Fido

A ! Va c’hi ! Doue ‘oar pegeit zo etrezomp Zo ‘tre da Anien hag Ene da Vestrez Eñ nemetañ a oar ha perak ha penaos E vevez eus he sell, e varvez eus he marv Ha dre peseurt truez […]

Evit lid ur maen-koun da Yann-Kêl

A galon hag a spered Emaon ganeoc’h mignoned Unanet er memes menoz : Doujañs ha karantez ar Vro gozh… Enor d’an hini en deus roet e Yaouankiz E Vuhez evit Stourm-meur ar Frankiz Da gorf, Yann-Kêl, zo chomet e douar […]

Evel-se ’mañ Er bed-mañ !

Bez’ zo tud dilabour Hag a venn bout ac’hubet Bez’ zo tud o klask labour Hag o pediñ Doue na gavfent ket. Bez’ zo tud o deus re a labour Tud brevet gant al labour Ha ne gavont den d’o […]

Eus va Gwele

Teir doenn c’hlas o leinoù ruz Ur groaz houarn en oabl ludu War lein an doenn uhelañ he c’hinvi gwer Laboused-mor o prederiañ war an amzer Ur skrevig louet e benn stouet : Kroazazeuler. En-dro din ‘met sabad ha foar […]

Eured Phyllis ha Christofer

‘Hed an deiz ‘m eus soñjet ennout Phyllis ! Hanternoz eo ha bepred emañ va spered ganit Pell out ouzhin, hogen ken stok, Penaos out gwisket ? Penaos out koefet ? Penaos eo gwisket da bried yaouank ? Da vreudeur […]

Eur marzhus

Labour an deiz bremañ peurgloz. Deut an Eur edon o c’hortoz. Goude trevell ken danvezel Pegen dous : un eur speredel ! Er sioulder on beuzet amañ. En-dro din nep trouz ne glevan. Netra ‘met trouz ar momeder ‘Kontañ takadennoù […]

E-tal an tan

Kinniget da Roparz Hemon Sonenn I Me n’am eus morse redet War-lerc’h arc’hant nag aour. ‘Skeud va labour ‘m eus bevet Gant va zud ‘n o zi paour, Hag hon-zri, ‘tal an tan, Er goañv goude koan, Gant marvailhoù ha […]

Er-maez !

Cosi fan tutte ? Er-maez ! Ya er-maez, c’hwi ! Ne fell ket din, Ne c’houzañvin morse ‘Vefe dismegañset em zi Va Breudeur a boan : Servijerien an Douar Douar santel va Bro Hor Bro. Hon Mamm-Vro ! Va Breudeur […]

Erc’h Mezheven

Gant aezhennig flour Mezheven Brañsellat ‘ra an halegenn He bisigoù o tishilhañ A c’hournij en avel skañv Floupadigoù gwenn a zispeg Eus o zoupennoù dumek. Ha nij-dinij, ar malzennoù O korolliñ skañv en Oabl Zo ken espar hag Hunvreoù. Pe […]

Er c’hoad

War ballenn vlot ar c’hoad Mont a bazioù voulouz Azezañ ouzh ho troad Er brizhheol, en didrouz. Pell eus tabut an dud. Selaou sarac’h ho teil… Ha flourañ a bep eil Gant va dorn ha va sell… A vouezh dous […]