Mouezh ur brofedez ? * – Roger Laouenan

 

« Un hanter dousennad barzhed ne dalvezint ket gwech ebet ul labourer-douar ! », a lâras Anjela Duval din un deiz bennaket. Goût a rae deus petra e oa o kaozeal : bemdez e laboure-hi an douar a-raok en em lakaat da skrivañ, diouzh an noz. N’eo ket farsal nemetken e rae Itron Traoñ-an-Dour o komz evel-hen. Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d’ober plas d’ur bed nevez. Goût ‘walc’h a rae e teufe ar gwrizioù don a stage anezhi ouzh douar he hendadoù da vezañ drailhet, hag e vefe distrujet he mod da vevañ, hêrezh ur ouiziegezh kozh-Noe anezhañ. En he c’hreizig-kreiz e oa Anjela Duval war ar memes tro ur Vreizhadez, ur beizantez hag ur varzhez. Ne soñje ket dezhi e vije posupl sevel pontoù etre ar bed kozh, he hini dezhi, hag ar bed o tont. Ha koulskoude eo aet he mouezh en tu all d’an harzoù.

N’eus nemet hec’h amezeien, he nebeud mignoned, tud he familh ha bed bihan ar C’houerc’had ha Tregrom hag o doa anavet Anjela pa oa bugel, krennardez ha plac’h yaouank. Pa grogas « pirc’hirinaj » ar vrezhonegerien ouiziek war-zu Traoñ-an-Dour, er bloavezhioù tri-ugent, e oa tost arriet ar beizantez d’he zri-ugent vloaz.

Gwelet e veze roudoù ur vuhez labour tenn warni. N’houlle ket en em fichañ e mod ebet, hag ur stumm simpl ha rust he doa, gant he boned war he blev spulc’het, he brozh hag he saro du. Kerzhet a rae evel ur gwaz, dinivl en he botoù-koad.

Met bez’ ‘oa he dremm ivez… He selloù voulouz du — re kened he yaouankiz — a dremene a-rez stern he lunedoù (ne servijent dezhi nemet da lenn). Nijal a raent etrezek an nen, a vije boemet gante. Ponner pe sklaer, lemm pe dous e tiskouezent birvilh he spered, ur gizidigezh war evezh dalc’hmat ; ha kap e vezent da lufrañ gant ur fulor sakr.

Boaz e oa da vevañ dindan an amzer ha gwelloc’h e veze ganti labourat er parkeier kentoc’h evit ober war-dro he zi. Ul leur-zi bri a oa ennañ, ha teñval e oa ar pezh pennañ. Ne veze mann ‘met un torkad fleur, bet dastumet war he douaroù, evit lakaat un tamm liv e-barzh. Ar plas, war an daol vras hag ar bankoù, a veze debret gant levrioù, kazetennoù, lizheroù, paperajoù a bep seurt.

Ne veze ket gwall zegemerus Anjela gant ar weladennourien dijen, rok pe… sot. Met digor-bras e veze dorejoù he zi d’ar mor a dud, niverusoc’h-niverus, a zeue d’aloubiñ he menaj. Kaozeal a blije da Anjela. Ha kap e veze da selaou ar re all ivez. Alies-mat e veze divizoù a live uhel en-dro d’an daol vras, e-lec’h ma veze kenlidet ar blijadur o vezañ asambles gant krampouezh, bara, amann ha kafe. Souezhet e veze ar re a selaoue anezhi gant he c’homzoù lemm ha furnez he barnadennoù. Alies e tassone he c’hoarzh lirzhin ha kreñv pa ‘n em sante en hec’h aez gant hec’h ostizien.

Komzet e veze brezhoneg kentoc’h evit galleg. Koulskoude e teue galleg kran-hardizh ganti, digredabl, gant ar re a roe arguzennoù solud da nompas bezañ kap da gomz brezhoneg.

Anavezet eo he bourd brudetañ. Deut e oa un den da gaout anezhi hag a grogas da gaozeal en galleg outi, pouez-mouezh bro Dreger gantañ. Goull a reas Anjela digantañ : « Penaos ‘ta, c’hwi ne oarit ket brezhoneg ? — Kompren ‘ran, met ne gomzan ket ‘nezhañ, a respontas egile. — Neuze, eme Anjela, oc’h tre ‘vel ma chas : int ‘gompren mat ivez met ne gomzont ket. »

N’ez ae ket Anjela kuit deus Traoñ-an-Dour, koulz lâret. Ur wech em boa bet gwelet anezhi, ha me souezhet-mik, e Lannuon e-lec’h ma oa bet o welet ar medisin, hag un eil gwech pa oa bet roet ar Priz Per Trepos dezhi. Ur vaouez a feiz e oa, a selaoue ingal an oferenn… er skingomz. ‘Blam da betra e nac’he dalc’hmat mont en tu all da harzoù he douaroù ? Reiñ a rae digarezioù, met moarvat e oa un abeg kuzh bennaket ha ne vo ket gouvezet gwech ebet petra ‘oa.

An droed da gomz

D’ar 7 a viz Du 1981 ec’h eas Anjela Duval kuit etrezek an douaroù uhel, da zastum hec’h eostad peurbadel. Daoust hag-eñ eo dav, hirie c’hoazh, menegiñ barzhez Traoñ-an-Dour, komz diouti, furchal en he gerioù, selaou mouezh an awen a c’hwezhe tan he spered ?

Gwir eo hon boa rannet bara ar vignoniezh meur a wech. Met peseurt mignoniezh e oa ? Sell aze ur goulenn all. Meur a live a oa en he mignoniezh, a veze roet ganti d’ur bern tud all. Reiñ a rae Anjela kentelioù d’an engroez. Met kenlidañ, ne rae nemet gant nebeut a dud.

Daoust ha disleberet e vije bet hon darempredoù gant ma micher kazetenner ? Sachañ a rae evezh ar mediaoù, ha meur a wech on bet ar vazh-valan etre hi hag int. He brud o kreskiñ a roe danvez da’m c’hazetenn. Re alies moarvat on bet en he c’heñver un den a-vicher muioc’h evit ur mignon. Daoust ha n’em bije ket implijet ar vignoniezh-mañ evit ober « scoop »-où (bras pe bihan) ? Ne vijen ket souezhet o c’hoût he dije soñjet Anjela an dra-se a-wechoù. Ha moarvat en em sante muioc’h en he bleud gant tud all, a gave dezhi e oa diabeg o mignoniezh eviti. Ar strollad-se, bihan a-walc’h a-benn ar fin, en deus bet an droed da gomz diwar-benn Anjela.

A-hed ar bloavezhioù, a-feur ma kreske braventez he skeudenn en eñvor an dud, a-feur ma veze diskuliet finesa ha glanded hec’h oberenn, tonket da badout, zo deut diskibien nevez da c’houll o lod deus an hêrezh. Splann e oa da goulz deiz-ha-bloaz he marv e miz Du 1991 er C’houerc’had.

Peadra  zo  d’en  em  soñjal.  Sell  aze ur baourez, bet disanv e-pad hanter-kant vloaz evel tout an droc’herien-vuzhug all, bet dinerzhet war-lerc’h gant ur mor a dud o klask traoù digustum, a sache evezh tud nevez c’hoazh. N’eo ket bet krignet skeudenn ar beizantez gant an amzer o tremen, er c’hontrefed : bet eo eeunaet, glanaet, lakaet da skediñ, e-mesk poblad an Dregeriz vunut, zo kaeroc’h. Gwriziennet-don eo Anjela en istor hon c’hevredigezh.

N’haller ket didamall unan bennaket ma n’eo ket bet tamallet a-raok. Anjela, bountet da stourm, he doa dibabet deus peseurt tu e oa, ha peseurt tud a oa hec’h enebourien. Daoust hag-eñ o deus trec’het he soñjoù war-lerc’h he marv ? Re abred eo c’hoazh, da’m soñj, evit respont d’ar goulenn-mañ. Galvet he doa, evel Arzhur, he marc’hegerien da stourm en anv he gwad, he douar, hec’h unvanelezh hag he sevenadur. Un dra zo sklaer : ar galv-mañ, he galv nemetañ, a zo bet klevet. Skeiñ a ra ouzh spered an neb a fell dezhañ bezañ Breton.

Feunteun Traoñ-an-Dour

A-benn kaozeal deus Anjela Duval hirie, hep trubardiñ anezhi (met da’m soñj, n’eus ket tu da vezañ a-live gant sonerezh diabarzh Anjela), eo dav mont gant meur a hent. Ha respont d’ar goulenn kentañ-mañ : da biv e kaozeer ? Da stourmerien an emsav, d’ar vrezhonegerien ouiziek en o yezh ? Pe d’ar rummadoù nevez a zo o klask o gwrizioù, sachet etrezek « feunteun gozh Traoñ-an-Dour » gant ur sec’hed sevenadurel ? Peotramant da gesterien ar glad, o tont deus pep lec’h, deus pep gouenn, da bikotiñ fleur jardrin ar barzhonegoù evit o gounid dezhe o-unan ? Peotramant c’hoazh, da bobl Vreizh ?

Ar bobl na oar ket, met c’hoant ganti da c’hoût, bet fromet gwech pe wech gant ur ger, ur c’homz, ur werzenn, ur skeudenn bennaket strinket diwar an draonienn ‘lec’h ma veve ur skeud gwisket e du ?

Luzietoc’h e oa he fersonelezh evit pezh a soñjer da gentañ. Ha bewech pa vez dedennet unan bennaket gant he buhez, c’hoant gantañ da studial hec’h oberenn pe da gompren resis pezh he doa lâret, e tiskouez Anjela un dremm a glot gant pezh a vez hemañ o c’hedal. Ent-se e teu an temptadur bras, ha fall, da leuskel a-gostez, pe c’hoazh da zisteraat he zuioù all.

Gwir eo ivez e oa bet « rannet » Anjela pa oa bev dija : tud zo ha ne welent enni nemet stourmerez ar brezhoneg hag ar sevenadur, lod all ha ne welent enni nemet difennerez an natur, he c’hleuzioù, he gwez, e-skoaz lod all c’hoazh a glaske enni roudoù ur mistik keltiek pe roudoù deus furnez hon zadoù-kozh. Al lodenn vrasañ a veule awen ar varzhez. Nebeut a-walc’h a lakae da dalvezout kizidigezh ar beizantez.

Dirakomp emañ ar skoilh c’hoazh : en arvar emañ « barzhez-peizantez » Traoñ-an-Dour da vezañ brudet mann ‘met evit he skridoù. Displegomp pelloc’h. Digoret o deus dezhi perzhioù mat hec’h oberenn a varzhez dorejoù ti-meur al lennegezh brezhoneg. Gounezet he deus an droed da gaout he flas ennañ. Tal kichen an dud veur. Met n’haller ket dispartiañ hec’h oberenn deus he buhez pemdez. War ar pemdez  eo  zo   bet   degaset dezhi al lodenn wellañ deus ar boan ha deus al levenez, en hec’h unvanidigezh gant an douar mager. N’haller ket distagañ anezhe, na displegañ al liamm zo etreze memes.    

E c’hall bezañ diaes kompren Anjela Duval d’an hini n’en doa ket anavet anezhi — na kaozeet ganti, na gwelet anezhi o vevañ en hec’h endro, gant he lusk dezhi. Met en ur glask ul liamm etre he barzhonegoù e c’hello kavout pezh en deus awenet anezhe.

« Ma c’halon zo ur vered »

Klask kompren ur barzh dre e oberenn ne dalvez ket trubardiñ anezhañ dre ret. Ur c’hoari evit ar spered e c’hall bezañ ar varzhoniezh, nemet eo kan ur galon da gentañ-penn. Dreist d’ar fedoù, d’an degouezhioù ha d’ar menozioù o deus ganet anezhañ ‘c’h a ar c’han-mañ. Danvez hollvedel zo ennañ, o tont da vezañ kan ar bed. Neuze n’eo ket dav d’an nen bezañ bet e ti Traoñ-an-Dour e leur-zi bri a-benn klevet ennañ e-unan heklev sonerezh ha komzoù barzhonegoù zo. Da skouer ar barzhoneg berr-mañ, anvet « Va c’halon » :

Va c’halon zo ur vered
Enni nouspet ha nouspet bez
Enni bemdez ur bez nevez
Bezioù kerent ha mignoned…

Bet hon eus gouelet, an holl ac’hanomp, dirak bez nevez-toullet kar pe bar er vered, ha gerioù klemm Anjela a c’hallfe bezañ hon re-ni.

Met sellomp deus ar barzhoneg « An Alouberien » sinet « Ur Vrogarourez paour » gant Anjela e miz Meurzh 1964. Youc’hal he ravolt a rae ar beizantez o welet an alouberien o plavañ war he bro evel ur vandennad brini. Abegiñ a rae deus ar re a werzhe madoù ar vro d’an « estrañjourien », a bilhe ar chapelioù hag ar manerioù. Diskuliañ a ra ar barzhoneg-mañ an tu kilbennek deus he fersonelezh.  Met  dous  ha  kizidik  e oa Anjela ivez. N’he deus ket bet gouzañvet gwelet gwad gwech ebet, hini he loened memes (kontañ a rae penaos ‘c’h ae da goach pa veze lazhet ur penn-moc’h). Ha koulskoude e oa, war ar memes tro, ur gwir menez-tan, ha prest e oa an tan da strinkañ ha d’ober e reuz ! Koulskoude n’eo ket diwar ur c’houchad drougiezh e tarzhe he fulor — arouez un temz-spered bervidik (hêrezh he zad, kuit ‘ta !). Er c’hontrefed : tennañ a rae deus an tan-gouez. Pa veze gwallgaset pezh a oa a-bouez eviti e troe he spered : « Treiñ ‘ran da sot pa glevan tud hag a gont droug diwar-benn ma bro (Breizh, anat deoc’h), ma yezh pe ma micher. »

En ur fustañ ar re a lak o c’hrabanoù war mein, arrebeuri ha madoù hon hendadoù, e tiskoueze splann Anjela petra ‘oa bezañ Breton eviti. En Treger vihan, er C’houerc’had hag  e Tregrom dreist-holl, da lâret eo e bed Anjela — zo bet gwelet tud a bep seurt broioù o tont d’en em staliañ e-barzh tier kozh adkempennet, war ribl al Leger alies. Anaout a rae Anjela perc’henned gozh war an tier-se, soñj mat he doa deus buhez o ziegezhoù. Kaer o doa an dud nevez-erruet dont da welet anezhi, o tiskouez c’hwistim ha mignoniezh outi, ar beizantez ne wele enne nemet alouberien.

A-raok barn he c’hlemm, he galv d’an armoù, eo ret kompren penaos e oa an traoù e-barzh ar vro. Aze emañ an dalc’h. Kemer a rae harp Anjela war he buhez pemdez. Ne oa troc’h ebet etre he micher peizantez hag ar skrivañ. Dispakañ ha sublimañ al labour-douar a rae he barzhoniezh. Dav eo kaout soñj ne oa ket bet krog ar beizantez da skrivañ ac’han he hanter-kant vloaz tremenet. Met gwir eo ivez he doa douget ha maget enni, adalek he bugaleaj betek deroù he c’hozhni, ur c’han ha ne vanke dezhañ nemet ar mod da vezañ ganet. Gant ar brezhoneg e voe kavet.

Meneget hon eus « An Alouberien ». Ne vefe ket reizh gwelet ennañ tout pezh he doa hon mignonez da lâret. « Stourm a ran war bep tachenn » a oa he ger-stur. Memestra e c’haller lenn en « Alouberien » un dostaat, dre vras, d’ar c’hann a veze kaset gant ar stourmerez.

Santet he doa Anjela, speredek-hardizh evel ma oa, e oa he Bro war var koll hec’h unvanelezh. Bev-mat e oa an unvanelezh-se enni : gwriziennet don e oa Anjela e sevenadur an douar ; he mod da vevañ a zeue deus kentelioù he zud, o doa roet dezhi kenaoz ur furnez, ur ouiziegezh kozh-Noe ; hag ouzhpenn he doa studiet he yezh, he sevenadur, hec’h istor.

Santet he doa ar reverzhi a oa o tont d’ober plas d’ur bed nevez. Met an distrujoù ‘ni eo he doa gwelet da gentañ. Diskaret e veze ar c’hleuzioù hag ar gwez kant-vloaz. Torret e veze kerzh ar vuhez e-barzh kof an douar gant ar gimiezh. Lonket e veze ar yaouankiz gant an divroañ ; distummet ha kompezet e veze soñjoù an dud gant ar skinwel. Ne soñje ket dezhi e vije posupl sevel pontoù etre ar bed kozh, he hini dezhi, hag ar bed o tont.

‘Blam da se eo moarvat zo tud evit soñjal e nac’he-hi ar cheñchamant, he doa soñjoù warlerc’hiet hag e chome stag, evel ur chouanez, ouzh an amzer dremenet.

Daoust ha gallout a reer kaozeal deus cheñchamant ? Pe ne vije ket gwelloc’h implij ar ger dispac’h kentoc’h ? Ne oa ket bet prientet Anjela d’ar prantad etre-mañ gant he sevenadur, ha ne glote ket gant he zemz-spered ivez. Pezh a ouie a-walc’h. Ur reuz diabarzh he doa bevet moarvat sur. Kanañ a rae ur Vreizh he dije gallet bezañ, en he gwerzennoù, hag a oa ur Vreizh dibosupl dija. Un utopia a veve Anjela, met dizall e oa hi ivez.

Plac’h gouestlet d’ar sakr, penaos he dije gallet en em ober ouzh an disakrañ ? E-barzh he daouarn kaledennet e talc’he goulaouenn he hendadoù. Hag e fin he buhez — ganti stumm ur skeud deus Bro an Anaon — ec’h astenne he brec’h. Evit reiñ an hêrezh. « Torfed eo terriñ ar chadenn. »

Den ebet ‘n doa bountet anezhi da stourm evit ar vro. Gwir eo ‘c’h eo a-drugarez da dud entanet — Ivona Martin, Roparz Hemon, an tad Gwilhelm Dubourg hag an tad Marsel Klerg… —, he devoa adkavet he yezh ha he sevenadur, war an diwezhad. Met ne oa ket bet rediet da ganañ traoù all evit he douaroù, he loened, he micher uhel, ar c’hant tra bihan a lakae anezhi da drevellat war ar pemdez. Deus se eo zo kaoz el lodenn vrasañ, marteze, deus hec’h oberenn, a zo tost deus hini Loeiz Herrieu, ar barzh-troer-douar. Pa zigor he c’halon, marc’hegez dizarmet, e klever he muzik diabarzh o soniñ reizh. Treiñ a ra an awen da sev. Diwaniñ a ra ar gwerzennoù, ar gerioù war pajenn ar c’haier, e-keit ha ma vez an tan o tañsal laouen e-barzh an oaled. Blaz ha frond ar plantoù o deus, ar plantoù gouez a gaved e-leizh war he c’hleuzioù.

Ar varzhez-peizantez diwezhañ

Roet he deus Anjela, plac’h gwirion an douar, pajennadoù hep-o-far, ha rekis, d’al lennegezh  brezhoneg. E-touez an dibab brezhonegerien, ne oa den all ebet en dije gallet, pe a vije bet barrek a-walc’h, da gaozeal gant skeudennoù daredus deus kened simpl ur parkad gwinizh, sumfonienn ar beurevezhioù, lusk un devezh dornañ.

Bet eo ma mignonez kozh, Itron meur Traoñ-an-Dour, ar varzhez-peizantez diwezhañ ‘m eus aon. En ur salmiñ d’he heul e lârfen e vo ret dimp mont etrezek ar vammenn gozh adarre evit en em unaniñ gant kan don-donañ an douar. Tud zo a lâro eo an douar danvez pennañ ur bern barzhed all.  Met e kemm gant Anjela — n’eus forzh pegen brav e vefe o oberennoù —, e vez gwelet ha santet an natur deus an diavaez gant ar varzhed-mañ. Menajerez ar C’houerc’had, hi, a-unan dalc’hmat gant an douar, a zisplege peseurt eskemm he doa gantañ, d’un añjeluz d’egile.

Arru on bremañ gant ur goulenn bras. Daoust hag-eñ eo bet Anjela ur steredenn-nij e-barzh oabl hol lennegezh, peotramant e chomo ‘vel ur steredenn lufr e-barzh hon neñvoù ?

Dek vloaz zo trawalc’h evit kas kalzig a skrivagnerien d’an toull ankounac’h. Met e ti-meur ar varzhed vrezhoneg emañ bremañ Anjela o chom. Deut eo hec’h oberenn, he dastumadoù barzhonegoù, da vezañ testennoù klasel.

Met Anjela, maouez he fersonelezh luziet, zo ur seurt kelc’hienn en-dro dezhi. Al lodenn vrasañ deus an dud, ar re na lennont ket anezhi, o deus dalc’het soñj deus ur vaouez dreist-ordinal. Tuioù enep enni, gwir eo. Skoet eo bet spered he c’henvroidi ganti — a-hed hec’h ugent vloavezh a vuhez publik —, spered an dud a deue da gaout anezhi, pe a wele anezhi  en  tele, pe a gleve anezhi er radio. Ur paourkaezh maouez roufennet e oa, brewet gant al labour, ur beizantez, zo kaeroc’h, a oa o vevañ evel gwechall. Met sevel a rae, lorc’hus ha rebell, evit distagañ komzoù her en ur yezh uhel. Komz a rae ur galleg ken kran a-wechoù ken e veze ret din, anzav a ran, mont da furchal e-barzh ur geriadur ! Lâret a rae o fegement da vistri ar bed koulz ha d’ar bobl, kiriek da vezañ pleget o c’hein ken lies gwech.

Lampat a ra ar mediaoù war an dud disort. Deus ar ouenn-mañ e oa Anjela. Taolet e oa bet da grignat d’ur mor a dud o c’huriuzenniñ — goût a-walc’h a ran peseurt perzh em boa bet en afer-mañ. Evurusamant ne bad ket ar guriusted gwall bell. Ha n’eo ket ‘blam d’an tech a sellerezh-mañ ec’h eo chomet e-barzh spered ar Vretoned. Miret o deus skeudenn ur vaouez hep-he-far, leun a furnez, a uhelvenozioù, ur vaouez a oa splann he spered, a oa gwriziennet ken don ken n’haller ket chom diseblant. Strudañ a ra anv Anjela Duval war plakennoù ar ruioù, ar plasennoù. N’an ket da gondaoniñ e vefe anavet war-lerc’h he marv. Enoret he doa Breizh hag ober a ra c’hoazh. Dleet eo dimp dougen bri dezhi.

Met petra a dalvezo an dra-se a-benn nebeut amzer ? Alies e teu ar soñjoù da verglañ buanoc’h evit ar plakennoù. Da’m soñj e pado barzhez Traoñ-an-Dour a-drugarez d’he zestennoù, d’he barzhonegoù dreist-holl. Enne emañ ar pep pouezusañ. Lies ha soutil. Barzhonegoù-pediñ ar gristenez, barzhonegoù-kanañ kustum ar beizanted, barzhonegoù-soñjal en dud karet, barzhonegoù-klemm ar Vreizhadez a stourme evit he yezh hag he sevenadur. Da bep hini e lod. Met n’amp ket da lodenniñ an traoù. N’eus ket, deus un tu, un Anjela o komz deus poan tud an douar, ha deus an tu all, un Anjela stourmerez ha mistik.

N’eus den ebet perc’henn war Anjela. N’eus den ebet perc’henn war he hêrezh. Da Vreizh eo hi.

Pezh zo dleet dimp ober, an dra nemetañ a c’hortoze-hi diouzhimp marteze, eo diwall na vije ket laosket he c’han da fraostañ. Ret eo dimp skignañ ha skuilhañ he barzhonegoù par ma c’hallimp. Ha ma vo dav dimp treiñ he zestennoù e galleg evit ma vije sachet al lennerien etrezek an testennoù orin, ra vo graet. Tud zo o c’hortoz se. Muioc’h-mui a dud onest o dije c’hoant da zizoloiñ teñzorioù barzhoniezh Anjela. Met n’emañ ket gante an alc’hwez aour a zigorfe ar c’houfr : ar brezhoneg.

Troet e vez oberennoù barzhed deus ar bed a-bezh. Dav eo ober ‘memes tra gant oberenn Anjela peogwir he deus un dalvoudegezh hollvedel. Daoust ma n’eo nemet e brezhoneg e c’haller kompren hec’h ijin.

 

* Diwar Roger Laouenan, « Anjela Duval : une voix prophétique ? », ArMen, niv. 56, miz Genver 1994, pp. 18-27. Lakaet e brezhoneg gant Corinne ar Mero.

Print Friendly, PDF & Email