Stourm a ran war bep tachenn

Stourm a ran war bep tachenn zo ennañ kant barzhoneg bet skrivet gant Anjela Duval, e fin he buhez evit an darn vrasañ. Ouzhpenn ar re-se e kaver ivez el levr ur rakskrid gant Ivona Martin, roll an deiziadoù a-bouez e buhez hag en oberenn Anjela Duval, ur pennad diwar-benn “Anjela Duval hiziv”, notennoù, ul levrlennadur ha roll ar barzhonegoù dre urzh al lizherenneg.

Stumm : titl al levr, skrivet gant Anjela Duval, zo moullet e ruz war ur jakedenn du. Golo war Rives tradition liv olifant naturel 250 g/m2. Diabarzh war Rives tradition liv olifant sklaer 120 g/m2.
Skeudennoù : gant Hubert Coatleven.
Ment : 14 X 24 cm.
Niver ar pajennoù : 172 pajenn diabarzh.
Deiziad an embann : miz Du 1998.
Embannet gant : Mignoned Anjela (Pempoull) ha skignet gant Coop Breizh (Spezet F-29).
Priz : 19,82 euro

 

 





« »