar marv oc’h intrañ skridoù zo), sklaerañ tra a bar en he gwerzennoù kaer, he zamm barr-heol mar karer, eo ur gwir gomunion gant an natur divlam hag ar « boudoù mut » a gave ganti e vevent en he serr : sede « an unaniezh don ha kevrinus etre ar barzh hag ar bed » 26.

War ar memes tro e oa-hi bet ivez un asez koustiañs vreizhat evit he amzer, muiikoc’h eget « koustiañs fall » bro ha broiz avat, pa veze selaouet gant kalz tud, o tont eus a-bell alies, ha meur a gordenn o son war he zelenn : ganti e teu konnar pe fulor — ruz dre vare — a beb eil gant ton ur barfetiz dic’hoarzh, pe melkoni ivez hag a-wezhioù enkrez, dirak reuz ar vuhez-mañ, ma kaver roud eus ur speredegezh dezhi hec’h-unan, levezonet gant prederouriezh ar Reter, kentoc’h eget kevrinezh relijiel da vat… En holl d’an holl eo bet he barzhoniezh « un oberenn digor war an amzer da zond, promesa eun eost nevez », evel a skrive P.-M. Mevel er bloaz 1974 endeo a-ziwar-benn he dastumadenn gentañ Kan an douar 27, a-barzh meuliñ anezhi en-dro ken kaer all pa zeuy an eil er-maez, sed Traoñ an dour (1982, diwar anv he c’hêr, lakaet e peurunvan), a-nes komz eus forzhig oberoù all, ken gwerzennoù ken komz-plaen anezho.

Lavaret zo bet tro pe dro e oa-hi bet levezonet-kaer gant Tagore — bet troet ganti, evel gant re all, en o mesk Naig Rozmor, ur vaouez all, lakaet ganti gwerzennoù G. ar Gouic e brezhoneg ivez, evel barzhez Traou-an-Dour, ha Roparz Hemon en doa bet saludet anezhañ, Tagore, evel Gandhi, adal ar bloaz 1923, en ur pennad eus e zanvez levr da vezañ, Eur Breizad oc’h adkavout Breiz 28 ; mar deo gwir kement-se eo kentoc’h dre furm ar barzhoniañ, hini ar gwerzennoù dieub, eget dre an danvez anezho, moarvat, ha gant doare barzhed zo e galleg, anavezet ganti abaoe amzer ar skol, ha muioc’h c’hoazh a dra sur gant barzhed vrezhonek skolioù Gwalarn hag Al Liamm a-c’houdevezh — evel Roparz Hemon a gaver anv anezhañ en he gwerzennoù, evel en he barzhoneg kaer « E-tal an tan », dediet dezhañ, just a-walc’h : « Met un deiz (tra vurzhudus !) Nijet eus Iwerzhon/Heklev ho sonioù marzhus/A zihun ma c’halon… » 29.

He dekrierien (bihan ar ouenn anezho, mes bez’ zo deus outo evelkent, evel ar barzh Koulizh Kedez…) a gav si gant he doare « mod kozh » hag he stumm manet hini ur « beizantez », berrek ha dic’hizet he freder, war o meno, pezh na rofe ken tammoù barzhaj evit tudigoù pe ar c’homun eus ar bobl, o ravodañ pe o rahouenniñ traoù mil anavet bet deuet a-holl-viskoazh digant barzhed Breizh, aba bec’has… Kalloc’h, hag abaoe amzer an abostol Chateaubriand zoken en e raog, sed temoù evel an natur, an eñvor trist, kerse pe hirvoud, ha skeud an Ankoù… Hervez tud all, nevez zo, e ve emsav ober un dibab en he skridoù, mar bent studiet gant re yaouank ar skolioù, a-benn lezel a-gostez un toullad eus he barzhonegoù, lod anezho o vezañ re zevot, lod all broadelour hardî, betek re zoken, war o meno. Padal, ar pezh a van, d’hon meno, en tu-hont d’he yezh brezhoneg digatar, o redek eus he mammenn evel dour-sav an eien (bet puraet ha glanaet tamm pe damm gant he mistri gentañ evel Klerg, hervez soñj Daniel Giraudon, en deus he anavezet hag a oar doare Bro-Dreger gwell eget nikun), ez eo he c’hizidigezh ouzh an natur, un dra gaer deut dezhi a-vihanik (pe « a-ouenn », emezer), he mouezh ken gwirion all, hag ur pekad da demzañ ar peb all, ma lavarer ez eo tre diouzh tro-spered ar Gelted : « tretañ dre ar faltazi an natur hag ar c’hrouadurioù gouez » 30, ha hi bet tostaet pell zo ouzh ar varzhez amerikan Emily Dickinson gant P. Denez 31, ha nevez zo ouzh barzhezed all dre ar bed (Alamagn gant J. Cünnen, Amerik gant hiniennoù all…). Moarvat eo emsavoc’h kenveriañ he barzhoniezh ouzh reoù a seurt-se eget klask enni roud eus ur speredegezh pe ur « gevrinezh » diouti hec’h-unan, pe anv eus prederouriezh, pezh na oa ket he zres, ‘m eus aon, na hini ar re a skrive evito.

Padal e c’haller mat-tre lakaat he barzhoniezh tal-ha-tal gant hini barzhed vrezhoneg all eus hec’h amzer (evel Mab an Dig — an aotrou chaloni Biel Elies — pe Bleu Benal, ar Gwenedour Per ar Saos, da skwer), ma vezo gwelet fraezh, peuskerkent, talvoudegezh vras ar « paourkaezh peizantez » a Vro-Dreger.                                        

 

 * Diwar F. Favereau, Antologiezh lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved (1900-2000). Ar gwir trec’h d’ar bed ?/Anthologie de la littérature bretonne au XXe siècle (1900-2000). Entre rêve et réalités, Skol Vreizh.

 

Notennoù

1. Gw. dastumad 1998.
2. Niv. 6, 1975, ha niv. 22, 1979.
3. Gw. listenn an niverennoù-se : 1998, 172.
4. Niv. 25, neuze niv. 46, marteze a-walc’h dre jubenn F. Danno, skolaer Perroz, en doa lakaet tonioù war meur a varzhoneg skrivet ganti, evit strollad « Tregeriz » o kanañ e Beilhadegoù Treger, ma oa-hi kontet unan eus an izili anezho ivez a- hend-all. Gw. skeudenn Pobl Vreizh, niv. 45, 1973, p. 1, m’he gweler asambles ganto, ha hi en koef.
5. Niv. 26, 27, 30, 41, 43, 44, sinet gant un iskis a lesanv, « TZ ».
6. Ur film eus ar rummad brudet, d’an ampoent, a veze kaset en-dro gant André Voisin war ar chadenn gentañ : « Les Conteurs ».
7. Tennet poltred eus an holl re-seoù, asambles gant Y.-B. Piriou ha L. Kervoas, a oa rener ar gazetenn Pobl Vreizh, ha gw. interview A. Duval en niv. 45, 1973.
8. Barzhonegoù all, 1973, Hiboud al Leger, 1973, embannet gant Skol, 51 ha 52 ; Barzhonegoù nevez, 1974, e ti-embann Hor Yezh, evel er bloaz 1973 ; Traoñ an Dour, 1982, e ti Al Liamm, evel an oberenn gentañ.
9. 1973, bet adembannet e 1980.
10. Al Liamm, niv. 201, 1980.
11. Hor Yezh, 1972.
12. Hor Yezh, niv. 79.
13. Hor Yezh, 1982.
14. Hor Yezh, 1986.↩
15. Gw. listenn levr Raoul, 1992, 97.
16. « Sahara ! », niv. 2, 1976.
17. Lâret gant A. Duval da Helias deut d’he filmañ : « …ha mersi bras dac’h, aotrou Helias, d’ober kement ‘vel a rit evit ar brezhoneg… »
18. Gw. he barzhonegoù « Diskar ar c’hleuzioù », « Ne gavan ket plijus », « Roñfled », ha re all.
19. Gw. danvez lod eus pezhioù-c’hoari fentus Maria Prat, e skeud se.
20. Ma sav soñj d’an nen eus ar « barzh-labourer » Loeiz Herrieù, da skwer ; gw. Le Berre Y. 1995, p. 24.
21. 1995, p. 25.
22. Poz A. Voisin, hervez Laouenan 1974, p. 10.
23. Gw. Laouenan 1974, p. 88.
24. Idem.
25. Brud Nevez, niv. 59, 1982, p. 42-43.
26. Klerg, rakskrid 1973, p. 14 [adembannet amañ war al lec’hienn-mañ. NE]
27. Gw. Brud, niv. 46, p. 26-32.
28. Gw. adembann 1972, p. 9 ha 11-18. 29. 1973, p. 65.
29. 1973, p. 65.
30. 1971, p. 8 : Literature in Celtic countries, UWP, Cardiff.
31. Pennad Al Liamm, 125, 1967.

Levrlennadur

Beg (ar) Herve, 1981 — « N’eus den ebet a garas mui… », Evid ar brezhoneg, niv. 184 (p. 5-7).
Bouessel du Bourg Yann, 1985 — « Across Breton Literature : Three Women », Bro Nevez, niv. 17 (p. 8- 10).
Broudig Roparzh, 1982 — « An dekvet a viz Du », Al Liamm, niv. 210, (p. 18).
Brunel Christian, 1981 — « Anjela Duval : ma vie », diell Tud ha Bro, niv. 7 (p. 3-37).
C’hoadig (ar) Ronan, 1981 — « Tavet eo mouezh Traoñ-an-Dour », Evid ar brezhoneg, niv. 184 (p. 2-4).
1998 — « Anjela Duval hiziv », Stourm a ran war bep tachenn, Mignoned Anjela
(p. 145-167, ha lennadurezh, pladennoù, filmoù hag all). [Pennad-skrid adembannet amañ war al lec’hienn-mañ. NE]
Cünnen Janina, 1997 — Pennad diwar-benn A. Duval en ur c’helc’hgeriadur en alamanteg.
Danno Fañch, 1982 — « Anjela Duval », Al Liamm, niv. 210 (p. 74-77).
Denez Per, 1967 — « Emily Dickinson », Al Liamm,  niv. 125 (p. 499-508).
Duchesne Louis-Claude, 1981 — « Anjela Duval — Un chant breton s’est tu », Ouest-France (9 a viz Du).
Favereau Francis, 1995 — Danevell ar jury CAPES brezhoneg (diwar-benn A. Duval), CNDP (p. 12- 19)
1997 — « The Poet Anjela Duval (1905-1981), Glimpses of a poetic tongue », Calliope, Bruxelles.
Gleoneg Aline, 1999 — « Anjela Duval, Stourm a ran war bep tachenn », pennad-barn Al Liamm, niv. 312 (p. 96-98).
Guillemin-Young Yvette A., 1997 — « A. Duval : le chant de la terre et du combat », French Review 71 (p. 66-73).
Hélias Per-Jakez (& als), 1995 — Gant ar mareoù-bloaz — Au fil des saisons (tregont barzhoneg gant o zroidigezh).
Huiban Herve, 1981 — « Kan an Douar », Armor-Magazine, niv. 143 (p. 25).
Keineg Paol, 1982 — « Mortuach A. Duval », Le Peuple Breton, niv. 216.
Kervoas Loig, 1973 — Interview A. Duval : « ‘blijet on… », Pobl Vreizh, niv. 45 (p. 4-5, ha foto p. 1).
Klerg Marsel, 1973 — « Rakskrid Kan an Douar », Al Liamm (4 p.). [Pennad-skrid adembannet ha adembannet ‘barzh Oberenn glok hag amañ war al lec’hienn-mañ. NE]
1973 — « Kan an douar », Barr-Heol, niv. 77 (p. 50-52).
1982 — « Anjela  (1905-1981) »,  Al Liamm, niv. 210 (p. 39-54).
Laouénan Roger, 1972 — « Anjela Duval, poésie et enracinement local », le Télégramme.
1974 — « Anjela Duval, Nature & Bretagne » (adembannet e 1982).
1994 — « Anjela Duval, une voix prophétique ? », ArMen, niv. 56 (p. 18…). [Troet en brezhoneg evit an Oberenn glok hag amañ war al lec’hienn-mañ. NE]
Latimier André, 1981 — « Kenavo, Anjela Duval », Armor- Magazine, niv. 143 (p. 25).
Le Berre Yves, 1995 — Danevell ar jury CAPES brezhoneg (diwar-benn A. Duval), CNDP (p. 20- 25).
Lloyd-Morgan Ceridwen, 1992 — « Language   as   weapon »,  Planet, October, (p. 22-31).
Marc’heg (ar) Paskal, 1987 — « An div Anjela », Al Lanv, niv. 43  (p. 22-25).
Martin Ivona, 1982 — « War “hent Anjela” », Al Liamm, niv. 210 (p. 19-38). [Adembannet ‘barzh an Oberenn glok. NE]
1998 — « Ur ger a-raok », Stourm a ran war bep tachenn, Mignoned Anjela (p. 9- 11).
Mevel Per-Mari, 1974 — « Eun oberenn a-bouez braz (Kan an Douar Anjela Duval) », Brud, niv. 46 (p. 26-32). [Adembannet ‘barzh Oberenn glok hag amañ war al lec’hienn-mañ NE]
1982 — « Traoñ-an-Dour : A. Duval hag he zud », Brud Nevez, niv. 59 (p. 42- 43).
Miossec Jean-Claude, 1990 — « Anjela Duval e saozneg », Brud Nevez, niv. 139 (p. 59-60).
Morvan Ivonig, 1982 — « Tir-na-nog », Al Liamm, niv.  210 (p. 17).
Morvannou Fañch, 1982 — « Anjela  Duval »,  Pobl  Vreizh, niv. 139 (p. 8).
Piriou Yann-Ber, 1967 — « Kan ar skrilhed e Traoñ-an-Dour », Al Liamm, niv. 121.
1975 — « Anjela Duval », Pobl Vreizh, niv. 66 (p. 5).
1984 — « Anjela ! », Al Liamm, niv. 224-225 (p 163).
Piriou Yann-Ber (& als), 1991 — « Ur feunteun anvet Anjela — Une fontaine qu’on appelait Anjela »,  katalog an diskouezadeg diwar he fenn, Aodoù-an-Arvor.
Pluskelleg Annie, 1985 — Anjela Duval, he buhez hag hec’h oberoù, Hor Yezh.
Prat Maria, 1982 — « Kenavo  Anjela »,  Al  Liamm, niv. 210 (p. 15-16).
Renault Annaig, 1991 — Labour mestroniezh diwar-benn ar skrivagnerezed e brezhoneg (p. 53).
Talbot Yann, 1982 — « Anjela  Duval  (Doue   d’he fardono !) : ur plac’h hag  he stourm », Al Liamm, niv. 210 (p. 55- 69).
1982 — « Pa vin marv — homelienn », Al Liamm, niv. 211-212 (p. 149-153).
Timm Lenora A., 1986 — « A. Duval : Breton Poet Peasant and Militant », Women’s Studies International FORUM, vol. 9, niv. 5, California (p. 481-490).
1990 — « A  Modern  Breton  Political  Poet, Duval : A Bibliography and an Anthology », Lewiston USA (gw. rentañ-kont Al Liamm, 264, 1990).
Tregor (Le), 1981 — « Kenavo, Anjela — La fin d’une époque », niv. 46 (14 a viz Du). Ha pennadoù all e-barzh Le Canard de Nantes à Brest, Le Peuple Breton, Pobl Vreizh.

Print Friendly, PDF & Email