Eun oberenn a-bouez braz Anjela Duval, Kan an Douar – Per-Vari Mevel

N’emaom ket e-touez ar re-ze a ra dalh- mad meuleudi da gement linenn a vez gwisket — pe treuzwisket — e brezoneg. Setu perag on-eus muioh a frankiz evid lavaroud pegement a vad a zonjom eus Barzaz Anjela Duval, Kan an Douar, pegen entanet om bet ouz e lenn, ha pegen uhel e lakaom al leor-ze el lennegez vrezoneg. D’or meno eo ar gwella tra bet embannet abaoue hanterkant vloaz d’an nebeuta. Par eo — ha poueza a reom or homzoù — da War en deulin Yann-Bêr Kalloc’h, aliez gwelloh zoken. Disliou ha divlaz e vo kavet en e-gichenn an darn vrasa euz ar barzonegou bet strewet amañ hag ahont. Bez’ ‘z eus gand Kan an Douar eur stumm hag eur muzul all.

Diêz eo renta kont euz eur bennoberenn ken pinvidik, ken doun awenet ha ken leun a gaerder. Eun dra hepken a vefe da lavared d’an dud :  « Lennit  hag  e weloh ! » Bez’ ez eus evelato en dastuma- denn-mañ danvez meur a studiadenn  evid ar re a raio wardro ol lennegez. Ha bremañ e vo red mad, da gement kelen- ner a zo, studia gand e skolidi d’an nebeuta eun dibab euz ar barzonegoù- mañ. O lenn hag o adlenn a ranker, evel pep oberenn veur, rag n’eo ket en eur wech e hellfer suna ar boued, al likor a zo ebarz. Alia a ran stard kement hini a lavar eo prederiet gant amzer da zont ar brezoneg, d’en em lakaad dioustu da lenn Kan an Douar ha d’ober bruderez endro dezañ. Paeet e vo founnuz euz ar boan a gemero, hag eun dever eo, rag eun druez e vefe ma chomfe eun oberenn ken talvouduz e kelh striz eun nebeud brezonegerien ampart.

Daoust ha ma lavar Anjela Duval n’eo ket he micher sevel gwerzennou war baper, dre ma skriv anezo « war groc’henn noaz ar Vro », gand he binvioù labour en he farkeier dindan ar pevar amzer, ez eus outi e gwirionez eur varzez awenet dreist hag eur skrivagnerez a ouenn vad, unan a vicher, dezi eun doare outi heh-unan da zevel barzonegou. Gouzoud a ra selled ha liva : sellet ouz pep tra gand daoula- gad sklêr, evel eur bugel estlammet o tizolei ar bed, ha tizoud a ra, a-dreñv spurmantoù boutin ar vuhez pemdezieg eur vuhez all kuzet, kevrinuz ha spere- del. Kompren a ra, dre ma vev bepred en o zouez ha ma kar anezo, yez al labou- sed, al loened, ar plant hag ar bleuñv :

Selaou kentoc’h a ran
An traoù eget an dud…

Unanet striz eo hi, dre nerz liammou ar galon, ouz pep tra krouet, hag intent a ra, evel ma lavar ar Barz gall, « le lan- gage des fleurs et des choses muettes… » ha beteg klemmou ar boudou bihan flas- tret dindan treid pounner an dud !

E Kan an Douar e kemer pep tra eun ene, eur vuhez kuzet, ar hreion zoken, hag ar follenn wenn o hortoz ar skritur. Divizoud a ra Anjela Duval, evel pa vefent migno- ned, gant al laboused, ar spern du, ar balan, ar brug. Eur marz…! Liva a oar en eun doare dispar taolennou ar mêzioù a gar, taolennouigou kentoh, e barzonegou berr : an noz sioul, avalou azo o ruilhal beteg ar hleuz, eun devez dorna, eur vuoh o taskiriad « geot hag huñvreoù », kirri koz dilezet, astennet ganto o divreh evel en eur bedenn, emgann ar houmoul arnev…

Hag aliez ar pez a wel he daoulagad a deu da veza en he faltazi arouez eun dra bennag kuzetoh, evel an deliou sec’h, da geñver Gouel an Ollzent, a seblant beza war an dour « ur morad eneoù », o horoz treuza ar skulz. Eun dudi eo evid al lenner digouezoud gand heñveladuriou souezus, evel eur gistinenn en he bleuñv, o tont da veza : « … ur gwispon ramz bet soubet er c’hoaven ». Ha diouz an taolen- nou-ze e sav eur mor a frond, ha kleved a reer endro dezo sonerez, beuregan, bangor pe sumfonienn ar mêziou.

Buhez an douar, ar peder amzer o tremen a zihun e klaon Anjela Duval eñvoriou a bep seurt, trivliadennou fromuz, don ha tener. An hiraez hag an hirnez a gouez warni, pa zoñj en he zud, en he migno- ned aet da Anaon. Poueza a ra warni an amzer o vond e-biou, ar hleñved, ar gozni, ar baourentez, ar skuizder, dispriz an dud lorhuz ha droch, digomprenusted ar vourhizien. Neuze e tro ar barzoneg da    veza   eur    brederiadenn    pe  eur bedenn… In Memoriam.

Koulskoude n’eo tamm ebed Anjela Duval bleniet gand eun dristidigez romantel bennag. Er hontrol. Kan an Douar a zo unan a levenez :

Padal va c’halon a zo leun a gan
Dre ma karan pep Boud.

Ar han laouen a zav dioustu pa bar an heol, pa zigor an deliou hag ar bleuniou en nevez-amzer, pa advev adarre eur penngoz bennag hanter varo, pa hlaz ar zegal pe ar gwiniz :

Levenez ha dudi ‘velkent,
Levenez ar Frankiz
Kreiz ar maezioù gouez
Gant ar frondoù yac’h…

Laouenidigez ar houer ivez an hini eo. Lorh a zo enni da veza labourerez douar, gand he botou-koad tachet, stag ouz douar Breiz,

Aberzhidi lorc’hus hon Tir, Kouerien !

N’he deus ket a geuz da veza bevet paour ha dieub, pell euz ar hêriou, e-kreiz eur bed mahomet gand ar c’hoant gounid arhant, ar grizder, ar plijaduriou danve- zel. Ar feiz ivez, feiz eeun ha didro eur goueriadez, a laka anezi da houzañv meur a dra hep klemm na termal, ha da zerhel kempouez he spered hag heh ene.

Gouzoud a ra ouspenn Anjela Duval c’hoarzin, ober fent, flemma aliez — hep fallagriez evelato — dre m’he-deus tro- spered lemm h goapaüz tud Bro-Dreger. Diskouez a ra, da skwer al laboused, he mignoned braz, en eun doare fromuz ha fentuz war eun dro (« Koraiz an Evned », p.146), ha gourdrouzet e vezont ganti pa ‘z int dihrad pe laer. An dud ivez a vez graet goap outo, ha n’eo ket hep abeg : ar re yaouank skañv-benn, dizoñj ha brell, ar weladennourien tregasuz a zebr dezi heh amzer vak, blenerien ar hirri- tan pennfollet, an douristed o tond, hervezo, da glask ar peoh war ar mêz, padal ne hellont beva nemed e kreiz todion an tranzistored. Hag ar goap-se a deu da veza awechou kounnar ruz ha fulor e-keñver ar pinvidik orgouilhuz,  ar « Roñfled », an Alouberien o plava war ar Vro hag o kinnig flastra an dud paour.

N’eo ket avad hepken evid kana kaerder ar mêziou, ar balan alaouret, ha disklêria trivliadennoù heh halon eo e skriv Anjela Duval. Eur hefridi a zigas deomp ivez Kan an Douar, menoziou euz an amzer- vremañ da bleustri warno, « hadennoù e liorzh  ar barzh » evel ma  lavar.  Ar  pez « ne gav ket plijus » a zo diskouezet sklêr e kenta barzoneg an dastumad. Ankeniet eo dirag eur bed dirollet, leun a « spere- doù meur hag a galonoù goullo », ur Bed o krena « gant ar spont rak an Den », eur yaouankiz « o  trok  levenez  ‘vit arc’hant ». Kudennou Breiz eveljust a ra nehamant dezi, pa zoñj e kement tra a zaotr hag a zistruj korf hag ene ar Vro : ar mêzio dilezet o tistrei da fraost, ar zavaduriou koz dismantret pe gwerzet d’an estran pinvidik, ar yaouankizou rediet da vond da glask labour d’ar hêriou, digasted eun darn vraz euz ar Vretoned dirag o Yez o vond da goll :

Met ur Ouenn iz omp-ni ‘ta ?
Hag ur bobl lez-ober !…

Evid klask dihuna he henvroiz morgousket ha lakaad anezo da veza emskiant, e kav komzou fromuz ha geriou nerzuz eur yez dispar.

Yez he havell, yez he halon hag he spered an  hini  eo,  pinvidik,  yah,  saouruz  ha pobleg. Ya, eur yez pobleg da genta, lakaet da dalvezoud en eun doare ampart meurbed. Ne vez kavaet amañ, nemed eur wech bennag, gerioù nevez ijinet gand an dud desket, red ober ganto moarvad awechou er yez-plên, med a laka barzonegou a zo da veza ken zeh ha ken displijuz. Dibabet he-deus Anjela Duval an hent mad, a gred eom, an hini eo bet atao on hini, ober gand eur yez pobleg kempennet. Stank-ha-stank e kaver e Kan an Douar geriou an douar, geriou ar vuhez pemdezieg. Ha ganto emañ an dasson, an hekleo a rank kaoud komzou beo ar varzoniez wirion. Ar pez ne vir ket tamm ebed ouz an oberourez da zisklêria, gant kement a arliviou ez eus enno, he menoziou dounna hag he zrivliadennou kizidika.

Anoiou ar gwez a zon brao d’an dious- kouarn :

Drev-gwenn, koad kren,
Skav-gwrac’h, fav-put,
Evor, aozilh, bezv gwenn.

Santout a reom frond yahuz bleuniou ar parkeier gand « ar roz kamm, ar boued houidi, ar melion, an tule, an tomm- heolig, ar roz ki… ». Tañvet on-eus ni ivez ar frouez gouez : « Koper, irin, lus ha babu. » Ha setu labour kuz ur hreunenn winiz :

Glec’hiañ, kellidañ, diwan,
Kefiañ, gwarenniñ, koeñviñ,
Dizac’hañ, bleuniañ,
Bouediñ, dareviñ.

Eur blijadur eo ivez digouezoud gand geriou koz, o vond  da  veza  dizoñjet  sur awalh,  abaoue  m’eo  bet  argaset  ar   hezeg   gand   an   traktourien,  evel « maen pignaouer » (montoir),  pac’hum (entraves), hag all. Setu aze geriou hag e kavo lod ahanom enno c’hwez vad or bugaleaj war ar mêz ! Ampart meurbed eo dreist-oll Anjela Duval evid renta liou hag arliou an oabl hag ar houmoul, an trouz hag an trouzouigou diniver a zav e-kreiz ar zioulder evid dond da veza eur beuregan, eur zimfonienn veureel :

Froñj ar fubu, fraoñv an deil,
Begeil an oan, blej an annoar,
Stroñs an treñ ha froum ar c’harr,
Kroz ar skluz ha tourni ar veilh…

Evid ar pez a zell ouz ar werzaouriez en em gav Anjela Duval en he êz, n’eus forz e pe stumm. Seblantoud a ra anavezoud skridou barzed vraz an amzer vremañ (troidigeziou kempenn brao ez eus), hag ober a ra kerkoulz gand gwerzennou dieub, ha gand gwerzennou ingal, kloten- nou reiz enno, « giz koz ». Pep hini a hell barn war ar poent-se hervez e c’hoant, med asur on e kavo kalz ahanom gwelloh ar stumm-mañ, an hini « koz », dre ma ‘z eus aze e gwirionez kanaouennou pobl, o hortoz beza kanet. Netra kaerroh, da skwer,   na   kempennet   bravoh,   eged « Lellig » (p. 147).

Me ‘oar perak eo Lellig
Toullet ken tost d’an dour :
Re verzet gant he Mammig
Enep ur Bed treitour !
Arabat deoc’h va Lellig
C’hoari re dost d’an dour,
Rak ar rinier, bihanig,
A zo don ha treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Tommañ re beg ho lour :
Rak an tan va bugelig, 
A zo meurbet treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Pignat uhel er skourr,
Barroù ar gwez va evnig
A zo bresk ha treitour.
Pa ‘z ae gant he flouzennig
Da sunañ ar sistr flour :
Arabat re !… va Lellig,
Ar sistr dous zo treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig,
Krediñ er melezour,
Ar melezour, va c’hoantig,
Zo gaouiad ha treitour.
Arabat ‘vo deoc’h Lellig
Selaou re komzoù flour !
Rak ar baotred, va flac’hig,
Zo hedro ha treitour.
Arabat eo deoc’h Lellig
Selaou morse lidour
Al lidourien va merc’hig
A zo holl tud treitour.
Re disfiz eo deut Lellig
‘Keñver ur Bed treitour
Chomet eo hec’h-unanig,
Hep pried na karour.
Un deiz a varvo Lellig
Hep keuz na takenn dour,
Met er Bed all ar paourig
A gavo ur C’harour.

Gouzoud a ra hoaz Anjela Duval implij ijin ar varzoniez vreizeg en eun doare souezuz, ar pouez mouez, al lusk, ar vogalennou hag ar hensonennou oh ober klotennou diabarz, heñvel awalh awe- chou ouz giz barzed Bro-Gembre. Ha setu ma klevom evelse, ar brank

O skubañ hep skuizhañ toenn louet
[al  loch… Ar segal graet gantañ goap ouzh ar goañv…
Koroll diroll al logod er c’hrignol…
Safron ar sardon e kalon ar bleuñv…

Setu Kan an Douar : ul leor ennañ awen hag ijin, menoziou ha trivliadennou, pea- dra da vaga or spered hag or faltazi, par d’ar gwella dastumadennou barzonegou embannet e Bro-Hall hag e n’eus forz pe bro. Ol lakaad a ra da gaoud spi e Tonkadur ar brezoneg. Nann, n’eo ket hepken   ur   « skrin »,   eul   liorz   evid « miroud an hadennou diweza », med kentoh eun oberenn digor war an amzer da zond, promesa eun eost nevez.

 

Print Friendly, PDF & Email