Gwin Ruz
« Lonk. Lonk ‘ta. Lonk hardizh Lonk betek dislonkañ Ar marc’hadour gwelien ruz En deus ezhomm da vevañ Lonk. Ya lonk dizamant Ha disoursi Eus da gozhni. Ar Stad C’hall all, te ‘oar, A zo brokus e-keñver da seurt. — […]
« Lonk. Lonk ‘ta. Lonk hardizh Lonk betek dislonkañ Ar marc’hadour gwelien ruz En deus ezhomm da vevañ Lonk. Ya lonk dizamant Ha disoursi Eus da gozhni. Ar Stad C’hall all, te ‘oar, A zo brokus e-keñver da seurt. — […]
Savet d’ar mare ma valee Hollandiz war droad e 74 1 Tostait da selaou Bretoned Ur son evidoc’h kompozet Savet eo diwar-benn Mansholt Hennezh c’hwi ‘oar zo ur paotr drol. 2 Darn a lavar eo ur paotr fin A ra […]
Diac’hubet barlenn ar prenestr Hag ho lakaet evel bep bloaz War ur bladennig evel tron. Stered gwenn ha kleier glas A bep a-du d’ho skeudenn Ha dirak : ur rozenn gamelia ruz Aze e-harz ho treid Sell ‘ta ! Tri […]
Gwerc’hez dispont ha taer Ken kadarn hag ur gour Pa deuomp ‘vel dre laer Da c’houlenn ho sikour Da bediñ war ho pez An dour ‘n hon daoulagad Ho pet ouzhimp truez Bezit hon alvokad
C’hwezhet en deus un avel but ‘Hed an deiz eus tu ar Reter. Klev en noz du e c’harmoù yud Selaou o klemm kerdin al Lud ! Klemmoù an Oan ‘N e dremenvan Ha youc’hoù taer Ur Bed muntrer A […]
Da Ronan ha d’e geneiled-stourm Iwerzhon ! Iwerzhon ! Choar garet hor Bro-ni N hor chalon zo trefu Gant da Freuz ha da Reuz. Iwerzhon ! Iwerzhon ! Stivell ar sent Breizh a zo dit dleourez : Avielet eo bet […]
I Da Vro hepken a enori Ha dreist pep Bro all a gari II Da Vro-te na zilezi ket ‘Vit mont da redek dre ar Bed III Nerzh da gorf yaouank a viri Ha da spered d’He servijiñ IV Hec’h […]
Gwelit en oabl a-us d’ar porzh Tri gouelan o krial forzh. O tarnijal en avel foll Perak n’eus nemet tri en holl ? Tri, n’eo ket diaes o c’hontañ Dec’h ‘oa c’hoazh outo ouzhpenn kant ! — Perak e ouel […]
Sant Mikael arc’hael, patron bras ar Gelted pedit evidomp Aotrou Sant Mikael Patron ar Gelted, Dindan ho Panniel Mirit me ho ped An holl Vretoned Strewet dre ar Bed Bezit o skoazell. Amen. 28 a viz Gwengolo 1965
Da vamm an holl vammoù Hiziv gouel ar mammoù Gouel ar Garantez c’hlan Ma trid ar c’halonoù Holl a-unan … Me zo va-unan, Va mammoù-me zo holl en Neñv Va mamm hervez ar gwad, Va mamm hervez ar spered, Ha […]